The Project Gutenberg EBook of Sarmoniou an Aotrou Quere, by Jean Quťrť
This eBook is for the use of anyone anywhere at no cost and with
almost no restrictions whatsoever. You may copy it, give it away or
re-use it under the terms of the Project Gutenberg License included
with this eBook or online at www.gutenberg.org
Title: Sarmoniou an Aotrou Quere
Author: Jean Quťrť
Editor: Christophe Jťzťgou
Release Date: December 3, 2007 [EBook #23685]
Language: Breton
Character set encoding: ISO-8859-1
*** START OF THIS PROJECT GUTENBERG EBOOK SARMONIOU AN AOTROU QUERE ***
Produced by Alphonse Nandert and the FURCH project
.NPO
KENTSKRID EVIT EMBANNADUR NEVEZ LEVR
KENTA— AR "SARMONIOŔ".
C'hwi a gavo amaŮ nemet an hini kentaŮ eus an
daou levr anavezet dindan an anv "Sarmonioý an
Aotrou QuťrťĒ.
Dastumet eo bet ar sarmonioý-se gant an
Aotrou Jťzťgou ma oa d'ar c'houlz-se ur beleg
yaouank, kure e Kastellin. Al levrioý a zo bet
moulet e 1906 e ti-moulerezh "la Presse Libťrale",
e Brest, evit Corcuff levrier e Kastellin.
Buan ez eo deut al levrioý-se da vezaŮ
levrioý-skol brudet, evit an holl veleien
yaouank eus eskopti Kemper hag hini Sant-Brieg.
Mad e vefe bremaŮ reiŮ deoc'h un nebeut
titouroý, diwar-benn ar skouerenn am eus kemeret
evit embann a-nevez levr kentaŮ ar "Sarmonioý".
Perc'henn kentaŮ al levr a voe an Aotrou
Helliet Person Lanvolon. Roud e siell kaoutchoug
.NPO
a gaver war bajenn gentaŮ al levr. Ur perc'henn
all, marteze, a voe unan hanvet pe genthanvet
"Maurice", ma voe person Mantallod. Skrivet en
deus e anv war ar bajenn ma vez moulet warni
aotre da embann gant an Aotrou 'n Eskob Kemper.
Mantallod ne vez nemet ur gÍriadennig gant un
daou c'hant pe daou c'hant hag hanter-kant
bennak a annezerien o chom enni. Pell amzer
a zo, a dra sur, peogwir stank eo bremaŮ ar
parrezioý bras hep beleg ebet, hag enno
muioc'h eget daou vil ene.
D'am soŮj, ez eo marv perc'henn diwezhaŮ al
levr. Dav e oa neuze d'an hÍred dibab etre
peadra ar beleg petra oa talvoudus ha petra
ne oa ket. Kaset o deus kalz levrioý d'an
diskarg en ul lec'h galvet amaŮ ar "baludenn"
peogwir e oa, e deroý ar bloavezhioý mil
.NPO
nav c'hant dek ha tri-ugent, ur wir baludenn.
An dour kaset dezhi dre ruzelenn Sant Goneri
a chome enni kent ha ma c'helle tizhout ar mor.
Douar ha mein diouzh ar c'hleuzioý distrujet
a oa kaset eno, a-gevret gant ur bern loustoni
all o doa an dud ar c'hoant dieubiŮ diouto.
BremaŮ, ne 'z eus ken a ziskarg aze, leuniet
mik eo bet ar baludenn hag ez a an dour
eeun-hag-eeun d'ar mor. Dour sklaer e
c'hell bezaŮ koulskoude, peogwir ne red
bremaŮ er ruzelenn Sant Goneri nemet an
dour o tiveraŮ diouzh un doare baludenn
all, aozet a-ratozh evit glanaat an dour
eus kanoý-distrouilh ar gumun a-bezh...
D'ar c'houlz-se , ne oa ket leuniet
c'hoazh ar baludenn am eus komzet diouti
ha m'edo e-kichen an aod, a-dreŮv d'an
erin-bili a harz ar reverzhioý brasaŮ da
vont e kreiz an douaroý. Kalz tud a
dremene dre aze, o vale a-hed an aod, hag
etrezo ar vamm din. Hi a welas levrioý ar
beleg, e Latin pe e Galleg, hag ivez unan
.NPO
skrivet e Brezhoneg ma tedennas he evezh,
peogwir ar c'hein dezhaŮ a oa goloet gant
ler. Ne oa ket goloet a-bezh al levr gant
ler, evel-just, peogwir neuze unan en dije
e gemeret a-raok, pe c'hoazh an hÍred
o dije e viret evit ar priz.
Den ne gredas koulskoude e oa prizius al
levr-se, digoret e oa ha glebiet ivez ar
pajennoý gant ar glav ma kouezh a-wechoý
dre amaŮ, zoken pa n'emaŮ ket an douristed
er vro. Al loued en doa kresket war ar
pajennoý kreiz hag ivez war ler ar c'hein.
Kemeret en deus koulskoude va mamm al
levr-se evit e ziskouez din peogwir e oa
skrivet e Brezhoneg.
A-vec'h ma tigoris levr ar "Sarmonioý" ma
zegouezhas un doare burzhud bihan. Gouest
e oan da lenn gant aez petra a oa skrivet
ennaŮ, daoust ma 'z eo diaes din lenn ar
skridoý nevez e Brezhoneg. E gwirionez, e
oa skrivet al levr e Brezhoneg eeun ma
c'helle kompren an dud diwar ar maez, zoken
pa oant o chom e parrezioý disheŮvel.
Daoust ma oa bet skrivet ar sarmonioý
.NPO
evit tud Bro-Leon, n'eus ket re a ziforc'h
etre ar Brezhoneg ma kaver aze hag an
hini ma vez komzet amaŮ e Bro-Dreger. Me
en doa desket ivez meur a c'her hag a
dro-lavar implijet er skridoý relijiel.
Kroget am boa, e gwirionez, da lenn e
Brezhoneg e-barzh levr katekiz va mamm, al
levr nemetaŮ skrivet e Brezhoneg ma
anavezen d'ar c'houlz-se.
Pep dek vloaz em eus adlennet ar
"Sarmonioý", ha pep gwech gant an hevelep
plijadur. Tregont vloaz da c'houde, am
eus kroget da ziskrivaŮ al levr evit e
embann war ar roued. Echu eo bremaŮ
al labour hag hir e voe ! Gant un
hanter-eur evit pep pajenn ha teir fajenn
pep sizhun, n'eo ket diaes jediŮ an amzer
ma voe ret din evit diskrivaŮ ar pevar
c'hant pajenn eus al levr-se. Spi am eus ma
vo va labour talvoudus evit an holl re o
deus c'hoant d'ober enklaskoý e skridoý
.NPO
kozh evel ar "Sarmonioý".
Evel am eus lavaret endeo, daou levr a
sarmonioý digant an hevelep beleg a zo bet
embannet. Koulskoude, n'on ket deut a-benn
biskoazh da gavout an eil. Ur skouerenn
dezhaŮ a zo miret en ul levraoueg e Skol-Veur
Brest met me n'am eus ket an dro da vont er
gÍr-se hag ivez ret e vije bet kaout an aotre
evit e luc'hskeudenniŮ ha n'on ket re vad
evit breutaat gant ar mererezh ! Spi am eus
e vo unan all kalonek a-walc'h evit
beurechuiŮ diskrivadenn "Sarmonioý an
Aotrou Quťrť".
Alphonse Nandert, d'an tri a viz Du 2007.
.NPO
L'abbť Helliet
CdN Lanvollon
SARMONIOU
an
AOTROU QUERE
DASTUMET HA RENKET
GANT AN AOTROU J…Z…GOU
Cure e Castellin
óóóóóóóóó
I
óóóóóóóóó
Ha goude he varo
Pell cíhoaz e komzo,
Keit ha ma vo e Breiz,
Ha Brezonek ha Feiz.
BREST
IMPRIMERIE DE LA PRESSE LIB…RALE
4 ó Rue du Ch‚teau ó 4
ó
Corcuff, Libraire, Ch‚teaulin
ó
1906
.NPO
DIOC»SE Ploudalmťzeau, le 27 Avril 1906.
DE QUIMPER
ET DE L…ON
óóó
PAROISSE
DE
PLOUDALM…ZEAU
***
MON CHER AMI,
Je viens de terminer la lecture des Sermons de M. QU…R….
Je níy ai rien trouvť de contraire ŗ la doctrine de la Sainte
Eglise.
Líťloge du style de M. QU…R… níest plus ŗ faire. Cíest du
breton le plus pur sans purisme, riche en images et en compa-
raisons tirťes de la nature et des usages bretons, et en
expressions pittoresques.
Par la simplicitť du plan et par la variťtť des dťveloppements,
toujours en harmonie avec la mentalitť de nos auditoires
bretons, ces Sermons peuvent Ítre trŤs utiles aux PrÍtres qui
voudront se former ŗ la prťdication.
Cíest dans les sujets de circonstance, surtout, que M. QU…R…
a donnť libre essor ŗ sa riche imagination. La lecture de ces
Sermons sera un vrai rťgal pour les amateurs de langue
celtique.
Veuillez agrťer mon cher Ami, mes sentiments dťvouťs en.
Notre Seigneur Jťsus-Chrit
M. GRALL,
Chanoine honoraire,
Curť de Ploudalmťzeau.
.NPO
Maurice
Person
Mantallot
Vu le rapport de M. GRALL, Curť de Ploudalmťzeau, datť du
27 avril, nous avons permis díimprimer les Sermons de
M. QU…R…, mis en ordre par M. líAbbť J…Z…GOU, Vicaire ŗ
Ch‚teaulin.
Ch‚teaulin, 17 mai 1906.
- FRAN«OIS-VIRGILE,
EvÍque de Quimper et de Lťon.
.NPO
EUR GER ARAOG
óóóóóóó
Aliet oun bet, meur a veach, da gas da voulla sarmo-
niou brezonek an Aotrou Quere.
Mez diegi e 'm oa o kregi el labour.
Sarmoniou an Aotrou Quere oa skrivet, an darn vuia,
var feuillennou paper, distag ha fuillet ama hag ahont.
Ouspenn-ze, kalz anezho oa lakeat an eil en heben.
Ha hent all cíhoaz, níoant ket holl skrivet er memez
doare. En he amzer genta, an Aotrou Quere na skrive
ket evel ma rea var fin he vuez. He zarmoniou diveza í zo
skrivet ervez grammadek ar Gonidek. Ar re all a zo heb
reolen hebed.
Dibab ha renka kement-se oll, níoa ket eul labour eaz.
Mez pellocíh, koulzkoude, al labour í zo great. Gant
sarmoniou brezonek an Aotrou Quere e zo gellet ober daou
leor euz ar re goanta.
Ra deufent da veza talvouduz !
*
* *
Kredi a raan e raÔnt vad, dreist holl, díar veleien
iaouank.
Peurliesa, en eur guitaad ar Cíhloerdi, ne anavezont
ket nemeur a vrezonek. Ne ouzont ket, dreist-holl, brezo-
.NHO
VI EUR GER ARAOG
.NTO
nek ar c'hatekis nag hini ar relijion. Sarmoniou an
Aotrou Quere ho zikouro d'he deski.
*
* *
Beza int ar c'henta sarmoniou moullet e brezonek iacíh.
Ar cíhalz anezho ' zo troet kaer ha livet brao. Meur a
hini ive, evelkent, hen anzav a dleer, a zo disterrocíh. Holl,
koulzkoude, e meuz lakeat ho moulla. Ar venanen a ra
he mel gant poultren dastumet var bleuniou a bep seurt
liou. Ar prezeger ive a ell kaout er sarmoniou ar re zis-
terra, ar pez a vezo guella, marteze, da lakaat en he
brezegennou.
*
* *
Dreist, e vefen eurus, ma rofe al leor-ma da unan all
benag, ar mennoz da zastum ha da gas cíhoaz du voulla,
sarmoniou brezonek.
Mars eo, na ve ket bet beteg-hen moullet euz ar seurt
prezegennou-ze.
Níeo ket, koulzkoude, na vije ket bet, en hor bro, preze-
gerien dispar. An Aotronez Cloarec, Fave, Jaouen, Mor-
gant, Pouliquen, Mingant, Nicolas ha kalz re all, a zo
cíhoaz brudet en hon touez. En ho amzer oant mistri evit
displega 'r religion.
Ma ve bet dastummet ha moullet ho frezegennou, pe-
beuz tenzor e vije bet evit Cadoróbrezeg Breiz-izel !
Euz an traou great mad, ne dlefer, morse, lezel netra da
vont da goll.
C. J…Z…GOU.
.NHO
Eur gerik divar benn an Aotrou Quere
óóóóóóóóó
I
An Aotrou Quere a zo ganet, er bloaz 1824, er Cíhoulen,
e parrez Plouenan.
E kelendi Castel e reaz he studi.
Pí oa beleget, ó 25 gouere 1850, ó oa kaset da gure
da barrez Riec.
Mez ne falvezaz ket ganthan, chomm er barrez-se, hag
abarz daou vloaz e teuaz da gure da Blouider.
Eno, var ali eur mignon, ecíh en em lakeaz da genta da
zeski 'r brezonek.
Mez a veacíh míhen doa adarre tremenet daou vloaz er
barrez-se, ' oa hanvet da gure e sant LoÔs-Brest.
*
* *
Eiz vloaz e chommaz eno, ha goudeze, e teuaz da ber-
soun da Voelan.
En eur ziguezout, ar persoun nevez hen devoa, diocíh-tu,
leacíh da ziskuez he garantez díhe barrisioniz. Eur
cíhlenved heuzus deuz ar re spegusa, ar vosen, oa en
em ledet var ar barrez. Kalz tud oa taget gant-hi.
Adalek ar mintin betek an noz, bemdez, an Aotrou
Quere a vije var varcíh du-ma, du-hont, o velet ar re
glanv.
Pa davaz pellocíh ar cíhlenved, Prefet ar FinistŤre, a
.NHO
VIII DIVAR BENN AN AOTROU QUERE
.NTO
ginnigaz rei ar groaz a enor díar persoun kalounek. Mez
an Aotrou 'n Escob a viraz en eur lavaret: ę Beleien va
Escobti, ne labouront ket evit enoriou ar bed-ma. Gortoz
a reont, en eur ober ar mad, eur rekoumpanz all kaerocíh
e baradoz Doue. Ľ
*
* *
Er bloavez 1873, an Aotrou Quere, oa hanvet da bersoun
e Bannalec. Mez kement, a garantez a zante en dro
díezhan, e parrez Moelan, ma zeaz da gaout an Aotrou
'n Eskob evit her pedi díhe lezel eno. ó ę Ama, e skrive
goudeze da eur mignon, kement tra ' zo a lavar eur bern
traou da mí cíhaloun. Eur mean, eur vezen, korn an
hentchou, a gemer eur vouez evit kozeal ouzin, dudius.
Ar zonj hebken dího dilezel, a ro da mí cíhaloun melkoni.Ľ
*
* *
Ho dilezel a rankaz, koulzkoude. Er bloaz 1874, e oa
kaset, en despet díezhan, da bersoun da Gastellin.
He barrisioniz nevez a glevaz lavaret na deue da 'vitho
nemet dre fors. An digemer a rajont díezhan na voa ket
deuz ar guella. Mez en eur he anaout, abarz pell, e teujont
díher cíharout. Ha var fin he vuez ne voa ket, e Castellin,
unan ha n'hen dije ket doujanz, karantez ha respet evit
ar persoun koz.
*
* *
Doue ' zigasaz dían Aotrou Quere eur zamm pounner
da zougen. Epad he iaouankiz hen doa bet great eur
cíhlenved deuz ar re voasa. Divar neuze, morse ne oa bet mad
avoualcíh. Mez gant an oad ar beacíh a bounereaz.
.NHO
DIVAR BENN AN AOTROU QUERE IX
.NTO
Cíhuecíh vloaz araog he varo, he izili í en em lakeaz da
grena. Ne elle mui chomm en he vele. Noz-deiz, e vije en
he zav, o vale dre he gambr pe harpet deuz eur gador.
Mervel a reaz, dían drivecíh a vis guengolo 1898, dían
oad a drizek vloaz ha triugent.
Hirio, e gueret Castellin, he barrisioniz ho deuz savet
díezhan eur bez deuz ar re goanta hag a lavaro dían holl,
a dreuz ar cíhantvejou, pegement ho deuz bet karet ho
phersoun koz.
óóóóóóóóó
II
Etouez beleien Breiz-Izel, ne gav ket díin e ve bet
morse, hini, ken elavar hag an Aotrou Quere. Aliez e zo
bet lavaret divar he benn ar pez a lavare, gueach all, ar
Juzevien divar benn hor Zalver Jesus-Krist : Nunquam
locutus est homo sicut homo ille : biskoaz den na breze-
gaz evel an den-ze.
Pa vije er gador, an oll a droe varzu ennhan, klevet e
vije bet eur gellienen o voudal dre an iliz. Eva í reat evel
pa lavarfen he gomzou.
Er gador, an Aotrou Quere, ploum en he zav, a groge
da genta en he zarmoun en eur gozeal freaz, en eur zis-
taga mad he gomzou. Mez goudeze, a nebeut da nebeut,
ecíh en em domme hag e kase he vouez ervez an traou
hen dije da zisplega.
Gueach e vije dous ha plean, ę evel mel var bara guen, Ľ
egiz ma lavare aliez ; gueach e vije laouen koulz hag eur
rimadeller o kounta rimadellou ; mez gueach ive e kroze
evel ar gurun hag e tifrete he ziouvreacíh.
.NHO
X DIVAR BENN AN AOTROU QUERE
.NTO
Pa ziskroge deuz he zarmoun, avechou e lavare eur
gomz grons ha dichek, hag a gueze var ar cíhalonou evel
eun taol morzol. Aliesocíh, evelkent, ecíh achue dre eur
beden. He benn savet varzu an Env, he zaouarn kroachet
var he stomok, e guie lakaat var he vuzellou komzou
lemm hag a doulle evel birou.
Ha dre ma komze ' vije guelet, var dremm ar re ' zilaoue,
avechou an daelou o tiruil e teid ho divocíh, avechou ar
muscíhoarz var ho muzellou, hag avechou all, var ho zal,
ar spount hag an anken.
*
* *
Hogen tri dra a zikoure kalz an Aotrou Quere da brezeg
evel ma rea : he vrezonek, he vouez hag he labour.
Koulzkoude, an Aotrou Quere níhen deuz ket bet atao,
anavezet mad ar brezonek. Beza ' zo sarmoniou skrivet
ganthan e Riec, ha níint na guellocíh na fallocíh eget ar
re a rafe, brema, eur belec iaouank nevez deuet deuz ar
Seminer. (1)
Mez a viskoaz, an Aotrou Quere a zo bet distagellet
mad. Eur vouez hen deuz bet, atao, hag a cíhelle ober
ganthi ar pez a garie.
Pí oa deut da Blouider, an Aotrou Marc, persoun
Goulcíhen a glevaz, eur vech, anezhan o sarmoun.
ó Assa ta mad, abostol, a lavaras díezhan, te ' vo eur
mestr prezeger pa giri.
ó Oh! ia, eme an Aotrou Quere, meuleurez : gaouierez !
.NFO
(1) Setu ama tammou deuz eur brezegen skrivet ganthan, en he iaouankis.
... But a ra eur rumm dud pere zervich Doue non pas e giz ma cíhoulen,
mez beteg eur certen poent, eur certen rezoun... Hag, en effet Doue rekom-
mand díheomp rei tout pe netra. Setu perak dizroit c'houi pere...
.NHO
DIVAR BENN AN AOTROU QUERE XI
.NTO
ó Nann, nann. Mar kerez deski 'r brezonek e vezi eur
prezeger dispar.
ó Penaoz ! Deski 'r brezonek ! Me oar brezonek.
ó Nann. Ne ouzout ket, kred acíhanon. Evit he zeski,
sell : ne lez morse, paour hebed da dremen heb chomm
da ober ganthan eur frapat kozeal. Ar re baour níint ket
bet er skol hag ' oar mad iez ho bro.
Ha neuze cíhoaz : níe peuz ken nemet cíhuecíh vloaz
var-n-ugent. Ma vijen en da leacíh, me ' iafe da cíhoari
galoch ha da cíhoari kornigel, bep sul var al leur-ger,
gant ar baotred iaouank. Gantho e klefez brezonek iacíh
ha níeo ket cíhoaz tamm ebet saotret gant ar gallek.
*
* *
An ali ' blijaz dían Aotrou Quere.
He blijadur oa, pa zea da bourmen, chomm da gozeal
gant ar re goz, gant ar beorien ha gant ar bastored
denved oa neuze cíhoaz stank e Bro-Leon. ę Gantho, a
lavare meur a veach, goudeze, e meuz desket va guella
brezonek. Ľ
Bep sul ive, e zea da cíhoari kornigel var al leur-ger
dirag an iliz, araog ar Gousperou. Ar barrez holl a zirede
da velet ar cíhoarierien. (1)
*
* *
Mez, abarz nebeut, e rankaz kuitaat an diou skol-ze.
Kaset e voa da Sant-Lois-Brest, evel hon deuz 1avaret,
diagent.
.NFO
(1) Kornigel an Aotrou Quere a zo bet dalcíhet pell, e ti unan deuz he vrasa
mignouned, e Pont-ar-Cíhastel, e parrez Plouider.
.NHO
XII DIVAR BENN AN AOTROU QUERE
.NTO
Eno, ne zilezaz ket ar brezonek. En em lakaat a reaz
díhe skriva. Hag eun dra drŰl avoualcíh a roaz tro dezhan
díober kement-ze
Eun tad Jesuist, oa deut da brezek ar cíhoraÔz da Vrest.
Eur vouez hen doa deuz ar re gaera. Hag eun devez, e
kanaz da gureet Sant-Lois, eur zoun latin, soun an den
kondaonet díar groug ocíh en em gonsoli araog mont díar
maro. An holl a jomme souezet ken kaer e kavent ar
zoun. ę ó Na pebeuz iez eo al latin, evelkent, a lavarent.
Plega í ra da liva pep tra. Níeo ket gant ar brezonek eo
' ve great eur zoun e se. Ľ
An Aotrou Quere, avad, ne dinte ger. Mez a benn an noz
varlercíh, e kinnigaz kana eur zoun vrezonek. Troet hen
doa soun an tad Jesuist. Hag an oll a gavaz ó Ar Grou-
gaden ó kaeroc'h, zoken, eget ar zoun latin.
Divar neuze e reaz kalz rimadellou. An niver braz
anezho, a zo bet great gantho, leor Kanaouennou Kerne.
moullet brema zo c'huec'h vloaz. (1)
*
* *
Divezatocíh, eun dra all a boulzaz cíhoaz an Aotrou
Quere da studia guellocíh ar brezonek.
Unan deuz ar veleien oa ganthan e Sant-Lois-Brest,
an Aotrou Mathieu oa bet hanvet da bersoun e Plouescat.
Gina ' rea o vont díhe barrez, rak níe guie ket ar brezonek.
ę ó Mar cíheljen cíhoaz he zeski, a lavare. Mez ar bre-
zonek zo eur iez diot ! Níeuz na merk na rouden evit dont
a benn anezhan. Ľ
.NFO
(1) Ar re ho deffe cíhoant da gaout leor Kanaouennou Kerne, a raffe mad,
en eur he brena, dioch-tu, brema. Ne jomm mui nemet eun nebeut da
verza.
.NHO
DIVAR BENN AN AOTROU QUERE XIII
.NTO
ó Eo, eo, a lavare an Aotrou Quere, he zeski a cíheller,
sur. Ha píeo guir hen deuz, a dreuz ar cíhantvejou, en em
zalcíhet digattar, e zeuz merk ha rouden evit anaout
anezhan.
Neuze ecíh en em lakeaz díober eur grammadek.
Ar grammadek-se, hag hen doa an Aotrou Quere roet
díezhi ar pep vella deuz he spered hag ar pep vrasa deuz
he amzer, a zo kollet, hirio. Bet oa bet prestet dían Ao-
trou Normant, rejant er Seminer. Abaoue he varo, níeuz
gellet kaout kelou diouthi, e nep leacíh.
*
* *
Evel a veler, an Aotrou Quere hen doa gourennet
avoualcíh deuz ar brezonek. Hen anaout a rea mad tre.
Hogen, níeuz par da anaout mad he iez evit beza ela-
var.
*
* *
Eun dra all cíhoaz koulzkoude, a ranker da ober evit
prezeg mad. Red eo beza sonjet kalz, er pez a ve da la-
varet.
Hogen, da ober al labour-se, ken nebeut, an Aotrou
Quere ne vanke morse.
Aliez eo bet klevet o lavaret: ę Biskoaz ne díoun bet
eat er gador-brezeg, eb beza skrivet va zarmoun, da ne-
beuta teir gueach. ó Morse, a lavare cíhoaz, ne meuz bet
roet eun ali da mí farisionis, nag e gallek nag e brezonek,
heb beza skrivet ha renket mad, ar cíhomzou a 'm bije
da lavaret. Ľ
Var gement-se, kerkoulz e vije atao var aon. ę Prezeg,
emezhan, zo hada komzou Doue : Semen est verbum Dei.
.NHO
XIV DIVAR BENN AN AOTROU QUERE
Da zioual ' zo da vankout a respet da gomzou Doue ha
dían dud a deu d'ho zelaou : Maledictus qui facit opus Dei
negligenter ! Ľ
Hogen, evit ober eur zermoun, setu ama penaoz ecíh en
em gemere.
Da genta, e lakea var baper, an oll zonjou a deue díezhan
divar benn ar zarmoun-ze.
Goudeze, e tibabe etouez ar sonjou-ze, hag e lakea,
diocíh renk, ar re ' gave díezhan beza ar guella.
Pellocíh e skrive he zarmoun var baper lizer. Neuze na
vije chenchet mui. Hounnez eo ' vije roet er gador-brezeg
*
* *
Holl zarmoniou an Aotrou Quere, zoken he gonferansou
var gourcíhemennou Doue ha var Sakramant ar Binijen
a zo bet, evel-se, skrivet penn-da-benn. Mez ar cíhalz
anezho ' zo bet devet. Ne zeuz mui chommet dioutho
nemet ar steuennou.
Moullet int ama, e giz míhon deuz ho cíhavet.
óóóXóóó
.NPO
KENTA LODEN
óóóó
SARMONIOU
BET PREZEGET
EVIT PARDONIOU
**
.NPO
Ne'z eus netra war ar bajenn-maŮ
.NPO
I
PREZEGEN 3
Great er Folgoat d'an eis a vis Guengolo 1886
Ecce filius tuus: ecce mater tua :
Hennez eo ho mab ; hounnez a zo ho mamm.
BREIZIS-IZEL, VA C'HENVROIS KER,
Setu hi, ahount, ar japel a zo bet savet eur pemp
kant vloas a zo benag, var bez an hini epad he vuez, a
c'halvet SalaŁn ar Foll.
Goude beza var dro Lez-'n-Even, klasket en hano
Mari, he dammig bara pemdiziek, SalaŁn a zistroe ama
dindan he vezen.
Da ober he bred e soube he damm bara er feunteun
ha goudeze en eur gana meuleudi he itroun ar Verc'hez
Sakr, e c'hourveze var an douar noaz evit kemeret he
gousk, eur mean ganthan dindan he benn.
Ar foll ervez an dud a voe ar fur ervez Doue, rak
m'hen doa anavezet mad ne maomp var an douar nemet
evit gounit ar Baradoz.
Evel testeni euz he zantelez, eur flourdelizen gaer,
.NHO
4 AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM
.NTO
hano Mari, e lizerennou aour, merket var he deliou,
a ziwanaz var ar bernik douar a c'holoe he gorf maro.
Eun nebeut goude, ar japel gaer a zo dirazomp a
voue savet var he vez, hag ennhi hon tadou kos, deuet
a bep korn tro var dro, a veze guelet var ho daoulin o
c'hen em erbedi ouz Mamm Doue.
Tud an Arvor, tud an Argoat, ho c'hreden, ho fizians,
ho c'harantez a zo a rumm da rumm, en em zalc'het en
ho touez. Ha setu ganeoc'h, hirio, d'ho tro, karget an
dachen vras man.
Itroun Varia 'r Folgoat, evidoc'h int deuet.
Anezho deoc'h hag ac'hanoc'h dezho e tlean eta kozeal.
C'houi ho c'hemer evit ho pugale : hi, ho kemer evit
ho mamm.
Grit, o Guerc'hes sakr, ma tiskuezin peger kouls
mamm, oc'h evitho ha pegement e tleont poania da veza
evidoc'h bugale vad.
*
* *
Va breudeur ker,óó Piou ac'hanomp n'hen deuz ket
guelet eur veach benak eur c'hrouadurik bihan gour-
vezet en he gavel : he zaoulagad glaz savet ganthan var
zu an Env, he vleo melen rodellet en dro d'he dal, he
ziou vreac'h daoubleget var boull he galoun e seblant
gant he vuzellou hanter-zigor, mousc'hoarzin ouz elez
ar Baradoz
Ha c'houi, avi deoc'h ounthan marteze a lavare ouzoc'h
ho c'hunan : óó ę Na te a zo euruz, chomet ma zeo en
he fez kurunen gaer da vadiziant ! Ľ
.NHO
AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM 5
.NTO
Marteze ive, truez ounthan en ho kaloun e lavarac'h
ouspenn : óó ę Krouadurik paour, petra e teui-tu da veza
var an douar ? Eun neudennik netra ken, torret eaz
gant an disterra stokat, a stag ac'hanout ouz ar vuez !
Ha petra c'hellez nemet en em glemm ? Goestl da gozeal
n'out ket c'hoas ; goestl da labourat kennebeut ; goestl
d'en em zifenn kennebeut all. Koulskoude an hent a zo
rust ; penn-da-benn danjerou stank ha poaniou garo !
Da lezel gant da nerz da unan, eun devez pe zaou, a ve
barn ac'hanout da vervel.
Ľ Krouadur paour, piou gant truez ouzid a daolo
ac'hanout evez ? Ľ
Piou ? Va breudeur ker, her goud a rit koulz ha me,
en he gichen e ma he vamm.
Oh ! ma ve en ho touez unan hag a lavarfe d'in :
ę Me ne meus ket, me, anavezet va mamm. Ľ Dezhan
d'am zro me lavarfe :
ę Va breur, va c'hoar ger, truez a meuz ouzoc'h,
gwalc'h va c'haloun, rak n'ho c'heuz ket anavezet ar
pez a zo goude Doue brassa tenzor ar vuez-ma. Ľ
Ar vamm keit ha ma vezo bihan he c'hrouadur, her
mago gant leaz poull he c'haloun ; hi her mailluro, hi a
zesko dezhan kozeal, a zesko dezhan bale, hen dougo pa
vezo skuiz, a dommo he zaouarn etre he re, he benn e
pleg he gouzoug : hi, pa welo, a zec'ho he zaelou gant
kil he dourn ha gant eur pok.
Dre ma kresko, d'ezhan e roio an tamm mezer tomma,
evithan e tispartio ar guella tamm bara, kentoc'h he
lezel da gaout naoun, e chommo he unan heb tamm.
.NHO
6 AR VERC'HEZ ZO HOR MAMM
.NTO
En noz, en deiz, da bep mare, heb skuiza, heb damanti
guech hebed, e vez kavet atao prest : prest da rei he
nerz, prest da rei he foan, he amzer, he buez m'ar deo
red !
Hag an eil bep eil tro, a lavar d'egile an daou c'her
ken karantezus : ę Va c'hrouadur ! va mamm ! Ľ gant
eur vouez ken tomm, ken tener, ken dudiuz, ma trido
ouz ho c'hleved kaloun an Aotrou Doue he hunan.
*
* *
Va breudeur, setu aze petra eo eur vamm din eus an
hano a zoug.
Hogen koulsgoude :
Ar Verc'hez sakr a zo eur vamm evidomp : hor c'he-
meret he deuz evit he bugale.
Brema zo trivac'h kant vloaz, eur groas a voue savet
var menez Kalvar, hag outhi tachet divar bouez he
bevar-ezel, Jesus-Krist a iea da vervel.
Ehars ar groas, eur vaouez hag eur goas en em zilet
etouez he vourrevien, a zo deuet da rei dezhan eun
diveza merk a garantez. Unan eo ar vamm ankeniet,
egile Sant Iann, ar mignon tener.
Jesus-Krist a zo dija en he angoni, hag her gout a rit
óó rak piou ac'hanomp na velas ket unan benag var
nez mervel óó komzou eun den var he dremenvan a zo
evel birou lemm eun dant dezho a bep tu ; buhan e
zeont doun hag eur vech eat e chomont.
Hogen, en eur zellet bep eil tro, ous he vamm hag he
ziskib muia karet, hor Zalver a lavar : ę Mulier ...
.NHO
AR VERC'HEZ ZO HOR MAMM 7
.NTO
Maouez paour, mamm oc'h bet, mamm na viot mui, rak
ar mab, n'ho poa nemet-han, a ia da vervel ; hiviziken,
den n'ho kalvo he vamm !
ę Eo, koulskoude, mamm e viot c'hoas, rak me a ro
deoc'h bugale all ; hennez hag ar re ho karo eveld'han a
vezo deoc'h bugale. Ľ Ecce filius tuus.
*
* *
Mez, Guerc'hes sakr ! Eun dra a zeu da spounta va
c'haloun.
Ar vamm, eur vamm vad, a zo bras he c'harantez.
He galloud, siouas ! a vez aliez bihan.
Mammou kristen, ama ouz va zelaou, c'houi guelloc'h
evidon-me a c'helfe hen diskouez.
1ļ Aliez, re aliez en em gavit dic'halloud eneb ar
maro.
Pet gueach, ni ho peleien galvet ganeoc'h da vont
d'ho ti, n'hon deuz-ni ket klevet ac'hanoc'h o lavaret :
ę Setu hen ama var va barlen, va c'hrouadurik paour ;
aon a meuz na zeuffe ar maro d'hen c'herc'had. Grit,
oh ! grit ma chommo gant ar vamm ar c'hrouadur he
deuz ganet, lavarit din ne varvo ket. Ľ
Ha ni a ranke respount : ę Mamm gristen, ar maro
hag ar vuez zo e pleg dourn Doue ; aliez e diou veach
eurus an hini a varv abred ; aliez teir gueach dizeŁr an
hini a jomm da goza. Lavaromp kentoc'h : Fiat : ho
polontez bezet great. Ľ ,
Ha dirazhomp an ealik bihan a harpe da vervel he
.NHO
8 AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM
.NTO
benn var beultrin he vamm. Oh ! ma vije bet gallet prena
buez gant karantez, bevet en divije. Mez n'oa ket deuet
da jomm, hag epad ma welet en dro d'he gorf maro he
ene a nije varzu Doue da gana kantik ar Baradoz.
2į Dic'halloud eneb ar baourentez.
Nag e pet lochennik soul en eur zihuna var he c'hol-
c'hed kolo, eur c'hrouadur n'hen deus ket lavaret :
ę Naoun a meuz. Ľ Ha c'houi he vamm, naoun deoc'h
koulz ha dezhan a ra eur zell var ar planken : goullo eo ;
eur zell e korn an armel : guerzet an diveza pez dillad !
hag e respountit : ę pa voaz bihan e roen d'id leaz va
c'haloun ; hirio ne meuz nemet daelou va daoulagad ;
gortoz ma vezin bet o klask. Ľ
Hag e zeac'h a zor da zor da lavaret : ę Eun draÔk
benag en han' Doue ! evit na varvo ket gant an naoun
ar c'hrouadur hag he vamm. Ľ
3į Dic'halloud eneb tristidiges ar vuez-ma.
Piou en ho touez n'hen defe ket lavaret evel peleri-
nez Rumengoll :
Va c'hrouadur 'zo d'in, nann na gredin biken
E ve mare ar pred ma n'e ma em c'hichen
Ous va zaol o tribi he damm.
Her guelet netra ken a ra d'in plijadur :
Eun tamm bara segal a vez c'hoek ha natur
P'hen dreb ar mab gant tad ha mamm.
Koulskoude, hirio an deiz, pet en ho touez n'ho deuz
hi ket eun devez guelet ar post o lakaad eun tammik
.NHO
AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM 9
.NTO
paper var gorn ho zaol; skanv eo evel eur bluen, ha
koulskoude e ro evel eun taol hors var ho kaloun ó
lavaret o c'heuz : ę va mab a ia da soudard. Ľ Eiz devez
varlere'h e zoc'h eat d'hen ambroug betek korn an hent
kar . ę Kea en han' Doue, va mab ; beach vad d'id ha
kenavezo'r c'henta distro ! Ľ Hen a ieas : c'hui zistroaz
hag en eur vont e lavarac'h : marteze n'her guelin ken ;
hag an abardaez-se, den en ti na zrebas grinsen : ar
plas chommet goullo a stanke ar galoun.
Marteze, deac'h diveza en eur renka he zillad e korn
ar bank e lavarac'h en eur wela : Daoust hag hen a
zistroio da uza ar re-ma ? Varc'hoas, evithan e zin da
bardouna d'ar Folgoat. Hag er mintin-ma var ho taoulin
er japel e lavarac'h : ę Mamm venniget, c'houi gueach all
eveldon-me hirio, a c'houlenne ho mab diank. Eur zell
a druez ouzin : ho preac'h zo hirroc'h eget va hini : grit
ma na jommo ket eskern va mab da venna var an douar
estren ; grit dreist-holl ma ne gollo ket, etouez tud ha
ne gaozeont ket ar brezounek eveldomp-ni, he lod e
Baradoz Doue. Ľ
Ia, va Breudeur ker, breac'h ar Verc'hez a zo hirroc'h,
nerzusoc'h eget breac'h mammou ar bed-ma. Beza eo
eme sant Bernard, holl c'halloudek dirak Doue, nann
dre nerz he wenn, mez dre nerz he fedenn : ommipo-
tentia supplex.
Ha kement-ma n'eo ket estoun.
Ar Verc'hez a zo, var eun dro
1į Merc'h muia karet Doue an tad.
.NHO
10 An VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM
.NTO
2į Mamm garantezus Doue ar mab.
3į Pried dinam Doue ar Spered glan.
Kouls ha ni evit guir, e tiskenn a liguez Adam ; Mez
Doue a falvezaz d'ezhan, ober anezhi eur grouadurez
dibab. Araog he ginevelez, ar profet, digor dirazhan
levr an amzer da zont he guelas o pignat euz an desert :
ó dudius evel ar goulou-deis, splamm evel al loar,
lugernus evel an heol, nerzus evel eun arme linennet
evit ar stourmad.
Kaeroc'h c'hoas en em ziskuezas d'an heur ma teuas
er bed. Consevet oa bet dibec'h ha genel a reas dinam.
D'an oad a dri bloaz en em roaz holl da Zoue.
Atao leun a spount rag ar pec'het, leun a deneridigez
evit an dud, dastummet gant-hi en he c'haloun ha gant
he brassa aket an holl vertuziou a c'heller da gaout, e
vevas digaillar e peb giz epad he buez hed ha hed.
Pa zeuas evithi, heur ar c'himiad, e varvas, nann dre
gosni na dre glenved : mervel a reas dre nerz he c'ha-
rantez evit Doue.
Hag, hirio, en deiz, digemeret er baradoz korf hag
ene, santelloc'h he unan eget an oll zent all var eun
dro, rouanez an Envou ha rouanez an douar, eo azezet
e kichen he mab var huella kador a zo goude kador
an Aotrou Doue.
Setu perak, eo dirazhi, digor frank tenzor ar baradoz.
Dirazhi eo falvezet gant ar Brovidans skuilla varnhomp
holl c'hrassou Doue : ó omnia per Mariam, ó beza eo
evidomp, eme Vossuet, eun eil Salver ar bed.
.NHO
AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM 11
.NTO
Hi a roas d'heomp Jesus-Christ ha dreizhi, abaoue,
evel dre eur c'hras misterius e tisken trugarez Doue.
Harp a ro d'an oll.
1į Harp a ro d'ar guir gristenien. Roit d'ar bugel eun
dra hag a ra d'ezhan plijadur, d'an dra-ze ar bugel a
zalc'ho stard, outhan e sello aliez ha goude e redo da
gaout he vamm. ó ę Va mamm, emezhan, lakit hen-
ma a gostez ; me her c'holfe, marteze ; marteze hen torfen ;
marteze c'hoas he ve laeret divar va c'houst ; c'houi hen
diouallo mad ha ganeoc'h me er c'havo pa garin. Ľ
Eneou kristen, pet gueach dirak ar Verc'hez n'ho
c'heuz-tu ket lavaret ar memes tra : ę Mamm zantel, ar
bed zo fall, va c'haloun dinerz, aoun a meuz da goll va
ene ; diouallit ac'hanon, Itroun. Ľ Ha dre skoazel Mari,
en despet da bep tra, e zoc'h chommet pur ha disklabez.
Harp a ro d'ar bec'herien.
Eun den kouezet en eur puns doun, a jomm esper
en he galoun keit ha ma talc'h krog er gorden. La-
varet a ra : ę Ar gorden am dalc'ho a zioc'h an dour ;
ar gorden a vezo evidon eur skeul da bignat er meaz. Ľ
Va breur, va c'hoar ger, kouezet oc'h er pec'het, ne
gollit ket esperans. Guelloc'h eget eur gorden a zo
azioc'h ho penn : dourn ar Verc'hez Vari zo astennet
varzu ennoc'h.
Ar pec'het, her goud a raan, a zo pounner da zibrada.
Mez he dourn a zo krenv hag astennet gant eur garan-
tez padus. Ma talc'hit krog mad ne deot ket da goll.
Hag aliez evit ho savetei ar Verc'hes a lakaio en implij
ar pez a zeblant an nebeuta nerzus var an douar.
.NHO
12 AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM
.NTO
*
* *
Er pardaez-se an tad difeis hag he verc'h iaouank
n'oa nemet-ho, ho daou er gear.
Hag an tad lavaret : va merc'h, kit d'ho kuele, deut
eo ar mare.
ó Va zad, boazet oun bet gant va mamm, da lavaret
araok, va fedennou dioc'h an noz ; anez ne c'hellin ket
kousket.
ó Ped da unan neuze, me ne bedan mui.
Hag hi var he daoulin dirag imaj ar Verc'hez, lavaret
he fedenn a vouez huel. En eun taol krenn e chom a
zav : ę Va zad, ar pez a jom da beur-echui va feden
a zo bet gant va mamm difennet ouzin lavaret dirazoc'h. Ľ
ó Ah ! me fell d'in her c'hleved.
Hag hi neuze : ę Eun tad e meuz, eur vamm ive, ho
c'haret a dlean, ho c'haret a raan ho daou.
Ľ Va mamm a bed ac'hanoc'h hag a bed Doue. Va zad
avad 'a bed na Doue na c'houi.
Ľ En dra-ze pa zounjan bemdez e welan, gant aoun na
vemp dispartiet er bed all.
Ľ Pa zoc'h mamm d'heomp hon tri, sellit outhan a
druez. Grit, Guerc'hes santel, grit ma vezin eun deis er
baradoz etrezo ho daou evel ama. Ľ
En abardaez-se, an tad, daoulinet e kichen he verc'h,
a zeske ganthi hag a lavare var he lerc'h ar pedennou
hen doa pell a ioa ankounac'heat.
A beden he verc'hik vihan, Mari he doa great evel eun
alc'hoez aour da zigeri d'ar feiz he galoun kaledet.
.NHO
AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM 13
.NTO
*
* *
Setu perak, e peb korn eus hor bro, holl, kos ha
iaouank, desket ha dizesk, paour ha pinvidik e tiskoue-
zomp kement a fizians er Verc'hez.
Dibaot ar parreziou ha na ve ket ennho kavet eur
japelik benak savet en he enor. Kaout a reomp dreist
oll Rumengoll var douar Kerne hag ar Folgoat var douar
Leon.
Lod a lavar : Ar feiz e Breiz a ia kuit. Va breudeur,
setu ama ho respount. Ho kroaziou, ho panielou douget
er mintin-ma gant ho tiou vreac'h nerzus a vel kaer d'an
holl, a lavar en ho c'hano : Ar feiz e Breiz a zo beo ha
iac'h : evel hano Mari skrifet e lizerennou aour var
flourdelizen SalaŁn, eo skrivet en hor c'halonou e lize-
rennou beo : kristenien omp ha kristenien e chommomp
betek hor maro !
Lod all a lavar : Beza a du gant an Ilis eo beza enep
he vro.
Hag er mintin-ma, dre ar c'han a dregerne, tro var
dro d'ar japel, c'hui evithi a c'houlenne bennos Doue.
Patronez dous ar Folgoat
Hor mamm hag hon itroun
An dour en hon daoulagad
Ni ho ped a galoun,
Ar Frans zo bras he enkrez
Mont a rai da netra
Sellit outhi a druez
Truez, o Maria.
.NHO
14 AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM
.NTO
*
* *
Guerc'hez venniget, me ne c'hellan nag anaout na
niveri ar re a zo deuet ama, hirio, da veuli ac'hanoc'h.
C'houi, mamm ger, ho c'hounto, ho anavezo, a
zalc'ho anezho sounj.
Epad ho buez c'houi he diouallo.
Pa skoi evitho an heur da guitaat an douar e
tiskennot e kichen penn ho guele hag en tu all d'ar
maro, ha dioc'h-tu, e tiskuezot ar baradoz digor evit na
vezo ket rust na c'hoero an disparti.
C'houi c'hoas, var dreujou an eternite a zeuio var ho
arbenn astennet ganeoc'h ho tourn en eur lavaret :
ę Deuit va mab, deuit va merc'h, ho c'hanaout a raan.
roud penn ho klin a zo chommet en iliz ar Folgoat hag ho
peden moullet em c'haloun. Ľ ó Ha neuze dourn ha
dourn ho c'hassot dirak ho mab Jesus hag e lavarot :
ę Va mab, setu ama va bugale all, ar re ho poa roet d'in
var menez Kalvar. Ľ
Evitho, eur plas en ho ti, eur gurunen en hor baradoz,
evitho perz da virviken en hor gloar hag en hon
eŁrusded. ó Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
II.
PREZEGEN
Var ar Galon Zakr. ó Great e Quimerc'h
evit ar pardoun
óóóóóóóóóó
Dilexit nos et tradidit semetipsum pro nobis.
Hor c'haret hen deuz hag evidomp hen deuz
en em roet he-unan.
VA BREUDEUR KER,
Stag ouz ar groas, Jesus-Krist a ioa dija tremenet,
pa deuas eur zoudard, gant eun taol goaf, da zigeri he
gostez. Euz ar gouli e strinkaz eur berad lin-c'hoad ouz
daoulagad an den didruez ha Longin, dall he ene beteg
an heur-ze, a zeuas dezhan ar guelet.
Neuze en eur zellet ouz ar galoun nevez toullet gan-
than hag en eur zounjal er burzud c'hoarvezet, Longin a
gredas e zoa Jesus-Krist mab Doue hag a zeuas da veza
eur zant.
D'an deis hirio, gouel ar Galon Sakr, hag ouspenn
en ho parres c'houi, deis pardoun ho c'hilis nevez,
greomp evel Longin, eur zell pis ha guirion var galoun
hon Doue.
.NHO
16 VAR AR GALON-ZAKR
.NTO
Mar he studiomp mad, goulaouen ar feiz ganheomp
en hon dourn e velimp eo hi ar galoun venniget-ma a
zo evidomp var eun dro :
Guir alc'hoes ar Baradoz.
Guir gelennadurez hon ene.
Guir gonsolation hor buez.
*
* *
Kaloun Jesus a zo alc'houez ar baradoz.
E derou an amser, an den kenta da zeis he grouidi-
gez a gavas, great evithan gant he Zoue, ul lojeis
pinvidik.
A zioc'h he benn, bolz an Envou dirodellet e giz
da eun doen c'hlaz staget outhi, evel tachou aour,an
heol da sklerijenna an deiz ; al loar, ar stered da gae-
raad an noz. Dindan he dreid an douar oe bet diazezet
stard var he ael, gant he vleuniou, he frouez, he loaned
a bep ment hag a bep stumm.
En dro dezhan kelc'h ar mor, gant kement a vag en
he zounder hag en he ledander.
Hag an traou-ze, dezhan oant oll. Rak oll oant bet
great evit he vad pe he blijadur.
Ia, kaer oa al lojeis, kaer an ti. Ha mestr an ti,
kaeroc'h c'hoas, savet ploum var he ziou c'har, soun
he benn var he ziouskoas, tro he lagad varzu an Env,
laouen he dal, lemm he speret, karantezus he galoun,
digaillar he ene. Ia, d'an deiz-ze, an den a ioa kaer, an
den a ioa eurus ; hen oa roue an douar ; ennhan evel
.NHO
VAR AR GALON-ZAKR 17
.NTO
en eur mellezour difazi, e kaved poltred he grouer.
Ha Doue he-unan, goude her beza great ar pez ma zoa,
her c'havas divank, diabeg e pep gis : Vidit Deus quod
esset valde bonum.
Kaeroc'h c'hoas hag eurusoc'h e tlie beza, kouls-
koude, he blaneden da zont.
Goude beza tremenet var an douar, en eul laouene-
digez heb he far, muioc'h pa neubeutoc'h a vloaveziou,
e zoa galvet heb rankout tremen dre ar maro, da eur
vuez all c'hoas dudiussoc'h : he hano a ioa skrivet hag
he renk merket er baradoz.
Mez goud a rit petra c'hoarvezas. Eur frouezen tentus,
mez difennet, a ziskaras hon tad hag hor mamm genta.
Varlerc'h ho dizentidigez, tenvalijen ar spered, sem-
pladurez ar galoun, techou fall ar c'horf, an anken, ar
c'hlenved, ar maro, gwalinier dianavezet a ziagent, en
em zirollas var an douar. Gwasoc'h c'hoas ! ar pec'het
a zerras dor an Env hag a dorras an alc'huez.
Mez eun devez, d'an heur merket gant ar Brovidans,
eur c'hrouadurik bihan a zeu var an douar. Den kouls
lavaret ne daolas evez hebed ouz he zonedigez. Ha
penaos sonjal ennhan ? Evit kavel n'hen doa nemet eun
dournad plous ; evit ti eur c'hraou hanter zisto ; evit
mamm eur grouadurez humbl, evit tad mager, eur
micherour paour. Ha koulskoude da heur he c'hine-
velez, Elez ar Baradoz a lavare : ę Gloar da Zoue er
penn huella euz an Envou ha var an douar peoc'h d'an
dud a volontez vad, rag eur Zalver a zo ganet hirio an
deiz. Ľ
2
.NHO
18 VAR AR GALON-ZAKR
.NTO
Ia, meulet ra vezo Doue : ia, ra zistroio ar peoc'h e
kaloun an dud, rag evidomp mab Doue a zo deut er
bed. Eveldomp hen deus kemeret eur c'horf hag eun
ene : Se nascens dedit socium.
Epad tregont vloaz e vevaz e kuz, en eur c'hounid
divar bouez he ziou vreac'h he damm bara pemdiziek :
epad tri bloas all e kelennas ar bobl en eur ober da
bep unan vad e peb giz, ha goudeze eur gurunen spern
var he benn, e sammas var he choug eur groas pounner
ha varnhi e c'hen em astennas da vervel.
Araog tremen e lavaras eur gomz : ę Va Zad, pardonit-
hi rak ne ouzont ket petra reont. Ľ Ha goude, eur gomz
all : ę Consummatum est, peurc'hreat va labour, peur-
achuet an alc'houez. Ľ ó Ia, va Breudeur, torret oa
d'an heur-ze ar zetans douget en hon enep. Troad ar
groas a stanke an ifern : beg ar groas a zigore an Env,
ha diveza berad goad kouezet a galoun Jesus-Krist a
beurnetea hon eneou. Setu ni a nevez, ken-vreudeur
ma zoomp da Jesus-Krist, guir vugale Doue hag heritou-
rien he varadoz.
Mez, piou ha petra a lakeaz hor Zalver da zisken e
kraou Bethleem ? Piou ha petra 'reas dezhan pignat var
menez kalvar ?
Piou ha petra, va Breudeur ker ? Sellit ouz he boltred
hag e tiskouez deoc'h he galoun, he galoun dener, true-
zus, douget dre ar garantez da baea hon dle da Zoue he
dad : Se moriens dedit in pretium.
ó Me ho salud eta kaloun sakr, deoc'h bennos, meu-
leudi, hirio, varc'hoaz, da viken. C'houi en ho madelez
ho c'heuz lakeat em dourn eil alc'houez ar Baradoz !
.NHO
VAR AR GALON-ZAKR 19
.NTO
*
* *
2. - Kaloun Jesus-Krist, kelennadurez an den.
Koulskoude, va Breudeur, evit mont tre, n'eo ket
awoalac'h kaout eun alc'houez, red eo c'hoas he lakaad
er potail ha rei dezhi eun hanter tro.
Setu perak, sant Paol a lavare gueach all : adimpleo
in corpore meo ea quú desunt... peur-achui a raan va
unan, ar pez a vank evidhon da bassion Jesus-Krist.
Setu perak ive, kaloun Jesus-Krist ouspenn ma zeo
evidhomp alc'houez an Env a zo eur gelennadurez evit
hon Ene.
Sant Augustin a lavare : ę Noverim te, noverim me.
Grit, o va Doue, ma ho c'hanavezin mad ha ma c'hen
em anavezin va unan. Ľ Evit anaout Doue, eur zell en
dro d'heomp ha varnhomp a zo peadra awalc'h. Rak
Doue, evel eur micherour bras, en deus skrivet he hano,
merket mad eo var gement hen deus great. Skrivet eo
var ar firmamant e lizerennou aour, skrivet e meur a
liou dizhenvel, var ar bleunv a flastromp hep sonjal
enn'ho dindan seul hor botez prenn ; skrivet en hor
c'haloun pa garet sellet outhi, skrivet eo dreist holl e
kaloun Jesus-Krist.
Setu hi aze kaloun va Zalver, sellit outhi mad, selaouit
piz ar pez a lavar hag e velfot.
Da genta, pegement e kar ar vertus.
D'an eil, peger bras kasouni he deus ouz ar pec'het.
Piou ac'hanoc'h, eme Jesus-Krist, eun devez, a damallo
d'in-me eur pec'het benag ? Hag an dud, ken douget
.NHO
20 VAR AR GALON-ZAKR
.NTO
koulskoude da gaout abeg a rankas tevel ha stoui ho
phenn. Hag e guirionez, va Breudeur ker, kaloun Jesus-
Krist adalek an heur genta betek an heur ziveza, a zo
evidomp evel eun tabernakl mysterius, dastumet ennhan,
var eun dro, da heul ar pez a zo a vella e kaloun an den,
holl c'halloud, holl binvidigez, holl vadelez kaloun
Doue : Quacumque sunt vera, sancta, pudica, amabilia,
si qua virtus, hoc cogitate.
Deski 'ra d'heomp peger waz tra eo ar pec'hed. Ar
pec'her a lavaras da Zoue : ę N'oud ket d'in mestr, ha
mar d'oud, ne raan forz a ze ; ne zentin ket ouzit ;
ę non serviam Ľ. Ha Doue, rak ma c'hentent beza
mestr, a blad prim ar pec'her, pe a c'houlen evit hen
espern eun iskus din deus he vajeste, ha neuze Jesus-.
Krist a respount en bon hano : ę Setu va c'haloun,
tennit anezhi betek ar berad goad diveza, goad pur,
dinam, disklabez, peadra eo evit paea dle ar pec'her. Ľ
Ah ! aliez e c'hen em blijomp o c'hen em boueza
ervez hon danvez, hor spered, hon deskadurez, hor
gened, hon nerz, hon renk huel... moged, poultren,
netra ken.
Lakit en unan a ziou skudel ar valanz, Kaloun Jesus-
Krist, ha da heul, kement he deus great evidomp ; er
skudel all, hon ene. Tanti vales : setu petra oud
koustet, setu petra ' dalez. - Anavez eta, ene christen,
pegen huel eo da renk, peger kaer kurunen a zo great
evit da dal. Goude da veza prenet, kaloun Jesus-Krist
a dle beza da rekoumpans : se regnaus dat in prú-
mium.
.NHO
VAR AR GALON-ZAKR 21
.NTO
*
* *
Kaloun Jesus-Krist, zo guir gonsolasion ar vuez.
Eur ger c'hoas araok echui. ó N'eo ket ebken, ka-
loun Jesus-Krist a vez toullet hed ar vuez-ma. Teir groas
a velan var menez Kalvar : kroas Jesus-Krist e kreis,
eur groas all a bep tu . Var ar groas kleis eur pec'her a
ziagent hag o vont da vervel en he bec'het. Var ar groas
deou eur pec'her ive, er pean kenta, mez den just ha san-
tel en heur he varo.
Hag an teir groas-ma a jomm' en ho zav keit ha ma pado
ar bed. Neus fors piou oc'h, paour, pinvidik... ho kroas
ho pezo da zougen. Eur glemmaden, setu kenta merk
ar vuez, ho c'heuz roet, en eur zont er bed. Eur glem-
maden ziveza a beurachuo ho puez. Hag etrezho ho
diou, an dristidigez a iel d'hon heul evel hon skeud pa
bar an heol. Piou ac'hanoc'h ne anavez ket an dristidi-
gez ! Eun deiz pe zeiz eur stok a zo bet roet d'ho kaloun,
ha dre ar stok, ho kaloun blounset, gouliet, a zigasas
an dour var ho taoulagad...
Ar stok ?... d'an deis ma varvas ho pried, ho kroua-
dur..., ma zeas ho mab pell deus he vro, ma voe taolet
pri ouz ho tal..., d'an deis ma zoc'h bet kouezet er pe-
c'het..., piou o savo ? piou ho laouennaio, ho tizammo ?
Kaloun Jesus-Krist digor d'an oll. ó Kaloun Jesus-
Krist, esperans an oll... hodie mecum eris in parasido.
ó Hodie... ar vuez zo berr... mecum eris... e vezoc'h
ganhen-me... Me eo hel lavar ha me ne fazian den...
in parasido, eurus da viken.
.NHO
22 VAR AR GALON-ZAKR
.NTO
Parresionis Q*** eurus oc'h da veza savet an ilis ma
komzan deoc'h ebars, eurus rag ma zeo gwestlet da
galoun Jesus-Krist.
Eun dra c'hoas da ober. Savit d'ho Toue eun ilis all :
templum Dei quod estis vos. Ha goude, kurunen en
Env !
AMEN.
* * *
.NPO
III
PREZEGEN
Great d'ar bemp var-n-ugent a vls Ebrel 1883,
evit pardoun Sant-Marc
óóóóóóó
Docentes eos servare, Omnia quúcumque
mandari vobis. - (Math. 28-30).
Deskit dezho heulia kement a meuz gour-
c'hmennet deoc'h. - (Aviel sant Vaze.
ó P. 28-29-30 ved)
VA BREUDEUR HA VA C'HOAREZED KRISTEN,
Ar sant, ma reomp hirio he c'houel, a zo bet keme-
ret evit patron ho farrez gant ho tud kos. Her pedi,
hen henori a reant. Nag a bet guech n'int-hi ket bet
deuet en ho raog da c'houlen diganthan nerz ha skoazel
a eneb ar bed, ar c'hig, an drouk-speret. Nag a bet
guech n'int-hi ket bet en em zaoulinet ama var leuren
ar memes ilis ha dirag ar memes sant ? C'houi, bugale
dezho, a zeu eveld'ho ha var ho lerc'h d'hen enori, d'her
pedi, d'hen trugarekaad, da c'houlen dreizhan grasou.
Ha mad a rit. Rak ho mignon eo hag ho c'halvokad
dirak Doue. E c'hallit, ó pelloc'h e zaan, ó e tleit
.NHO
24 VAR AR RELIJION
.NTO
lakaat ennhan ho fizians, rak atao e vezo prest da zelaou
ho pedennou.
Koulskoude n'eo ket awalc'h. Seblantout a ra d'in,
klevet sant Mark euz an Env o lavaret, hirio, da bep
unan, ar pez a lavare guechall sant Paol d'ar griste-
nien euz he amzer : kemerit skuer divar-n-hon evel ma
kemeran skuer va unan divar Jesus-Krist.
Red eo, e guirionez, kredi hag ober da vihana, darn
deuz ar pez a reas sant Mark evit esperout kaout
eveldhan perz e gloar an Envou. N'euz ket daou hent
evit mont d'ar barados, unan stris evit ar zent hag
unan ledan evidomp-ni.
Hogen, va Breudeur, sant Mark hen deuz digemeret
a greis kaloun relijion Jesus-Krist ; sant Mark hen deuz
he heuliet penn-da-benn hag en despet da bep tra. Ni
koulz hag hen a dle digemer anezhi hag he heulia
koustet pe gousto : diou virionez hag e teuan da lavaret
anezho deoc'h, eun nebeut komzou.
*
* *
Sant Mark a gredas hag a heulias, relijion Jesus-
Krist.
Hor Zalver var nez pignat en Env, a lavaras d'he
Ebestel : ę Kiit ha prezegit ar Feiz d'an holl. Deskit
da bep unan heulia kement a meuz gourc'hemennet
deoc'h. Ľ
Hag an Ebestel a ia varzu ar pevar avel, lod dre ar
broiou a dost, lod all dreist ar mor er rouanteleziou a
bell. Dre holl ha d'an holl e prezegont : d'ar paour, d'ar
.NHO
VAR AR RELIJION 25
.NTO
pinvidik, d'an dud desket, d'an dud dizesk. Lod a zelaou
hag a gred, lod a zarr ouz ho c'homzou dor ho spered
ha dor ho c'haloun.
Eun devez, eun den hanvet Mark, a ziwezas dezhan en
em gavout var hent sant Per ; her selaou a ra, ha setu
ker buhan he speret sklerijennet ha gounezet he galoun.
Digemeret a ra lezen an Aviel evel eur reolien zantel,
roet d'an den evit deski dezhan hent an Envou hag evit
he harpa hed he veach. Koumpren a ra eo an Aotrou
Doue mestr da rei gourc'hemennou d'he grouadurien
ha da c'houlenn ma zentint outho. Ha raktal, heb argila,
heb gourlerc'hi e lavar : ę kredi a ran, kristen oun...
Credo. Ľ
Koumprenn a reas ouspenn, n'eo ket awalc'h evi-
dhomp rei hor spered da Zoue en eur gredi ar guirioneziou
diskleriet d'heomp en he hano hag euz he bers ; red eo
rei d'ezhan ive hor c'haloun, en eur zenti ouz ar guirio-
neziou-ze hag en eur ober ar pez a c'houlennont a
rafemp.
Hor c'hreden a dle beza eur greden oberius ha nann
eur greden c'haouiad, eur greden varo. Kredi ha chomm
heb ober ervez a greder eo en em varn hon
unan. Setu perak sant Mark, kerkent ha ma c'hanavez
relijion Jesus-Krist a heulias anezhi hed-ha-hed.
Her gueled a raan, o vont da heul sant Per, dre ar
broiou ma prezegas ennho ar feis. Ganthan e za da
Roum, d'ar mare-ze c'hoas kear benn ar bed paian ha
ruziet ken aliez a veach, gant goad ar verzerien. Evit
derc'hel guelloc'h sounj he unan ouz a c'hourc'he-
.NHO
26 VAR AR RELIJION
.NTO
mennou he Zoue hag ho deski easoc'h d'ar re all e lakeaz
anezho dre skrid, en eul levr hag a zo etre ho tawarn,
levr galvet euz he hano : Aviel sant Mark. Goudeze e
tistroas d'he vamm-bro evit prezek d'he genvroÔs lezen
Jesus-Krist.
Rak ma heulie he unan a greis kaloun kement a bre-
zege d'ar re all, skouer vad he vuez a roe muioc'h a
bouez d'he gomzou hag e c'hellaz ober d'ezho koum-
prenn e tleomp da genta ha dreist pep tra, klask madou
an Env. Dont a reas evel-se a benn da c'hounit kalz
eneou da Zoue ha da founti e bro en (an ?) Egypt eun ilis hag
a zo bet da c'houde brudet eleiz etouez ar gristenien :
Ilis Alexandri. Mez ar baianet o velet kement a dud o
senti ouz he gomzou a gemeras outhan warisi hag hen
lakeas d'ar maro. An heur vad en devoa evel-se da
skulia he c'hoad evit he 'vestr ha da ziella dre he ver-
zerenti ar feiz hen doa prezeget d'an dud.
Va Breudeur, koustus ha koustus bras eo bet dezhan,
n'euz mar hebed, ober ar pez hen deuz great. Plega 'r
speret da virioneziou ar feiz, ren ha soubla he galoun
ervez gourc'hemennou Doue, ia kement-se a goust d'an holl
hag a dlie koustout da sant Mark kement ha
muioc'h eget da nikun all. Kemered a rea eur relijion
dishenvel diouz hini tud he vro ; he gerent hag he vi-
gnounet a dlie hen distrei dioc'h eun hevelep c'hoant
hag hen dizalia e pep fesoun.
Ha koulskoude, en despet da bep tra, en em ro da
relijion Jesus-Krist, koumpren a ra ne c'heller ket heb
ar feiz plijout da Zoue hag e ranker, evit kaout digemer
.NHO
VAR AR RELIJION 27
.NTO
er Baradoz, pellaad var an douar dioc'h kement a zifen
ha senti ouz kement a c'hourc'hemenn : si vis ad vitam
ingredi serve mandata. Koumpren a ra ne dalv netra
d'an den gounit ar bed-ma holl ma koller an ene. Ha
setu pe evit tra, e tilezas pep tra all evit Doue.
*
* *
Va Breudeur, hel lavaret e meuz deoc'h en eur gom-
mans, ni evel sant Mark a dle beza tud a relijion ; da
lavaret eo, kredi hag ober ar pez a lavar d'heomp da gredi
ha da ober.
*
* *
Pa zeo guir e zeuz eun Doue hag hen deuz great ac'ha-
nomp ar pez ma zomp ha roet d'heomp ar pez hen deuz,
daoust hag au Doue-ze ne c'hell ket gourc'hemenn
d'heomp ober he volontez e pep tra ? Daoust, rak-se,
hag hor c'henta soursi na dle ket beza klask anaoud
pehini eo ar volontez-se en hor c'hever ?
Hogen, e peleac'h e kavomp-ni skrivet ar volontez-ze
a Zoue ?
Va Breudeur, merket eo her goud a raan, en eul levr
hag a zo etre daouarn an holl, merket eo en hor speret
kouls hag en hor c'haloun. Ha kenta rebech a glevomp
goude beza great an drouk vije rebech hor c'houstians
hon unan, nemet e oe dija mouget ar feiz en hon ene.
Hi eo a lavar en deiz, en noz... great he c'heuz fall :
ego sum qui peccavi, ego iniquitatem egi.
Koulskoude, speret an den hag he galon a zo kirieg d'ar
fazi : beza e zint evidomp diou reolien amjest ha diasur
.NHO
28 VAR AR RELIJION
.NTO
rag ma vezont touellet ha trec'het aliez dre hor gwall-
dechou.
Setu perak Doue hen deuz karget ar Relijion d'hon difa-
zia ha d'hon distrei divar hent ar pec'het, pa vez mouget
pe gousket, en hor c'hreis, mouez hor c'houstians hon
unan. Ar relijion eo a dle neuze, lakaat dirak hon daou-
lagad ar pez a dleomp da Zoue d'an hentez, d'heomp
hon unan. Ouspenn ma teu ar Relijion da sklerijenna
hor speret, hi c'hoaz a deu da rei nerz d'hor c'haloun,
hor zouten a ra var hent ar vuez a enep tentasionou ar
bed, finesaou an drouk-speret, fallagriez an dud
digoustians ha skouer fall ar re zifeiz.
Beva hep religion a zo eta, pe nac'h hen defe Doue
an disterra guir da rei urziou d'an dud, pe zisprijout ar
gourdrouzou hag ar promesaou a ra d'he grouadurien :
Eo lavaret da Zoue : rei a rit d'in gourc'hemennou, ne
anavezan ket deoc'h ar garg hag ar c'halloud d'ho ober :
non serviam. Promesaou a rit, gourdrouzou a rit ive :
ho disprijout a raan ha me vevo da m' giz : non
serviam.
Ni a vevo d'hor giz ! Ia, mez hor giz-ni, hirio, a zo,
siouas ! giz kristenien dizounj ha digourach. N'eo ket,
pell dioc'h eno, giz hon tudou koz. Hi e pep tra a
glaske plijout da Zoue. Mont a reant d'an oferen, res-
peti 'reant ar zul, ne vankent morse ho fask. Dioc'h
mintin ha dioc'h noz e trugarekaent an Aotrou Doue ;
beva 'reant e doujans Doue ha mervel a reant en he
garantez.
Mez ni, va Breudeur, penaos e vevomp-ni, da vihana
.NHO
VAR AR RELIJION 29
.NTO
penaos e vev an darn-vuia ac'hanomp ? Ha stard e cho-
momp-ni atao en hor feiz ; ha derc'hel a reomp-ni heb
mank, da c'hourc'hemennou Doue ?
Evidon-me, a lavar deoc'h, heb kalzik aon d'en em
fazia, pa raan eur zell en dro, pa boezan ar pez a
greder, pa zelaouan ar pez a lavarer ha pa daolan evez
ouz ar pez a rear, me a rank lavaret : ar feiz a viahana a
zeiz da zeiz ha doujans Doue a ia var zikar...
Unan a lavaro : kaout religion ? ha perak ? awalc'h
eo beza den honest.
Awalc'h eo beza den honest ! Ia evit tec'het dioc'h ar
prizoun hag ar groug ; mez re nebeut eo aliez evit mont
d'an Env, rak kement hini ne vezint ket bet er galeou
ne daÔnt ket d'ar baradoz. Evit mont d'i ouspen beza den
honest eo red beza kristen mad.
Awalc'h beza den honest ! Mez petra eo eun den
honest ? Goulennit ha klaskit ha ne gavfot e pep tu
nemet tud honest var an douar. Al laer, ar mesvier, an
den libertin, ar jervicher didalvez, var ho c'hleved, int
honesta tud a vale.
Awalc'h beza den honest ! Mad, ia mar kirit. Mez
ha den honest e c'hellit beza heb relijion ? Penaos
c'houi, heb pedi Doue, heb aon rag an ifern, heb espe-
ranz da vont d'an Env, c'houi a zo tud honest ? Ha ni
tud eveldoc'h, koulskoude, ni goude pedi, goude iun,
goude kastiza hor c'horf, ni a rank aliez skei var boull
c'hor c'halon ha lavared : Oh ! bezit ouzin truez, o va
Doue ! rak pec'herien oump. Ha koulskoude, ma ne
c'hallit ket beza den honest heb renta d'an dud ar pez
.NHO
30 VAR AR RELIJION
.NTO
a zo d'an dud, daoust ha c'houi a c'hell beza heb her
renta da Zoue ar pez a zo da Zoue.
Eun all a lavar : kaout relijion ? Ha da betra ? Me
ne meuz ket a relijion ha n'oun ket klanvoc'h evit-se, a
zastum arc'hant, a ra brao-bras va zreuz var an douar.
N'ho c'heuz ket a relijion ha n'oc'h ket klanfoc'h ?
paouroc'h oc'h evit-se ! Iac'h a gorf e c'hellit beza, mez
iec'hed ho c'hene ! Pinvidik a vadou an douar, mez ha
madou an Env ? Ober a rit ho treuz var an douar ? Mez
evit treuzi an douar an den ne vez ket pell : dek, ugent,
triugent, pevar ugent vloaz, setu holl. Mez penaos e reot-
hu ho treuz er bed all ?
Kaout relijion, eme c'houi, da ober petra ? Selaouit
hag her c'hlefot. Mad eo da vired ouz an dud d'en em
zispenn an eil egile. Ma na meuz ket a relijion ha ma
oun sur, a hent all, da dec'hed araog kastiz an dud, perak
ne rafen-me ket deoc'h ervez va interest va unan, ar
muia droug a zo em galloud ?
Mad eo da lakaat an dud d'ober vad an eil d'egile.
Mad eo d'an tad ha d'ar vamm evit ma talc'hint urz vad
en ho ziegez ha ma tiorrennint mad ho bugale .
Mad eo d'ar priejou evit ma raÔnt an eil eurusded
egile, mad d'ar vugale evit ma karint ho zad hag
ho mamm, mad d'ar mestr evit ma vezo karantezus e
kever he zervicher, mad d'ar zervicher evit ma karo
he vestr, mad d'ar pinvidik evit ma tiouero eun tamm
euz he dorz vara gant ar paour ha d'ar paour evit ma na
c'hrosmolo ket enep ar mondian, mad d'ar re zo huel
evit ma vezint trugarezuz ha leal e kever ar re zo izel,
.NHO
VAR AR RELIJION 31
.NTO
ha mad d'ar re a zo izel evit na daolint ket mallos d'ar
re zo savet a ziout-ho.
Da betra mad ar relijion ? Goulennit-hen digant ar
c'hreg paour-ze, a velit o wela var dreuz he dor. Eur
pried he deuz, mez eur pried mesvier hag a deuz en eun
devez, holl gounidegez ar zizun ; bugale he deuz maget,
mez digar hint ha direspet. Petra reio hi, ar pried, ar
vamm baour ? Aliez a veach marteze eo bet eat var bord
ar puns gant ar zounj da veuzi gant he buez he oll
boaniou e kreiz an dour. Petra he deuz-hi dalc'het ? Ar
relijion ha netra ken. Hi a reio dezhi kaloun ; habaskder
a gemer ; mad e c'hen em ziskuez ; padi a ra, gouzanv a
ra, hag he buez santel, he daelou diglemm, he dousder
a deneraio kaloun pried ha bugale.
Da betra mad ar Relijion ? Va Breudeur, relijion ho
c'heuz ! Goulennit eta kentoc'h an dra-ze diganeoc'h
ho c'hunan. Ha n'eo ket bet digouezet deoc'h avechou
koueza en eur pec'het benag, ober unan euz ar pec'he-
jou-ze hag a bouez var eur galoun, evel eur mean milin,
unan euz an dizurziou-ze hag a laka 'r c'housket da
bellaat divar hon tro. Hogen, piou a dennaz divar-n-oc'h
ar beac'h pounner-ze, a roas deoc'h an hardisegez da
sevel adarre gant esperans ho lagad varzu an Env ha da
lavaret : n'euz forz hag e varfenn, hirio, esperout a ran
beza digemeret aze e ti va zad.
Ne lavaromp eta mui : ar relijion, ha da betra mad ?
Lavaromp kentoc'h : ar ralijion a zo mad da zizamma
an den. d'he skoazella, d'her c'hrenvaad var an douar,
d'hen hentcha varzu an Env, da sklerijenna he spered,
.NHO
32 VAR AR RELIJION
.NTO
da gennerzi he galoun, da rei d'heomp ar gouraj da ober
hon dever penn-da-benn, e kever Doue, e kever hon
nesa, en hor c'hever hon unan. Mad eo da lakaat ar
peoc'h etre an dud, an urz en tiegeziou, ar garantez etre
an holl ; da vouga an dizurz hap an droullans : mad eo
da bep tra : ad omnia utilis est.
Ma zeuz hirio kement a ziezamant etouez an dud,
mar teu ar paour da zellet kement a dreuz ouz ar pin-
vidik ha da lavaret : perak da hen-ma an aour hag an
hean ha din-me ar bara groz hag al labour ; mar teu ar
pinvidik da suna c'houezen ha goad ar paour ha da ni-
veri pegement a dalv pep diveraden zour a guez diouz
he dal ; ma vank ar vugale da zenti ouz tad ha mamm,
d'ho dilezel, da gaout mez ouz ho anzao, perak kement-
se ? Abalamour ar relijion a ia fall : quia nullus est
qui recogitat corde.
Va Breudeur, greomp eta evel sant Mark, patroun ho
parrez kredit d'ar relijion, heuillit ar relijion, ha
dreiz-hi ma na vezit ket atao eŁrus var an douar, e
c'hellot da vihana esperout beza eŁrus en Env. ó Evel-
se bezet great.
* * *
.NPO
IV
PREZEGEN
Great e Santez-Anna ar Palud da vis Guere 1888
óóóóóóóóó
Inspice et fac secundum exemplar
quod tibi monstratum est.
Sellit ha kemerit skouer divar ar'
pez ho pezo guelet.
Va BREUDEUR HA VA C'HOAREZET CHRISTEN,
Deut oc'h ama, darn a dost, darn all a bell, rak a
bell kouls hag a dost eo bruded ar japel-ma : chapel
Santez-Anna ar Palud.
Ar bed, deveziou a vez, a ra hen ivez, eur c'halvaden
d'he vignoned, ha var he gomz e tiredont lod da velet,
lod da veza guelet, holl gant ar zounj pe da gaout pli-
jadur, pe da greski ho danvez.
En eur zont ama, hirio, a bep tu ha ker stank, ken nive-
ruz all, n'ho c'heuz ket, c'houi, sentet ouz mouez ar bed.
Eur vouez all ho c'heuz klevet, ho c'heuz selaouet :
mouez an Env, mouez ho feiz.
Anavoud a reac'h pe abalamour ma ho c'heuz he
guelet araog hirio, pe, rak ma ho c'heuz klevet prezek
3
.NHO
34 MEULEUDI SANTEZ ANNA
.NTO
divar he fenn, ar japel venniget-ma. He guelet a rit dia-
zezet e ribl an aod. En tu ze, ar mor doun gant he
avelou foll, he rec'hier kuzet, he darziou dijaden ; en tu
ma, an douar bras, henvel hen ive, ouz eur mor danjerus
hag a velomp varnhan, ken aliez a veach, ar c'horf
bruzunet gant ar c'hlenvejou hag an ene paour bloun-
set gant ar pec'het.
Ha neuze, pe, rak ma zoc'h bet dija krok-ha-krog
gant an danjer, pe gant aoun d'en em gavout ganthan
tal-ha-tal en amzer da zont, e zoc'h diredet holl gant ar
memes c'hoant : Rei da Zantes Anna eur merk anat
euz ho fizians, euz ho c'hanaoudegez vad ; deuet oc'h
evit he zrugarekaad, evit en em erbedi outhi.
Va Breudeur, ne c'hallan nemet ho meuli a gement-
se. Rak, mar d'eo ar Zśnt holl hon difennourien dirak
Doue, Santez Anna, dreist ar re all a zo bet, a holl vis-
koas, kemeret evit patronez Breis-Izel.
Koulskoude, n'eo ket awalc'h he fedi, he c'hared ;
red eo c'hoas, eveldhi beva e doujans, e karante Doue,
hag hirio, e seblantan he c'hlevet o lavaret d'heomp ar
gomz e meuz dreiz-hi digoret ar gelennadurez-ma :
Inspice et fac.. . Guelit petra oun bet ha grit eveldhon.
Distroomp eta var hor c'his da ober eur zell var an
amzer dremenet ha skoomp var dor an ti ma veve enn-
han naontek-kant vloas zo ar Zantez-ma, e ma hirio, he
fardoun. '
Ennhan, en ti-ze, ni gav var eun dro :
1) Eur jervicherez fidel da Zoue,
2) Eur pried karantezus,
3) Eur vamm vad.
.NHO
MEULEUDI SANTEZ ANNA 35
.NTO
*
* *
Va Breudeur ker, er bed-ma pep den hen deuz he
speret hag a joaz he hent ervez he zounj . Mez holl, en
despet d'ar plegou dishenvel a gemerer, ne glasker
nemet eun dra, atao ar memes hini : beza eŁrus. Hag
evit dont a benn da dizout an eŁrusted-ze, ne esperner
na poan, nag izign, nag amzer. Prez, tiz a veler var an
dud. En em jala 'rear aleiz, ar c'horf ne jomm ket dila-
bour nag ar speret dizoursi, diaket, dibreder. Ha kouls-
koude, red mad eo kredi e c'hen em fazi an darn vuia.
Rak pa zellan ouz ar pez a dremen, pa zelaouan ar pez
a lavarer, me a gleo klemmou aleiz hag a vel kalz a
zaelou. Ia, neubeut a dud a zo eŁrus rag nebeut a zounj
ervad e komz Jesus-Krist : unum est necessarium : eun
dra hebken a zo red ; red eo karout Doue, red karet an
nesa er guel a Zoue, red eo en em garet hon-unan
ervez Doue.
Setu ar pez a ententas, ar pez a reas Santez Anna.
Ervez sant Jerom, he fried Joachim hag hi a rea teir
lodenn euz ho danvez : al loden genta evit Doue, an eil
loden evit ar paour hag an dremenidi, an drede loden
evit ho ezomou ho unan. Doue da genta, an ezomek da
eil hag hi ho unan varlerc'h .
Ar renk diveza a zalc'hent, eta, evitho, er pez a zell eus
traou an douar. Mez diskuez a reont dre eno, pegen
aketus oant da binvidikaat ho ene. E leac'h klask
madou ha ne c'hellont en em viret nag ouz ar merkl
nag ouz al laŽr, e klaskent da genta rouantelez an Env
.NHO
36 MEULEUDI SANTEZ ANNA
.NTO
hag ar zantelez a ranker da gaout evit beza enn'hi
digemeret.
Rak-se : Plijout da Zoue hag he veuli, ober vad d'an
holl, dreist pep tra d'an ezomek ; óó lakaat buez hir an
eternite dreist buez verr ar bed-ma ha mad an Ene
araog mad ar c'horf, setu petra eo bet kenta sounj,
brasa aket Santez Anna hag hen anzao a rankomp,
choazet he deus ar guella loden.
Ne c'houzoun ket kaer pe seurt plijadur a c'heller da
danva en eur lezel a gostez gourc'hemennou Doue, evel
pa na ve, goude ar maro, netra da c'hortoz na netra da
zouja ; o tistrei he galoun divar an Env evit he staga
ouz an douar, o staga park ouz park, o vernia pez
arc'hant var bez arc'hant ; pe seurt plijadur a c'heller
da danva o c'hober poan d'an nesa pe zoken, o
tremen, heb ober vad, abiou an nep zo en dienez.
Mez a dra zur, eŁrus eo an den hag a zant eo benniget,
karet gant Doue, eŁrus an den hag a c'hell lavaret : óó
ę ne vezo ket goullo va daouarn pa rankin mont da renta
kount eus va buez. Ľ óó EŁrus an den hag a zo he hano
meulet gant an dud, an den a glev e toull he zor ar
paour o lavaret. ę Bennos Doue deoc'h er bed-ma,
hag ar barados er bed all. Ľ
*
* *
Servicherez fidel da Zoue : Santez Anna 'zo bet ous-
penn eur pried karantezus.
Doue, pa grouaz ar bed, a reaz pep tra gant pouez,
gant muzur, gant urs ; da bep den rak-se, kouls ha d'an
.NHO
MEULEUDI SANTEZ ANNA 37
.NTO
holl draou all, e verkas he rank hag he stad. Lod a vez
ganthan galvet da lakaad moger ar bed etre ar bed hag
ho ene ; lod all heb kuitaat ar bed a zalc'h bepred ho
c'halon distag, diliam evit gallout eassoc'h a ze miret
ennhi d'ar vertus ar c'henta pazen, ar plas a enor hag
ober gant muioc'h a nerz labour Doue var an douar.
An darn vuia a ra gant ho c'haloun, dirak aoter ar
Briadelez, eur skoulm hag a zeu ervez ma 'vez great ha
douget, da veza eur skoulm a vennoz, a joa, a eurusded
pe eur skoulm a zaelou, a zizesper, a vallos.
Eun dra bounner eo, e guirionez, eun dra garguz,
diez da zevenout, da zigas da vir dont da lavaret da
unan all : ę Setu va dourn d'id astennet ha var balf an
dourn-ze, va c'haloun a bez. Ennhi, hiviziken, er ga-
loun-ze, ar c'henta plas a zo, ha betek ar maro, a vezo
d'id goude Doue. Ervez va galloud, me a raio da eŁrus-
ded hag a gemer an Env da dest, eo va c'homz leal ha
guirion. Da joaiou a vezo va joaiou , da distridigez va
hini, ha mar kavez var da skoaz eur groas benag, me
' zougo ar penn pounnera. Ľ Nag a bed lavar evel-se,
n'hon deus-ni ket, ni ho peleien, digemeret en hon buez,
ha varlerc'h, pegen aliez a veach, eleac'h eŁrusdet hon
deuz kavet hirvoud ha ran-galoun.
A beleac'h e teu kement-se ? Ar c'henta, ar brassa
pen-kaos eo rak ma kaver kals priejou ha ne bedont ket
Doue da zont d'ho eured, kals priejou, hag a zeu goude
ho eured da lakaad Doue var an eil bazen en ho c'ha-
loun pe d'hen taol er meaz deuz an ti.
Va Breudeur ker, ar garantez a zo eur blanten figus,
.NHO
38 MEULEUDI SANTEZ ANNA
.NTO
kizidik ha naoneg . Figuz eo : n'en em blij ket e peb
douar ; ne c'hell ket bea greffet var bep seurt treid :
kizidik eo : re a c'hlao, re a avel, re a ienijen hen laka
da wenvi, da vervel.
Naoneg eo ouspenn ; goulen a ra ma 've kenteliet mad,
stuet e doare var he zro : izom he deuz bep eil tro, a
c'hlizen ar mintin hag a domder ar c'hreis-deiz .
Evit chom beo hag ober brud e rank eta beza greffet
var ar zantelez, plantet e liors an Aotrou Doue, ha tro
var dro, evel eur c'hael-spern, lakeat doujans Doue, d'he
diouall eneb drouk. Red eo e teuffe ouspenn grasou
an Aotrou Doue d'he zaouri ha d'he zomma ha bennoz
an Env da zistrei divar-n-hi pep gwall varrad amzer.
Anez kement-se, abred e wenvo, e veleno, e varvo,
marteze. Sellit kentoc'h ha guelit.
E peleac'h, etre pe rumm priejou , e ren ar brasa
ienien, e sao an aliessa trous, e red ar puilla daelou, e
kaver ar brasa keus, ar pounnerra disesper ? Ne lava-
ran ket, ne zafe ket avechou eur goummoullen benag
azioc'h ti ar guella priejou. Peleac'h kaout var an douar
an den n'hen deus ket mank hebed ? Mez daou bried a
zoujans Doue a oar mad eo berr pep speret, eo dinerz
pep kaloun, eo fallakr an śrouant ; rak-se e c'hen em
bardonnont, e c'hen em garont, e vevont e peoc'h. Diou
galoun staget gant dourn Doue an eil ouz heben hag a
c'hoar en em glevet mad, a ra evel eur barados euz ho zi.
Setu ar pez a reas Joakim hag Anna.
Mez Joakim a ioa eur zant, Anna a ioa eur zantez
hag eaz e kavent rak-se, servicha Doue ho daou hag
.NHO
MEULEUDI SANTEZ ANNA 39.
.NTO
ober an eil eŁrusded egile o c'hen em garet ervez Doue.
Euz ar garantez a rene etrezho ho daou, sant JerŰm
a ro d'heomp eun testeni.
Joakim bep bloas, a iea ervez lezen ar vro, da ober
eur sakrifis e templ Jerusalem. Bep bloas ive, kement
hag ober e rea da Zoue eur sakrifis euz ar re gaera. Eur
bloavez, ar belek karget da lakaat urz er zakrifisou a
veze kinniget, a lavaras da Joakim : ę Penaos eun den
dizher evel doud-te, eun den ha n'eo ket bet benniget
he Briadelez rak n'hen deus krouadur hebed digant Doue,
a gred ober sakrifisou ker bras, rei prof ken koustus ? Ľ
Da eur rebech ken c'houero sant Joakim ne respoun-
taz ket. Heb en em glemm e kuita templ Jerusalem,
en em denna ' reas a gostez pell deus an dud hag eno e
savas eul lochen da wela.
Anna he bried, test deuz eun henveleb glac'har, a
gemer eur gouriz reun, iun a ra, pedi hag hirvoudi,
en eur c'houlen digant Doue ar c'hras ma vezo tennet
an dismegans divar hano he fried.
Evit-hi, evitho ho daou, Doue 'ra eur burzud. Da
recompanzi ho c'harantez, e ro dezho en ho c'hosni, eur
verc'h benniget dreist an holl verc'het all : Santez Anna
a lakeas er bed ar Verc'hes glorius Vari. Hag evel ma
he devoa en em ziskuezet skouer ar priejou mad e
c'hen em ziskuez ive : skouer ar mammou karantezus.
*
* *
Eur garantez all da heul karantez Doue hag hini he
fried a c'houlennas eta, digemer e kaloun Santez Anna :
karantez ar vamm evit he merc'h.
.NHO
40 MEULEUDI SANTEZ ANNA
.NTO
Va Breudeur ker, ne laeromp ket loden an Aotrou
Doue. Hen dreist pep tra, eo hen deuz great ar Verc'hez
Sakr ar pez ma zeo. Eva, ar genta maouez, a gollas ar
bed : Eur verc'h da Eva eo a dle hen savetei. Ha Doue
a bell, a bourchassas, a aozas pep tra evit kas da benn
ar pez hen doa rezolvet dre druez ouzomp.
Mez ma reaz evit ober euz ar Verc'hez eur grouadurez
ker pur, burzud var burzud, Santez Anna a reas he lod.
1į Sellit outhi : He merc'h c'hoas iaouankik flamm,
a zo en he c'hichen o teski lezen Doue.
2į D'an eil Santez Anna n'he doa krouadur ebet
nemet-hi. Ha koulskoude, d'an oad a dri bloas, Mari a
zo kaset d'an templ ha roet da Zoue.
Tadou ha mammou, setu aze ho skouer. Peurvuia
eur c'hrouadur a vez ar pez ma vez great : nebeut a
drec'h wen. En em glemm a rear euz ar vugale ; guel-
loc'h e ve en em glemm euz ar re nebeut a zoursi a vez
bet kemeret d'ho c'helen ervad.
EŁrus an nep er bed-ma, a ra evit Doue, evit he
nesa, evithan he unan, ar pez a c'houlenn mad an ene.
Koulskoude, hag e tiguesfe ganheomp, kueza er
pec'het, ne gollomp ket a fizians.
Eur sant hen deus bet lavaret divar benn ar Verc'hes :
omnipotentia supplex. Me 'lavaro da m'zro, Santez
Anna dre he feden a zeuio a benn euz kement e dezho
c'hoant. Ar Verc'hez a zo he merc'h, Jesus-Krist a zo
he mab bihan : Galloud he deuz eta dirag Doue. Ha
hent all, ne c'hello ket mankout a garantez evidomp
ni bugale ar beg douar ma a zo en em wlestet dezhi.
.NHO
MEULEUDI SANTEZ ANNA 41
.NTO
En em erbedomp eta outhi gant fizians. Mar d'homp
mad, hi hor jikouro da genderc'hel ; mar bevomp er
pec'het, hi a astenno d'heomp he dourn evit hor zevel
da genta ha rei d'heomp nerz da jomm en hor zao beteg
ar fin.
AMEN.
.NPO
V
STEUEN
Evit eur zarmoun da ober e neus fors pe seurt
pardoun divar benn eur zant pe eur zantez
VA BREUDEUR KER,
Hirio gouel S*** X***. Seblantout a ra din a c'haleze
divar he dron, her c'hlevet o lavaret d'heomp ar pez a
lavare gwechall Sant Paol d'ar gristenien eus he amzer :
Imitatores mei estote sicut et ego Christi.
Ali a bris mor deuz unan. Rak, ha setu e daou c'her
ar pez a lavarin deoc'h hirio.
1į Ne maomp var an douar nemet evit beza sant
en deiz da kont.
2į Penaos anavout ha ni 'zo var ar venojen vad.
ß 1. Ne maomp er bed nemet evit gounit an Env.
Doue hen deuz hor c'hrouet evit ar barados.
Jesus-Krist en deuz hor prenet evit ar barados.
Ar Speret Santel ne hean d'hon dougen ha d'hon ren
varzu ar barados.
.NHO
VAR AR ZILVIDIGEZ 43
.NTO
*
* *
Eur rejant kos, var a gounter, en em gavas eun deis
gant unan euz an dud iaouank a ioa bet ganthan er skol.
óó Sell, eme ar rejant kos, c'houi a zo aze ? Ha iac'h
mad var a velan, guell a ze ! Mez petra oc'h c'houi deut
da veza ?
óó Troet e meuz va zounj ar var vicher a zoudard, ha
setu me dija kabiten.
óó Kabiten ? Oh ! mad tre. Heur vad ho c'heuz. Ha
goude? petra 'veffot goude ?
óó Goude mar gellan e vin koronel.
óó Guelloc'h c'hoas ! Ha goude ?
óó Goude general ma vez chans vad. Mez diez eo
pignat ken huel.
óó Ia eur garg huel ha dies da baka, esperomp evel-
kent. Ha goude ?
óó Goude ? gant va fae e c'hedin ma venn deut kos.
Pa bouezo re an oad var va diskoas, me a iel da veva
dibreder.
óó Ha goude?
óó Goude e varvin.
óó Ha goude ?
óó Goude ? Me ne ouzoun ket.
óó Mad ! Me c'hoar. Goude pil pe fas. Daou lojeiz :
Baradoz pe ifern... Eur vech kollet, kollet evit mad. Taol
tro hebed. Ha neuze : quid prodest homini si mundum
universum lucretur animś vero suś detrimentum patiatur.
Setu perak : Imitatores mei estote sicut et ego Christi...
.NHO
44 VAR AR ZILVIDIGEZ
.NTO
Ne lavaromp ket : N'eo ket red ober kement hag ar
Zśnt ! Nann, mez red eo ober ar pez a c'houlen Doue.
Ha Doue a c'houlenn ma kerzimp digaillar var hent ar
barados. óó Ne lavaromp ket eo diez... Quis me liberabit
de corpore mortis hujus : D'ar Zśnt eo bet diez ive.
*
* *
Penaos anaout, ha ni a ra, ia pe nann, ar pez a c'hou-
len Doue ? óó Mean diskuiller an orfebrer... Ar peziou faos,
henvel evit c'henta gwel, ouz ar peziou ac'hant mad...
Mean diskuiller an aviel : óó 1į Si pez tuus scandalizat
te abscide eum et projice a te... Beza sant koustet pe
gousto, en despet da bep tra... Evit an traou ne zellont
ket ouz ar zilvidigez e c'heller ober meur a sakrifis...
A eneb he zilvidigez arabat sakrifia netra.
2į Quarite primum regnum Dei et hśc omnia adjicien-
tur vobis... E c'hallomp er bed, klask meur a dra, mez
da genta dreist pep tra, regnum Dei... rak : quid prodest
homini... ?
3į Sive manducatis, sive bibitis, omnia in Gloriam Dei
facite... Peb den hen deuz he stad, he labour ha pep
unan a dle poania d'ober mad he dreus en he stad...
Mez e n'euz fors pe seurt buez, e tle beza ar zounj euz
ar zilvidigez.
4į Qui autem perseveraverit usque in finem, hic salvus
erit... Aliez e ve lavaret : labourat awallc'h evit hirio...
Labouret awalc'h, d'an oad e meuz : diskuizomp
brema... Evit beza sant eo red labourat beteg ar maro...
.NHO
VAR AR ZILVIDIGEZ 45
.NTO
An ebestel a lavare eun devez da Jesus : Ecce reli-
quimus omnia et secuti sumus te, quid ergo erit nobis ?
óó Ha Jesus a respountas : Vitam śternam possidebitis.
óó Labourit epad ho puez evel an Ebestel da vont da
heul Jesus, ó et vitam śternam possidebitis.
Amen.
.NPO
VI
PREZEGEN
Var ar Zantelez
óóóóóóóóó
Imitatores mei estote, sicut et ego Christi
Kemerit skouer divar-'n-on-me, evel ma
kemeran skouer va-unan divar Jezuz-Krist.
(1. cor. 4-16).
Va Breudeur ha va C'hoarezed kristen,
Pedi, kared, trugaregaad a reomp ar zent ; hor
fizianz a lakeomp en-ho ; deiz ho gouel, deiz ho far-
doun, a vez, evidomp-ni ivez, eun deiz a c'houel, a
bardoun, a laouenidigez. Kement-se a zo mad, a zo tal-
voudek, rak ar zent a zo hor mignouned, hor breudeur,
hor madoberourien ; din int a bep fizianz, din a bep
meuleudi ! Koulzgoude, kement-se n'eo ket aoualac'h ;
red eo c'hoaz ; pelloc'h e zaan ; red eo, dreist pep tra,
beva evel ma ho d-euz-hi bevet ho-unan, evit galloud,
eun deiz da zon'd, kaoud perz en ho levenez hag en ho
eŁruzded. Ar pez a hell ober d'hezo ar brasa plijadur eo
ma heuillimp, koulz hag hi, gourc'hemennou an Aotrou
.NHO
E RANKOMP BEZA SENT 47
.NTO
Doue, ha seblantoud a ra d'in ho c'hlevoud e lavared
d'heomp ar pez a lavare gueach all an Abostol Sant
Paol da gristenien he amzer : imitatores mei estote, sicut
et ego Christi : kemerit skouer divar-'n-on-me, koulz ha
ma kemeran skouer va-unan divar J.-K.
Deiz gouel ha pardoun Sant-Leier, kemeret gant ho
tud koz evit patron ar japel-ma, e m-euz kavet mad
lavared d'heoc'h eun nebeud komzou divar benn ar zan-
telez gristen.
1į Evit ma poanio pep unan da veva ervez Doue,e
lavarin d'heoc'h, da genta, e rankomp, ni ivez, beza sent
abarz kaoud digemer en Envou ;
2į Hag evit rei fizianz d'an holl, e tiskuezin, abarz
achui, e ma e galloud pep den beva gant santelez.
*
* *
VA BREUDEUR KER,
Tud ar bed, a unan gant an drouk-spered evid hor
c'holl, a velod oc'h ober ho zreuz var an douar, heb
kemered, koulz lavaroud, an distera poan da veva ervez
lezen an Aotrou Doue. Dizounj ha dibreder, evel tud ha
n'ho defe, en tu all d'ar bez, netra da zouja na netra da
esperoud, e lakeont mad ho c'horv araok mad ho ene,
bolontez ho c'haloun araok bolontez an Aotrou Doue,
eŁruzded ar vuhez hirio araok eŁruzded ar vuhez da
zon'd ; ha goudeze, evit mouga rebechou ho c'houstianz
hag en eur zizamma dirak an dud, e lavaront : daoust
betra disprijoud plijadureziou ar bed, kastiza 'r
.NHO
48 E RANKOMP BEZA SENT
.NTO
c'horv, hag huala 'r galon ! Kement-se a zo mad d'an
nep a glask beza sant : mez heb en em renta sent,e
c'haller gounid an Envou.
KenvroÔz, va Breudeur, a eneb ar pez a reont, ar pez a
lavaront, bezomp, oh bezomp ato var evez. Ho c'hustumou
a zo milliget gant J.-K., hag ho c'homzou a zo kountrol beo
da gomzou Doue. Lavaroud a reont : n'eo ket red beza
sent ! Ha Doue, an Doue ma rankimp, eun deiz, renta
d'hezan kount euz hor buhez hed-da-hed, Doue a lavar
e fell d'hezan e veac'h sent : hśc est voluntas Dei, sancti-
ficatio vestra ; bezit sent, eme-z-an, rak ma zounn sant
va-unan, me ho mestr hag hoc'h Aotrou : sancti estote
quia ego sanctus sum, dominus deus vester. Ne lavar ked :
mad eo beza sant ; me a ro kuzuil d'heoc'h da veva gant
santelez ; pelloc'h e za, Kristenien, eur gourc'hemen eo
a ro, ha nann eun ali heb-ken : bezit sent, red eo e
veac'h sent ; sancti estote ; nann c'hui ha c'hui heb-ken,
mez c'hui, va breur, mez c'hui va c'hoar, mez c'hui ha
c'hui c'hoaz, mez c'hui holl hag a c'houlen salveteÔ hoc'h
ene : bezit sent, sancti estote.
Da biou, e guirionez hag ervez al leoriou sakr, e
velomp-ni prometet ar vuhez eternel ? Prometet eo d'an
hini a stourm oud-han he-unan evit disc'hrizienna 'n
techou fall euz he galoun : regnum cúlorum vim patitur ;
promettet eo d'an hini a en em ziwall, gant evez mad,
ouz an holl bec'hejou mezuz ; beati mundo corde ; pro-
metet eo d'an hini a zo distak he galoun diouz falz
madou an douar, d'an hini a gar Doue dreist pep tra
hag euz he holl nerz, d'an hini a gar he nesa eveld'han
.NHO
E RANKOMP BEZA SENT 49
.NTO
he-unan, d'an hini a heuill, penn-da-benn, lezen an
aviel : si vis ad vitam ingredi, serva mandata. Pe, mar
kavit guell, hag evit lavared holl e daou c'her : ar vuhez
eternel a zo prometet d'an hini ne reaz, a viskoaz, pe-
c'hed marvel hebed, pe, da vihana, goude beza, dre ar
pec'hed, ankenniet kaloun he Zoue, a c'hounezaz he
bardoun dre eur guir binijen.
Hogen, va breudeur, petra eo an den ha ne reaz, hed
he vuhez, pec'hed marvel hebed ? Petra eo an den hag a
ra eur guir binijen, goude beza pec'hed ? Marteze c'hui a
c'halvo anhezan eun den a zoujanz Doue, eur c'hristen
leal ha vertuzuz ; mez me a gav d'hezan eun hano all,
hag an hano-ze eo an hano a zant.
Guir eo ne rankomp ket evit mon'd d'an Env, ober
kement hag ho d'euz great darn euz ar zent na kaoud
ker braz santelez hag hi. Eun nebeudik hebken ho
d-euz ar gourach da zilezel pep tra evit Doue : da gui-
taad madou, kerent ha mignouned dre garantez evit-han ;
d'en em denna er c'hoajou pell diouz trouz ar bed, da
gousked var an douar ien, zougen ar gouriz reun,
da veva divar griziou. Kement-se a zo mad, eŁruz an
nep her gra, mez kement-se n'eo ket red evid an holl.
Ervez J.-K., e zeuz meur a bazen e rouantelez an Env.
Ar bazen huella, ar c'henta renk a c'hortoz ar re ho
devezo, hed ho buhez, muia-karet ar vertuz ; mez, Ken-
vreudeur, ha taolit evez mad ouz ar gomz-ma, mez an di-
veza renk he-unan, ne vezo roet ervez Sant Iann, nemed
da eun ene disklabez a bep drouk : nihil coinquinatum in-
trabit in eo ; ne vezo roet nemed da eur zant, sant nann
4
.NHO
50 E RANKOMP BEZA SENT
.NTO
ato dirak daoulagad an dud (an dud aliez a zianavez ar
guir vertuz hag a laka 'n drouk e leac'h ar mad) mez
sant dirak daoulagad difazi eun Doue leal hag a ro ar
gaerra kurunen d'ar zantelez muia kuzet ouz an dud pe
vuia zisprijet gant-ho.
N'eo ket heb abek e lavaren eta d'heoc'h, en eur gou-
manz, kemeroud skouer divar ar zent evel ma ho d-euz
kemered skouer ho-unan divar J.-K. : imitatores mei
estote sicut et ego Christi.
*
* *
Koulzgoude, va Breudeur, mar d'eo gouel ar zent eun
devez a laouenidigez evidomp rak ma tiskuezont d'heomp
an hent a dleomp da heuillia hon-unan, e zeo, er memez
amzer, eun devez a dristidigez rak ma kavomp hor
buhez ken dishevel dioc'h ho hini.
Hi, er penn kenta, ho deuz klasket rouantelez an
Env ; ha ni, re aliez siouaz, ne glaskomp nemed madou,
enoriou, plijudureziou an douar ; hi, e pep tra, a c'hou-
lennaz anaoud hag heuillia bolontez Doue, ha ni, re
aliez siouaz, a zelaou mouez hon techou direol. E c'hal-
lomp, guir eo, tremen evit tud honest dirak ar bed ;
mez beza direbech dirak an dud, mar deo aoualac'h evit
tec'hed dioc'h ar prizoun hag ar grouk, n'eo ket aoualac'h
evit mon'd d'an Env. E c'hallomp, ar brava, ober hon
treuz var an douar ; mez evit treuzi an douar an den ne
vez ket pell : 10, 20, 30, 60 vloaz, hag achu holl ; hag
hon treuz, er bed-all, penaoz her graimp-ni, pa skoio
evid-omp an heur da renta da Zoue eur gount piz ha
didruez euz hor buhez penn-da-benv ?
.NHO
E RANKOMP BEZA SENT 51
.NTO
Ha petra ' lavaromp-ni evit klask en em zizamma
dirak hon daoulagad hon-unan. Lavared a reomp :
lį Re boaniuz eo beva santelamand.
2į Doue a ro d'in re nebeud a c'hrasou.
3į Re a zanjerou a gavan var hent ar vuhez.
Guelomp hag hen a zo, en abegou-ze, ken tra nemed
digareziou, pe gant re, an drouk-spered a zeu da lus-
kellad hor c'houstiansou digourach evit ober d'heomp
kousked dispount er stad a zizurz hag hor c'holl sur-
roc'h a ze.
lį Re boanniuz eo, eme c'hui, kerzed ato dibec'h gant
an hent mad !
Ah ! va breur ha va c'hoar, a koumpren a rit-hu mad
ar pez a lavarit. Penaoz eta ? Re boaniuz beva gant
santelez, da lavared eo : re boaniuz kared eun Doue
hag a zo evidoc'h an tad an tenerra, ar c'harantezusa
madoberour ; kared eun Doue hag a rento, hed an eter-
nite, eŁruz an nep her c'har, ha maleŁruz an nep n'her
c'haro ket.
Goud a raan evelkent e z-eo koustuz avechou, ha
koustuz braz, derc'hel mad da lezen an Aotrou Doue.
Guelit Sant Leier, patron ar japel-ma savet ganheoc'h
'n he hano. Leier, ganet a lignez huel, a studiaz, a viha-
nik, lezen Doue, en eskobti Poitiers. Ar brud euz he
furnez hag euz he vertuz, a reaz da Roue Bro-C'hall her
gervel d'he balez, mez penaoz benak ma zoa euz an
huella noblanz, Leier a gavaz guell dilezel falz espe-
ransou ar bed-ma evit en em rei holl da Zoue. Great
eskob a gear Autin, ne glaskaz morse nemed ober vad
.NHO
52 E RANKOMP BEZA SENT
.NTO
dían holl, ha lakaad doujanz Doue da rÍn e kaloun
pep unan ; mez evelkent e cíhoarvezaz ganthan ar pez a
cíhoarvez aliez gant an dud leal ; gouzanv a rankaz
poaniou braz. Goude beza bet kaset er meaz euz he
eskopti, e oue tenned díhezan he zaoulagad, troucíhet
he deod, taolet eír prizoun ha dibennet.
Koulzgoude, dercíhel a reaz bepred stard da lezen
Doue; evel J.-K., e pardounaz díhe vourrevien ha da
heur he varo, e rentaz meuleudi da Zone, rak ma zoa
bet kavet din da cíhouzanv ar verzerenti.
Poan a goust avechou eta, dercíhel mad da lezen
Doue ; mez, va Breudeur, goulennit digant ar pecíher ha
níhen deuz ket, hen ivez a boan dindan gouask he zizur-
ziou ; mar kavit guell, diskennit en ho kaloun hocíh-
unan. Great ho cíheuz ar mad, ha, marteze, an drouk
ivez, siouaz ! hogen míher goulen ouzocíh : pe cíhoude eun
devez tremenet er guel a Zoue pe cíhoude eun devez roet
holl dían dizurz hocíh cíheuz-hu santet skanva ho kaloun ?
Va Breudeur, e leacíh ho respount, hocíh-unan, se-
laouit respount Sant Aogustin. Araok beza da Zoue, e
tanveaz holl blijadureziou an douar, hag Aogustin, dis-
troet ouz Doue, a lavare : Gened bepred oajet ha bepred
nevez, re zivezad e m-euz ho karet. Ia, Kenvreudeur,
oll joaiou ar bed a zo nebeudik a dra, mar dint eun dra
benak, e tal kichen ar peocíh dudiuz a danva eur galoun
gristen.
2į Re nebeud a cíhrasou a ro díheomp an Aotrou
Doue !
.NHO
E RANKOMP BEZA SENT 53
.NTO
Da eun henveleb abek, Kenvreudeur, ne rin respount
hebed. Grit, evit en em zifazia, eur zell heb-ken a bep-
tu díheocíh ; rak ne velot a beb kostez nemed grasou ha
madoberou. Aziocíh ho penn, setu Doue, ha Doue a zo
galvet, dre he hano mad, an Doue a holl garantez ; en
ho tourn setu leor an Aviel, hag an Aviel a zesk díheomp
ne vezimp morse tentet en tu-all díhon nerz ; var hocíh
henchou, setu ar groaz en he zao, hag ar groaz eo ar
guele kalet, ruziet gant goad J.-K., o vervel evit hon
zilvidigez. En ho parrez, setu an Iliz, hag en Iliz-se,
beleien vad, karantezuz, evit ho kelen, sakramanchou
evit ho pardouni hag hocíh harpa ; en Iliz Jezuz-Krist
he-unan evit beza magadurez hocíh ene, sklerijen ho
spered ha laouenidigez ho kaloun (1). Nann, va Breu-
deur, níeo ket grasou Doue eo a rank dían den, an den
eo a vank da cíhrasou Doue.
3į Re a zanjerou a zo en dro díheomp !
Va Breudeur, ho anaoud a raan, an danjerou-ze, ha
pell a zo ma klaskan lakaad an dud, nann da zarri ho
daoulagad, mez da cíhouren out-ho a vir galoun. Ia, hent
ar vuhez-ma ' zo danjerou var-n-han : danjerou a berz
an drouk-spered, danjerou a berz ar bed, danjerou a
berz hor zempladurez hon-unan : mez, va Breudeur,
dourn Doue ního tilezo ket, jomm a raio en ho kercíhen
evit hocíh harpa, ho sevel, ho ren, ha dre he nerz, cíhui
.NFO
(1) Grit eur zell dindan ho treid :
bale a rit var douar eur vro brudet a
bell dre he relijion hag he feiz ;
Bro Vreiz-Izel hag ar feiz gristen a zo diou
cíhoar abaoue daouzek kant vloaz zo.
.NHO
54 E RANKOMP BEZA SENT
.NTO
a zeuio, mar kirit mad, abenn euz a bep tra : omnia
possum in eo qui me confortat.
Ar zent, en ho raok, ho d-euz anavezet ar stourm hag ar
brezel. Klevit an den zantel Job o roÔ malloz dían deiz
ma teuaz var an douar ; sellit Sant Jerom o skoÔ gant
eur vilien var boull he galoun evit trecíhi he wall zon-
jou ; guelit Sant PŰl ocíh en em strinka dían daoulin
betek teir gueach evit goulen ar cíhras du vouga ioulou
mezuz ar cíhig. Hi eta ivez, a ranke stourm, a ranke gou-
ren, ha koulzgoude setu intóhi eŁruz en Env. Va Breu-
deur, perak ne cíhalfemp-ni ket ar pez ho d-euz gallet
kement a re all, a raoz-omp : cur non potuero quod isti,
quod istú ?
*
* *
Parisioniz Riek, kenta guech ma prezegiz e kador ar
virionez, eo dirazocíh, cíhui, e komzen.
Dond a rean, a bell braz, da gure dího parrez, heb
anaoud nikun en ho touez, ha koulzgoude euz a berz
an holl e reseviz ar guella digemer. Galvet hirio gant
eur persoun ha ne cíhell mui beza ankounacíheat eur
vech ma vez bet anavezet mad, e zounn gant plijadur
diwezet eur vech cíhoaz en ho touez hag e lezan ga-
neocíh evit kimiad komz an Abostol Sant Paol : kemerit
skouer divar ar zent, dalcíhit evel dího, mad da Zoue,
stard díar feiz, kerzit kalounek var hent an Env, hag
eun deiz da zoníd, cíhui deuz ho pro, ha me deuz ar
cíhorn douar a vezo díin roet gant ar Brovidanz, ni en
em gavo, en em velo a nevez, heb rankoud en em zis-
partia mui, e Baradoz an Aotrou Doue. AMEN.
.NPO
VII.
Gouel Sant Per en ereou
óóóóóóóó
Petrus servabatur in carcere.
Per a ioa dalcíhet er prizoun.
VA BREUDEUR KER,
Henori, kared, pedi a reomp ar zent, hor fizianz a la-
keomp eínho deiz ho fardoun, deiz a bardoun evidomp.
Mad a reomp, rak beza int mignouned Doue hag hor
mignouned-ni, etc... Koulzgoude se níeo ket awalcíh, red
eo ouzpenn kemered skouer divarního, studia ho buhez
evit anavoud hon-unan dre be hent e tleomp kerzed
díhon tro.
Mad hirio euz buhez Sant Per e tennan eur gomz hag a
lennomp en oferen hirio : Petrus servabatur in carcere,
Sant Per a ioa Abostol J.-K., mean fount, mean diazez
an Iliz, karget da ren ar gristenien fidel ha Per a ioa, dre
bermision Doue, dalcíhet er prizoun... An Iliz var he
lercíh a zo bet hag a zo persekutet cíhoaz hirio en deiz.
Koulzgoude an Iliz eo pried J.-K., díhezi hen deuz pro-
metet harp ha sklerijen, en he dourn hen deuz lakeat
tenzor he cíhrasou, he veritou, he vadelezou. Ar guir
.NHO
56 BUEZ AR CíHRISTEN A ZO EUR VUEZ A VREZEL
.NTO
gristenien eo guir vugale Doue. Evit-ho hen deuz great
ar bed, evit-ho an Env. A hent all, Doue zo holl cíhal-
loudek : Ne ziwer nemed ar pez a gar, holl zantel, holl
madelezuz eo ive : ne gar eta nemed ar pez zo mad ha ne
glask nemed ar pez zo talvouduz díhe vugale.
Penaoz eta ha perak kement-se ?
Ar respount díar goulen-ma a dlean e pevar cíher da
lakaad hirio dirak ho taoulagad...
1į Perak poan ha brezel evit ar guir gristen var an
douar ?
Abalamour ar boan, ar brezel eo mean diazez ar reli-
gion gristen.
Eun ti zo douget var ar mean fount. Ti ar zilvidigez
douget var ar groaz, var ar binijen, var ar brezel.
Regnum cúelorum vim patitur, et violenti rapiunt
illud.
Tollat crucem suam quotidie et sequatur me. Nisi púni-
tentiam egeritis omnes similiter peribitis.
Setu evit ar bed all.
Evit ar bed ma : in sudore vultus tui, vesceris pane.
Setu komzou J.-K., ha setu ar skouer hen deuz roet :
gounid a ra he vara gant ar cíhouezen diocíh he dal.
Níhen deuz ket eur mean hebken da astenn he benn
díen em ziskuiza, ha pa varv, e toug eur gurunen spern,
eo stag ouz eur groaz...
2į Buhez ar cíhristen a zo enhi poan ha brezel, ha
perak ?
Abalamour ar brezel a ziwall acíhanomp a zroug.
.NHO
BUEZ AR CíHRISTEN A ZO EUR VUEZ A VREZEL 57
.NTO
Piou a ziwallo an arme ? ó Ar gedour ! ha piou a
ziwallo ar gedour ? An enebour he-unan !
Abalamour ar boan eo hon distro guella ouz Doue.
Eur zell en dro díheomp ; eur zell varón-homp. E kreiz
ar iecíhed, an danvez, ar blijadur ; nag a bed en em an-
kounacíha, en em goll ! pa zeu ar boan e koumprenomp
pegen dister eo traou ar bed, hag e tistroomp ouz Doue
evit gounid madou padusocíh : bonum mihi quia humi-
liasti me.
3į Poan ha brezel a zo buhez ar cíhristen, ha perak ?
Abalamour ar boan, ar brezel a laka an disparti etre
ar re a zo evit Doue hag ar re a zo a eneb Doue.
Eur marcíhadour arcíhantiri hen deuz en he stal eur
mean diskuiller evid anavoud an arcíhant mad diocíh
an arcíhant faoz.
Cíhui, labourerien douar, evit dispartia 'n hed goanet,
an draok, ar skaot-du diocíh ar greun mad ho cíheuz ho
kuenterez, pe ho krouer d'ho banna en avel...
Doue hen deuz he vean diskuiller evit rei da anavoud
he vir zervicherien. Daou zoudard a zoug ar memez
guiskamant, sabren, fuzuil. Unan kalounek koulzgoude
hag egile digaloun pa groz ar cíhanoliou, pa sut ar
bouliji abiou díar penn, unan a zalcíh mad dían drapo,
egile a decíh pe en em rent prizounier...
Kalz acíhanomp en em fazi ho-unan ; a zounj, a gred int
e guirionez evit Doue. Pa zeu ar brezel e veler sklear...
An diou gevren en em ziskouez evid ar pez ma zint :
bugale ar bed, bugale Doue.
4į Perak, e buez ar cíhristen, poan ha brezel ?
.NHO
58 BUEZ AR CíHRISTEN A ZO EUR VUEZ A VREZEL
.NTO
Abalamour ar boan, ar stourm, ar cíhourenadek a rent
purrocíh ar vertuz.
Eun tamm houarn, dir, koeor, ploum, etc., goloet a
skant pe a vergl a vez taolet en deuzerez, hag a zeu da
veza ker pur, ken digemesk ha biskoaz.
Eur cíhrez fank a vez kaset díar ster, kannet gant
saoun ha taoliou golvez, bervet el lichou pe er vugaden,
tremenet goude dre an dour sklear : setu hen ker flamm
ha flammocíh eget pa voue dispennet euz ar viad.
Va Breudeur kristen, ó eur zell var hon ene : ó ha
disklabez eo ar cíhrez a zoug. Disklabez oa, deiz hor
badiziant. Mez hent ar vuhez a zo kaillaruz...
Ar bed zo faoz evel an dour-red.
Kaloun an den zo goak ha dinerz...
Ne cíhouzon ket petra eo kaloun eur cíhokin rak evit
kokin níoun ket bet biskoaz, mez ar pez a cíhouzon mad eo
eun dra spountuz selled piz ouz kaloun eun den ho-
nest. Setu ar pez a lavare eur skrifanier braz... va
Breudeur, ha ni, ha níeuz tamm strink ouz hor cíha-
loun ; ha ne ra ket mad an Aotrou Doue dond, eur vech
en amzer, da ober kouez vad hon ene ?
Durus est hic sermo. Ar cíhomzou-ze ' zo tenn da gle-
vet. Mez evelkent pa zounijer en eternite e koumprener
mad e cíhounezer dre eur boan verr eur joauzded heb fin.
Goude holl, ententit mad, kaer hor bezo, teir groaz zo
en ho zao var an douar.
1į E kreiz kroaz J.-K., oan hegarad, maro evit silvi-
digez an dud. Ouz houn-ma e cíhallomp sellet : mez ne
.NHO
BUEZ AR CíHRISTEN A ZO EUR VUEZ A VREZEL 59
.NTO
cíhallomp ket pignad varnhi ; varnhi ne cíhalle pignad
nemed mab Doue... etc.
Mez en he cíhichen, diou groaz all : 1į kroaz al laŽr
kleiz ; 2į kroaz al laŽr deou. Euz an diou-ma he ran-
komp kemered unan pe unan.
Kroaz al laŽr kleiz, kroaz an den a zo e kichen he
Zoue, a dorr lezen he Zoue, a zeu da vlasfemi he Zoue
a zo goloet a cíhoad he Zoue mez a zalcíh díhe becíhe-
jou...
Kroaz al laŽr deou, kroaz ar cíhristen mad, ar cíhris-
ten a cíhoulen pardoun, ha J.-K. a respount :
Hodie : ar vuhez zo berr. Hodie : dija var an douar e
skanvaan da boaniou hag em berr e vezi ganhen er
baradoz.
Hodie mecum eris in paradiso. AMEN.
.NPO
Notenn : Pajenn 60 a vez unan gant tra ebet
warnezhi.
N'eus ket a bajenn 61 nag a bajenn 62 el
levr moulet er bloavezh 1906 evit al
levrdi Corcuff e Kastellin.
.NPO
I.
SARMOUN
Great evit troni eur persoun nevez e parrez
Gouezec
óóóóóó
Sic nos existimet homo ut ministros Christi
et dispensatores mysteriorum Dei.
Pep unan a dle hor cíhemeret evit ministred
Jesus-Krist karget gant Doue da skuil he
cíhrassou var an douar.
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZET KRISTEN,
Kozeal a rear, en amzer-ma muiocíh c'hoas, marteze,
eget na zeuz bet great biskoas, divar benn ar veleien.
Lod, her goud a raan, a-gaoze evit ho meuli, evit difenn
ho cíharg, evit en em lakaat a du gant al lezen a breze-
gont. Mez lod all, ó hag ar re ma a stanka bemdez, ó
a gaoze en ho eneb, a enep ar garg ho deuz, a eneb ar
gelennadurez a roont, a eneb an dever a rankont da
ober.
Mar kavont en unan pe unan anezho eur mank, eur
fazi benag, ó ha diez eo na ve ket kavet pa zeo guir e
zŰmp kouls hag ar re all bugale Adam hag Eva, ó ker-
.NHO
64 EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ
.NTO
kent e ma int a lamm var ar fazi-ze ; anezhan e reont
evel eur spountail hag a bourmenont, gant plijadur,
dirak daoulagad an holl, gant esper ma cíhallint guel-
locíh a ze, distaga diouzomp kalonou ar gristenien ha
mired na gasfomp ervad da benn al labour omp
galvet da ober evit silvidigez an eneou.
Mad, va Breudeur ker, divar benn ar veleien e teuan
díam zro, da lavaret deocíh eun nebeut komzou.
Ha penaos galloud chom heb hen ober ?
Ho cíhunan her gortozit euz va fers. Rak, hirio, ho
speret a zo e tont hag e vont euz ar persoun ho cíheuz
kollet díar persoun a zo digaset en he leacíh.
Marteze e cíhortozit ouspen e rafenn ho meuleudi
dirazocíh. Mez da betra meuli ar persoun hocíh euz kol-
let ? Amzer ho cíheuz bet díhen anaout ; goud a rit dre
ho skiant ho cíhunan, ne cíhoulenne nemet ho karet
hag ho lakaat da garet díhe heul hag eveldíhan reli-
jion Jesus-Krist. Ha pa hen deuz guelet e vanke
dezhan iecíhed awalcíh evit ober mad he garg, hen deuz
roet he zilez hag en em dennet a gostez evit sonjal, heb
mui ken, en he zilvidigez he unan.
Ne veulin ket ho persoun nevez. Aze e ma ouz va
zelaou ha gouzout a raan, ne cíhoulenn en eur ober
mad he garg, nemet beza meulet gant Doue.
Eaz e ve din koulskoude, ober he veuleudi dirazocíh
rak hen anaout mad a raan ; anaout a raan ouspenn ar
vad hen deuz great e parres Plouneour evel kure, hag e
parrez ar Rocíh evel persoun. Gouzout a raan cíhoas e
tigas en ho touez ar memez kaloun vad, ar memez
.NHO
EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ 65
.NTO
cíhoant hag ar memez galloud da ober en ho parrez,
ar vad hen deuz great beteg-hen, e kement leacíh ma
zeo bet tremenet dreizhan.
Mez guellocíh ganhen lavaret deocíh :
I.ó Petra e tle beza eur persoun e kever he barrisioniz ;
II. ó Petra a dle beza ar barrisioniz e kever ho
fersoun.
*
* *
I. ó Petra e tle beza eur persoun e kever he barri-
sionis ?
Va Breudeur ha va cíhoarezet kristen, e peb bro
reizet mad e veler : 1į Skrivagnourien da gaiera ar
vugale kerkent ha ma teuont er-bed ; hi a verk piou an
tad, piou ar vamm, pehini eo an ti; hag ho skrid a vezo
kred, goudeze, evit ar vugale kaieret gantho hag a roio
díezho guir en heritaj ho zud ; 2į Gueled a rear soudar-
ded, archerien, barnerien, evit difenn ar vro ouz an
enebourien a zianveaz ha dercíhel ennhi an urz vad en
despet dían dud fall a ziabars, etc. ; 3į Guelet a rear
medisined, karget da barea klenvejou ar cíhorf... ; 4į Al-
vokaded karget da rei harp dían dud a zo tamallet...
5į Mistri skol, karget da skigna an deskadurez etouez
an dud.
Kement-ze holl great gant furnez, gant muzur, gant
mennos vad a zo talvoudus, etc.
Mez evelkent, an traou-ze holl níint mad nemet evid
hon treuz var an douar. Hogen evit treuzi an douar ne
vezomp ket pell, etc... hag euz traou ar bed-ma eur
vech achu ar vuez, ne da netra díhon heul.
5
.NHO
66 EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ
.NTO
Mez beza hon deuz ive da ober hon treuz en eternite.
Dreist buez ar bed-ma me a vel, var dreujou an
eternite, Doue ó hor mestr hirio, ó hor barner var-
cíhoas, ó ha goude, hor cíhurunen pe hor punision.
Piou dirag an Doue-ze, a gemero karg hon eneou ?
Va Breudeur, unan a zo galvet díhen ober : Ar belek.
Petra eo eta ar belek ?
Pa zellomp ouz penn kenta he vuez, ne gavomp, aliez,
nemet mab eur micherour, mab eun devezour, mab eul
labourer-douar...
Eun devez avad, Doue a lavaraz... segregate mihi
Paulum et Barnabam... var dal ar cíhrouadur iaouank
e reaz eur merk gant he viz... ha neubeut bloaveziou
goude, ar cíhloarek iaouank en em strinkas var leur an
ilis... varnhan evel pa vije maro e oa pedet... beo oa
koulskoude... maro díar bed... beo evit Doue. Dían
deis-ze e voue great belek.
Divar neuze, sada hen, var eun dro
1į Skrivagner an Aotrou Doue,
2į Soudard Jesus-Krist,
3į Medisin an Eneou,
4į Alvokad ar Gristenien,
5į Kelenner an dud fidel.
*
* *
Skrivagnier Doue... Ar belek a zo en he zourn,
alcíhuez ar mean-font. Kemeret a ra ar bugel kerkent
ha ma teu er bed ; var he dal e laka merk ar vadiziant.
.NHO
EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ 67
.NTO
Iviziken ar cíhrouadur a zo skrivet he hano var gaierou
ar barados : Doue zo he dad... an Env zo he vro.
Sourdard Jesus-Krist : ó Karget da zifen en hano
Jesus-Krist ar re dre ar vadiziant a zo bet lakeat e renk
heritourien ar baradoz : he zever eo ho gervel, ho dastum
en dro dezhan e troad Aoter Jesus-Krist, evel ma teu
ar cíhabiten da zastum en dro dían drapo, ar zoudardet
all a zo dindan-han. Setu perak eo lakeat en he zorn
korden klocíh an ilis parrez.
Medisin an eneou : Meur a zoudard a gouez gouliet
holl var dachen ar stourmad. Meur a gristen a vez
gouliet ho ene var hent ar vuez ma, rak : Inter vos
multi imbecilles ó kals tud diners. A hent all : ó
dies mali sunt. Piou a bellaio an danjer ? Piou a zavo
an den kuezet ? Piou a bareo an ene gouliet ?... Ar
gador goves : sacerdos alter Christus... quodcunque,
ligaveris... erit ligatum... quodcunque, solveris... erit
solutum et in cúlis.
Alvokad ar gristenien : Desolatione desolata est
terra... Fallagriez aleis... Var beg eun tour eur varren
houarn evit distrei ar gurun... Var an douar etre Doue
hag an dud, korf Jesus-Krist, diskennet var an Aoter
dre gomz nerzus ar belek ha savet ganthan evit distrei
breacíh an Aoutrou Doue... Gueach all eur cíhabiten a
lestr, Albukerque, a gemeras pa zea he lestr da weledi,
eur cíhrouadur bihan etre he ziou vreacíh en eur lava-
ret : Va Doue ni zo pecíherien, mez ar cíhrouadur-ma
zo dibecíh, abalamour díezhan pardounit...
.NHO
68 EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ
.NTO
Kelenner an dud : ó Lod a lavar, da betra senti ouz
ar veleien ?... Abalamour díezho, Jesus-Krist hen deuz
lavaret : ę ite docete omnes gentes : deskit dían holl
heulia ar pez a meuz gourcíhemennet.
Ar persoun a zo díezhan kador ar virionez. Díezhan da
lavaret : ama e ma an hent. D'ezhan da rei kuzul vad :
díezhan da gomz a varadoz, a ifern : díezhan da grial arz
ar bleiz, arz ar cíhi klanv : díezhan da cíhourdrouz.
Lod a lavar : Loquere nobis placentia... Hen a res-
pounto Est, est, non, non, Amicus Plato, magis amica
veritas. Ar virionez, guirionez Doue, setu he lod... Pa
vanko ar virionez e zai an traou var ho zu gin : Dimi-
nutś sunt veritates... etc. Setu perak e rank deski lezen
Doue díar pecíher evit, en eur he spounta, hen distrei...
deski al lezen-ze díar re vad, evit en eur ziskuez an Env,
rei dezho nerz kaloun. Evel-se, adalek ar cíhavel betek
ar bez, ar persoun a zo o cíheul an ene kristen... kris-
tena a ra ar cíhrouadur, ho zifen hag he rÍn var hent ar
vuez, he barea pa vez gouliet, pedi evithan ouz an
Aoter, hen digoall deuz fals kredennou ar bed en eur
he gelen ervez Doue. Ha pa vezo krog ha krog gant ar
maro e kennerzo anezhan : ó Proficere anima chris-
tiana, ó e tiskuezo dezhan ar baradoz digor ha var ar
bez e skuillo an diveza berad dour benniget. Setu aze he
loden. Ober kement-se ' zo he zever. Ho persoun nevez a
anavez mad al loden-ze... her great heu deuz er barrez a
guita... evit kendercíhel díhen ober eo digaset díar
barrezóma... Ne vanko ket díhe labour... Kement hen
anavez mad her goar kouls ha me.
.NHO
EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ 69
.NTO
*
* *
Euz ho kostez, va Breudeur ker, ho cíheuz deveriou
e kever ho persoun, hag evit ma kavo skanvocíh he
labour, eo red deocíh ho gober :
Kemeret heb lakaat
Nebeut e pad.
Ho persoun a lakaÔ he lod : cíhoui, lakit ho cíhini.
1į Kared ho persoun : hen ho karo, hen ho kar dija...
paneve-ze, ne vije ket deuet en ho touez... Ho karet a
reio muiocíh mui. Karit-hen dího tro. Ar guir garantez,
ar garantez ginidik a boull kaloun Jesus-Krist a zo ben-
niget gant Doue, a zoug eur frouezen dudius a ra eu-
rusded ar cíhalonou.
2į Respeti ho persoun : qui vos spernit me spernit.
Pilat hag Herodes... Ar re a daol pri ouz fas ar belek a
cíhoar mad petra reont. En eur vouga e kalonou an dud
ar respet evit ministred Jesus-Krist e tistroer an eneou
divar hent an Env.
3į Senti ouz ho persoun : Qui vos audit me audit.
Studia ' ra lezenn Doue muiocíh evidocíh eget evithan
ha goude beza he studiet e tesk anezhi díar re all.
Evelse he gomzou níint ket he gomzou, he greden ne
zeu ket a berz an dud : diskennet eo divar muzellou an
Hini na cíhell na fazia den nag en em fazia he unan.
Evelse e cíhoarvez eun dra : Eun dourn díar persoun a zo
en ho tourn hag he zourn all a zo e dourn an Eskopí,
dourn all an Eskop ' zo e dourn ar Pap hag ar Pap gant
he eil dourn a zo krog e dourn Jesus-Krist.
.NHO
70 EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ
.NTO
Setu great ar jaden etre an Env hag an douar. Ennhi
ne vank mell hebed. Hag ar jaden-ze eo chaden ar zil-
vidigez. Rak beza gant Jesus-Krist eo beza gant Doue
en he varadoz.
En eur gozeal deocíh deuz ho teveriou e meuz lavaret
deocíh ar pez a ouzocíh. Guellocíh cíhoas lavaret díheocíh
ó var a meuz klevet, ha na meuz klevet nemet ar pez
zo guir ó lavaret deocíh chom ar pez ma zoc'h. Cíhoui
a gar ho peleien. Hen diskuezet ho cíheuz pa zeo eat
kuit ar persoun ho peuz kollet. Hen diskuezet ho peuz
cíhoas pa zeo digouezet ho persoun nevez. Var beven
ho parrez edoc'h ouz he cíhedal evit diskouez, en dervez
kenta ma cíherrue, oa ho kalounou a du gant he hini.
Kendercíhel a reot, va Breudeur ker, hag evelse e teui
da vir ar pez a velet er penn kenta euz an iliz ; cor
unum et anima mea : eur persoun e penn he barrissioniz,
e vont harp ocíh harp varzu eur barrez all kaeroc'h eget
an holl barreziou ar bed-ma : varzu parrez baradoz
Doue.
Evelse bezet great.
* * *
.NPO
II.
SERMOUN
great gant eur persoun nevez díhe barrisionis en
devez ma voa tronet
óóóóóóó
PARRISIONIS MOELAN,
E giz ma hen deus Aotrou persoun Riek diskleriet
dirazocíh, hanvet oun gant an Aotrou 'n eskop a Gemper
da veza persoun ho parrez, ha var ger an hini hen deuz
guir da gommandi, setu me heb digarezi netra, digwezet
en ho touez.
Anavout mad a raan peger pouner eo ar zamm a zo
lakeat var va diou skoaz.
Ho parrez a zo bras ha va nerz a zo bihan.
Ouspenn, dont a raan varlercíh eur persoun hag a
gemeracíh gant rezon, evit eun tad leun a vadelez e kever
an holl.
Ar zonj anezhan a zo cíhoas, hag a jommo pell amzer,
fresk-beo en ho sperejou.
Var dro daou ugent vloaz hen deuz labouret en ho
parres ha poaniet evit deski deocíh lezen Doue hag ho
lakaat var hent an Env. Mez kaer hen deuz ar zantella
beleg, lakaat he boan evit dercíhel an urs vad en he
.NHO
72 EUR PERSOUN NEVEZ DíHE BARRISIONIS
.NTO
barres, na cíhell ket atao dont a benn euz kement hen
deveuz c'hoant.
Va Breudeur, ar mad hen deuz great dont a raon da
glask hen ober cíhoas en ho touez. Ha mar hen deuz,
divar he vele a boan, taolet eur zell a druez var lod
acíhanocíh en eur lavaret : ę Klasket em beuz ho gounid
da Zoue, hag hi ho deuz great ar skouarn vouzar, "
Klask a rin ober eveldhan hag o distrei var hent an Env.
Va Breudeur, daoust hag ar blijadur em bezo-me da
ober en ho touez, an holl vad em euz cíhoant ? níher
gouzon ket, mez hen esperout a raan.
Hen esperout a raan, rak ma cíhortozan euz ho perz
bolontez vad ha sentidigez. Ne anavezan ket aleiz parres
Moelan ; sur oun evelato da gavout ama, tud vad hag
anavezet em beuz dija lod, tud dreist hag am zikouro
guella ma cíhellint, da ober pep tra evit gloar Doue ha
silvidigez an eneou.
Hen esperout a raan, dreist holl, rak ma teuan en
hano Doue, a berz Doue, ha Doue a vezo en tu ganhen.
Gueach all, santez Thereza a fellaz dezhi sevel eur
gouent nevez. Mez evit eun dispign ken bras, ne doa
nemet pemp blank, netra ken. Pep unan a glaske hen
distrei, mez hi a respountaz : Thereza ha pemp blank
níint netra. Mez Thereza, pemp blank ha Doue a zeuio
a benn deuz pep tra.
Va Breudeur, gant va nerz va-unan ha va bolontez
vad, me ive ne díoun netra. Mez an Doue a mí digas
a roio díin, hen esperout a raan, an nerz, ar sklerijenn, ar
fermder am bezo izom da gaout ha gant graz va Doue
.NHO
EUR PERSOUN NEVEZ DíHE BARRISIONIS 73
.NTO
e cíhallin, marteze, ober eur vad bennag en ho touez.
Her pedet e meuz, Her pedi a(r) raan, Her pedi a rin
bemdez, da skuilla he vennoz var beleien ho parrez, da
skuilla he vennoz var ho tiez, var ho touarou, varnocíh
ho cíhunan, ha bennos an Aotrou Doue a zougo chans
hag eurusded evidocíh hag er bed-ma hag er bed all. ó
Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
III.
SERMOUN
prezeget evit bennigen mean kenta iliz Karaes.
Kerzu 1880.
óóóóóóóóóóóóóó
Lapis iste quem erexi in titulum vocabitur
domus Dei.
Ar mean-ma, savet ganhen ploum en he zav,
evel eun test, a vezo galvet ti Doue.
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZET KRISTEN,
Marteze lod acíhanocíh ne anavezont, ne ententont
nemed iez hon tud kos (1). Oh ! kredit hen stard, ního
zamallan ket. Pell diocíh eno, rak :
Ar brezonek hag ar Feiz,
A zo breur ha cíhoar e Breiz.
Re aliez, siouas ! ar gallek a zaosmeger en hon touez,
a zigas díhomp dindan he gazel, da heul eun neubeudik
mad a ourgouil, kos leoriou, kos paperiou ha níint mad
nemet da sklabeza ar vro, da jench tu díhor cíhaloun
baour, da vouga ar Feiz, da ziscíhrizienna doujans Doue.
.NFO
(1) An aotrou Quere hen doa great araog, eur zarmoun gallek.
.NHO
EVIT BENNIGEN MEAN KENTA ILIZ KARAES 75
.NTO
Ha mar kollomp hor feiz goz, petra e teuimp-ni da
veza ? ni micherourien baour, labourerien douar ha
níhon deuz, evit en em harpa epad hor beach, nemet
an esperans da velet Doue laouen ouzomp goude hor
maro.
Mez eur gomz a anavezan, eur gomz vad lavaret gant
unan euz hor bro :
Ni zo bepred
Bretonet,
Bretonet
Tud kalet.
Tud kalet ouz al labour, kalet, dizamant ouz ar boan,
kalet, stard en hor cíhreden. A gement-ma e roit, hirio,
eur merk anat.
Ho cíhiliz koz a ioa var nez koueza en he foull ; mez
setu ni o paouez bennigen mean diazez ho cíhiliz
nevez. Lavaret ho cíheuz : En em glevomp, ken etre-
zomp ; an eil nebeut a gresk egile ; eur skouet ha nao
a ra dek. Lakeomp diner ar paour var louiz aour
ar pinvidik ! Hag oll díen em heul ho cíheuz roet eun taol
skoas da rod ar cíhar, digoret ar cíhan, ha níeo ket
cíhoui, va breudeur ker, a lezo an alar e kreis an ero.
Troet e vezo a bom betek penn ar park.
Eun iliz, bolzet he mogeriou ho cíheuz kavet varlercíh
ho tud kos. Eun iliz ploum var he filierou, nerzuz var
he goareier mein-bŤn, a lezfot gant ho pugale vihan. Eun
dra vad a rit : fouge ho pezo, ha nann heb abek, pa
glevot an diveza taol morzol o tacha an diveza mean
var doen ho cíhiliz nevez.
.NHO
76 EVIT BENNIGEN MEAN KENTA ILIZ KARAES
.NTO
Eun dra talvouduz a rit ive. Kaout a rear cíhoas
beziou kos ha níe deuz var-n-bo skrivet hano hebed.
Hebken, avechou e kaver var-n-ho, merk beg eun troad,
avechou all roud penn eur cíhlin. Merk beg eun troad,
evit diskouez e kousk aze, eun den ha ne bouezaz ket
var an douar, eun den hag en em zistagaz diocíh traou
ar bed, en em zavaz varzu Doue muia ma cíhellaz, ne
boueze nemed var begou he dreid...
Roud penn eur cíhlin : ama e kousk eun den a beden,
a binijen, atao stouet he benn ha puchet var he zaoulin
da cíhoulen trugarez ha pardoun.
Var ho pez, marteze, va Breudeur ker, ne vezo savet
nemet eun duchennik zouar, pladet abred dindan treid
an dremenidi. Koulskoude, en despet da ze e lezot eun
test var ho lercíh ; lezel a reot eur mean prenet gant ho
cíhaluzen evit sikour sevel eun ti deread dían Doue a
garit. Hogen rei da Zoue a zo prena leve.
Nan atao, evit guir, ebarz er bed-ma, mez en eur vro
vellocíh. ó En Envou Doue ho paeo.
Evelse bezet great.
* * *
.NPO
IV.
SERMOUN
great evit konsekrasion Ilis Hanvec.
Níon est hic aliud nisi domus Dei et porta cúli.
Ama, e guirionez, e ma ti an Aotrou Doue ha
pors an Envou. ó (GEN. 30. XVII.)
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZED KRISTEN,
Jakob, guechall, kuitead ganthan ti he dad ha douar
he vro, en em gavaz, goude kuz-heol, en eun takad
distro. Hag o cíhoantaad en em ziskuiza eun nebeut,
e tastummaz da lakaat dindan he benn, unan euz ar
vein a velaz eno, hag e kouskas.
Hag epad he gousk, hŤn guelet eur skeul en he zav
var an douar hag ar beg anezhi stak ouz an Env : ha
penn da benn ganthi, elez ar baradoz a bigne hag a zis-
kenne. Ha Doue harpet var he beg a lavaraz dezhan :
ę Me eo Doue Abraham ha Doue da dad, ha da zigwall-
te a rin ive, e kement leacíh ma zi. Ľ
Ha pa zifunaz, Jacob lavaret : ę oh ! ama e guirionez
e ma ti an Aotrou Doue ha pors an Envou : vere domus
Dei est hic et porta cúli. Ha goude beza santifiet ar
.NHO
78 EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC
.NTO
mean a ioa bet dindan he benn, hen lakeas en he zav
hag her galvaz ti an Aotrou Doue.
Mad, va Breudeur ker, seblantout a ra din, guelet o
tremen hirio, en ho parrez hag evidocíh, ar pez a dreme-
naz neuze evit Jacob e bro ar Zav-heol. Eveldíhan e
zocíh tremenedi var an douar o vont gant ho cíhent
dindan lagad ha dourn an Aotrou Doue. Cíhoui ive
kouls hag hen ha guellocíh, a cíhell ive lavared : ama e
guirionez e ma porz an Envou ha ti an Aotrou Doue.
Va zonj er gelennadurez verr-ma, eo hen rei deocíh da
gompren.
*
* *
ę Drebomp hag evomp a lavar lod 'zo, en em guru-
nomp a vleun, araog míen em wenvint, kemeromp
hor plijadur e pep giz, e pep tu, keit ha ma ellimp, rak
mervel a raimp em berr. Ľ
Ah! setu hi e guirionez, troet ho spered varzu traou ar
bed-ma, ebken.
Lod a boagn da greski ho danvez, lod da glask eno-
riou, lod a red varlercíh plijaduriou ar vuez, lod all en
em ruil deuz an eil dizurs en egile. Beva ' reont evel pa
na ve goude ar vuez-ma netra da esperout ha netra da
zouja ; sonjal a reont er pez a zell euz mad ar cíhorf :
ne sonjont ket er pez a zell euz mad an ene.
Hag eurus int-hi ? Níint ket eurus : ne cíhellont ket
beza eurus.
Da genta, ar pecíhed ' zo pounner da zougen, da stleja
díhon heul var an hent.
.NHO
EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC 79
.NTO
Var a gounter e sao var douar Jerusalem, eur froue-
zen, hag evit ar cíhenta guel, a zeblant beza kaer ha
mad. Mez pa deu ar beachour dare gant ar zecíhed din-
dan an heol bero, da ranna dindan he zent ar froue-
zen douellus, ne gav ennhi, nemet evel eul lastez poul-
tren du ha cíhouero. Setu poltred ar pecíhet.
A ziabell, e ve lavaret e tigas plijadur d'he heul.
Hag eur vech tanveat e lez e kaloun an den, evel eun
drean spern hag a zeu díhe vrouda noz-deiz.
Plijaduriou ar bed zo fazius. En em denna ' reont a
zourn an den evel eur zilien a zourn eur pesketour ;
guenvi a reont ker buhan hag ar vleunvennik distaget
deuz skalf ar vezen.
Ar madou diez da zestum ne deuont ket atao, varlercíh
ar boan a gemerer. A hent all, ar guir eŁrusded níeo ket
bed staget outho. Rak níe ma ket en ho galloud karga
kaloun an den. Ar galoun zo great evit Doue. Pa he dis-
troer deuz Doue, pa he zenner diganthan e cíherru
ganthi evel gant eur variken didal. Kaer a zo lakaad
ennhi kement a cíhell ar bed da ginnig, mar díeo didal,
atao e chommo goullo. Hag an tal eo Doue.
A hent all, ebars en Env e zeuz eun eal : eal ar
venjans. En he zourn eur cíhalur. Pa ra Doue eur zell,
ar cíhalur a deu da gosteza, hag a lez da gueza var an
douar a bep seurt enkrez ha tristidigez.
Atao, e teu da vir, ar pez a lavare guechall Salomon
ar fur. Azezet var he dron olifant, brudet a bell bro,
gant pep tra en dro dezhan ervez he cíhoant, e cíhan-
zave eun deis: ó ę Dindan an heol, emezhan, ne gaver
nemet tristidigez ha mogidel. Ľ
.NHO
80 EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC
.NTO
Hag e kav-fet, ó ar pez ne gaver ket, ó an eŁrusded
e traou an douar, eun henveleb eŁrusded a ve fazius,
rag ne bad nemet eun devez.
Petra eo buez an den var an douar ? Henvel eo ouz
ar vag a faout an dour ha ne lez var he lercíh nemet
eur rizen hag en em zispenn en eun taol kount ; ouz al
labous a rann an ear ha na lez var he lercíh na merk na
rouden... etc.
Ha pa rank an den hen deuz bevet heb sonjal e Doue,
en he ene, en he eternite, kuitaad ar bed-ma, pa zeu
ar maro da lakaat er memes renk paour ha pinvidik,
petra ' gaso-hen ganthan, an den dizoue ? Eur goz linzer,
pemp pe cíhuecíh planken, eun toull en douar... ha
goudeze he esperans eo galloud, en eur vervel, mervel
holl : salo ! en tu all díar bez, ne ve mui netra evidon :
salo ! e ve va flaneden henvel ouz planeden ar cíhi a
daoler díezhan, e stern an daol, an tamm kreun a gaver
re galet.
EŁrus an den ne gemer ar bed-ma nemet evel eul
lochen savet da dremen eun nosvez gant eur beachour
var douar an estren, keit ha ma vale varzu he vamm-bro.
Keit ha ma pad he vuez e sav, aliesa ma cíhell, he
zaoulagad varzu an Env. Goud a ra eo kemeret gant
Doue evit he grouadur : ut filii Dei nominemur et sumus.
Goud a ra eo evel eun ezel, eur mempr beo da Jesus-
Krist : membrum de membro ; galvet da gaout perz er
memez levenez, er memez eŁrusded; cahúredes Christi :
goud a ra eo he ene templ díar spered glan : templum
Dei quod estis vos.
.NHO
EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC 81
.NTO
Ha pa zeu evithan, an heur da gimiada e kuita ar
bed heb doan : n'her c'hare ket, n'oa ket he vro ;... e
kuita heb doan madou ar bed : madou all hen deuz
dastumet ;... e kuita heb doan he gerent : en em velet a
reint adarre divezatocíh er baradoz ; ó kuitaat a ra heb
doan he gerent ha zoken he gorf paour. Evithan ar
maro a zo evel eur cíhousk. He gorf a zavo hag hen
devezo perz e gloar an Envou.
*
* *
Mez va breuder ker,
Diez, skuizuz an hent ha kaloun an den zo dinerz. E
peleacíh kaout nerz ?
An hent a zo fazius... kals en em fazi. Piou ' zifazio
an den ?
An eunig o nijal a goll plunv, an oan o redek a goll
gloan, an den bleuniou he gurunen. Piou a zavo an den,
a bareo gouliou he ene?
Lod a lavar :
An enebour, enebour bras an den, eo an Iliz.
Ia, enebour eo díar gaou, dían drouk oberiou... etc.
Mez e guirionez hi eo ti Doue, porz an Envou. Seblan-
tout a ra díin he guelet, savet var tri bost a(r) garantez.
Da genta, an Aoter : Tron ar beden nerzus, eienen ar
guir nerz. Eno dreist holl, e cíheller lavaret : omnia
possum in eo que me confortat.
Dían eil, ar Gador brezek. Er bed e lavarer hag e tis-
lavarer. Er gador brezek, atao ar memez lezen, nann
great gant an dud, mez gant Doue ha desket goudeze
6
.NHO
82 EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC
.NTO
euz an eil rumm díegile. Ama guir difazi an den, skle-
rijen an eternite : noverim te, noverim me : Anaout
Doue petra eo, petra cíhortoz, petra reio, petra e tleomp
beza hon unan. ó Setu ar guir skiant.
Dían trede : en iliz, eur gador goves. Pa zellan
diouthi, varnhi e seblantan lenn : venite ad me omnes
qui laboratis et onerati estis et ego reficiam vos...
kurunen an den bet great mad er veach kenta... dis-
pennet goudeze aliez óó er gador govez kempennet a
nevez.
*
* *
Eun dra gaer eta eo sevel eun ti da Zoue, rak díhe
heul e saver skeul, bali Env.
Ouz an iliz eo stag pep tra vras e buez an den : ar
vadiziant, ar pask kenta, an eured, ar maro, ha goude
ar maro, eun toull en douar e tal an iliz.
Parrisionis, eun deiz a zeuio e zeot dirag Doue. Ho
cíhoberou í iel dího cíheul. Lod, oberou mad, pecíhejou
marteze, mez ive ar prof roet evit sevel an iliz-ma. Ar
mean douget ganeocíh a vezo eno ive. Pounner a vezo,
dibrada ' reio meur a becíhet.
*
* *
Eur gomz cíhoaz abars disken.
Eun den a zo ama, hag evit digeri, heulia, ren, peur-
gloza al labour a velomp hirio en he zav, hen deuz en
em lakeat er penn kenta. Ar boan, ar soursi, ar cíhon-
troliezou hen deuz bet kavet !... Doue her goar! Hen her
.NHO
EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC 83
.NTO
goar ive ! Ni, ne cíhellornp ket her gouzout. Red eo, evit
sur gouzout mad, beza great ar pez hen deuz great, tremen
dre al leacíh ma zeo tremenet... Níeo ket díin-me díher
meuli. Níher goulenn ket kennebeut. Deocíhui eo, paró
risionis. Pe evit lavaret guell, he veuleudi zo ama
merket var goarinier ar pilierou, var ar mein bŤn, var
pep tra. Rekompanset eo dija. Pa zell ouz an iliz-ma e
komzan ennhi, hirio, e lavar: va labour eo.
Eur rekompans all a cíhortoz koulskoude. Cíhoui ive
zo iliz Doue : templum Dei quod estis vos. Grit ma
c'hello kaeraat, bemdez muioc'h mui, iliz ho c'hene.
Neuze, eun deiz da zont, hen er penn kenta, cíhoui díhe
heul, a gao digemer en eun iliz all padusocíh, ske-
dusocíh, kaerocíh : eun iliz ha na vezo ennhi souilladuó
rez hebed, netra nemet Doue kantmeulet gant he vugale,
kurunet ganthan he-unan, e palez aour an Eternite.
AMEN.
* * *
.NPO
V.
SERMON
Great evit bennigen ar mor er Gilvinec
óóóóóóóó
In verbo tuo laxabo rete.
Var ho ker e taolin va roued. S. Luc, I. v. 2.
VA BREUDEUR KER,
Deuet omp ama, da bedi Doue holl en eur vouez,
evit ma plijo ganthan, skuilla he vennoz da heul hon
hini, var ar mor a zo aze dirazhomp.
Eun dra eo, hag a vez brema great bep bloaz, er
Gilvinec.
Bep bloas ive, da genver an deiz hirio, e cíhortozit,
ó ha guir ho peuz díher goulen, ó ma ve komzet
deocíh divar ar pez, en devez-ma a dremen en ho parrez.
Ar pez a cíhoulennit, Breudeur ker, a zan da glask
hen ober en eur ziskuez deocíh, e kavan er mor a zeomp
da vinnigen, diou gentel meurbed talvouduz : eur gentel
evit ar vuez-ma, eur gentel evit ar vuez da zont.
*
* *
Ha da genta, er mor a vennigomp hirio, e kavomp
eur gentel evit buez ar bed-ma.
.NHO
EVIT BENNIGEN AR MOR 85
.NTO
An dud var an douar ního deuz ket holl, ha zoken na
cíhellont ket kaout, ar memes renk, ar memes stad, ar
memes micher.
Soudardet a zo red da gaout evit difenn ar vro. Mi-
cherourien a bep stad evit labourat an houarn, an dir,
ar cíhoat, ar vein, ar gloan, al lin, hag ober gant an
traou-se holl, kement hon deuz izom da gaout.
Labourerien douar a zo ret da gaout, evit gounit en
ho farkeier ar greun a dle ober hor bara pemdeziek ;
red kaout martolodet, evit tenna euz a greiz ar mor ar
pesket a dle ober eul loden euz hor magadurez.
Mez an den, níeuz fors piou eo, na pe seurt labour a
ra ne cíhell ket gant he nerz he-unan, hebken, digas
atao he cíhoant da vir.
Petra hen deus-hŤn, evit beza treacíh ha kaout ar gou-
nid ? Beza hen deuz he ziou vreacíh, he boan, he izign,
he venveg ; níhen deuz ken, ha kement-se zo re neubeud ;
red eo c'hoas bennos Doue díhe heul.
Ar zoudard, pegen kalounek benag eo, en em fazi
aliez pa lavar: ę ar victor a zo e beg va zabren, va fuzuil,
va fez canol. Ľ Ar micherour en em fazi pa lavar ę sada
eur voger ha ne volzo ket, eun tamm koat ha ne
zavo prenv ebet ebars, eun tamm houarn ha ne verglo,
biken ! Ľ An dud a lavar ervez ho cíhoant. Doue goudeze
a ra díhe cíhiz he-unan.
Guelit al labourer douar. Kentelliet mad hen deuz he
bark ; cíhoalet varnhan teil druz, discíhriziennet peb
louzou fall, hadet greun mad dindan ar bomm ; ha
neuze peurachuet al labour, e ra gant kil he rastel eur
.NHO
86 EVIT BENNIGEN AR MOR
.NTO
groaz e penn an ero diveza hag e lavar : ę Mar plij
gant Doue e vezo eost mad ! Ľ
Ia, mar plij gant Doue, va Breudeur ker, rag e dourn
Doue eo 'ma, pa gar, ar gliz, ar glao, an eol tomm, an
amzer vrao, a laka an traou da ziwann, da greski, da
anvi mad, ha pa gar ar reo, ar c'hazarc'h, an avel-zuill.
Cíhoui, va Breudeur, a zo ar mor ho park labour.
Ennhan e ma ho para, ho tillad, buez ho kreg hag ho
pugale : hag evit tenna anezhan ho pevans ho cíheuz ho
pag, ho roued, ho poan, ho koueziegez. Mez aziocíh ho
penn, e velan eun dourn galloudusocíh eget ho cíhini.
An dourn-ze, pa gar, a zalcíh ar mor plean, an avel
sioul, a zigas pesked a strolladou ; ha pa gar e tijaden
ar mor, e tiroll gwal avelou e cíharlu ar pesket.
Pet gueach ního cíheuz-cíhui ket savet an heor, ha
goude beza klasket a bep tu, distro dího ti, ó dího
kreg, dího pugale a cíhortoze ho fred, ne lavaracíh
nemet eur goms kriz : Netra ! Níhon deuz paket tra !
Pet guech cíhoas, eur vag diblaset, dilocíhet dre an
amzer gaer a zo en eun taol kount, dirollet varnhan eur
barr-amzer :
Ar pesketour hag he vagik
A zistroÔ abars tri devez
Mez aliez ar reuzeudik
Er mor doun a gav he vez !
Gortoz a rear e korn an oaled, dont a rear var eur
garrek huel ; netra ne zistro ; sellet a rear hed-ha-hed
ar cíhroa, setu eur rouenv, eur bonet aot, eur votez
.NHO
EVIT BENNIGEN AR MOR 87
.NTO
koat, eun tamm planken, marteze eur cíhorf maro o
ruilla var ribl ar mor ; ar vagik paour, mortoloded hag
all, a zo gweledet er mor hag iviziken, eun intanvez
gant he bugaligou vihan a lavaro da noz : ę ó bugale,
eur beden abars mont da gousket evit ho tad beuzet o
cíhounit deocíh bara ! Ľ Eurus cíhoas ma vez bet kavet
he gorf da lakaat en douar benniget !
Ia, va Breudeur ker, kaer zo ha kaer a vezo, Doue eo
ar mestr, ar mestr bras, mestr an oll ha mestr e chommo.
Hon interest a cíhoulen eta ma hen lakaimp a du
ganheomp.
Selaouit kentocíh. (S. L. v. 2.)
Daou besketour a ioa o plega ho roued. Jesus-Krist
pignet en ho bag a lavar : poulzit varzu an doun-vor :
duc in altum et laxate retia vestra in capturam. ó Et
respondens Simon dixit illi : Per totam noctem labo-
rantes nihil cúpimus ; in verbo autem tuo laxabo rete. ó
Et cum hśc fecissent concluserunt piscium multitudinem
copiosam...
Setu petra dalv bennos Doue. -
*
* *
Mez, va Breudeur, ne ket awalcíh goulenn bennos
Doue, red eo ouspenn poania díher meritout.
Tri seurt labour dishenvel :
Labour eneb Doue,
Labour heb Doue,
Labour gant Doue hag evit Doue.
.NHO
88 EVIT BENNIGEN AR MOR
.NTO
1į Labour a enep Doue ' zo labour noazus. ó Ave-
chou, koulskoude, e seblant kaout chans díhe heul.
Neuze ar re fall a lavar : Peccavi et quid mihi accidit triste ?
Ar re vad marteze, zoken, a lavar ive dího zro : Díober
petra beva ervez Doue ? Ar re falla o deuz ar guella chans ?
Me a respount : Vidi impium elevatum... transivi et
non erat. Ha goude : had taolet e liorz an ifern : appen-
sus es in statera et inventus es minus habens ;
2į Labour heb Doue. ó Labour didalvoud, mad
evit guir da ober an treuz er bed-ma. Mez etre kavel ha
bez ar pennad hent zo berr, hag ar cíhounidegez ne zell
nemet ouz ar bed, a zo egoll : receperuntum ercedem suam,
vani vanam ;
3į Labour hervez hag evit Doue. ó Labour vad :
porro unum est necessarium.
Avechou, koulskoude : portavimus pondus diei et ústus.
Mes Jesus-Krist a zo d'ho c'heul : Jesus autem dormiebat.
MATH. 8. v. 24.
Avel rust, mor dijaden : Domine salva nos, perimus.
Tum surgens imperavit ventis et mari et facta est tranó
quillitas magna.
Goude pedi en em zalver ; goude pedi e teu ar
galoun laouen ; goude pedi hag e chomfe poan : supe-
rabando gaudio... facta est tranquillitas magna.
Setu aze kentel ar bed-ma, sadí ama kentel ar bed all.
*
* *
Va Breudeur, ar bed-ma, níeo nemet eur cíhoudoren
savet da loja eun tremeniad. Ar vuez a ia e teuz evel an
.NHO
EVIT BENNIGEN AR MOR 89
.NTO
hent great er mor gant liven ar vag o tremen. Levate
oculos : Savomp hor speret dreist an douar. Ar vuez
níeo mui neuze nemet evel eur mor a dreuzomp evit
mont acíhalenn dían Eternite.
Mez e peleacíh e tleomp-ni douara ? Petra zo red da
gaout evit tizout penn hor beach ? Ouz petra taol muia
evez ?
Doaniuz stad eun den lezet en doun-vor en eur vag
ha níeuz ennhi, na guern, na stur, na gouel, na roenv,
na nadozen-vor, na bevans...
Doanusiocíh sonjal e vemp lakeat er bed, heb hen
deffe Doue diskouezet díheomp varzu peleacíh kerzet ha
lakeat en hor bak, ar pez a cíhell hor poulza.
Ene christen, da borz mor eo ar baradoz :
Ar feiz eo da stur,
An esperans, ar vern,
Ar garantez, ar gouel,
Gras Doue, an avel,
Ar beden, ar rouenv,
An iliz, an tour tan a zesk díid an hent.
2į Mar díeo doanius stad eun den ha níhen deuz en
he vagik, na stur, na guern, na gouel, na roenv, na
nadozen-vor, eo doaniusocíh cíhoas sonjal en eun den
hag hen deuz an traou-ze holl, mez ne ra anezho imp]ij
mad hebed. En em lezel a ra da vont du-ma du-hont
ervez kas an dour, nerz an avel pe frouden he galoun.
Goulskoude, nag a bet a ia evel-se, varzu eur pors-
mor dianavezet a dreuz recíhier kuzet, kerreg dizolo gant
kant ha kant stokad.
.NHO
90 EVIT BENNIGEN AR MOR
.NTO
Avechou, marteze, eur zell, eun taol roenv var zu an
hent mad... Mez souden adarre taolet ar roenv, lezet ar
vag en he roll da vont e leacíh míhe foulz ar guall avelou,
pell diocíh ar porz-mor merket gant Doue.
3į Evelkent, va Breudeur, keit ha ma kred eun den
eo mad miret stur, guern, gouel, rouenv, nadozen-vor,
níeo ket kollet pep esperans. A bell e cíheller distrei
varzu an hent mad. Mez pa lavar : taolomp holl dreist
ar bord er mor, kuit e vezimp da rouenvat, da stigna
ar gouel, da zercíhel ar stur ; kuit da rankout anzao en
em gollomp a benn hor cíhreizon !
Marteze, e ve neuze, ne daffe ket ar vag da goll, tud
hag all.
Koulskoude, tud a zo, hag evit ho ene, a lavar
evel-se ; tud hag a fell díezho her cíhredi hag hen rei
da gredi díar re all.
Cíhoui, mortolodet christen, cíhoui lavarit :
Va Doue ! Skoazel díin evit tremen ar raz
Va bag a zo bihan hag ar mor a zo bras
Va bag a zo bihan, ni bresk ouspenn
Ar mor a zo ledan, nerzus, dijaden
Nag a reier kuzet, nag a varrou arne,
Nag a wall avelou pen kaos a wall bense !
Lakeomp, dalcíhomp atao Jesus-Krist en hor bag, en
hon ene. Pa ziroll ar barr amzer, lavaromp an eil
díegile : Va mignoned, ar mor a goenv, ar goumoullen
zu a bign, ar wellenned ' zo o cíhournijal, krozal a ra ar
gurun : beacíh díar rouenvou, dalcíhomp eŁn barren ar
.NHO
EVIT BENNIGEN AR MOR 91
.NTO
stur, trocíhomp an tarziou mor a benn, ha cíhoui, va
Doue, lakit ho tourn da heul hon dourn : salva nos.
Hag ar vag, kaer da velet a iel, a dreuz an tarziou a
bigno, a ziskenno, tro atao varzu an hent mad beteg ma
tispenno he beach.
*
* *
Mortolodet, va Breudeur, grit mad ho labour evit ar
bed-ma, ha ra gaffot evit ho poan ho tigoll en eur
beskerez mad ha puill ; mez rího pezet sounj ouspenn, e
zoc'h ive mortolodet an Eternite hag e tleit dreist pep
tra hag en despet da bep tra, gounit ar baradoz.
AMEN.
* * *
.NPO
VI.
Evit bennigen hent ar Groas
óóóóóóóóó
Rursum crucifigentes sibimetipsis filium
Dei et ostentui habentes.
Ennho ho unan, e stagont a nevez mab
Doue ouz ar groas, en eur ober díezhan ar
memes dismegans.
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZET CHRISTEN,
Setu aze, dirazocíh, hent ar groas a vezo benniget en
abardaes-ma. Meur a zen ho deuz lakeat ho dourn da
zikour ober an hent-se. Judas dre cíhoant kaout arcíhant ;
Pilat dre aon koll he garg ; KaÔf evit esperout ken-
dercíhel da veza er penn-huela en istim an dud ; Herodez,
an den libertin ; pobl Israel a bez, touellet gant geier an
dud digoustians.
Mad, va breudeur, ho lignez níeo ket eat da goll.
Bemdez e meur a cíhiz, Jesus-Krist a vez staget ouz
he groas : Nann mui var menez Kalvar, mez e kaloun
ar pecíher.
Hogen da gement hini a becíh, setu an daou cíher e
meuz da lavaret : Beza e zint tud treitour e kever Doue ;
beza e zint tud diskiant en ho cíhenver ho-unan.
.NHO
EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ 93
.NTO
*
* *
Tud treitour int.
Eun den hag a zalcíh mad díhe cíher en despet da
bep tra a goll he zanvez, he vuez, kentocíh eget en em
zislavaret, a zo estimet.
Mez ive, an den a vank díe cíher, a guez varnhan dis-
megans an oll dud vad ; ha seul iskisocíh e ve an drei-
touriach, seul vrasocíh, dimegans a zigas díhe heul.
Hogen beza zeuz evit an treitour diou bazen ha níeuz
pazen all hebet izelloch evit-ho. Hag an den a zisken
beteg ennho ' zo disprijet gant an holl.
Daou exempl a lakaio da entent guellocíh ar pez a
fell din lavaret.
Daou zen a vev dor ha dor. Unan pinvidik, unan
paour... Hag an hini pinvidik a lavar díhe amezek :
ę te zo en dienez ; mad, rannomp entrezhomp kement a
meuz. Ľ Ha setu hi ho daou evel daou vreur, ho daou
eurus ha mignonet.
Mez an den pinvidik a guez paour díhe dro... ha setu
ar paour deacíh, o trei kein neuze díegile... dilezel a ra
he vadoberour... ankounacíhaat a ra he vadelez evithan
en amser dremenet, he garantez, he vignouniach.
Petra zounjit deuz an den-se ? Evidon-me ne maoun
ket en amzivin. Me hel laka el leacíh dishenorus a zo
lojeis an dud digaloun ha dianaoudek.
Setu aze eun exempl, setu ama eun all.
Diou arme a zo tal-ha-tal, renket evit ar stourmad...
Aziocíh ha tro var dro, pep tra zo sioul evel pa ve an
anken o para a zioud penn an dud.
.NHO
94 EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ
.NTO
En eun taol kount, ar general a zav he gleze. Kerkent
an tan a zigor deuz an daou du, ar fuzuillou a denn, ar
cíhanoliou a zihun var ho cíhillourou dir hag a groz
evel kurunou spontus. An dud var varcíh, díar cíhaloup
rus, a ia euz an diou gostezen, ho zabren noaz en ho
dourn.
Epad ar stourmad, baniel, drapo ar vro, douget ploum
a zo e kreiz an arme... mont araog, dont a drenv...
mez atao en dro díezhan tud kalounek : pa varv unan,
unan all a gemer he blas.
Epad ar stourmad, sellit ahont en eur cíhorn distro,
eur zoudard hanter guzet... Touet hen deuz, hen ive, e
varvfe kentocíh eget dilezel he vro ha koulsgoude e
chomm adrenv.
Petra zounjot anezhan ? Me a lavar, me, mar díeo
soudard, mar díeo kabiten, he fuzul, he zabren zo diz-
henoret... Torrit ar cíhleze, gwalcíhit ar fuzul, dourn
eun den lach, digaloun a zo bet stok outho.
*
* *
Greomp brema eur zell var an den a zilez he Zoue.
Petra oa er penn kenta ? Tri gouli a zouge: eur cíhorf
kiriek da holl boaniou ar vuez; eur speret leun a den-
valijen, faziet divar hent ar virionez ; eur galoun leun a
zempladurez hag atao varnez kueza en droug.
Ha Jesus-Krist dont. Deut eo evit skanvaat hor poa-
niou pe da viana evit ho lakaat da veza talvoudus ;
deut eo evit sklerijenna hor speret, evit deski díheomp
.NHO
EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ 95
.NTO
e zomp cíhoas bugale da Zoue ; deut eo evit rei nerz
díhor cíhaloun hag hen renta treacíh da holl danjerou
ar bed.
Paea ker en deuz renket ar pez a ro. Guelit hent ar
groaz. óó Ar skourjes, ar gurunen spern, Barrabas, ar
benduen... etc.
En distro e cíhoulen tri zra ; ma her cíharimp a greiz
kaloun a vel dían holl, ma plegimp hor speret díhe
gomzou ; ma tougimp hor cíhroaz heb en em glemm.
Ha deiz hor badiziant ni lavaras : ę Ia, evel-se bezet
great. Ho lezen a vezo va lezen, em cíhaloun atao
tougin ho karante ; eveldocíh hag abalamour deocíh e
vezin nerzus. Ľ
Setu an emgleo. Mez petra cíhoarvez, avechou ?
Sadí araog respount, eun dra merket el leoriou sakr.
Dían abardaez-se, edod o varn Jesus-Krist. Eun den
karget ganthan a bep madelez a ieaz díhe heul. Touet
hen doa mervel, kentocíh eget he nacíh... Ha teir
gueach Per a nacíhas he vestr... dirak eur vatezik
zoken...
Va Breudeur, evel sant Per, ocíh bet karget a vade-
lezou Jesus-Krist. Eveldíhan ho cíheuz lavaret : ę Me a
zalcího mad beteg ar maro ! Ľ Mez ar bed a deu gant he
fallagriez, he blijadureziou. Piou a vezo choazet ? Pobl
Israel a lavaras, eun deiz : hozanna filio David. Tri
devez goude, hen a lavare : tolle ! Crucifige ! non hunc,
sed Barrabam !...
Setu petra í ra ar pecíher : nacíh he Zoue, dilezel he
Zoue, lakaat he Zoue ouz ar groaz... tolle ! crucifige !...
.NHO
96 EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ
.NTO
treitour eo ! Ar bed a lavar : mad awalcíh a ra. Me lavar :
tecíh a guz, treitour ma zoud !
*
* *
Ar pecíher ouspenn ma zeo treitour ' zo diskiant. Kaer
hor bezo, ne cíhallomp sellet nemet ouz an douar pe
ouz an Env.
Sellit ouz an Env, hag e kreiz zoken poaniou ar vuez
e tanveit ar guir eŁrusded.
Sellit ouz an douar ha kaer ho pezo, ne viot ket e
guirionez eŁruz. Traou au douar a lez atao hor cíhaloun
goullo.
Selaouit kentocíh histor Salomon... Vanitas vanita-
tum et omnia vanitas.
Ha perak kement-se ? Eun eal a zo, eal ar venjans
karget da lakaat cíhuero holl draou an douar.
A hent all, kaloun an den a zo henvel ouz eur zail
heb deon : taolit ebars, atao e choum goullo.
A hent all cíhoas : buez an den a bad neubeut :
sonj ar maro ' zo o para var hor penn hag a lavar : pemp
planken, eun toull en douar.
Hag en tu all díar bez, Doue he valanz en he zorn, o
cíhortoz goulen kount pis ha didruez.
Ha goude, barados pe ifern.
Setu perak: vú nobis quia peccavimus.
Treitourien e kever Doue : treitourien en ho cíhever
ho-unan.
En eur vont díar maro Jesus a gavaz eun nebeut
gragez santel deuet var bord an hent da gemeret outhan
.NHO
EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ 97
.NTO
truez. Hag hen respount: ę Gwelit varnocíh ha var ho
pugale ha nann varnhon-me. Ľ
*
* *
Va Breudeur, dalcíhit mad dího feiz, dího kredenn,
dího Toue. Marteze e rankot evelkent, ober hent a groaz
var an douar... neuz fors. Ho lod ' vo ar guella loden :
ar vuez zo berr, ar boan a dremen, ar baradoz a joum.
Eun devez, e kouent an Trap, e lavarjon goude beza
guelet buez ar venacíh, ho fedennou hir, ho finijennou
kalet, ho lojeis dister : ę mad, evelkent, rust eo ho
puez! Ľ Ia, oa respountet din, rust pa zeller ouz an
douar, dudiuz pa zeller ouz ar baradoz.
Stourmit, dougit ho kroaz, mez sellit ouz ar baradoz.
AMEN.
* * *
.NPO
VII.
SERMOUN
great araog bennigen ar cíhleier
óóóóóóóóó
Ego vox clamantis in deserto. dirigite viam
Domini.
Me eo ar vouez a lavar en ear : renkit hent
an Aotrou Doue.
VA BREUDEUR KER,
E pep parres, eun ti dishenvel, diocíh an tiez all.
Eveldího, evit guir, eo diazezet var an douar, savet gant
mein ha koat. Mez níeo da zen he-unan. Da Zoue eo da
genta ha Doue a ro digemer dían holl : paour, pinvidik,
den just ha pecíher... A hent all, eo gobariet, stumet
dishenvel. Varnhan e veler eun tour huel, savet he gern
varzu an Env, henvel ouz eul liamm misterius, stignet
etre Doue hag an den.
En tour-ze e zeuz eur vouez nerzus, klevet euz a bell :
mouez an iliz catholik, mouez ar cíhlocíh.
Pa zeo guir e venniger, hirio, eur cíhlocíh en ho
parrez, divar benn ar cíhlocíh e lavarin deocíh diou
gomzik verr: 1į Ar cíhlocíh a zigas díheomp da zonj
.NHO
EVIT BENNIGEN AR CíHLEIER 99
.NTO
euz ar pez a zo a vrasa en hor buez epad ma reomp
hon treuz er bed-ma ; 2į Ar cíhlocíh a zigas díheomp
zounj euz ar pez a dleomp da ober evit esperout bleina
mad hon treuz varzu en Eternite.
*
* *
Digas a ra da zonj deuz ar pez a zo deuz an huella
pris er bed-ma.
Bugelik bihan, nevez deuet er bed, salud díid en da
gavel ! Setu te, deuet en hon touez da gemeret da blas
dindan bolz an Envou. Mez petra e teui te da veza var an
douar ? Ha beza e pezo te buez hir pe ver ? Ha te a
vezo pinvidik, ha te a vezo paour ? Marteze, ervez an
dud, e vezi eurus gant da henoriou ? Marteze, evit gounid
da dammik bara, ne pezo ken tra nemet eur morzol
houarn da derri mein var an hentjou bras ? Den a vrezel,
den a beocíh, desket pe zizesk ? Diez eo gouzout ; diez
hen lavaret, rag den n'her goar. Ar pez a c'houzoun eo
e kavi, douetuz bras, tristidigez en da galoun, daelou
en da zaoulagad. Ar pez a c'houzoun ouspen eo n'out
ket evit cíhoas heritour ar baradoz, da vamm ouz da
cíhenel he deuz lakeat er bed, var eun dro, eun den hag
eur pecíher.
Mez setu dour ar vadiziant skuillet var da dal. Ar
cíhlocíh eo a zigas díar vamm ar cíhelou eŁrus hag her
skign e pep korn euz ar barrez... Mamm gristen, stardit
brema, ho krouadur var boull ho kaloun : he bano zo
merket en Env : eun eal eo da Zoue.
.NHO
100 EVIT BENNIGEN AR CíHLEIER
.NTO
*
* *
Non in solo pane vivit homo. Tamm bara an dorz a
vag ar cíhorf, tamm bara an tabernakl eo a vag hon
ene : Nisi manducaveritis panem hunc... Devez kaer,
devez dudius, devez ar c'henta pask. Kloc'h an tour,
adarre, a lavar dían holl, hen deuz ar cíhrouadur
badezet, great eur gammad a vuiocíh varzu Doue var
hent an Env.
Koulskoude dre ma teu 'n oad, peb den a gemer he
hent. Rak níhen deuz ket Doue galvet acíhanomp holl díar
memes stad. Ar bed zo henvel ouz eun holorach. Evit
mont en dro e rank kaout meur a rod... An darn vuia
deuz an dud a zo galvet da vont e stad ar briedelez,
stad huel, kaer, eŁrus, ive, pa en em garer mad hag
ervez Doue.
... Ar cíhleier a zisklerio ho poa great ar bromesa
da ober an eil eurusded egile.
Evel-se, badiziant ó pask kenta ó eured : ar cíhlocíh
a zigas da zonj díheomp deuz an tri zra-ze.
*
* *
Ar cíhlocíh hon laka da sonjal cíhoas : er beden ó
er zul ó er maro.
Da vintin ó da greiz-deiz ó da noz ó e chach acíha-
nomp da gaout sounj a Zoue.
Pe cíhoui a zrebo, pe cíhoui a evo, pe cíhoui a reio eun
dra benag all, grit pep tra evit Doue. Ar beden eo nerz
an den.
.NHO
EVIT BENNIGEN AR CíHLEIER 101
.NTO
Cíhuecíh devez, bep sizun, evit an douar, ar cíhorf,
unan evit an ene... Diskuiza ar cíhorf... Maga hon
ene, tostaad ouz Doue.
An den zo beachour var an douar. Bep heur a dremen
ar cíhloch a lavar : eur gammed a vuiocíh varzu ar bez.
Setu perak : quś sursum sunt sapite, non quś super
terram.
Ha pa zeu tost ar maro ar cíhlocíh a zigas díar re
iacíh sounj e tleont pedi. Lavared a ra : an Aotrou Doue
o vont da unan klanv... An angoni o soun... glaz o
c'hober... ar c'horf o tisken er bez.
*
* *
Ego vox clamantis in deserto. Karit kleier ho parrez
abalamour e tigasont da zounj deocíh deuz ho teveziou
guella, ha sentit atao deuz ho mouez pa deuffe beteg
ennocíh dre an ear.
AMEN.
* * *
.NPO
VIII.
SERMOUN
great evit bennigen eur groaz nevez
Quando interrogaverint filii vestri, cras,
patres suos et dixerunt : quid sibi volunt isti
lapides ?
Docebis eos. ó Josue, pennad 4. v. 21-22.
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZET CHRISTEN,
Ster Jourden treuzet gant pobl Israel... Var ger Josue
daouzek mean kemeret a ganol ar ster oa lakeat en eur
bern... Pa cíhoulenno, eme Josue, ar vugale digant ho
zud : evit pera eo berniet ar mein-ma ? Cíhoui lavaro
dezho... Berniet int evit digas sounj hon deuz treuzet
ster Jourden, dizecíhet dirazhomp, hag evit ouspenn, ma
vevot e doujans Doue epad ho cíholl vuez : ut et vos
timeatis Dominum omni tempore.
*
* *
Setu peurvuia, ar pez a rear ken aliez ha ma vez
cíhoant da zercíhel sounj mad deuz eun dra cíhoarvezet.
.NHO
EVIT BENNIGEN EUR GROAZ NEVEZ 103
.NTO
Setu ar pez ho deuz great ho tud en ho raog hag a rit,
hirio, dího tro.
Deut ocíh ama e prosesion, da zaoulina dirag ar
groas savet ganeocíh e pleg an hent. Divezatocíh ho
pugale, ho pugale vihan a cíhoulenno : quid sibi volunt
isti lapides ?... Hag ar re goz neuze a cíhello respount :
brema zo deg, ugent vloaz tremenet, eur mission-bras
roet gant pemzeg belek, a zo bet er barrez-ma.
Houma eo kroaz ar Mission... Pet euz ar re a ra brema
ho mission a vo beo cíhoas neuze : pet euz ar veleien,
pet euz an dud fidel ?... Kalz acíhanomp a dra zur vo
eat da anaon.
En ugent vloaz nag a jenchamanchou ? Tud pinvidik
deut paour, tud paour deut pinvidik... tud iacíh kuezet
klanv, tud klanv pareet... tristidigez, laouenedigez a
vez atao bep eil tro, pe vesk ha mesk, er bed-ma !
Netra ne bad.....
Eo ; eun dra í bad, a jomm... Christus heri, hodie,
ipse et in sścula.
Ar re ra brema ho mission a gendalcího da vont da
bedi eíharz ar groaz... da bedi evit trugarekaat Doue,
da bedi evit goulen grasou... da bedi evit goulen par-
doun deuz ho fecíhejou ma ho deveuz great eur pecíhet
benag... Hag ar re vezo eat da anaon, ho devezo araog
mervel, divar ho guele a boan, kaset an diveza peden
varzu ar groas venniget, evit goulen eur maro mad.
Ho pugale... ho pugale vihan a gendalcího da ober
ar memes tra var ho lercíh. Ho feiz deocíh a vezo ho
feiz. Ho Doue hirio, a vezo ho Doue varcíhoas : Christus
heri, hodie, et in sścula.
.NHO
104 EVIT BENNIGEN EUR GROAZ NEVEZ
.NTO
*
* *
Ha goude beza heuillet holl ar memes hent er bed
ma, e veffot er memes leacíh er baradoz, tad, mamm ha
bugale.
Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
IX.
Var ar Pab
óóóóó
Qui vos audit me audit.
An hini ho selaou am zelaou me.
VA BREUDEUR,
Eun Doue zo ó he hano skrifet var hep tra... ar
mestr eo, ar mestr bras... mestr an holl, ha chomm a
reio mestr.
Koulskoude rei a ra da lod tud, eul loden euz he
cíhalloud : rag e penn pep tra e rank beza eur mestr
var an douar. Evel-se an tad, an impalaer, etc... Evel-
se ive, en iliz, eur mestr : ar pab.
*
* *
Petra eo ar pab evidomp ha petra e tleomp beza evit
ar pab ?
ó Ar Pab eo vikel Jesus-Krist var an douar ha mean
fount an iliz. Rak-se e tleomp he respeti ha chomm
atao a unan ganthan.
ó Ar Pab eo pastor hon eneou ha porzier an Envou
karget da sklerijenna, da gelenn, da cíhouarn, da hentcha,
.NHO
106 VAR AR PAB
.NTO
da ren, da zikour an dud fidel. Rag-se e tleomp he
gredi, senti ouz he cíhourcíhemennou ha dindan he garg,
kerzet varzu an Env.
ó Brezel a rear díar pab. Tra doanius dreist holl,
guelet hon tad red dezhan astenn he zourn da cíhoulenn
an alusen.
*
* *
Ar Pab eo vikel Jesus-Krist, mean fount an iliz. ó
An den zo krouet evit Doue, evit ar virionez hag ar
mad. Mez an den kenta en em fazias. Etouez he vugale,
eur bobl ebken, a jomas fidel da Zoue : pobl Israel. ó
Jesus-Krist a ziskennas euz an Env. Founti a ra he iliz
hag en he fenn e laka ar pab kenta...
Eun den pinvidik hen deuz eur gouarnour var he
zanvez ; eur Roue, kannadet er broiou all evit dercíhel
he blas... ar pab eo kannad, vikel, letanant Jesus-
Krist etouez an dud. Hen disprijout eo disprijout
Jesus-Krist. Evel den e cíhell kaout mankou, mez atao
e rank beza respetet.
Ouspenn ma zeo vikel Jesus-Krist eo ar mean fount
deuz an iliz. Gueach all, Salomon a zavas eun ti da
Zoue. Ar plan oa tennet araog, an danvez kizellet,
choazet, labouret... Jesus-Krist hen deuz savet hag a
zav atao bemdez eun ti da Zoue. Ar plan zo tennet, an
danvez choazet. Da bep tamm eo merket he blas. Ar
vicherourien zo choazet ive hag ar mean fount eo ar
pab : tu es petrus et super hanc petram śdificabo eccle-
siam meam... Ubi est Petrus ibi ecclesia... Ne cíhellit
ket sevel eun ti nemet var ar mean fount, kement a
lakit a gleis pe a ziou a zo er meaz eus ar plan.
.NHO
VAR AR PAB 107
.NTO
*
* *
Ar pab, zo pastor hon eneou hag alcíhouez ar baradoz.
ó Pep hini acíhanomp a dle beza eur mean en iliz savet
gant Jesus-Krist da Zoue. Mez piou hon sklerijenno, hon
gouarno ? Piou hon reno, hon cíhonforto en hon labour,
hor rekompanso euz hor poan ?... Ar pab adarre, hor
pastor eo.
Eur pastor a ren he zenved, ho cíhas díar peuri mad,
ho fella deuz ar peuri fall hag ho diouall deuz ar bleis.
Ar pab a zo karget díhon ren, díhon hentcha : pasce
oves meas, pasce agnos meos... Roma locuta est, finita est
causa. Ar stur a zo en he zourn, he lagad zo var an
nadozen-Nord. Jesus-Krist a ro dezhan sklerijen. Ne
cíhell ket en em fazia var hent ar feiz : Ero vobiscum
usque ad consummationem súculi. Hen a dle hor gouarn
hag hor bleina, hen a dle lavaret díheomp : ama zo
danjer, aze níeuz ket ; ama e ma an hent mad, aze e ma
an hent fall ; setu peuri iacíhus, setu peuri contamet ;
hennez zo eur bleis, kaer en deuz klask en em guzat,
eur bleis eo...
Dindan ar pab an eskibien, dindan an eskibien ar
veleien : an dra-ze holl zo ar memez famill hag a rear
anezhi an iliz... Heretiket, schismatiket, tud excommu-
nuget : brankou kam ebars er (ar ?) vezen, izili tennet kuit deuz
ar cíhorf... *
* *
Hirio e rear brezel díar pab. Níeo ket estonus : si me
persecuti sunt et vos persequuntur. Lazit ar general hag
.NHO
108 VAR AR PAB
ar zoudardet en em zivandenno. An diaoul o klask
beza treacíh da Jesus-Krist a sko hag a laka skei muia
ma c'hell var benn he iliz. Mez mallos d'an dud a en
em laka a unan ganthan. Abred pe zivezat e teuer da
grenvi pa gounteller an Iliz.
An den a ell stourm ouz bugale an den
Rag oll omp great gant ar memes poultren.
Mez ma stourm ouz Doue e strako he eskern
Hag e zei dre he lamm da gueza en ifern.
*
* *
Ar pab hirio a rank astenn he zorn da cíhoulenn aluzen.
Laeret eo bet he vadou. Níen deuz mui nemet he gastel :
castel ar Vatican. ó Ro díin ive da gastel ha da hano a
Roue, a lavare dezhan an hini en doa laeret he zanvez,
ha me roio díid daou-ugent million ar bloas. ó Morse
a lavaras Pie IX.
ó Piou da vago ? ó Va bugale.
Roomp eta evit her sikour. Ar pez a roffemp díezhan
a vo paeet díheomp gant Doue er bed-ma hag er beb all.
AMEN.
* * *
.NPO
TREDE LODEN
óóóóóó
SARMONIOU
EVIT EUR MISION
*
.NPO
Ne 'z eus netra war bajenn 110
.NPO
I
Evit digor eur mission
óóóóóóó
Non defrauderis a die bono et particula
boni doni non te protereat. (Eccl. 14. 14).
Na lezit ket an devez eurus da dremen
dibrofit ha ne gollid loden hebed euz an
donezoun vad.
BREUDEUR HA CíHOAREZET KRISTEN,
Eiz devez zo dija tremenet euz ar mission digoret en
ho parres. Leacíh a meuz da ziskredi e zeuz deuet kalz
acíhanocíh. Goulennit eta digantho ha níint ket eurus
da veza deuet, da veza lakeat ho foan : goulennit ha
níeo ket skanv ho cíhoustians, drant ho cíhaloun ha ne
zellont ket, brema, gant fizianz varzu an Env.
Evit eiz devez all ar mission en em zigor en abadaes-ma.
Ar re acíhanocíh níint ket cíhoas deuet a zo galvet dího
zro, da zont.
Va breudeur, heb ho cíhanaout me a gred e selaouot
holl mouez an Aotrou Persoun. Ne cíhellan ket sonjal
e ve nikun hag a lavarfe : ę Me a velo petra da
ober Ľ ; nikun hag a lavarfe : ę Díar mission eat a nep a
garo evidon-me ne díin ket ! Ľ
.NHO
112 EVIT DIGOR EUR MISSION
.NTO
Ha koulskoude, dían devez ma hen deuz persoun
ho parrez, digoret eur mission evidocíh, unan all a
zigoraz eur mission en ho cíheneb. Epad an deveziou-ma
a cíhrasou, a bardon, a zilvidigez an drouk-speret, euz
he du, a glasko pe viret ouz unanou benag da zont, pe
viret euz a re a zeu da denna euz ho mission an holl
vadou zo staget outhan.
Setu ive perak, me lavar deocíh gant al leoriou sakr :
non defrauderis... na lezit ket an devez eurus da dremen
dibrofit hag euz an donezoun vad na gollit loden hebet.
Deuit da ober ho mission ha grit hen, guella ma
cíhellot, rak, ó ha setu e daou cíher ar gelennadurez-
ma ó rak:
Er bed-ma, e maomp holl evit servicha Doue, plijout
da Zoue ;
Hag evit hen ober ervad, ar berra, ar surra hent eo
ober eur mission eŁruz.
*
* *
Er bed-ma, ne maomp nemet evit servicha Doue.
Va breudeur, ne cíhellomp ket er bed-ma, kaout holl
ar memes renk, ar memes stad. En eun holoraj, me a
vel rojou bras ha rojou bihan gobariet dishenvel ervez
ho labour, ha koulskoude, tennit unan, ar vihana ma
karit hag an holorach a jomo a zav.
En hon touez ni ive, níhon deuz ket holl ar memez
ment a gorf nag ar memes ment a speret ha ne cíhel-
lomp ket muiocíh kaout ar memes renk nag ar memes
micher. Lakit, kement ha ma karot e skritur moull,
.NHO
EVIT DIGOR EUR MISSION 113
.NTO
var ho peziou arcíhant hag ho paperiou publik ar gomz
touelluz-ma: ę Egalite ; holl kevatal, holl henvel hag
henvel ! Ľ Eur gaou va breudeur, eur gaou braz ma ne
zounjomp nemet en dud ken etrezo ; mez ar pez a zo
gaou evit hor stad, hor renk ken etrezomp, a zo guir evit
hor stad dirak Doue.
Rak Doue e guirionez, eo ar mestr braz, mestr an
holl ; mestr eo díar pennou kurunet koulz ha dían de-
vezour níhen deuz, evit gounit he vara, nemet eur
morzol houarn da derri mein var hon hentchou braz ;
mestr dían den a vor, dían den a bluen koulz ha díal
labourer douar daoubleget var he b‚l ha díar micherour
atao krog en he daladur pe en he gizel. Mestr eo díar
pinvidik dibreder, a velomp douget e kar a beder rod,
koulz ha díar paour-keaz a rank mont a zor da zor da
cíhoulen he damm bara pemdeziek.
Hen eo hen deuz great acíhanomp ar pez ma zomp ha
roet díheomp kement hon deuz.
Selaouit kentocíh ha guelit.
Dija díar mare-ze, oa en em skignet bolz stereden-
nuz an Envou, dija an douar a ioa diazezet var he ael,
ar mor chadennet e kreis an aotchou ; an heol a rea he
dro, al loened a valee dre ar cíhoajou, al laboused a
cíhournije a vrank da vrank ha Doue ober eur zell ha
lavaret: ę Great eo mad kement ma holl. Ľ Ia, great eo
mad e guirionez, va Breudeur ker, al labour zo kaer, an
ti dudiuz, ar guel hebken anezhan a rent testeni da
cíhalloud Doue : Cúli enarrant gloriam Dei ! Mez Roue
8
.NHO
114 EVIT DIGOR EUR MISSION
.NTO
ar Grouidigez, mestr an ti, e peleacíh e ma ? Ha Doue
lavaret : ę Greomp an den : faciamus hominem. Ľ Mez
greomp hen kaerocíh eget an holl draou all, savomp
hen dreist-ho, skrivomp sklearocíh hon hano var he
d‚l : Ad imaginem et similitudinem nostram.
Setu eta, krouet Roue ar bed-ma, an den. Euz a eun
tu, eo mestr da bep tra ; euz eun tu all, e ma dindan
dourn, e dalcíh an Aotrou Doue, he grouer hag he
vestr. Da Zoue eo, eme sant Paol, evel ma zeo ar pod
pri díar poder hen deuz hen gobariet hag her poazet.
Ha Doue a fell díezhan, a entent dercíhel mad díhe vir.
Níhen deuz roet dían den eur spered nemet evit he
anavoud ; eur galoun nemet evit he garet, eur cíhorf
nemet evit he zervicha. Mestr dían holl draou krouet,
an den zo eta, er memez amzer, servicher, mevel en (an ?)
Aotrou Doue, krouet evit ober he volontez var an douar
hag en em renta din da gaout varlercíh, digemer an
Envou. An den ha ne bleg ket da Zoue, a zo henvel
deuz eur mevel, lojet, maget, gwisket gant he vestr,
kemeret evel pa ve mab an ti, hag a zeu da veza eun
den fall, digar, didalvez, mad hebken da veza taolet er
meaz.
Setu goulskoude, ar pez a zo digouezet gant hor
lignez.. Eul laer a zo deuet da gemeret evid-han tra an
Aotrou Doue. Trocíhet hen deuz al liam a garantez a ioa
etre Doue hag an den ; dispennet, gozik distrujet hen
deuz hano Doue var hon t‚l. An den a jomm heb
kaout mui en he zourn al liam, ar gorden taolet díezhan
gant Doue evit pignat dían Envou.
.NHO
EVIT DIGOR EUR MISSION 115
.NTO
Koulskoude, truezuz en hor cíhenver evel eun tad
mad evit eur cíhrouadur dinatur, Doue a laka eur skeul
nevez etre an douar hag ar baradoz, renevezi a ra he
hano var hon t‚l e lizerennou cíhoaz sklerrocíh. Ar
skeul hen deuz great, cíhoui, he anavez ; al liou hen
deuz kemeret, cíhoui he anavez ive.
Brema zo naontec kant vloaz, eun den a bigne var
menez Kalvar en eur zougen var he ziou skoaz gouliet,
ar groaz ma tlie varnhi mervel. Epad tri bloaz ha
tregont hen doa tremenet dre douez an dud, en eur ober
vad dían holl : Pertransiit benefaciendo. Hen anavoud a
rit, anavoud he hano. Diskleriet, desket eo bet deocíh
gant Doue heóunan : Hic est filius meus dilectus. Ha
koulskoude, setu hen maro var ar groaz ; he gostez
digor, he dreid, he zaouarn toullet, he benn kurunet a
spern. Ha perak ? Evit hor prena, paea ar boan dleet
díhor pecíhejou. He groaz hen deuz lakeat da skeul
evidomp etre an douar hag an Env ; var hon t‚l hen
deuz gant he cíhoad skrifet eun hano kaer : Cíhoui zo
bugale da Zoue! Da Zoue omp en dro, evel ma zeo
deocíh ar pez a brenit hag a baeit.
Setu ive, perak, chomm heb servicha Doue eo
troucíha evit an eil gueach an eil liam a garantez lakeat
díheomp en hon dourn evit hon ren dían eurusted :
liam hor prenadurez ; a ve distruja hano Doue rene-
vezet var hon t‚l, a ve disprijout buez, maro, goad
Jesus-Krist, ober evel fae var garantez Doue.
Koulskoude, va Breudeur ker, madelez Doue evit hon
chacha díhe zervichout a ia cíhoas pellocíh.
.NHO
116 EVIT DIGOR EUR MISSION
.NTO
Niverit, mar gallit, e pet giz, gant pegement a izign
ha habaskder, e klask bemdez, hon distrei diocíh an
drouk hag hon dercíhel var an hent mad.
Euz a eun tu, gueach a teu díhe spounta dre varo
proumpt ar pecíher skoet e kreiz he zizurj, gueach all e
tiskouez deocíh eun den deuet da veza dre he wall vuez
dizenor he barrez, rann-galoun he dud ha ne jomm
mui ganthan evit astenn he vuez disprijet, nemet truó
garez an dud vad. Pa glaskit hocíh unan dilezel ho
tever, e laka eur prenv en ho kaloun dího pikad, dího
prouda, noz-deiz, da lavaret heb ean : ę Ne dout mui
ar pez ma zoaz, ar pez ma tleffez beza atao. Ľ
Euz a eun tu all, gant pegement a drugarez e cíhas-
tenn deocíh he ziou vreacíh evit ho sikour díen em
zevel. Nag a inspirationou santel, a aliou mad, a cíhra-
sou a bep seurt ?
Ha keit ha ma vevit ervez ho koustians, nag a joa en ho
cíhene, nag a laouenedigez en ho kaloun ? Zoken, e
kreiz ho prasa poaniou e cíhallit lavaret evel sant
Paol : Superabundo gaudio.
Koulskoude, va Breudeur ker, tra zoaniuz da anzao ha
tra vir evelkent, an den a cíhell dercíhel penn da Zoue,
beza treacíh da Zoue en eur feson a zo. E cíhell dispri-
jout he cíhrasou, dizanavoud he vadelez ha respount :
Non serviam : ního servichin ket !
Mez her cíhoumprenomp mad, pa hon devezo trou-
cíhet dre hor faot, an teir liam a garantez a stag acíha-
nomp ouz Doue, eul liam all a gemero ho flas, liam
ar justis.
.NHO
EVIT DIGOR EUR MISSION 117
.NTO
Kaer hon devezo trei kein da Zoue, ni her cíhavo atao
e penn hent ar vuez.
Eur guennek taolet en ear a vez hir pe verr o cíhober
he dro, ervez nerz an dourn he sklap. Mez abred pe
zivezad e kouezo koulskoude. An douar a denn anez-
han hag he bouez heóunan hen izella bepred, ha pa
gouez e vez pil pe fas. Mad, va Breudeur, ni zo ive
taolet var an douar gant dourn Doue. Mez rod a dro,
a ra bro. Ha rod hor buez a dro heb heana, na deiz na
noz. Ne jommo a zav nemet var bord ar bez. Ha neuze
hon ene paour, echu ganthan he dro, a guezo pil pe
fas e cíharz treid hor Cíhrouer.
Al loan mud pa varv a varv a bez hag evit mad. Maro
an den níeo nemet eun hanter gousk : Non est mortuus
sed dormit.
Epad ma kousk ar cíhorf er bez, o cíhortoz deiz ar
varn, an ene a bign dirag Doue evit kaout, a ziou
eternite, unan : eternite eŁruz pe eternite waleŁruz :
In hanc vel in illam eternitatem, eme sant Ambroaz.
Baradoz pe ifern ! leacíh kreiz hebed, rak ar purgator ne
bado nemet betek fin ar bed hag ar servicher fall, ar ser-
vicher didalvez níhen deuz perz hebed da cíhedal e Bara-
doz Doue : inutilem servum ejicite in tenebras exteriores.
Er bed-ma zoken, ma na jervichomp an Aotrou Doue,
petra reomp-ni, petra gavomp-ni ?
Klask plijadureziou an douar, marteze, ha dastum
madou ! Va Breudeur ker, nag a bet goude poania, en
em skuiza noz-deiz, a rank atao beva e kreiz ar baou-
rentez en dienez a veur a dra.
.NHO
118 EVIT DIGOR EUR MISSION
.NTO
Goude holl, hag e ve guir e cíhalfacíh dont a benn a
gement ho cíheuz cíhoant : kaout danvez, enor, pli-
jadur, daoust hag an eŁrusded a zeuio dího cíheul ?
Mab eur prins kuezet klanv a voue díezhan lavaret
gant ar medisin : ó ę Mar kavit da viska rochet eun
den eŁrus, cíhui a vezo pare. Ľ Hag hen mont da glask
e pep tu. Hag e nep tu na gave. Eun devez e klevaz la-
varet : ó ę Du-ze, en eur lochik dirapar, e vev eur
paour keaz atao laouen ; eno, marteze, cíhui a gavo ho
kevridi. Ľ
Hag ar prins mont ha goulenn: ę EŁruz ocíh-cíhoui ? Ľ
ó Ia, eme ar paour, e kement ma cíhaller beza eŁruz,
var an douar.
ó Roit díin eta ho roched. ó Siouas ! ne meuz ro-
ched ebet, a lavaraz ar paour keaz...
Ar prins ne gavaz ket roched eun den eŁrus !
Hag e guirionez, va Breudeur, kaloun an den a zo
henvel ouz eur varriken didal deuz an daou benn. Ne-
met karantez Doue a ve en deon o cíhober t‚l, kaer e
vo taol ebarz, e chommo atao goullo.
Selaouit kentocíh.
Beva ' rea díar mare-ze, eur Roue hag hen devoa bet
digant Doue an donezounou ar re gaera, studia ' reaz
adalek an heol, goulaouen ar bed, beteg ar vreunen
blouz ; adalek ar mor braz beteg ar berad gliz. Euz a
gement a cíhoanteaz, ne nacíhas netra ouz he galoun
na trŰn olifant, na kaluriou aour, na soudardet, na
servichourien, na gened, na furnez, na galloud, na brud
.NHO
EVIT DIGOR EUR MISSION 119
.NTO
vad skignet a bep tu, netra ne vanke dezhan. Ha
koulskoude, eun devez, skuiz-stank a bep tra, e lavare :
ę Dindan an heol pep tra zo moget, avel, tristidigez :
Ecce omnia vanitas. Ľ
Hag e veacíh, mar karit, euruz tre epad ho puez, dont
a raio, pa zonjot nebeuta, ar maro da rei eun taol var
ho skoaz. Ha neuze da betra e talvezo kement ho pezo
dastumet, hed ho cíhamzer ?
Eun devez, eun den a vrezel a voa var nez mervel.
Ar Roue zeu díhe gaout hag a lavar : ó ę Goulennit ar
pez a gerot ha me hen roio deocíh. Ľ ó ę Mad, Aotrou,
eur cíhart heur muiocíh a vuez, roit díin eur cíhart
heur muiocíh a vuez. Ľ Hag ar roue trei kein. Ne cíhelle
ket rei ar pez a cíhoulennet diganthan... Ha Villars,
lavaret neuze : ó ę Ma karjen-me beza kerkouls ser-
vichet Roue an Envou, níeo ket eur cíhart heur a vuez
am bije bet, mez eun eternite penn da benn. Ľ
Va Breudeur, eun deiz eveldhan, cíhui en em gavo
var ho tremenvan. EŁruz ma na rankit lavaret : ę ma
karjen-me, e leacíh beza servichet ar bed, beza servichet
va Doue !... Ľ
Petra zo eta da ober ?
Ar berra, ar surra hent evit beza dinecíh varlercíh, eo
ober hag ober mad ho mission.
*
* *
Va Breudeur ker, Doue, guir eo, a zikour atao an
den. Koulskoude en eur mission, he vadelez a zo bra-
socíh. En eur mission e maor pell diocíh safar ar bed hag
.NHO
120 EVIT DIGOR EUR MISSION
.NTO
eno, el leacíh distro-ze, a lavar díheomp sant Bernard,
an ear zo sklerrocíh, an Env digorocíh, ar sklerijenn
brasocíh, gras Doue tostocíh, puillocíh ; taol an Aotrou
Doue krenfoc'h ha frankoc'h kaloun an den.
An Aotrou Doue, eme al leoriou sakr, ne en em blij
ket e kreiz an trouz : Non in commotione Dominus.
En eur mission, trouz ar bed a jomm a drenv dor an
iliz : labourou, afferiou kustum ar vuez a zo dilezet evit
eun nebeut amzer ; guelet a rear guellocíh pe evit
petra e maomp var an douar : an ene en em zigor fran-
kocíh da zigemeret komzou Doue, ha Doue he-unan, a
ziskarg varníhomp muiocíh a cíhrasou : Ecce nunc
tempus acceptabile, dies salutis.
Eur mission eo mare an Aotrou Doue, ha rak-se,
enhan eo e kavomp holl ar guir voien da servicha Doue
evel ma zeo dleet.
Va Breudeur ker, ne anavezan ket parrez X***. Kouls-
koude heb aoun díen em fazia kalz, e cíhellan diskredi
e zeuz ama, kouls hag e peb leacíh, tri seurt tud : ó tud
vad ó tud tro-distro ó ha tud hag ho deuz marteze, en
em lezet a grenn, da vont divar an hent mad.
Tud vad a zo en ho touez : tud vad a zo e peb leacíh.
Pa vank an ael e torr ar cíharr : ael ar bed-ma eo an
dud vad. Hi eo hen dalcíh en he bloum ; pa vankint e
teuio fin ar bed. Rak ar bed níeo dalcíhet en he zav
gant Doue, nemet evit an dud vad ha dre an dud vad.
Ia, kaer hen deuz ar bed beza fall, bugale a zo hag a
vev ker sklear ho cíhaloun ha dour beo en eur veren ;
.NHO
EVIT DIGOR EUR MISSION 121
.NTO
tud iaouank a zo hag ho deuz miret ker guen ho ene hag
eur berad gliz, kuezet euz an Env e kaloun eur flourdelizen ;
tud a zo, daoubleget a zindan an oad, hag a zo en ho
cíhosni, ken disklabez ho cíhoustians hag an ercíh nevez
kuezet var an douar.
Mez evit chomm fidel da Zoue, nag a enebourien da
drecíhi ! Ar bed gant he skuer fall, he gomzou flour, he
lavariou goapus, he blijadur milliget ; an drouk-speret
gant he finesaou, he guzuillou fallakr, atao var cíhed
evit lonka an eneou ; ha tostocíh díheomp, aze en hor
cíhreiz, hor cíhaloun baour, hor brasa mignon ha var
eun dro, hor gwasa enebour. Goud a raan e zeuz
enhan eun tu mad, mez goud a raan ive, e zeuz eun tu
fall techet dían drouk. ó ę Ne anavezan ket, eme eur
skrivagnier braz, petra eo kaloun eur cíhokin ; biskoaz
kokin níoun bet ; mez anavout a raan kaloun eun den
honest hag ar galoun-ze a zo mantruz he studia pis. Ľ
Pet gueach níhon deuz ket holl lavaret eo diez, diez
braz trecíhi ar bed ha dercíhel penn da gement a ioulou
direiz, a zo atao e virvi en hor cíhreiz, evel goagou
eur mor dijaden.
Mad, eneou kristen, deocíh me lavaro eur gomz, unan
hebken : Venite in desertum locum et requiescite pusil-
lum : deuit díar mission díen em diskuiza eun nebeut
evel eur beachour uzet he nerz. Er mission, cíhui ' gavo
eun tamm disheol, freskadurez mar díeo blounset ho
treid diocíh mein an hent diez : ar blounsadur en em
bareo, secíhit cíhuezen ho t‚l ; goudeze, gant muiocíh a
gourach, cíhui gemero penn-baz percíhirin an Eternite
eurus.
.NHO
122 EVIT DIGOR EUR MISSION
.NTO
Tud tro-distro a zo ive : douetuz bras, kalonou daou
hanteret a veler e pep parrez.
An dud-ma, ' zo hirio da Zoue ha varcíhoas dían
drouk-speret. Da vintin, da noz, e reont eur bedenn
benag ; mez e kreiz daou benn an deiz e verniont
pecíhet var becíhet. Da zul, e teuont dían oferen ; mez
en eur vont euz an iliz e zaÔnt da glask plijadureziou
difennet. Marteze, e reont eun aluzen benag díar paour :
mez an dourn kleiz a gemero dre laeronsi, kalz muiocíh
eget na ro an dourn diou d'an dud izomek. Ho c'ha-
loun a zo evel eun dachen vrezel : piou a vezo mestr ?
Lezen Doue pe lezen ar bed. Cíhoant ho deuz da dremen
deuz an diou gostezen. Eun troad a zalcíhont var skeul
an Env, eun all var skeul an ifern ; eun dorn a ginni-
gont da Zoue, egile zo krog er pecíhet. Klask a reont
var eun dro, servicha daou vestr dishenvel. Ho brasa
malheur eo rag ma c'hankounec'haont, e c'houlenn
Doue holl pe netra. Ne fell ket díezhan euz eur ga-
loun daouanteret. Hag hi, er cíhontrol, en eur glask
servicha ho cíhrouer, a cíhoulenn stleja dího heul kant
ha kant tra kontrol beo díhe volontez.
Eneou paour, deocíh-cíhoui, ive, eur gomz a gavan da
lavaret : Ducam eum in solitudinem et loquar ad cor
ejus. Doue ho kalv díar mission, hag ama, e komzo
ouz ho kaloun. Var digare ma cíheuillit, peurzvad, an
darn-vuia euz lezen Doue, e tremenit dirag ar re all, ha
marteze, dirak ho taoulagad ocíh unan, evel guir gris-
tenien : ne anavezit ket mad gouli ho kaloun. Selaouit
eun dra :
.NHO
EVIT DIGOR EUR MISSION 123
.NTO
Eun orfebrer evit anavoud petra dalv eur pez arcíhant,
evit gouzout a dra zur pe hen zo mad, pe hen a zo
faoz, a gemer eur mean zo hanvet ar mean diskuiller,
rak ma tiskuil faosoni ar metal. Eur pez faoz hen deuz
peurliesa, ar memez ment, ar memez gobari gant eur
pez arcíhant mad. Dougen a ra ar memez poltred, ar me-
mez lizerennou. Ar gaou hen deuz, gant kement a
izign, kuzet dindan guiskamant ar virionez, mar teu,
evit ar cíhenta guel, an holl díen em fazia ; mez pa
vez stoket outhan ar mean diskuiller, ar faosoniach a
vez dizoloet.
Deuit eta, cíhui ive, va Breudeur ker, komzou Doue,
lezen Doue, displeget dirak ho taoulagad da heul skle-
rijen ar feiz, a raio deocíh guelet mad stad ho koustian-
sou. Louzaoui ar gouli a vezo eaz goudeze hag ocíh ene
a gavo ar iecíhed er mission-ma, evel an dud klanv,
gueach all, e pinsin Bethsaida.
Va Breudeur, ha mont a raffen-me re bell en eur
lavaret e cíhell beza en ho touez, unanou benag hag ho
deuz gant ho goeziegez ho-unan, dilezet servich Doue ?
Dirak an dud all e cíhellont, marteze, cíhoaz tremen
evit tud vad. Mez toullit ar voger : Fode parietem, dis-
kennit izellocíh evit an dianveaz, kiit betek ar galoun :
Fode parietem : petra velimp-ni, a gavimp-ni ?
Ar pez a cíhouzoun eo hen deuz lavaret Jesus-
Krist : Regnum cúlorum vim patitur : rouantelez an
Env a cíhoulen beza kemeret dre nerz. Da gristenien
he amzer sant Paol a lavare : Inter vos dormiunt multi :
en ho touez kalz tud a gousk : taolit evez ! amjest eo
.NHO
124 EVIT DIGOR EUR MISSION
.NTO
ar venojen ma kerzit dreizhi : Quoniam dies mali sunt.
Mad, kristenien, va Breudeur, amzer hebed hag a ve,
nemet en em fazia ' raffen, danjerusocíh evit an eneou
eget an amzer e vevomp ennhi.
Berniit, atao, gaou var gaou, a lavare gueach all eun
den difeiz, chomm a raio bepred eun dra benag var-
lercíh. Mad, va Breudeur ker, bugale Voltaire a zo
cíhoaz beo. Dalcíhet ho deuz sounj a gomzou ho zad ha
roet ho deuz ho ger an eil díegile, evit ober brezel da
Zoue ha díhe jervicherien vad.
Meuli an drouk ha dougen díezhan ; sklabeza 'r mad
ha distrei diouthan dre ho geier, ho gwall skouer, ho
drouk-prezegerez, setu ho micher, ha re aliez e teuont
a benn deuz ar pez a glaskont.
Díar re acíhanocíh a rank anzao ne ma int ket en eur
stad vad dirag Doue, me gav ive eur gomz da lavaret,
unan deuz ar guella, deuz ar cíharantezusa komzou
deuz al leoriou sakr : Venite ad me omnes qui onerati estis
et ego reficiam vos ; cíhoui holl hag a zo sammet ó
ha sammet ocíh, va Breudeur, ar pecíhet ' zo pounner
dían diouskoaz, zo cíhouero díar galoun ó deuit,
deuit kuitibunan, ha me, a lavar Jesus-Krist ho kraio
a nevez.
Va breur ker, va cíhoar baour ! great ocíh bet gant
Doue er vech kenta ha great mad.
Setu ama eur galoun, sellit outhi (1). Enhi pebeuz feiz,
pebeuz karantez, pebeuz santelez ! O kaloun gristen, na
.NFO
(1) An Aotrou Quere a lavare kement-ma en eur ziskouez taolennou
ar mission.
.NHO
EVIT DIGOR EUR MISSION 123
.NTO
te zo pur ! na te zo kaer ! na te zo distag diocíh fals pli-
jadureziou an douar ! He dourn da eal mad, ha great
evidot, pegen dudius kurunen ! Nag a bedennou a obe-
rou mad a bign acíhanout bemdez, varzu an Env !
Hag euz an Env nag a cíhrasou a zisken varnhoud da
heul bennoz Doue !
Setu ama eur galoun all : sellit ivez outhi. Kollet eo
he gened, pistiget he feiz, gouliet holl he cíharantez.
Níeo mui templ an Aotrou Doue. E dourn he eal mad,
e leacíh eur gurunen, me a vel eur cíhalur karget a
zaŽlou. Henvelebit an eil ouz heben. Hag ho anavoud
a rit-hu ? Va Breudeur ker, da biou ar genta, da biou
an eil ? Deoc'h c'houi, deoc'h ho c'hunan, va breur ker,
va cíhoar baour. Setu ho kaloun pa gouskacíh var bar-
lenn ho mamm, ho kaloun da zeiz ho pask kenta, ho
kaloun marteze, beteg an oad a ugent, a dregont vloaz.
Penaoz eta, pe zeiz hag e pe cíhiz an aour melen a
gollaz he liou hag ar steredenn a goezaz euz an Envou :
Quomodo ceciderunt stellś ?
Baleet ho cíheuz, siouaz ! re zizoursi, digoret ho
skouarn da gomzou ar bed, lakeat ho troad e kichen
troad eur mignon fall, lezet re a gabest gant ho kaloun
baour hag ar pecíhet a zo deuet da sklabeza, da zis-
penn, da zistaga labour an Aotrou Doue. Deuit ha
lavarit : ę Va goalcíhit, va azgoalcíhit ! Grit eur cíhouez
dího toare ha peurnetaÔt va ene, ma vezo adarre ker
pur, ker guen dirazocíh, evel pa zortiaz divar fount ar
vadiziant, gant eur zantelez vras. Ľ Ha dourn an holl
.NHO
126 EVIT DIGOR EUR MISSION
.NTO
cíhalloudek a zavo eun ti nevez gant eun ti kouezet
enn he boull : Et ego reficiam vos.
*
* *
Níeo ket ken diez ha ma cíhalfacíh sounjal, ober mad
ho mission. Gusta et vide : Deuit holl a cíhui velo var-
lercíh. Aleiz eo brasocíh trugarez Doue eget na deo
fallagriez an den. Doue a bardonaz díal laer deou, da
Vari-Madalen : níeo ket bihaneat he cíhalloud na stri-
seat he galoun : pardoun hen deuz evit an holl, pardoun
a ginnik dían holl.
Koulskoude, Doue na raio ket tout he-unan. Poanit
deuz ho kostez. Deuit, strivant, da zelaou he gomzou.
Evit dont, lezit peb labour all. En eur zont, deuit gant
cíhoant da ober mad. Lavarit hirio, gant an iliz, deiz ar
Gouel kaer-ma :
Da posse quod Jubes, Pater
Da scire, Filii, quod doces
Fac corde toto Spiritus
Nos velle quod probas bonum. Amen.
* * *
.NPO
II
Var ar Zilvidigez
Quid prodest homini si mundum universum
lucretur, animś vero suś, detrimentum pa-
tiatur. Math. 16-V.
Petra dalv dían den gounit ar bed holl, mar teu
da goll he ene.
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZET KRISTEN,
Pignat a raan, hirio, er gador-ma, evit ar cíhenta
gueach (1). Ne míanavezit ket ha me, ne anavezan ket
ac'hanoc'h. Hebken, c'houi c'hoar e zoun belek Jesus-
Krist karget da ziskleria he lezen dían dud ha galvet,
hirio dreist pep tra, da zigas deocíh da zounj euz a
vrasa guirioneziou an aviel.
A hent all, me a cíhoar e zocíh kristenien, va breu-
deur ha va cíhoarezet, dre eur memez badiziant ha gal-
vet díar memez baradoz. Setu ar pez a ouzon, ar pez a
cíhouzocíh, ha se zo awalcíh.
Rak ma teuan en hano Jesus-Krist, cíhoui a zelaouo
va cíhomzou gant eur guir cíhoant dího lakaad da dal-
.NFO
(1) Ar zarmoun-ma ' zo bet great evit mission Recouvrans. Eno, an
Aotrou Quere hen doa da brezek var ar zilvidigez, ar maro, ar
varn hag an ifern.
.NHO
128 VAR AR ZILVIDIGEZ
.NTO
voud evit hocíh ene. Ha me, rag ma komzan dirag tud
hag a zo galvet da vont dían Env, a zo merket sklear
va rouden dirazhon.
Komz a dlean deocíh, nann euz a vadou na plijadu-
reziou bresk ar bed-ma, ó lod all her gra beteg re mar-
teze, siouas ! ó mez euz ho Toue, euz hocíh ene, euz an
hent a gas dían eurusded eternel.
Va breudeur ker, hen ober a rin, nan koulz ha ma
ho divije kalz all her great em leacíh, mez ervez va
nerz ha va galloud.
Goude holl, ar pez a vanko deuz va cíhostez, ho
polontez vad, hen esperout a raan, ho polontez vad hen
askouezo. Hag euz komzou dinerz dreizho ho-unan,
cíhoui a denno, gant sikour Doue, eur mad benag evit
hocíh ene.
Her gouzout a raan, ar guirioneziou, ma tlean ko-
zeal anezho deocíh, cíhoui ho anavez pell ' zo. Eur
veach a vuiocíh, koulskoude, e vezint displeget dirazocíh,
rag ma zint, evel pa lavarfen, ar mean fount ma hen deuz
varnhan Jesus-Krist diazezet ha savet he relijion zantel.
En deiz hirio, va Breudeur ker, e zeuz eur virionez
hag a zeu anezhi he-unan díen em ginnig dího spered
ha da míhini.
E pe sounj, pe evit petra e zocíh cíhoui deuet ama ?
ó Deuet ocíh rag ma ho cíheuz lavaret, santet, kompre-
net, e zeuz aze en ho kreiz, eun ene, eun ene ha ne
varvo ket, eun ene hag a dleit da savetei ; a ziocíh ho
penn eur baradoz da cíhounit ; a zindan ho treid eun
ifern hag a ranker klask distrei divarnhan.
.NHO
VAR AR ZILVIDIGEZ 129
.NTO
Ne deuit díar mission-ma, nemet er zounj-se. Pep
sounj all a gemerfacíh evit eur mank, eur fazi ha koulz
lavaret eur pecíhet.
Setu ive perak e teuan, hirio, en eur staga díal labour,
da gozeal deoc'h euz a zilvidigez hoc'h ene, da lavaret
da bep unan acíhanocíh, ar pez a lavaraz gueach all hor
Zalver Jesus-Krist díhe ziskibien : Quid prodest homini
si universum mundum lucretur, animś vero suś detri-
mentum patiatur ? Petra dalv dían den gounit ar bed holl
mar teu da goll he ene ? Petra hen digollo deuz a eur
cíholl ker bras ?
Ar zilvidigez eta zo eun dra red ; ó evid he ober eo
red poania ; ó piou evithi a gemer eur guir boan ? Setu
e tri cíher ar gelennadurez-ma.
*
* *
Ar zilvidigez a zo eun dra red.
Níeuz den ebet ha níen deffe ket bet great outhan he-
unan, eur vech pe eun all, ar goulennou-ma : Petra
oun-me ? Euz a beleacíh e teuan ? Da beleacíh e zaan ?
Piou oun-me ? Merket eo var d‚l an den, eo roue an
holl draou krouet. Beza hen deuz eur cíhorf hag eun
ene. Dre he gorf e tisken beteg an anevaled, mez dre he
ene e sav beteg Doue. An den zo ar mell a stag ouz
Doue an holl draou krouet.
Deuz a beleac'h e teuan ? An den níeo ket bet atao.
An dud desket a lenn var ar bed, pegeit zo abaoue ma
zo anezhan. An douar zo bet ha níoa den varnhan. Deuz
9
.NHO
130 VAR AR ZILVIDIGEZ
.NTO
a beleacíh eo deut an den kenta ? Klaskit en em drei
evel ma karfocíh, e rankfot, kaer a vezo, lavaret níeo
ket deut an den anezhan he-unan, lavaret eo bet krouet
gant unan benag, gant Doue.
Da beleacíh e za ? E feiz, varzu ar bed all ha buhan.
Ar vuez hirra, var an douar, a dremen evel eur bouil
moged. Hag er bed all e vo kount da renta deuz ar
vuez-ma. Ervez ma ra, an den a ra dían aneval. An
aneval zo krouet evit an den hag abalamour da ze, he
vuez ne da ket hirrocíh eget ar bed ma. Mez an den a
ranko ive, renta kount. Ervez ma raio, Doue raio
díezhan. Hag abalamour da ze : Creavit Deus hominem
inexterminabilen.
Er bed all níhon dezho ket holl digant Doue, ar memez
lojeiz. Ar re vad hebken, a vo digemeret ganthan en he
varadoz. Ar re fall a vezo stlapet en ifern. Díheomp-
ni da choaz. Mez eun devez a zeuio, ha na vo mui pell,
hon eneou a vo gant an diaoulou en tan pe gant an Elez
er gloar ; mez heb dale e vezomp sent gant Doue en he
varadoz, pe tud daonet en ifern. Níeuz leacíh all ebed e
peleac'h e c'halfemp mont goude ar vuez-ma. Red eo
eta, mar fell deomp beza eŁrus er bed all, ober brema
hor silvidigez.
*
* *
Evit ober ho silvidigez eo red poania.
Savetei hon ene ' zo evidomp hon affer vraz, hon affer
genta, hon affer heb mui ken.
Lavaromp, dastu, ne cíhellimp ket, heb kemeret poan,
dont a benn díhen ober. Doue goude beza hor cíhrouet
.NHO
VAR AR ZILVIDIGEZ 131
.NTO
heb díomp, níhor saveteio ket heb díomp. Rouantelez
an Env a zo, nann eun donezoun mez eur rekoumpanz.
Níeo ket kement hini a lavaro : Aotrou Doue ! Aotrou
Doue ! a gavo ennhi digemer. Regnum cúlorum vim
patitur : ar baradoz a cíhoulen beza kemeret dre nerz.
Hag e guirionez, ober he zilvidigez a zo, var eun dro,
eun dra ziez hag eun dra amjest.
Setu aze dirazocíh eur pez labour stard ha ne cíheller
da gas da benn nemet dre galz aket. Kalz en ho raog o
cíhen em fichout var ho nerz pe izign, a zo chommet da
goll ho amzer ha da heul, ho deuz kollet ho foan. A
hent all an amzer evit he ober a zo berr, an noz a cíhell
dont varnocíh, ar barrou kazarcíh, bouilladou glao a
zigas aliez kalz a zale. Neuze, petra ' rit ? Labourat a
zrevi-beo, heb hean ebet. C'houi ' lavar : pa vezo ganhen
echu, me a ziskuizo. Acíhan di, red eo cíhouezi dourek
ha beza dizamant, digernez ouz he boan, hag ar virio-
nez a zo en tu diouzocíh.
Hogen, kristenien, setu petra eo ar zilvidigez. Diez
eo he ober ervad.
Nag a vertuziou da cíhounit ! Feiz, esperanz, karan-
tez dousder, habaskder, glanded : holl e ranker ho
cíhavoud. Nag a guall gustumou da ziscíhrizienna !
Kustumou kemeret a bell zo, marteze, eat doun er
galoun ha mignon dezhi ; plegou fall a bep giz, deut da
veza krenv dre zigareziou ker fall hag hi, hag holl
kountrol da lezenn Doue.
Nag a becíhejou da ober anezho pinijen ! Adalek ho
kavel beteg hen, grit eur zell piz var ho puez hag e
.NHO
132 VAR AR ZILVIDIGEZ
.NTO
rankot plega ho penn ha lavaret : O pet truez ouzin, o
va Doue, pecíher paour ma zoun !
Nag a enebourien da drecíhi ? Ar bed gant he skuer
fall, an diaoul gant he finesaou, ho kaloun hocíh unan
gant he zempladurez.
Pet gueach, en dalcíh ouz an traou-ze holl, ního cíheuz
ket lavaret : ia diez eo, diez bras beva e guir gristen, diez
dercíhel penn díar bed, diez trecíhi an drouk-spered,
diez renka er galoun kement a ioulou direiz, atao o
virvi evel goagou dijaden ar mor e kounnar.
Ha koulskoude, an amzer a zo berr. Petra eo ar vuez ?
Eun nebeudik deveziou staget penn-da-benn etre ar
cíhavel hag ar bez. Buhan ha buhan e teu an noz : noz
ar cíhlenved, noz ar maro, noz ar bez, noz an eternite.
Tostaat a ra bemdez. Marteze e ma e toull an nor ha
ne zonjit ket.
Setu perak, koz ha iaouank, paour ha pinvidik, poa-
niomp stard heb gourlercíhi, heb argila, gant aon ne
cíhelfomp ket kas al labour da benn.
Red eo cíhoas taol evez mad ha lakaat pep tra en
implij, rak affer ar zilvidigez a zo eun affer amjest.
Va Breudeur, dougen a rit eun tenzor a briz bras ;
mar hen diwallit mad, setu cíhui euruz da viken ; mar
her cíhollit e kollit tout. Mez nebeudik ho cíheuz a nerz,
armet fall ocíh díen em zifenn hag an hent ma tremenit
dreizhan, a zo gwall vrudet.
Varnezhan kalz a zo en em faziet, kalz a zo bet laeret,
kalz kavet maro. Petra reot-thu neuze, va Breudeur ?
Taol evez evit dispartia mad ho cíhent ; taol evez da
.NHO
VAR AR ZILVIDIGEZ 133
.NTO
zelaou an disterra trouz ; kerzet gant tiz en aon raog an
denvalijen ; klask da vont dího cíheul mignouned ho
cíheuz ennho fizians ; mar kavit eun tachad danjeruz e
rit an dro ; mar guelit eun den treset fall e cíhen em
guzit pe en em lakit var ho tifenn.
Mad, kristenien, dougen a rit eun tenzor a huellocíh
priz eget holl draou an douar : Dougen a rit hocíh ene
hag en ene-ze, ar pez a rankot da ginnig da Zoue evit
prena ho plas er Barados. Mez, eme sant Paol, cíhoui
hag a zo en ho sav, taolit evez da gueza : Cave ne cadas.
Guelit mad, klaskit ar venojen dizanjer, rag amjest
bras eo an amzer a dremenomp : Quoniam dies mali
sunt. Greomp eur zell en hon raog hag en dro díheomp.
Nag a bet goude beza great kalzik hent a zo en em
faziet ! Nag a bet goude beza roet kalz da esperout a zo
deuet da falgalouni, da jomm a zav pe da zistrei var ho
cíhiz ? Nag a bet hag a ioa dija ho dourn krog er guru-
nen hag ho deuz he lezet da goueza dían douar ? Penaoz-
ta, eo kuezet er pri ar stereden gaera deuz an oabl ?
Quomodo ceciderunt stellś ? Ah ! ního doa ket taolet
evez, ního doa ket studiet ho hent na koumprenet
awalcíh pegen amjest oa ober ar zilvidigez.
*
* *
Piou eo ar re a gemer eur guir boan evit savetei ho ene ?
Setu ama, ervez an Aviel, penaos e rankomp en em
gemer evit kas hon ene díar baradoz.
Si pes tuus scandalizat te abscide eum et projice abs
te... Mar díeo ho troad penn-kaos a becíhet evidocíh,
.NHO
134 VAR AR ZILVIDIGEZ
.NTO
troucíhit hen ha taolit hen pell diouzocíh. Guell eo
mont dían Env gant eun troad hebken, eget na díeo
mont gant he zaou droad dían ifern.
Quúrite primum regnum Dei et húc omnia adjicien-
tur vobis : Klaskit da genta rouantelez an Env hag a
hent all, pep tra a zeuio deocíh var ar marcíhad.
Sive manducatis, sive bibitis, omnia húc in gloriam
Dei facite : Pe cíhoui a zrebo, pe cíhoui a evo, pe cíhoui
a raio eun dra benag all, grit pep tra evit gloar Doue.
Qui autem perseveraverit usque in finem, hic salvus
erit : An nep a gendalcího beteg he varo, hennez hebken
a vezo salvet...
Setu komzou an Aviel. Mar kavit guell, lavaromp
anezho berrocíh :
Ar zilvidigez en despet da bep tra,
Ar zilvidigez araog pep tra,
Pep tra great er guel a Zoue,
Evit hor zilvidigez, poania bemdez ha bep mare.
Er meaz deuz ar pez a zell ouz hor zilvidigez, e cíhel-
lomp ober meur a zakrifis. ó Eun tad evit he groua-
dur a cíhell, pa gar, a dle avechou, rei he amzer, he
boan, he vadou, he vuez zoken. Mez a eneb he zilvidigez,
den na dle, na cíhell ober netra ; díezhi e rank, pa vez
red, sakrifia holl kentocíh eget he mankout ę Si pes
tuus scandalizat te, abscide eum. Ľ
E cíhellomp er bed-ma, klask ha dezirout meur a dra,
mez er penn kenta, klask hor zilvidigez. Klask kreski
hon danvez, goulen ar iecíhet, dezirout eur renk enoruz
.NHO
VAR AR ZILVIDIGEZ 135
.NTO
etouez hon nesa, netra guellocíh. Mez dreist an traou
holl, klaskomp rouantelez an Env hag an nemorant a
zeuio var ar marcíhad.
Er bed-ma, pep den hen deuz he stad, he renk, he
labour, ha peb den, ervez he stad, a rank poania en he
renk, da ober mad he zever. Mez mar díomp fur, ar
zonj euz silvidigez hon ene a dle beza lakeat e penn
pep tra : Omnia húc in gloriam Dei facite.
Meur a dra var an douar, goude beza bet great epad
niver bloaveziou, a cíhell beza lezet a gostez. Eur mi-
cherour, eun devezour, eun den a vor, eun den a bluen
a lavar, da eur mare a zeu : ę Eskennet awalcíh e meuz
va cíhorf ha skuizet va speret; an oad a zeu, bevomp
brema dibreder gant ar pez hon deuz dastumet. Pep
hini díhe dro. Ľ Ního zamallan ket, mez evit ar zilvidi-
gez níeuz nag oad na termen. Betek fin ar vuez e tleomp,
e rankomp poania díhe digaz da vad, díhe cíhas da benn.
Va Breudeur, setu aze e pe cíhis en em gemeret.
Kostez ha kostez lakit ho puez ha guelit ha cíhoui e
guirionez, a ra kement ha ma zeo dleet evit savetei
hocíh ene.
Pe ni her gra, pe níher greomp ket, ne ouzoun dare,
va Breudeur ker. Ne glaskan ket zoken, her gouzout evit
hirio. Mez ar pez a cíhouzon mad, eo evel-se ho deuz
great ar Zent.
ę Na pe da vare, o va Doue, a lavare ar prophet
David, gueach all, na pe da vare e teuio an heur ma zin-
me davidocíh ? Pe da vare e tanvaÔn-me etre ho tiou-
.NHO
136 VAR AR ZILVIDIGEZ
.NTO
vreacíh, levenez pur an eurusded eternel ? Re bell,
siouas ! e rankan chomm pell diouz va mamm-bro :
Heu mihi quia incolatus meus prolongatus est ! Varzu
ennhi e c'huanadan evel ar c'haro varlerc'h an dour ien. Ľ
Díezhan, netra na vanke var an douar. Ha koulskoude,
pa zeo díezhan roet ar cíhelou e tle pignat dían Env,
he galoun a drid gant joa : Lśtatus sum in his quú
dicta sunt mihi, in domum domini ibimus.
Klevit sant Paol díhe dro: ę Den reuzeudik ma zoun,
emezhan : Infelix ego homo ! Ľ Ha perak ta, abostol
braz ?
Evit prezek ar feiz ho cíheuz treuzet kement a vroiou,
gounezet ho cíheuz kement a eneou da Zoue ! ę Quis
me separabit de corpore mortis hujus ? Piou am distago
deuz ar cíhorf marvus-ma ? Piou a dorro va jaden-
nou ? Ar maro a vo eur gounid evidon : Mori lucrum. Ľ
Guelomp ar Zent holl, o pedi, o iun, aliez divar
bara ha dour. Kalz anezho o kousket var an douar ien,
o tilezel pep tra, kerent, mignouned, madou, evit beza
surroc'h da c'hounit an Env.
Ha ni, va Breudeur ker, greomp, hirio da vihana,
eur zounj mad var kement-ma.
Eur speret hon deuz : níhel lakeomp ket mui, evel
beteg-hen marteze, da zounjal hebken er bed, er madou,
er plijadureziou, er pecíhet : sounjomp e Doue, en Env,
en hon ene: Quú sursum sunt sapite.
Eur galoun hon deuz. Distagomp-hi muiocíh, diocíh
traou an douar evit he zevel tostocíh da vadou ar bara-
doz : Sursum corda.
.NHO
VAR AR ZILVIDIGEZ 137
.NTO
Eur cíhorf hon deuz. En em skuizet awalcíh eo beteg-
hen, e kreiz labourou ar vuez-ma, e kreiz an dizurziou
marteze, poent ha tremen poent eo e labour-fe a zrevi
evit ar bed da zout.
*
* *
Ha brema, abarz achui, eur gomz cíhoaz. Ma zeuz
chommet unan benag en ho touez, euz ho tud, heb
dont, heb kaout sounj da zont díar mission, lavarit eta
d'ezhan hen deuz ivez he lod da c'hounit e Baradoz
Doue, eur gomz vad a cíhell hen distrei, eur bedenn
kalounek a cíhell tenna gras Doue. Hag evidomp-ni, ni
deuet hirio, da zigeri ar mission, lavaromp en eur
vouez : Dixi nunc cúpi : red eo savetei va ene ? Mad !
ia ! divar hirio e kommansan.
ę O va Doue, grit ma koumprenint mad an neubeud
komzou a meuz díezho lavaret. GrÔt ma skrivint doun
en ho cíhaloun, en abardaes-ma, abarz mont da gous-
ket, ar gomz ma ' meuz dreizhi koummanset ha ma
cíhechuan ive dreizhi : Quid prodest ? Petra dalo dían
den gounit ar bed-ma holl, ma teu da goll he ene ? Ľ
Evelse bezet great.
* * *
.NPO
II
Var ar morgousk er stad a becíhed
óóóóóóóóóó
Inter vos dormiunt multi (1. Corint. XL 30).
Hora est jam nos de sommo surgere. (Rom.
XIII, 10).
En ho touez kalz a zo kousket. Red eo pel-
locíh dihuna. (Komzou S. Paol, darn dían
dud a Gorinth, darn all dían dud a Rom.)
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZET KRISTEN,
Lavaret e meuz deocíh, dija, e maomp er bed-ma, evit
savetei hon ene. Ar zilvidigez, pep tra poezet mad, a
dle beza hon labour vras, hor labour genta, hor labour
heb mui ken. Rag baradoz gounezet, setu gounezet pep
tra : baradoz kollet, setu pep tra eat da goll.
Mez her guelet hon deuz ive, evit savetei hon ene e
ranker kemeret poan. Rag diez eo he cíhas da benn.
Evit he ober an amzer a zo berr. Hag ouspenn, beza eo
eun dra amjest bras.
Abars achui em boa diskuezet deocíh eur mellezour : (1)
mellezour an ene fidel. En abardaŽz-ma, eur mellezour
all a ziskuezan : mellezour an ene faziet divar an hent
mad. Marteze unan benag en em anavezo ennhan.
.NFO
(1) Guelit e fin sarmoun ar zilvidigez.
.NHO
VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED 139
.NTO
A dra zur, beza e zeuz en iliz-ma, tud vad, ne lavaran
ket ebken ervez ar bed, ó barnedigez ar bed a dalv
neubeut a dra, ó mez ervez Doue : tud hag a vev e
doujans, e karantez Doue, a garfe koll kentocíh pep tra
eget koll gras Doue.
Mez mar galle, gueach all, sant Paol lavaret gant
guirionez díar gristenien euz he amzer : Inter vos dor-
miunt multi : kals acíhanocíh, evit ar pez a zell ouz an
ene, a zo en em roet díar cíhousket, en hon touez-ni,
va Breudeur ker, e cíhalfe beza ive unanou benag. E
zaan da glask, ma zeuz lod, rei díezho an dro, da la-
kaat en ho dourn, eur cíhoulaouen evit en em anaout,
hag abarz achui, e tiskuezin dezho petra ho deuz da
ober, pe mar kavit guell, evit lavaret holl e daou cíher :
ó Lod, ho deuz izom da zistrei var ho cíhiz, izom da
zihuna : Dormiunt multi ; ó Red eo hen ober, dastu, heb
gortoz, heb dale mui : Hora est jam de somno surgere.
Kristenien vad, ama euz va zelaou, ar pez a dlean la-
varet hirio, ne zell ket ouzocíh hocíh unan. Mez cíhoui
koulskoude, a bedo Doue. Esper a meuz e skuillo he
vennoz var va cíhomzou, rag sellet a raÔnt, marteze, euz
ar re a garit muia var an douar ha var stad piou e
skuillit, a bell zo, kalz a zaelou.
*
* *
Dormiunt multi. ó Va Breudeur ker, ar prophet
Jeremiaz, gueach all, en eur ober eur zell en dro dezhan,
a zantaz he galoun mantret hag he zaoulagad beuzet a
zour. Guelet a reaz ar bed-ma holl, sebeliet en eul linser
.NHO
140 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED
.NTO
gaon, evel ma vez er goan, goloet an douar gant eur
pallennad ercíh ; gueled a reaz er memez amzer, petra
ioa penn abek euz eun dristidigez ker bras hag e lavaras
en heur hirvoudi : ę Desolatione desolata est omnis terra,
quia nullus est qui recogitet corde : ne velan er bed holl,
nemet leacíh da skuilla daelou, rag níeuz den mui hag
a zonj-fe a vir galoun ! Ľ
Evel ar prophet Jeremiaz, pa raan euz ar gador-ma
eur zell var ar pez a dremen, eveldíhan me ' rank lava-
ret : ę an dristidigez en em astenn var an douar. Ľ Hag
ama, va Breudeur ker, níeo ket euz malheuriou an am-
zer eo e komzan. Oh ! a dra zur, ni ho peleien, a garfe
gueled hor bro baour stard var he hellou ha sounn he
fenn evel gueach all, e leacíh he guelet blounset, gou-
liet, dantet holl, astenned a blad evel eur glanvourez.
Mez goude holl, ar bed-ma níeo nemet eur skabel, la-
keat dindan hon treid evit pignat dían Env hag eur
skabel ha na dle servichout nemet nebeudik amzer. Pa
na ve ket ker flour, ken pinvidik-se, an dra-ze ne ra
ket kalz a dra ! Mes sounjal a dlean en eur malheur
brasocíh : sounjal en distruj great en eneou kristen,
sounjal e dallentez ar re ne gomprenont mui pe evit
petra int krouet gant Doue. Hag an niver euz an dud-
ma, a zeblant mont var gresk atao.
Evesaomp kentocíh ha guelomp.
Evel ma zeuz e skeul an Env meur a bazen, huellocíh
an eil eget heben ha rag-se tostocíh da Zoue, er memez
tra, pa bellaer diocíh Doue e tiskenner baz ha baz hag
izellocíh-izella gant skeul an ifern.
.NHO
VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED 141
.NTO
*
* *
Var genta pazen ar skeul milliget-ze, me a vel eur
rummad tud ha ne cíhellan da henvel nemet dre eun
hano doaniuz : Ar cíhoustiansou daou-hanteret, ar cíha-
lonou tro-distro.
An dud-ma, zo hirio da Zoue ha varcíhoaz dían
drouk-speret. Da vintin, da noz, e raÔnt eur bedenn
benag, mez e kreiz daou benn an deiz e vernint pecíhet
var becíhet ; da zul e teuint dían oferen, mez en eur
vont euz an iliz e zaÔnt da glask plijaduriou difennet.
Marteze, e roÔnt eun aluzen benag díar paour, mez
goude beza dre laeronsiou kemeret an hanter muiocíh
divar goust an nesa. Ho cíhaloun a zo evel eun dachen
a vrezel : piou a vo ar mestr ? Pe lezen Doue, pe lezen
ar bed ? Cíhoant ho deuz da dremen diouz an diou
gostezen. Eun troad a zalcíhont var skeul an Env, eun
troad ' zo var skeul an ifern ; eun dourn a ginnigont da
Zoue, mez gant an dourn all e talcíhont krog er pecíhet.
Cíhoant ho deuz, var eun dro, da zervicha daou vestr
dishenvel. Ho brasa malheur eo rag ma cíhankou-
nacíhaont e cíhoulenn Doue tout pe netra. Ne fell ket
díezhan euz eur galoun daou-hanteret. Goulenn mad a
ra savetei hon ene : ia gant ma vezo distrouezennet, dis-
klabezet mad diouz kement a zifenn he lezen. Ha setu,
eŁn hag eŁn, ar pez na fell ket díar rumm dud-ma.
EŁruz e vent da vont da heul an Aotrou Doue, mez gant
ma ho lezo da stleja dího heul kant ha kant tra kontrol-
beo díhe volontez. Ha neuze setu petra zigouez !
.NHO
142 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED
.NTO
Nebeut ha nebeut an troad a zo var skeul an Env a
zisken ; an dourn a zo e dourn Jesus-Krist a ziskrog
hag an eil dra o sikour heben, abarz dale pell, an
dud a guez var eil pazen an ifern.
*
* *
Ama var ar bazen-ma, me a gav eur rumm all a dud.
Ního deuz ket cíhoaz, ar re-ma, troet kein a grenn dího
Doue. Esper ho deuz, da gaout cíhoaz digemer er bara-
dos. Lavaret a reont : ę Red mad eo díin savetei va ene,
ha me he zavetaio. Ľ Lavariou mad aleiz, mes neubeut
a oberiou mad. Me a jencho a lavaront, ha na jenchont
morse ; me a zilezo ar pecíhet, ha níhen dilezont ket ;
me a heulio ar vertus ha níhen heuliont, morse. Anteró
cíhoant, atao, da ober ar mad ha da guitaad an drouk,
mez gueach hebed eur cíhoantegez guirion. Henvel int
ouz ar pez ma zoa bet sant Aogustin araog ma teuaz
euz eur pecíher braz da veza eur zant hag eun doctor
eus an iliz : Sarcina súculi quasi somne dulciter pre-
mebar. Cogitationes quibus niti meditabar similes erant
conatibus expergisci volentium. Henvel oa ouz eun den o
klask dihuna. Digeri a ra he zaoulagad hag ho zerri ker
buhan, sevel en he gouazez ha kueza kerkent var he
benn-vele. Hanter zihunet eo, mez ar cíhousked a zeu en
dro díhen trecíhi.
Mez, va Breudeur ker, petra dalv guelet eur vezen o
tougen delliou ha bleunv ma ne ro morse frouezen
hebed, pe mar teu ar frouez a zouge da gueza deuz ar
brank araog ma vezont hanter-zare. Red eo dougen
.NHO
VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED 143
.NTO
frouez, dougen frouez mad, dougen frouez padus : Ut
fructum afferatis et fructus vester maneat. Hi ive a bro-
met kalz ha ne roont morse netra. Ho bolontez vad a
ia da netra. Ho desirou a ia e teuz ha díezho me a rank
digas da zounj euz eur gomz lavaret pell-zo : Pave an
Ifern a zo great gant cíhoantegeziou mad mez dinerz,
gant hanter cíhoantegeziou.
*
* *
Euz ar stad-ze dija trist, e kouezont prest en eur stad
cíhoaz tristocíh : disken a reont, heb dale pell, var drede
baz skeul an Ifern.
Beteg hen e sounjent cíhoas e Doue, en ho ene, en
ho zilvidigez. Sounj didalvez evit guir, mez eur zounj
evelkent hag a leze gant an esperanz da ober guellocíh,
ar galoun hanter-zigor evit gras Doue. Brema er
cíhontrol ne zounjer mui pe gozik mui, ha mar teu eur
veach benag eun hevelep sounj er speret, prim ha
prim e vez taolet a gostez. Respountet e vez ar pez a
respountaz, guechall, da zant Paol eun neubeut tud
euz a gear Athen : Audiemus te de hoc iterum ; dive-
zatocíh ni a velo an dra-ze. En eur ho guelet e ve lavaret
ne ma int er bed, nemet evit traou ar bed ha níhen
deuz an den, en tu all díar bez, netra da zouja na netra
da esperout.
ę Jesus-Krist, va Zalver, da Vartha guechall, cíhoui
a lavare : Martha, Martha, kalz prez a zo varnocíh, en
em jala ' rit gant meur a dra ha koulskoude, neuz nemet
eun dra red. Hi ive an dud-ma, a zo varnezo kalz a
.NHO
144 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED
.NTO
brez, en em jala ' reont, en em necíhi awalcíh. Nag a
brez, nag a jal evit afferiou ar bed, evit ho labour, ho
cíhem verz, evit en em huellaat en enoriou, evit kreski
ho danvez : nag a brez, nag a jal evit ar pez a zell ouz
ho flijadur, nag a brez, nag a jal, aliez, evit bernia
pecíhet var becíhet, disurz var disurz ; nag a brez, nag
a jal, nag a boan evit ar cíhorf paour, an tammik
ludu-ze great a zouar ha barnet da zistrei e douar. Mez
evit an Ene, evit he guiska, he maga, evit he lakaat
mad gant Doue, evit gounid dezhi er bed all eur
cíhornik plas e baradoz an Eternite ? ę Audiemus te de
hoc iterum : varlecíh ni a velo. Níhon deuz ket amzer
evit brema : pep tra díhe dro. Ľ
Pep tra díhe dro ! va breudeur ker, hag an dra red,
an affer heb mui ken a vez atao lezet varlecíh, ne zeu
gueach hebed he zro ! Tra ziez da goumpren ha kouls-
koude, hirio en deiz tra vir, kalz re vir evit kalz tud.
*
* *
Ha mont a cíhellomp-ni pellocíh cíhoaz diocíh Doue,
trei kein cíhoaz muiocíh díar baradoz, disken cíhoaz
izellocíh gant skeul ar pecíhet ? Ia va breudeur ker,
eur bazen all a zo, an izella, an diveza, an hini zo stok
deuz dor an ifern : cum in profundum venerit, contemnit.
Eun amzer zo bet ha ne vije ket en hor bro, dreist
holl en hor bro Breiz-Izel, kavet ar seurt tud-ma. Hon
tud kos zoken, ar re anezho ha na vevent na direbech
na dibecíh, a jomme da vihana stard en ho cíhreden.
Evitho, eun den difeiz, dizoue, hag eur penn skanv,
.NHO
VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED 145
.NTO
diboell, divoued, a ioa var 'n hed tost ar memes tra.
Mez da heul iez ha giziou hon tadou koz, ar feiz
katholik diskolpet tamm ha tamm, a vihanna bemdez
hag avechou e cíhalfemp guelet hirio, lod tud taolet
gantho ho relijion dreist penn eur skoaz, ho mez dreist
ar penn-skoaz all, hag a ia beteg tenna fouge euz ho
buez difeiz.
Goap a reont euz a lezen Doue ha goap euz ar re a
heuil anezhi. Komzit dirazho a varadoz hag a ifern
hag e respontint dre eun taol penn skoaz hag hen deuz
an doare da lavaret : ę Kouchennou holl ha netra ken !
Pa vez maro eun den, eo maro korf hag ene. Ha Doue,
ma zeuz eun Doue, na daol ket ouzomp muiocíh a
evez eget na daol ouz eur prenv douar, a flastromp gant
seul hor botez. Ľ Penaos eta, int-hi diskennet beteg aze ?
Rak er penn kenta e kredent ar pez a gredomp, e zoant
ar pez ma zŰmp. Ar vadisiant zo var ho zal. Hag holl,
ó nemet evit unan benag na ve ket guir ó holl int bet
maget var barlen eur vamm a zoujanz Doue. Eun amzer
zo bet, hi ive a bede, hi ive a zelle gant fizianz varzu
an Env. Níint ket kouezet, en eun taol kount. Ho cíha-
lonou a zo bet henvel deuz eun dachen a vrezel, pell
hag hir amzer. Gourennadek ha stourmad ' zo bet
ennhi etre al loden vad hag al loden fall a gavomp
ennhomp. Mez nebeut ha nebeut al loden vad he deuz
ranket plega. Eur veach an amzer, ar goustianz a zave
cíhoaz he mouez klemmuz. Mez deiz ha deiz pouez eul
levr fall, pouez eur pecíhet mezuz, pouez troad eur
mignon direol, en eur ger, pouez eur vuez hag a vern
10
.NHO
146 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED
.NTO
pecíhet var becíhet, dizurz var dizurz, ho deuz mouget he
cíhlemmou. Ha setu int-hi, brema, an dud-se gueach
all hor breudeur dre ho feiz, dre ho oberou mad, evel
kaledet en ho stad trist, red dezho evit kousket disoursi
lavaret ha klask kredi : ę Va flaneden ne ma ket dreist
planeden al loan divadez. Ľ
*
* *
Díar pevar rumm dud-ze, petra lavarin-me, va breu-
deur ker ? Lavared dezho koll kourach ? Doue ra viro.
Eur gomz velloch a gavan el leoriou sakr, hag evel
skrifed evitho : Surge qui dormis : cíhoui hag a zo kous-
ket er stad a becíhed, dihunit. Faziet ocíh divar an
hent : distroit var ho kiz. Re bell amzer ho cíheuz troet
kein da Zoue. Lavarit hirio, evel ar mab prodig : Sur-
gam et ibo ad patrem : sevel a rinn ha mont da gaout va
zad.
Mez ó ha setu an eil guirionez a dlean displega
dirazocíh araog echui ó na zaleit ken, na cíhortozit ket
pellocíh. Peb dale, a ve var eun dro, beza dianaoudek,
kaout disprijanz, beza kemeret gant ar follentez.
*
* *
Va breudeur ker, e cíhell beza en hon touez, unan
benag hag hen deuz abaoue kals pe nebeut amzer,
dilezet servich Doue. Mez níeuz nikun hag a lavarfe a
vir galoun : ę Ruillet eo ar voul ha mont a raio e leacíh
ma karo ! Ľ Níeuz nikun hag hen defe lavaret evit mad,
kenavezo díar baradoz, en em verzet dían diaoul, ha
.NHO
VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED 147
.NTO
lakeat he ene, evit arez, dindan ivinou dir eur mest ken
kriz. Mez ar pez a lavar kalz, marteze, eo kement-ma :
ę Me cíhoar awalcíh e meuz ezom, ezom braz da jench
buez, da zistrei. Mez ive, va bolontez eo hen ober, nann
hirio diocíhtu na varcíhoaz, mez varlercíh, pa vezo deut
ar pred ; evit cíhoaz níeo ket dispail. Ľ
Ouz ar re-ma eo e komzan ha dezho me lavar : izom
ho cíheuz da jench : hen anzao a rit. Mez kerkent e la-
varit ouspenn : ne jenchin ket diocíhtu. Divezatocíh :
me a joazo va devez ! Ha me ' rank lavaret deocíh da
mí zro : ę Va Breur, va Choar gristen, en eur gomz, en
eur veva e giz ma rit, cíhoui a zo dianaoudek e kever
Doue ha dianaoudek en ho kever ho cíhunan. Ľ
*
* *
Dianaoudek e kever Doue.
Setu ama eun tad ha ne glask nemet mad he vugale ne
cíhoulen nemet ho lakaat eŁruz. Kement hen deuz, he di,
he zanvez, he labour, he boan, he vuez, holl int evitho. En
distro euz eun hevelep madelez, ne cíhoulen euz ho ferz
nemet anaoudegez vad ha karantez. Ne cíhoulen nemet
ma vezo gantho karet, meulet, respetet. Ne cíhoulen ne-
met ma na vezo ket dre ho cíhomportamant, dizhenoret
he hano, nemet ma ne ranko ket ho dizherita abalamour
dího dispignou foll, ho lakaat er meaz abalamour dího
buez diroll, ha pa goumzer anezho dirazhan, plega he
benn da skuilla daelou.
Mar teu, goudeze, unan benag euz ar vugale-ze, da
ranna kaloun eun hevelep tad, da daol dismeganz var
.NHO
148 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED
.NTO
an hano a zoug, díher cíhuitaad, díhen dilezel, ma res-
pountont díezhan pa ho galv, pa ho fed da zistrei : nann
cíhoaz atao ; ni ' jommo cíhoaz da ober hor penn, da ober
ar pez a ra ho tisplijadur, divezatocíh ni zistroio, ha da
cíhortoz ni ' lez ganeocíh ho ti da guzat ho mez hag ho
taoulagad da wela.
Va Breudeur ker, petra zonfacíh euz ar vugale-ze ? Pe
seurt hano a rofacíh dezho ? Piou acíhanocíh a garfe
sevel he vouez da lavaret : ę Fouge a meuz o tiskleria
e zoun unan anezho. Ľ
Mad va Breur, mad va Cíhoar, mar choumit var di-
garez e tistroot varlercíh, da loueda er stad a becíhet,
cíhoui, cíhoui hocíh unan, eo ar vugale dinatur, ar vu-
gale dianaoudek-se : tu es ille vir. Rag setu ar pez a rit
dían Aotrou Doue,ar pez ma zocíh e kever ar guella, ar
cíharantezusa, an tenera euz an holl dadou.
*
* *
Dianaoudek e kever Doue, cíhoui a zo er memez
amzer, dianaoudek en ho kever hocíh unan.
Va Breudeur, dibaot eo kaout eun den, zoken ar
brasa pecíher, ha ne ra ket enn eil devez pe egile,
eur mad benag. Rak ar pecíhet, ne voug ket en eun
taol kount, pep santimant mad er galoun.
Hogen, koulskoude, kement a ra ar pecíher, ha keit
ha ma vev en he becíhet, a zo kollet evit an ene ha ního
deuz mirit ebet dirag Doue. Nann ma ve pecíhet kement
a ra ar pecíher, nann kennebeut ma na jervichfe da
netra an oberou mad a cíhell da ober. Rag didostaat a
.NHO
VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED 149
.NTO
reont, marteze, heur ar gonversion. Mez ive ne bouezint
netra e balanz ar barner just, ne dalvezint seurt dirag
Doue er bed all ; ne vezo dezho roet rekoumpanz ebet
en eternite.
*
* *
Ouspen ma zeo beza dianaoudek, eun hevelep sounj
a zo eun disprijanz ar vrasa evit Doue.
Petra eo, a gav deocíh cíhoui, ar pez a zo a grisa e
passion Hor Zalver Jesus-Krist ? Evit guir, kris eo bet
evit Jesus, cíhouezi an dour hag ar goad ; kris beza
skourjezet ha goapeat gant ar zoudardet ; kris santout
drein ar gurunen spern o vont tre, beteg an empenn ;
kris rankout dougen he unan ar groaz ma tlie varnhi
mervel ; kris kaout he dreid hag e zaouarn treuzet gant
tachou ; kris rankout mervel etre daou laer ha klevet var
he dremenvan goaperez he vourrerien. Mez va Breudeur
ker, eun dra zo cíhoaz hag a dle ervez va cíhreden,
beza eat dounnocíh e kaloun Hor Zalver.
Díar mare-ze ' talcíhed er prizoun eun den fall, var
eun dro laer ha muntrer. Abalamour díhe dorfejou oa
bet barnet díar maro. Pilat a gemer an den-ze. Hen
lakaad a ra dirag ar bobl, tal-ha-tal gant Jesus-Krist,
hag e lavar da dud IsraŽl : Choazit a zaou unan ; lavarit
pehini a fell deocíh e vefe lammet he vuez diganthan.
Pobl IsraŽl ' anaveze Barrabas. Anaout a rea ive Hor
Zalver. Níoa ket tri devez, eun eur zounjal er burzudou
a reaz, en dud vud roet díezho ar prezeg, en dud bou-
zar roet díezho ar cíhleved, er dud seizet roet díezho ar
.NHO
150 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED
.NTO
cíherzed, en dud varo roet díezho ar vuez, hen doa lava-
ret : Hosanna filio David : Gloar ha meuleudi da Vab
Doue, dían hini ' zo tremenet en hon touez en eur ober
vad da bep unan : Pertransiit benefaciendo. Selaouit
koulskoude : Non hunc, sed Barrabam : Roit díheomp
Barrabas ha lakit Jesus díar maro.
Jesus-Krist gant he bobl, gant tud he vro, gant ar re
hen doa great díezho kement a vad, lakeat izellocíh evit
al laer, evit ar muntrer, evit Barrabas ! Va Breudeur
ker, pebeuz dismeganz !
Ha koulskoude, nag a bet en ho touez a ra da Zoue
evel pobl IsraŽl.
Ni ive, eun amzer zo bet a lavare : Hosanna filio
David : meulet ra vezo Doue ! Ni her pede, her cíhare,
her serviche. Goudeze eur muntrer, eul laer, muntrer
ha laer an eneou, zo deuet : Sellet hon deuz ouz ar bed,
ouz plijadureziou ar bed : Galvet oump bet da joaz, gal-
vet oump cíhoaz, hirio an deiz, da lavaret piou a ga-
romp, piou a fell díheomp hag ar re acíhanomp ne fell
ket díezho distroi goude ar cíhenta fazi a lavar evel pobl
IsraŽl : Non hunc sed Barrabam : ne fell ket díheomp
Jesus-Krist, roit díheomp Barrabas, ar bed, ar pecíhet,
roit díheomp an hini a laz hon ene, a laz guir eŁrusded
hor cíhaloun, an hini a laer hor lod e Baradoz Doue.
Chomm da veva er stad a becíhed, ouspenn ma zeo
eun disprijanz evit Doue, a zo ive eun disprijanz evi-
domp hon unan.
Va Breudeur, deuet eo ar cíhiz da glask ober goab euz
.NHO
VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED 151
.NTO
ar gristenien vad, euz ar re a ro da Zoue ar pez a zo
da Zoue, d'an nesa ar pez a zo d'an nesa ha d'ezho ho
unan ar pez zo dleet díezho ho unan.
Mad, va Breudeur ker, hevelebomp ha guelomp. Me
a gar kaozeal sklear ha lavaret freaz ar pez a gavann
guir.
Setu aman daou zen : unan great gant ar bed ar pez
ma zeo. Ne meuz ket ar gourach, kerkoulz izomm na
meuz ket da ober he boltred : lavariou, kenteliou, aliou,
oberou ar bed, ni holl ho anavez. Eaz eo díheomp
anaout eta ive, ar re ho deuz en em roet díar bed-ze.
Tal-ha-tal ganthan, setu eun den all ; en em cíhreat
hen deuz gant sikour gras Doue, ervez lezen an aviel. Ez
iaouank e kar tad ha mamm. Mar díeo dimezet eo fidel
díhe bried, he laka he boan evit he renta eŁruz. Mar
hen deuz bugale ho diorren ervez Doue, e tesk dezho
beza fur, e ro dezho skouer vad. Mar díeo micherour e
labour e koustianz, na laer nag he amzer nag he bae.
Mar díeo marcíhadour, ne dromplo den. Ha hent all, mar
díeo pinvidik e sikouro an izomek ; mar díeo paour e
klasko, en honestis, gounid he damm bara pemdeziek.
Atao, e peb stad, da bep heur e klask ober plijadur da
bep unan ervez he cíhalloud. Ha mar mank eur veach
benag díhen ober, e cíhoulenn pardoun digant Doue,
pardoun digant an nesa.
Va Breudeur, piou a istimit ar muia ? E piou ho pefe
ar muia fizianz ? Var dal piou e lakit ar gaera kurunen ?
Evit, eta, en em istimout hon unan, ha meritout istim ar
re all, oh ! ia, eun hent a zo : bevomp ervez hon Doue.
.NHO
152 V¬R AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED
.NTO
*
* *
Eur gomz cíhoaz abars achui. Eun hevelep sounj a
zo eun esperanz direzoun.
Ne cíhortozit ket a zeiz da zeiz, a lavar díheomp ar
speret glan : Ne differas de die in diem. Ha ni a lavar :
ę Gortozit cíhoas, o va Doue ; divezatocíh ! Da lavaret
eo, evit kozeal sklear, ne meuz ket cíhoaz duet awalcíh
va ene, en em ruillet awalcíh e kreiz ar plijadureziou a
zifennit ; níoun ket bet cíhoaz pell awalcíh o planta ar
gurunen spern en ho t‚l, o kranchad en ho taoulagad.
Lezit cíhoaz ar morzol em dorn da skei var an tachou.
Gortozit ma frankaÔn muiocíh gouli ho kostez gant goaf
Lonjin. Divezatocíh pa velin va izili dinerz, va cíhein
kroummet varzu ar bez, pa velin ar bed o tecíhet kuit,
neuze, mez neuze hebken, me a zigaso deocíh nemo-
ranchou, lostennachou ar pecíhet ! Me a joazo va bloaz,
va miz, va dervez, va heur ; ha pa 'm bezo ho joazet, me
ho kalvo, hag en em gonvertiso. Ľ
Ah ! va Breur, cíhoui en em gonvertiso a lavarit.
Ha me am beuz aon braz níen em gonvertisfacíh ket ha
setu ama perak.
Evit en em gonvertisa, tri dra zo red, hag an tri dra-
ze ne maÔnt ket en ho kalloud. ó Red eo kaout eur guir
volontez, red eo kaout amzer, red eo kaout gras Doue.
Red eo kaout eur guir cíhoant.
Etre an Env hag an douar níeuz hent houarn ebet cíhoaz.
Ne vezomp ket douget díi. Red e vezo en em zougen, en em
zevel hon unan. Red e vezo eta kaout eur guir volontez vad.
.NHO
VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED 153
.NTO
Hirio an deiz, ar volontez-ze a zo re ziners dija evit
taol a gostez ar beacíh pounner a becíhejou berniet var
ar goustians. Ha goudeze, pa vezo pounnerocíh ar beacíh
ha deuet biannocíh bihanna hor bolontez, e peleacíh e
kavimp ni an nerz a vank díheomp brema ?
Da genta hor feiz na vezo mui ker krenv.
Er penn kenta e vez spount araog ar pecíhet. Ar
pecíhet kenta a vez great, eo ar pounnera da zougen.
Outhan e vez ar muia euz. Mez nebeut a nebeut et teuer
díen em voaza ha ne rear mui a van. Eun den pa zisken
en dour a grÍn gant ar riou. Abars nemeur e kav tom-
mocíh ar mor. Ha pa dalv eo he izili he-unan eo a zo
ieneat.
A eun tu all, ar goustians a zeuio da devel. En eur
gear a vrezell, ar jeneral a laka eur gedour e tal ar porz-
guint. Hag hen-ma, pa vel eun enebour o vont tre, a ro
ditour, kelou díhe genvreudeur.
Doue, e tal dor hon ene, hen deuz lakeat ive eur
gedour : mouez hor cíhoustians : setu soudard an Aotrou
Doue. Lezel a ra ar mad da dremen. Mez pa glask an
drouk treuzi an or e teu da grial : arz al laer ! Hebken,
pa gendalcíher pell da ober outhi ar skouarn vouzar, e
teu nebeut ha nebeut da zemplaad, hag abars ar fin ne
lavar mui netra hag eur goustianz varo he deuz dija eun
troad en ifern. Eur cíhlanvour trecíbet gant he boan a
lavar : ę Ne meuz mui drouk e nep leacíh. Ľ Hag ar
medisin, en eur heja he benn, a lavaro díhe dro: ę Chan-
suz braz e vezo mar teu mui da vad. Ľ
.NHO
154 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED
.NTO
*
* *
Red eo kaout amzer.
Níeo ket evit guir, an habaskder a vank da Zoue. Ger-
vel, gedal a ra pell hag hir. Evelkent mar roe Doue
díheomp an devez deacíh, mar kinnig díheomp an devez
hirio, ne lavar da zen : ę Me roio deocíh an devez
varcíhoaz. Ľ An amzer a zo e pleg he zourn : astenn ha
krenna ' ra hor buez heb goud díheomp, heb goulenn
ouzomp. Cíhui lavar: ę amzer zo. Ľ Ha Doue a respount :
Baleit keit ha ma pad an heol gant aon na veacíh tizet
gant an noz.
Amzer zo ! Setu ho tigarez. Hag an digarez-se a gavit
pa vank dija an amzer. E maocíh klanv. Cíhoui ' lavar:
an dra-ma na vezo netra. Ar cíhlenved a wassa. Danjer
zo. Ho kenta soursi a vezo neuze, lakaat urz, nann en
ho koustians, mez en ho cíhaferiou. Marteze, unan
benag a gozeo deuz ar belek. Klasket eo. Mez níher
cíhaver ket : In peccato vestro moriemini. Klasket, ka-
vet eo, e ma e tal ar guele. Lavaret a ra : ę dispone
domui tuś : lakit urz en ho puez. Ľ Mez an drouk-speret
zo en em gavet araog ! Re glanv oun brema. Pa vezo
torret an dersienn : In peccato vestro moriemini. Ľ La-
keomp e konfesaÔt. Mez pe seurt konfesion ? Eur gon-
fesion deuz a geid all great e kreiz ar boan hag e ker
berr amzer! Daoust ha glacíhar ho peuz dího pecíhejou ?
Pe seurt glacíhar ? Ar pecíhet eo a lavar deocíh kenavezo
kalz muioch eget na lavarit kenavezo díezhan.
Sellit, eme sant Aogustin, ouz Jesus-Krist o vervel.
En he gichen, zo daou becíher, unan a bep tu. A zaou,
.NHO
VAR AR MORGOUSK ER STAD A BECíHED 155
.NTO
unan a zo salvet hag egile kollet. Unan salvet da heur
he varo evit na gouesfot ket en dizesper, mez unan heb-
ken, evit na gemerot ket re a fizianz : Unus ne confidas,
unus ne desperes !
*
* *
Red eo erfin kaout gras Doue.
Ia, Doue a zo mad, mad e kever an holl, mad zoken
e kever ar pecíher. Mez evelkent, ne lez nemet eun nebeut,
ober goap anezhan : Non illudetur Dominus. Kinnig a ra da
bep den grasou ordinal. Mez ar pecíher o vervel hen deuz
izom a cíhrasou brasocíh. Ha Doue ního ro ket atao.
Soursi hon deuz bet a Vabylon, eme ar prophet, níeo ket en
em bareet : Lezomp anezhi : Derelinquamus eam. (Jerem.)
Pecíher, pecíherez, Doue hen deuz ho klasket heb ho
kaout ; ho kalvet, heb respount hebed euz ho perz.
Cíhoui dího tro, her cíhlasko ha níher cíhavot ket :
Quúritis me et non invenietis. Goasocíh cíhoaz ! her
cíhaout a reot. Dont a reio var ho tremenvan, mez níeo
deuet nemet evit cíhoarzin deocíh goab díhe dro : ego
quoque in interitu vestro ridebo et subsannabo vos. Va
Breur, va Cíhoar baour, poezit mad ar gomz-se. Doue eo
hen lavar. Ar bed a dremen. Ar vuez a ia kuit. An
Eternite a zeu ha var dreujou an Eterniteóze, Doue ho
cíhoarzin goap díhe dro díhe grouadur goapuz.
*
* *
Va Breudeur ker, distroomp eta.
Israel, guechall, a gasas Joseph da glask he vreudeur
.NHO
156 VAR AR MORGOUSK ER STAD A BEC'HED
.NTO
all. Ha Joseph pa zeaz n'ho c'have ket. Eat oant pel-
loc'h. Goulenn a ra digant eun den o tremen pe varzu
int troet : klask a raan va breudeur, emezhan : Quúro
frates meos. Me ive ho klask, da zigas da di ho tad.
Adeamus ergo cum fiducia, ad thronum gratiś ut
misericordiam consequamur et gratiam inveniamus in
auxilio opportuno. Deomp gant fizianz. Doue zo truga-
rezuz. Astenn a ra d'heomp he zourn ha kinnig he
c'hrasou. Amzer hebet ken talvoudus : In auxilio oppor-
tuno : Na zaleomp mui.
Eun tad santel en deuz lavaret : timeo Jesum transeun-
tem et non redeuntem : Neac'h am bevez o velet Jesus o
vont abiou gant aon na zistrofe ken. Jesus a dremen.
Lavaromp d'ezhan : mane nobiscum Domine : chomit gan-
heomp. Deomp d'he heul. Bezomp var aon na zis-
trofe ken.
AMEN.
* * *
.NPO
IV
PREZEGEN
Var ar pec'het marvel
óóóóóóóóóó
Vú vobis impii qui dereliquistis legem
domini altissimi.
Mallos deoc'h, tud fall, hag ho peuz
dilezet lezen an Aotrou Doue.
VA BREUDEUR HA VA C'HOAREZET KRISTEN,
Evit klevet an dud o prometti gwaleur, ne dleomp
ket ober re a van. Aliez e c'hourdrouzont heb abek,
aliesoc'h c'hoaz, n'ho deveuz ket ar galloud da zigas ho
gourdrouzou da vir na da ober d'heomp an holl drouk
ho deffe c'hoant.
Goude holl, ha pa c'halfont noazout d'heomp ervez
ho mennoz, ober d'heomp koll hor madou, hor brud
vad, hor buez zoken, ar gaou-ze, pegen ankeniuz benag
e c'halfe beza da c'houzanv, na ve ket evelkent, peb tra
poezet mad, eur gaou diremed. Rak chomm a c'hell
ganheomp c'hoas madou ar bed all, buez an eternite
hag hor brud vad dirak Doue.
Mez pa glevomp o c'hourdrouz eun Doue leal ha ne
.NHO
158 VAR AR PEC'HET MARVEL
.NTO
c'hourdrouz, morse, heb guir d'hen ober : eun Doue ma-
delezuz hag a zo he vrasa plijadur rei he vennos d'he
vugale, eun Doue holl c'halloudek hag a c'hell atao,
derc'hel mad d'he c'her, digas he c'hourdrouzou bepred
da vir, hor skei en hor c'horf, hor skei en hon ene,
hor skei er bed-ma, hor skei er bed all, hor skei epad an
amzer, hor skei epad an Eternite, penn-da-benn. Oh !
pa zisklerio an Doue-ze gwaleur, krenomp ! Krenomp
gant spount hag evesaomp piz e goueled hor c'houstianz,
gant aon ma ve ouzomp e selfe ar gourdrouzoa-ze.
Hogen koulskoude, va c'henta komz hirio, setu hi
eur gomz hag a deu da ziskleria gwaleur, eur gomz hag
a ro mallos : Vú vobis. Gwaleur, mallos da biou ?
Gwaleur, mallos d'heomp-ni tud iaouank a veach deuet
var an douar, d'heomp-ni tud e kreiz hon nerz,
d'heomp-ni tud kroummet dindan pouez ar bloaveziou !
Gwaleur, malloz d'heomp holl pa hon deuz pec'het :
Vú nobis quia peccavimus.
Hag evit guir, va Breudeur ker, ne anavezan nemet
eun dra, unan ebken hag a zeufe da stroueza, da gaea
ouzomp hent an Envou, da zevel eur speuren etre Doue
ha ni : ar pec'hed.
Mez ar pec'hed eo krouadur an drouk-speret hag a
zo gaouiad evel he dad. Red eo eta, dizelei d'ezhan he
d‚l evit ma her guelimp er c'his ma 'ma, e guirionez, ha
ma c'hanavezimp peger braz gaou a ra ouz an den, pe-
ger braz ouz he gorf, peger braz gaou ouz he ene.
Evit ne vezin ket re hir, me a lezo, hirio a gostez, lo-
den an eternite. Guelomp hebken, loden ar vuez-ma.
.NHO
VAR AR PEC'HET MARVEL 159
.NTO
Ar pec'hed, er bed-ma, a ra gwaleur ar c'horf, a ra
gwaleur an ene. Setu e daou c'her ar gelennadurez-ma.
*
* *
Ar pec'het marvel, er bed-ma, a denn gwaleur var
gorf an den.
Va Breudeur ker, eun impalaer en he rouantelez, eur
general e penn he arme, eur c'habiten a vor var he lestr,
a dle, araog pep tra, merka he renk hag he zever da bep
hini. Goude ma ho deveuz merket, diskouezet ho rou-
den d'an holl, e tleont gouarn gant karantez evit guir,
mez ive gant nerz. Ha pa zeu eur re benag dre ho faot
ha gant goeziegez, da derri ho lezennou, an impalaer,
ar c'habiten, ar general a dle kastiza kement hini
' vank d'he zever. Eun dourn evit rekompanzi, eun
dourn all evit kastiza, setu e pe c'hiz e c'hallont derc'hel
an urz vad.
Hogen, va Breudeur, dreist holl bennou braz ar bed-
ma, e zeuz eur Roue ; eur roue brasoc'h, galloudusoc'h
eged ar re all, eur Roue hag hen deuz da c'houarn, nann
eur rouantelez hebken, mes an Env, an douar ha ke-
ment a zo etre an douar hag an Env.
Hag ar Roue-ze, rak ma ra pep tra gant pouez,
gant urz ha gant muzul, a verk da bep unan ac'hanomp
dre be rouden kerzet, petra da ober, dioc'h petra en em
ziwall ; ha rag ma zeo santel, douget evit ar mad, e fell
d'ezhan araog pep tra e rÍn-fe an urz vad etouez he su-
jidi. Setu perak euz he berz, ar c'haera promesaou great
da nep a ra mad ho dever, mez ive ar pounnerra gour-
.NHO
160 VAR AR PEC'HET MARVEL
.NTO
drouzou douget a eneb ar re a vank d'hen ober. Hag ar
gourdrouzou-ze, n'int ket euz he berz, spountaillou bu-
gale na krosmol avel.
Ho digaz a ra da vir, ervez he c'hoant, d'an heur
merket ganthan hag en despet da bep tra.
Selaouit kentoc'h ha guelit : an testeniou ne vankont
ket.
Setu ama da genta, testeniou an amzer dremenet.
En amzer-ze, Doue evit kastiza ar pec'hed, ne esper-
naz ket an daou-zen kenta, he grouadurien ar muia
karet.
Adam hag Eva a zo ganthan, lakeat da rÍn var an
holl draou krouet. Lojet e Baradoz an douar e treme-
nont ho amzer e kreiz eur blijadur heb he far. Ne ana-
vezont nag ar c'hlenved, nag an dienez, nag ar maro.
Pep tra a gavont ervez ho c'hoant eb na berrentez na
labour boaniuz. Mez en eun taol kount, me ho guel
barnet da c'hounit ho bara divar bouez ho divreac'h,
barnet d'ar c'hlenvenjou, d'ar poaniou, d'ar maro. Hag
ar penn-kaos euz eur blaneden ken dishenvel dioc'h ho
flaneden genta eo ar pec'het hebken. Torret ho doa
lezenn Doue, en eur zribi euz ar frouez difennet outho.
Doue ne espernaz ket an niver braz a dud a rank-je
da skoi.
Var dro c'huezek kant vloaz goude krouidigez ar bed,
an holl, koulz lavaret, ho devoa troet kein d'an Envou.
Ne glaskent ho flijadur nemet e kreiz dizurziou ar bed.
Epad kant vloas, Doue a c'hortoz : pedi a ra, gourdrouz
.NHO
VAR AR PEC'HET MARVEL 161
.NTO
a ra ive : an dud a jomm bouzar ! Doue neuze, a zastum
ar c'houmoul da zigas eur glao a bil. Hag ar mor a ziloc'h
da weledi an douar ; an dour a bign beteg pemzek ilinad
dreist an huela meneziou, hag an holl grouadurien
nemet Noe hag he dud, a zo beuzet gant an diluj.
Doue ne espernaz ket ar pennou bras, ar pennou
kurunet.
Ni, avechou, dirak ar pennou bras a rank stoui hon
t‚l ha chomm dilavar. Mez Doue, aliez, var an huella
pennou a ziskarg ar pounnera taol...
D'an abardaez-se, eur roue gallouduz a roe eur goan
vras, en he balez. E kreiz ar guir vella plijadur, setu
hoc'h en em ziskuez eun dorn mysterius, hag an dourn-
ze a skriv var moger ar zal teir gomz dianav : Mane,
Thecel, Phares. Ar Roue pa vel, a jomm sabatuet holl.
Petra eo an dourn-ze ha petra ar pez a skrif ? Orjellad
a ra var he gador; eur c'hoezen ien a zired diouz he d‚l !
Eur vech c'hoas petra eo an dourn, petra eo he skrid ?...
Balthazar, Kaluriou sakr templ Jerusalem ho c'heuz
lakeat da zigas ! Great oant evit meuli ha trugarekaad
Doue, ha c'houi a ziskarg enho guin an dizurj hag ar
vesventi ! Setu perak : Mane ! Thecel ! Phares ! Ho teve-
ziou a zo niveret ha deuet eo an diveza : poezet oc'h, ha
kavet re skanv hag ho rouantelez a vo roet da eun all.
Doue ne espernaz ket he bobl he-unan.
E korn an hent, eun den a velan distroet da zellout
ouz Jerusalem. Savet e voa bet ar gear vraz-ze, evit
ma vije ennhi anavezet, meulet ha karet hano ar guir
11
.NHO
162 VAR AR PEC'HET MARVEL
.NTO
Doue. Ha koulskoude, kaloun ar prophet a zo mantret,
he zaoulagad a zo beuzet a zour. Jerusalem, ar gear zan-
tel, a vel distrujet gant an t‚n hag he bugale pe lazet
gant ar c'hleze pe dreinet varzu eur vro estren. Ha neuze,
test euz eun hevelep tristidigez, Jeremias a sko var
boull he galoun hag a lavar gant irvoud : Gwaleur
d'heomp-ni, rag pec'het hon deuz ! Vú nobis quia
peccavimus !
Doue ne espernaz ket zoken he vab he-unan, Jesus-
Krist hor Zalver benniget.
Evit prena an dud, an eil phersoun deuz an dreindet
sakr a zo bet karantezuz awalc'h evit disken euz an
Env var an douar ha kemeret eur c'horf hag eun ene
evel deuz hon re ni !
Guir Doue koulz ha guir den, var eun dro, ne c'helle
ket kaout ha n'hen deuz ket bet d'en em rebech an
disterra pec'het e nep giz nag e nep amzer. Ha hent all,
e tlie kaout, hag hen devoa, an holl skiant, an holl fur-
nez, an holl zantelez, an holl vertuziou a zere ouz guir
vab ar guir Doue. Hag eun devez, e c'hellaz lavaret e
guirionez ar c'homzou-ma : Quis ex vobis arguet me de
peccato ? Piou ac'hanoc'h a damallo din-me eur mank
benak ? Ha koulskoude, va Zalver teir gueach sakr ha
teir gueach santel, me a glev lakaat ac'hanoc'h izel-
loc'h eget Barrabas al laer, ar muntrer. Me a glev an
taoliou skourjez o tispenn ho korf sakr. Me a vel ar
zoudardet o skopad ouz ho t‚l hag o rei deoc'h javeda-
dou. Me a vel ho penn kurunet a spern, ho treid hag
.NHO
VAR AR PEC'HET MARVEL 163
.NTO
ho taouarn treuzet gant tachou, ho kaloun toullet. Me ho
kuel etre daou laer staget euz eur groaz evel eun den fall
ha lakeat da chouzaon ar maro ar mezusa, ar c'hrisa
c'helfed da goumpren.
Ha perak, va Breudeur ker, perak eun hevelep poan,
eun hevelep angoni, eun hevelep maro ? Abalamour
Jesus-Krist, daoust n'hen doa morse great pec'het ebet
a ioa en em rentet, en em c'hreat kred evidomp-ni. Ke-
meret hen doa, var he gount, ar beac'h pounner euz ho
pec'hejou hag ar boan dleet d'ar pec'hejou-ze : Tradidit
seipsum pro nobis.
Setu kentel an amzer dremenet.
*
* *
Ha brema, mar greomp eur zell en dro d'heomp, ni
a gavo eur gentel all.
Mervel a velomp. Goad a red. Trouz ha lazerez a zao.
Reuz, naonegez ha goalinier a bep giz en em astenn
var an dud. Ha perak ? Pep hini a glasko en dra ma hen
devezo c'hoant, ar penn kaoz a gement-se holl. Mes evi-
don-me, me, pa ho guelan, a zeu ker buhan a zonj din
deuz komzou al leoriou sakr : Mors, sanguis contentio et
rumphúa, oppressiones, fames et flagella super iniquos
creata sunt : an traou-ze holl ne zavont nemet euz eul
leac'h, euz ar pec'het : ne zeuont nemet evit eun dra :
evit kastiza fallagriez an dud : Super iniquos creata sunt.
Eur Roue, a Vro-C'hall, guechall, pa felle d'ezhan en
em zizober euz eun enebour a roe urz d'her griad en
eul linser ha goude beza lakeat skriva var gourre ar
.NHO
164 VAR AR PEC'HET MARVEL
.NTO
c'houmzou-ma: ę Lezit da dremen justis ar Roue ! Ľ e rea
hen taol, en eur ster. Hag ar c'horf paour, ruillet ha
diruillet gant an dour-red, a iea da zeski d'an dud, penaoz
en em venje LoÔs unek.
Ha me, pa zellan ouz trubuillou ha gwaleuriou ar bed-
ma, a gav d'in gueled ive varn'ho skrifet : Lezit da
dremen justis an Aotrou Doue.
Mez, a lavarot, marteze d'in, me a meuz pec'het, me,
ha ne zeuz ganhen digouezet drouk ebet : Peccavi, et
quid accidit mihi triste ?
Va Breudeur ker, mar d'eo guir kement-se, krenit
eta muioc'h a ze. Seul huelloc'h e vez savet ar morzol,
seul bounneroc'h e vez ive an taol a guez var an anne.
Doue a c'hed : mez e ma savet he vreac'h. Abred pe zi-
vezad he zourn a ziskenno ! Krenit. Beteg hen c'houi ' zo
bet espernet. Mez en dro deoc'h, nag a bet a zo bet skoet ?
Perak an den iaouank-se, maro e kreiz he vrud ? Kue-
zet ar morzol var an anne ! - Perak ar plac'h iaouank-
se dishenoret ? Kuezet ar morzol var an anne ! - Perak
an den-se pleget ganthan he benn, etouez an dud all ?
Kuezet ar morzol var an anne ! - Perak ken aliez a
zen, guechall pinvidik, a rank hirio hag ho bugale d'ho
heul, asten ho dourn a zor da zor ? Eur zell var ho buez
tremenet a ziskouezo deoc'h labour ar pec'het.
Pec'het e meuz ha ne zeuz ganhen digouezet drouk
ebet ! Peccavi. Et quid mihi accidit triste ?
Evit guir, madou ho c'heuz marteze. Marteze, ouspenn,
e zoc'h doujet, enoret, istimet zoken. Evit komz evel
.NHO
VAR AR PEC'HET MARVEL 165
.NTO
ma komzit : ar voul zo ganeoc'h. Hag he ruil a rit en
tu ma karit. Ha neuze, sounn ho penn en despet
d'ho koustians fall, c'houi a lavar : Et quid mihi accidit
triste ? Hag ar re vad en eur ho kuelet a lavar, meurvad,
lod anezho da vihana : ę da betra beza den mad ? Ar
re fall ho deuz ar muia chanz. Ľ
Gaou ha fazi, va Breudeur ker. Pec'her, pec'herez
oc'h ? hag espernet evelkent ! Mez abalamour da betra ?
- Marteze en ho ti eur pried, eur vamm, eur c'hroua-
dur a zo dre ho fedennou, o c'harben dourn an Aotrou
Doue. Ha Doue dre druez ouz he vugale vad a espern
evit eur pennad amzer, he vugale fall. - Marteze etouez
ho techou fall, ho c'hoberou digoustians, e zeuz
eur pleg mad benag hag eun nebeut oberou kristen. ó
Marteze eun devez, eur paour keaz, bet d'ezhan an alu-
zen e toull ho tor a lavare : ę Va Doue, r'ho pezet
truez ouz an den hen deuz torret d'in va naon ha goloet
va diskoaz ! Ľ Ha Doue, digor he skouarn da beden eun
den just, a lavaras d'he dro ę Mad, ia, red eo d'in re-
kompansi ar mad hen deuz great an den-ze, e keit ha
ma vo var an douar. Ne c'hellin ket he rekompansi er
bed all, rekompansomp anezhan er bed-ma. Roomp
d'an den-ze ar pez a glask : danvez, iec'het, plijadur :
pae didalvoud roet d'an dud ken didalvoud hag hen,
eme sant Augustin, receperunt mercedem suam, vani
vanam. Ľ Doue a bae he zle. Mez d'he dro, Doue a
c'houlenno beza paet. Ar vuez-ma zo berr. Ar maro
' dosta kammad ha kammad. Ha goude ar maro e teu
devez an Aotrou Doue.
.NHO
166 VAR AR PEC'HET MARVEL
.NTO
Peccavi : et quid mihi accidit triste ? Petra a zroug ?
Sarromp ama mar kirit levr an traou a zianveaz ha
digoromp eul levr all, eul levr kuzet, eul levr hag a
skrivomp en hor c'hreiz : levr ar goustianz, levr an ene.
Guelomp labour ha dispac'h ar pec'het ebarz el levr-ze.
*
* *
Va Breudeur, tri den zo hag a ra bepred aoun d'in :
al laer, ar bourreo, ar muntrer. Rag al laer am laka
deuz a binvidik da veza paour ; ar bourreo a ra d'in
gouzanv poaniou spountuz ; ar muntrer a denn diganhen
ar vuez.
Mad, kristenien, ar pec'het marvel a zo, var eun dro,
laer, bourreo ha muntrer an ene.
Ar pec'hed marvel eo laer an ene.
Va Breudeur ker, gout a rit mad petra eo eul laer ha
goud mad petra ' ra. Al laer a gemer, dre finesa pe dre nerz,
ar pez n'eo ket d'ezhan : aour, arc'hant, greun, dillad.
Holl ho c'hav mad. Hag ar pez a lez var he lerc'h a vez di-
renket, fuillet, sklabezet, torret. Ha neuze pa deuit, var-
lerc'h, da daol eur zell var ho ti, pa veloc'h ho c'har-
meliou torret, ho tiretennou goullo, ho c'holl beadra eat
e teuz, c'hui a lavar gant disesper : ę Va Doue, kouls-
koude, kement all a boan em boa me kemeret evit
dastum va zammik danvez ! kement all em boa me la-
bouret en noz, en deiz, en ti, er park, dindan an eol, ar
glao, an avel ! Me zo bet digernez ouzin va-unan, diza-
mant ouz va c'horf paour ! Esperout a rean kaout bara
.NHO
VAR AR PEC'HET MARVEL 167
.NTO
dibreder em c'hosni ! Ha setu me, en eun taol kount,
lakeat var ar c'holo. Kement am boa zo laeret d'in : ne
jomm ganhen nemet daoulagad da skuilla daelou ! Ľ
Mad, va Breudeur ker, mar ho c'heuz pec'het, me a
ia da ziskuez deoc'h, eun ti all, ti ho c'hene, laeret c'hoaz
muioc'h, distrujet e pep gis.
Eun devez oc'h bet douget ama, d'an iliz-ma, deiz ho
padiziant. Ha neuze, d'an deis-ze, ho c'hano a oa skrifet
var gaierou ar Zent. Ho c'hene a ioa meurbet pinvidik :
doujanz Doue, karantez Doue a ioa en ho kaloun. Dive-
zatoc'h e zoc'h adarre, deuet d'ar memez iliz, evit ober ho
kenta pask. Ha d'an devez eŁruz-ze, ho tenzor a ieaz
c'hoaz var gresk. Rak disken a reaz neuze, en ho ka-
loun, soursen an oll c'hrasou. Euz ar baradoz, an
eneou eŁruz a zelle ouzoc'h gant dudi.
Oh ! ia, santez Thereza a gomze mad, pa lavare,
gueach all : ó ę Nag an oabl gant he stered lugernuz,
staget evel tachou aour, ama hag aont var he bolz c'hlaz,
koulz ha guell evel perlez var mantel voulouz eun impa-
laer ; nag ar mor gant he ledander, nag an douar gant
he bleuniou, n'int ket var 'n hed tost, ker kaŽr ha ma
zeo eun ene e stad a c'hraz. Ľ
Hag e guirionez, va Breudeur, eun ene e stad a c'hraz
a zo, var eun dro, krouadur muia karet an Tad, eun ezel
beo da Jesus-Krist, eun templ evit ar Speret Glan.
Doue an Tad n'hen deuz nemet evit an ene-ze. He
vennoz, he vignouniach, he binvidigeziou, he varadoz,
hen he-unan : holl int evid han ! Ennhan nag a feiz,
nag a esperanz, nag a garantez, nag a vertuziou, nag a
.NHO
168 VAR AR PEC'HET MARVEL
.NTO
c'hrasou, nag a veritou ? Ennhan pebeuz tenzor, nann a
vadou ar bed-ma, mez a vadou an eternite ! Ha da
heul ar pinvidigeziou-ze, pebez plijadur zantel, pebez
levenez kristen ! Ia, e guirionez, imaj an Aotrou Doue
eo ; krouadur an Aotrou Doue eo, heritour an Aotrou
Doue eo.
Beza e zeo ouspenn eun ezel a Jesus-Krist evel eur
brank grefet var droad eur vezen a zeu da veza eur
brank euz ar vezen-ze ; beva ' ra a vuez Jesus-Krist,
pedi a ra dre beden Jesus-Krist, pe, evit lavaret guell,
Jesus-Krist eo a vev ennhan : Vivo ego, jam non ego, vivit
vero in me christus. Ha Jesus-Krist a zo mab da Zoue
ha Doue he-unan, hag an ene-ze, rak-se, en deuz evel
perz e natur an Aotrou Doue : Divinś consortes naturś.
Beza zo er bed-ma, tud a lignez huel, pennou kurunet,
impalaeret, prinset, noblanz, tud er c'hargou, en eno-
riou, tud a zanvez, ha ni, pa ho guelomp o tremen en ho
c'harrosiou alaouret, a lavar, marteze : perak, en eur
zont er bed, ne meuz me ket eveld'ho kavet eun hano
kaer hag eur palez ? Va Breudeur ker, mar e moc'h e
stad a c'hraz ho c'heuz eun hano, eur palez, eun heri-
tach dreist an traou-ze holl. Doue a zo ho Tad, Jesus-
Krist a zo ho preur, ar baradoz eo ho ti.
Beza eo templ ar Speret Gl‚n, trede persounach an
Dreinded sakr.
Goud a rit petra eo eun templ. An templ eo ti an
Aotrou Doue, savet dreist an holl diez all, kaeroc'h evit
an holl diez all, muioc'h respetet evit an holl ; ennhan
.NHO
VAR AR PEC'HET MARVEL 169
.NTO
ne veler nemet traou sakr, ne glever nemet pedennou
ha meuleudiou ; ennhan eo e tisken var an ene ar muia
grasou, e teu an esperanz da laouennaat ar speret, al
laouenedigez da skanvaat ar galoun. ó Setu ive petra eo
eun ene mad : ennhan e rÍn ar Speret-Santel gant he
holl zonezonou ; anezhan eo taolet kuit peb dizurs ha
pep pec'het ; ti an Aotrou Doue eo.
Mez, o va Doue, petra velan-me ? ó Setu ar pec'het
gant he zorn loudour o tigeri dor an ene-ma, o keme-
ret perz en ho ti, eun ti savet ganeoc'h ha great evidoc'h.
Pe seurt stad ha pe seurt stad ! Peger kaer a ziagent,
pegen doanius an heur a vrema. Imaj an Aotrou Doue
a zo faozet. Meritou, grasou, pinvidigeziou spirituel,
holl int laeret, distrujet. E toull an nor, an eal mad
a wel var goll an tenzor a ziwalle ! O ene paour, nag e pe
stuz da velan-me ! Penaoz stereden an Env he deuz kol-
let he sklerijen ?
Henvel ouz eur c'hrouadur fall ha dizeret, taolet er
meaz a di he dad, setu te dianavezet, deseritet gant
Doue.
Henvel, ouz eur brank torret gant an avel, distaget
diouz korf ar vezen, melenet he zelliou, wenvet he
vleŻn, er meaz ar stad da rei frouez, setu te dispartiet
dioc'h Jesus-Krist, heb galloud ober mui netra hag a
dalvez-fe evit an eternite.
En eur beg douar euz hor bro, e ribl ar mor, e veled
gueach all, eun iliz euz ar re gaera. Mez tud kounnaret a
deuaz. Divolzet, distrujet ho deuz ti Zoue. Ne veliz mui
pa ziz, beteg ennhan, nemet pennadou moger hanter
.NHO
170 VAR AR PEC'HET MARVEL
.NTO
ziskaret. Hag an amzer gant he vorzol, he avelou, he
c'hlaoeier a beurachu, bemdez, an distruj.
Gueach all, eno e klevet meuleudiou an Aotrou Doue,
Jesus-Krist a jomme en tabernakl. Hirio ne veler nemet
an drez hag an iliao e poulza dre douez ar benerez koue-
zet d'an douar ; nemet amprefaned o c'hen em guzat
etouez ar vein ; ne glever nemet trouz ar mor braz o venna
var an aod ha krosmol an avel o iudal dre ar faoutou.
Ene paour ! setu da boltred. Ne d'oud mui templ an
Aotrou Doue : distrujet eo, diskaret eo, deut eo da
veza lojeis an amprefaned ar re euzusa. Ken aliez a
veach e lavaren bremaÔk e zoaz euruz, santel, kaer,
pinvidik, ken aliez a veach e rankan lavaret brema :
siouas! ne d'oud mui.
Ar pec'het marvel ' zo eur bourreo.
Lenn a reomp e veve gueach all, eun den ha pa zeue
eun tremeniad en he di, hen astenne var eur guele houarn.
Ha neuze, gwaleur d'ar beachour paour pa veze hirroc'h
evit ar guele. Ar bourreo-ze, a lakea eskennad he izili
a res gant postou ar guele. Pa veze berroc'h, e lakae ho
diaoza hag ho astenn ken a vijent deut keit ha keit. Son-
jit pebeuz anken ! Ha setu koulskoude ar pez a ra ive,
bemdez, ar pec'hed d'ar pec'her paour.
He eskennad a ra : eskennad he vadou : a binvidik
e teu paour; eskennad he henor, he vrud vad... Affer,
affer..., eskennit c'hoas, eskennit laouenedigez tad,
mamm, bugale... affer, affer, eskennit atao, eskennad he
feiz, he esperanz, he lod e baradoz Doue... Eskennad a ra
.NHO
VAR AR PECíHET MARVEL 171
.NTO
holl pep tra, iecíhed ar cíhorf, madou an ene... diaoza a
ra ouspenn an ene paour. Ne fell ket díid laerez, te a
laero... Chachit ken na vezo deuet hir awalcíh... Ne
fell ket díid beza mesvier... te en em vesvo... Ne fell ket
díid ranna kaloun da dud... te a ranno... Ne fell ket díid
treina beteg ar bez, chaden hir da zizurziou ?... Te he
zreino hag a stago bemdez, diouthi eur mell muiocíh.
Eur pennadik amzer, touchet gant ar blijadur, ar pecíher
ne zounj ket en he stad, mez diforfila a rank souden
var he vele digonfort.
Va Breudeur, eur gomz a lennan er Skritur Sakr hag
a spount acíhanon : Ignis, sulphur, spiritus procellarum,
pars calicis eorum : tan, souffr ha kounnar an avelou
fall, setu lod ar becíherien. Pa beg, pa grog an tan en
ti, e nebeut amzer, en em skign hag e pullucíh pep tra :
Mar kuez souffr e kreis an tan, gwassocíh gwas e rost ;
ha pa zeu an avel da cíhueza, níeuz mui netra hag a
cíhelfe herzel ouz ar vroez.
Mad, kristenien, ar pecíhet a zo eur cíhef tan en hon
ene. Souden an eil pec'het a skuil souffr var ar c'hlaouen.
Abars nemeur, pecíhet var becíhet a zeu evel ken aliez
a vegin, da lakaat an tan wall da bullucíh pep munut
vad. Ha neuze, ar pecíher paour, dizesperet o velet he
stad, mez re zigaloun evit distrei euz Doue, a zo evel
eun den klanv var he vele, o trei hag o tistrei e kreiz fŰ
an derzien, heb galloud en em zizober euz he boan.
Ar pecíhed marvel eo muntrer an ene.
Va Breudeur ker, ne fell ket díin rei, re a veuleudi díhor
cíhorf paour. Goud a raan eo great a zouar ; goud a raan
.NHO
172 VAR AR PEíCHET MARVEL
.NTO
eo kirieg da bep seurt klenvejou ; goud a raan cíhoaz e
zeuz, ó ar pez zo goasocíh, ó e zeuz en he wazied
evel eun tamm well trenk ha contammet hag a cíhell
beza penn kaoz, pa zonjomp nebeuta, euz ar brasa
gwaleuriou. Ha koulskoude, pa raan eur zell piz ouz ar
cíhorf-ze, pa velan he d‚l savet ploum var he ziou skoaz
evel pa ve great evit en em drei varzu an Env : pa velan
he zaoulagad birvidik, pa velan ar mouscíhoarz karan-
tezuz o laouennad he zremm ; pa her guelan o tont, o
vont, o chomm a zav ervez cíhoant mysterius he volon-
tez, o klevet, o selaou, o prezek... me ' rank lavaret :
Ia korf an den a zo eun dra gaer : aze e ma Roue ar
bed, eur Roue hanter diskaret, hanter digurunet evit
guir, mez eur Roue anat, eaz da anaout en despet díhe
vizeriou braz.
Setu aze, ive perak, ne gavan netra ken doaniuz da
velet evel eur cíhorf maro.
Eur cíhorf maro na vel mui. Tad, mamm, pried, bu-
gale, mignounet ; dont a reont ního guel ket, ního cíhlev
ket : maro eo. Ne respount mui kaer zo kozeal outhan,
lavaret díezhan an hano ar cíharantezusa. Gueach all,
eur gomz hebken deuz ar seurt-ze, a lakea laouenedigez
var he d‚l. Brema, netra : ne respount ger : maro eo.
Ne gerz mui. Kasit hen, digaset hen, hen taolit, hen
distaolit evel ma karfet ; chomm a ra e leacíh ma kuez,
heb finval tamm : maro eo !
Mez mar díeo doaniuz, stad eur cíhorf maro, pege-
ment muiocíh eo doaniuz stad eun ene lazet gant ar
pecíhed.
.NHO
VAR AR PECíHET MARVEL 173
.NTO
Hi ive, ne anavez mui netra, na baradoz, nag ifern,
na droug, na mad : maro eo. Ne vel mui netra, nag eter-
nite eŁruz, nag eternite gwaleuruz, na daelou, na tad,
na mamm.
Ne lavar mui ger. Kentocíh e pede, e veule Doue.
Brema, ne ra mui : maro eo.
Ne finv mui. Eo evit peurgarga ar muzul, evit kerzet
dre hent ar pecíhet eo lijer ha skanv a droad. Mez evit
labourat da cíhlorifia Doue, díen em zavetei, da gerzet
varzu 'r baradoz, ne finv mui : maro eo. Pe mar gra
cíhoaz, eun dra benag, ar pez a ra a zo evel frouez pren-
vedet en ho cíhreiz ha ne dalvezont netra evit an eter-
nite eŁruz : Nomen habes quod vivas et mortuus es.
*
* *
O va Breur paour, o va Cíhoar ger, piou ho tenno
cíhoui euz a vez ar pecíhet ? Piou a lammo divarnocíh ar
mean pounner a zo ouz ho flastra ? Piou a lavaro deocíh :
Lazare, veni foras.
Va Breudeur, ne lavarit mui : Peccavi et quid accidit
mihi triste ? Lavarit : Peccavi, quid faciam.
Quid faciam : Petra da ober ? Pinijenn : Wela var ho
cíhamzer dremenet, beva guellocíh en amzer da zont.
O va Doue, grit díheomp anavout mad ar pecíhet,
anavoud peger bras droug eo, petra ra díheomp koll, e
peleacíh e kas acíhanomp. Roit díheomp outhan eur
guir gasouni ha varlercíh, ho paradoz benniget hon
digollo epad an eternite. AMEN.
.NPO
V
Var al Leziregez e kever Doue
óóóóóóó
Maledictus qui facit opus domini fraudulenter.
Malloz dían den ' zo lezireg e servich Doue.
VA BBEUDEUR HA VA CíHOAREZED KRISTEN,
Var pecíherien ' zo, Doue a bep amzer a dol malloz.
Kerkoulz, an dra-ze níeo tam diez da entent.
Hogen, en eur gregi e mí zarmoun, hirio, e lavaran
eur gomz kuezet a vuzellou Doue, hag a zo eur ger a
valloz : Maledictus !
Mez malloz da biou ? Díar re ho deuz troet kein da
Zoue ha ne reont mui fors diouthan ? Nann, va Breu-
deur. Mallos ! ive, dían dud hag en eur zervicha Doue,
níher zervichont nemet gant diegi : Maledictus qui facit
opus Dei negligenter.
Evit rei deocíh da anaout mad an diegi-ze, e lavarin
deocíh petra eo da genta. Goudeze, evit lakaat acíhanocíh
da ziwal diouthi, e tiskuezin deocíh pegen izel e tiskar
an den ha pegement e laka var var, hor zilvidigez.
*
* *
Dre an dud dieguz e servich Doue, ne ententan ket an
dud-se, re stank, siouas ! hag a zo en em roet dían dizurz,
.NHO
VAR AL LEZIREGEZ E KEVER DOUE 175
.NTO
en em verzet dían drouk-speret. Ne ententan ket ken-
nebeut an dud-ze, ha goude beza evet ar pecíhet evel an
dour, a zo diskennet var ar bazen izel-ze, hag eur vech
diskennet varnhi, an den bouzar, ouz komzou Doue, ne
ra mui van a netra, hag a deu da cíhoarzin goap, pa
gozeer díezhan deuz a varadoz pe ifern.
Ar seurt tud-se, ma roont cíhoaz eur merk benag a
religion, ního roont nemet evit ober evel ar re all, evit
miret, ive, da veza goude ho maro, taolet en douar evel
tud divadez. Beza int servicherien, nann da Zoue, mez
dían drouk-speret.
Dre eun den dieguz cíhoaz ne ententan ket ar griste-
nien-ze, hag en despet dího bolontez vad, a guez avechou
er pecíhet. Rag, níeo ket abalamour míeo stag ho cíha-
loun deuz an drouk eo e kuezont, mez abalamour, ken-
tocíh, díar zempladurez a zo e peb den, abaoue pecíhet
hon tad kenta Adam.
Eur rumm all a zo. Servicha ' reont Doue evit guir :
Facit opus Dei. Mez níher servichont nemet ervez ho giz
hag ho bolontez ha nann ervez bolontez an Aotrou
Doue. Heulia ' reont euz he lezen, ar pez a zo eaz ha
diboan, mez ar pez a gavont diez a loskont a gostez.
E leacíh en em rei da Zoue holl hag a greiz kaloun, e
zint, evel pa lavarfen, daouanteret etre Doue hag an
drouk-speret, etre ar mad hag an droug. Hirio, e vezint
da Zoue, díar vertuz, dían oberou mad ; varcíhoaz díar
bed, díhe blijaduriou, díhe gustumou fall. E leacíh en
em rei da zervich Doue gant prez ha gant mall, gant
plijadur ha laouenedigez, e tougont lezen an Aviel evel
.NHO
176 VAR AL LEZIREGEZ E KEVER DOUE
.NTO
eur beacíh pounner. Ne heuliont gourchemennou Doue
nemet evel en despet dezho, atao skuiz, prest da heana,
atao digaloun evel tud hag ho defe aoun da ober re,
evit plijout da Zoue. Ne cíhoulenfent ket guell eget mont
dían Env, mar gelfent tizout beteg eno eb en em zieza
re, eb kuitaat ho flijaduriou, eb rankout trecíhi an
techou fall euz ho cíhaloun, renons dezho ho-unan, dis-
prijout ar bed gant he gustumou hag he cíhoaperez.
Setu buez an den dieguz e servich Doue, buez mal-
heurus ha didalvoud evel ma zan da ziskuez deocíh en
eur achui.
*
* *
Griit ho silvidigez, gant spount hag en eur grena,
' lavar díheomp an abostol Sant Paol : Cum metu et tre-
more salutem vestram operamini. Da lavaret eo, evit ho
silvidigez, bezit atao var evez, atao soursiuz, atao var
aoun. Mez an den dieguz ne daol spled ebet deuz
kement-se. Komzit díhezan a binijennou ar zent, lava-
rit díhezan e zo, en ho zouez, meur a hini, ha goude
eur vuez rust ha poanius a deu, var ho guele a varo, da
grena gant ar spount araog barnedigez Doue. ę Oh! a
respounto deocíh, ne dalv ket kemeret kement-se a
boan. Me, ne glaskan ket kaout ar plas kenta er bara-
doz. Ľ Ha var digare, ma cíheuill, peurz-vad, gourcíhe-
mennou Doue, e kaf díhezan ober awalcíh. Henvel deuz
ar pharizian a gomz díheomp an Aviel divar he benn.
ó Me níoun ket evel ar re all, a lavare hennez, níoun ket
libertin, níoun ket laer : Non sum sicut cúteri homines ;
.NHO
VAR AL LEZIREGEZ E KEVER DOUE 177
.NTO
ober a raan aliez oberou mad : Jejuno bis in sabbato.
Ha var bouez kement-se setu hen kountant ha dizoursi.
Mez epad míher guelan o veva tranquil var he stad a
vuez, e seblant díin klevet Jesus-Krist o lavaret anezan
ar cíhomzou spountus-ma euz an Aviel : an den dieguz :
servicher fall : Serve nequam ; an den lurus : tra didal-
voud, mad da netra : inutilis servus... scribe : virum
sterilem : excide eum et ejicite in tenebras exteriores :
tennit holl diganthan ha taolit hen a goste e kreiz an
denvalijen.
*
* *
Hag e guirionez, ne cíheller ket var eun dro, servió
cha daou vestr dizhenvel, eme Jesus-Krist. En eur bli-
jout da unan e tisplijer díegile. Hogen, netra ken dizhen-
vel, evel Doue hag an drouk-spered, evel ar mad hag an
drouk. Eur follentez eo eta kredi, plijout en eur garet ar
pecíhet, da eun Doue hag a cíhoulen holl pe netra. ó
Cíhoant ho cíheuz da en em rei dían dizurz ? En em roit
dían dizurz, mez na esperit ket en eur hen ober, chomm
heb koll mignouniach an Aotrou Doue. Pecíhi marve-
lamant, zo koll he garantez : Qui peccavit in uno factus
est omnium reus. Doue na ginnig he varadoz nemet díar
re her cíhar, dreist pep tra. Hogen disprijout euz he
lezen eun dra hebken, an disterra, eo karet eun dra
all muiocíh egethan. Ha Doue neuze díhe dro, a lamm
diganheomp he vignouniach.
*
* *
Mez a lavarot, marteze, ne raan ket a gwal becíhejou
hag evit pecíhejou dister ne deuz ifern ebet.
12
.NHO
178 VAR AL LEZIREGEZ E KEVER DOUE
.NTO
Nann zur, her gout a raan, evit pecíhejou dister ne zeuz
ifern ebet. Mez her gouzout a raan ive, rag ar Spered-
Santel eo hen desk díheomp, an nep a zrisprij an traou
dister a guezo, a nebeut da nebeut, a izelaio a zeiz da
zeiz. Ar maro peuróliesa ne arru ket evel eun tarz kurun.
Da genta e santer ar galoun o cíhen em zarri, an nerz o
semplaat ; an halan a verra, an izili pella deuz ar galoun
a iena da genta ; dicíhano ar ienien en em zil dre holl,
ha pellocíh, ar galoun a jom a zav hag ar vuez a ia kuit.
Hogen, evit an ene e cíhoarvez ar memez tra. Da genta
' rear pecíhejou dister, a vihan e zear da vraz, a nebeud
da galz. ę Da genta, eme sant Bernard, ar pecíhet a vo
evidomp eur beacíh mantruz : Primum tibi importabile
videtur aliquid. Goudeze níher cíhaffomp mui ker poun-
ner : Judicabis non adeo grave. Souden her cíhavomp
skanv da zougen : Paulo post et leve senties. Prestik
goude níher zantimp tamm : Paulo post nec senties.
Varlercíh e raio hor plijadur : Paulo post delectabit.
Hag evel-se, a nebeut da nebeut ar galoun a deu da
galedi : Sic paulatim in cordis duritiam itur. Hag an ene
en em gav maro dirag Doue.
*
* *
Klask a rit, eme cíhoui, pellaad deuz ar pecíhet marvel.
Kristenien, kement-se zo mad. Mez níhe ket awalcíh. A
fors da gueza heb melkoni e pecíhejou dister, ho karan-
tez evit Doue ha karantez Doue evidocíh, a deuio da
zemplaat. Mont a raint da netra. Hag abars re bell, e
vefocíh e stad ar re, hag a lavar Jesus-Krist divar ho
.NHO
VAR AL LEZIREGEZ E KEVER DOUE 179
.NTO
fenn : ę Salo ' vijacíh bet brasocíh pecíherien : Utinam
frigidus esses ! Ľ O velet stad truezuz ho cíhene ho pije
neuze, marteze, en em gonvertiset. Eleacíh brema, en
em lakeat ma zocíh etre ar beo hag ar maro, en em goló
locíh heb gouzout deocíh hocíh-unan : Incipiam te voó
mere ex ore meo.
*
* *
Setu perak, poent ha tremen poent eo deocíh dizrei
euz ho Toue, cíhoui holl hag a zo lezirek en he zervich :
Hora est jam de somno surgere. Lakeomp, va Breudeur
ker, hor zilvidigez araog pep tra. Mez ar zilvidigez níher
graimp ket nemet poania a raffemp d'hen ober. Ha
poania, nann gant unan euz ar cíhoantegeziou dinerz-
se, ne deuont a benn deuz netra hag a zo leun an ifern
anezho, mez poania a zrevi ha koustet pe gousto. Kalz
a boan a gemeromp hag aliez poan gollet evit tremen
diouz an dud ha plijout díar bed. E servich Doue, sur,
ni a gavo ive, eur boan benag da cíhouzanv, eur groaz
benag da zougen. Mez ma tilezomp Doue, hor poaniou
a iel var gresk. Hag evel na gountint netra, e vezomp
malheuruz er bed-ma ha malheuruz ar bed all.
*
* *
Rak-se, ne ankounacíhaÔt ket ar gomz a lavaren en
eur gregi em zarmon hag a lavaran cíhoas en eur zis-
kregi : maledictus qui facit opus Dei negligenter : Milli-
get an den a vo lezirek e servich Doue !
.NPO
VI
Steuen eur zarmoun var ar Vesventi
óóóóóóóó
Cui vú, cujus fratri vú, cui rixa, cui fovea,
cui sine causa vulnera ? Nonne his qui com-
morantur in vino et student in calicibus
epotandis ?
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZED KRISTEN,
Ar pecíhed eo brasa koll an den. Ober a ra hor
malheur er bed all : ober a ra hor malheur er bed ma :
malheur hor cíhorf ha malheur hon ene.
Koulskoude, pep pecíhet na denn ket varnomp ker
bras ha ker bras kastiz... Unan a zo hag a ve lavaret zo
staget oud-han pep seurt kollou var eun dro. Hennez
eo ar vesventi.
*
* *
E peb parrez pa dremener e veler tavarniou e peb
korn. Ouz pep hini ' ve stag eur bod iliao. Mez evit
ober mad e ve red staga tri gleze : unan hag a laz an
ene, eun all hag a laz ar cíhorf, iecíhed, danvez, eun
trede hag a doull kaloun ar gerent.
.NHO
VAR AR VESVENTI 181
.NTO
*
* *
Kleze an ene.
Ar vesventi ' zo dreizhan heóunan eur pecíhet mar-
vel... Ha da heul ar vesventi e teu kalz pecíhejou all :
1į al luxur : venter mero ústuans despumat in libidines ;
2į an ourgouil, ha gant an ourgouil an touerez Doue ;
3į ar gual skuer...
Doue a grouaz pep tra evit an den. Mez an den he-
unan a zo krouet evit Doue : Omnia vestra sunt, vos
autem..., etc...
Red eo eta ober eun implij mad deuz ar pez a roaz
Doue díheomp. Ar mesvier a ra eun implij fall. Doue a
roaz ar prezeg díheomp... evit ma teujemp díhe veuli.
Ar mesvier a ra ar cíhontrol. Deuz he cíhinou na guez
nement sakreou, nondeou, malloziou, komzou goapus
a enep Doue, ar religion, ar veleien.
An heol, hiboud an dour, al laboused a veul ho
cíhrouer : Mez evel eun ograou a zoun heb gouzout e
soun. An den eo an ograouer karget da rei skiant dían
ograou. Ar mesvier níher gra ket. Diskiant eo evit ar
mad. Níhen deuz skiant nemet evit an drouk. Ar ves-
venti a zistruj en den, keit ha ma pad, skeuden, poltred
an Aotrou Doue.....
..... Eur vertuz a zo, kaer dreist ar re all : ar burete.
Venter mero astuans... Guelit ar mesvier, selaouit anezhan.
Divar ar bern teil deuz ar mintin e ve guelet o sevel eur
vougen vrein. Da heul an efach ne ve guelet nemet obe-
rou fall, ne ve klevet nemet komzou louz hag a verk ive
ar pez a dremen er galoun.
.NHO
182 VAR AR VESVENTI
.NTO
Er bed-ma, 'ma an traou a zo evelóhen : an eil a rank
plega díegile. Tud zo hag a rankomp plega díezho. Da
Zoue e rankomp plega, atao. Ar mesvier en em laka
huellocíh eget an holl, huellocíh eget Doue : ne ra fors
a netra.
Ar vesventi a zitro diocíh peb mad... Ar mesvier na
bed ket... he iliz eo an davarn, he Zone ar varriken.
Mar teu dían iliz e za dían davarn, prest goude, da goll
he beden... etc...
*
* *
Ar vesventi, kleze hag a laz ar cíhorf.
Ar vesventi ' goll ar iecíhed, a laz ar cíhorf. An dir
a zo kalet, hag an dir a uz ; ar mean níeo ket blod, hag
ar mean a uz. Korf an den níeo na dir na mean, penaos
e pad-fe ? ó Marcíh re zammet a bleg ; kar re garget a
dor : korf re leun a guez a blad.
Ha da heul he iecíhed e za ive iecíhed he vugale. Ar
re-ze níeo ket goad eo ho deuz en ho goaziet, an dud
keiz ! mez odevi... Traou fall peur-liesa, etc.
Goude ar iecíhed, ar vuez, e teu eur mad all great
evit hor souten : ar bara. Ar mesvier a lonk he vara, a
ra guall varcíhajou, a denn varníhan prosezou, en em
gannou... a gas he stal da stalik hag he stalik da netra.
Goasocíh eo eget an tan gwall. Dribi ' ra he zanvez
fount hag all.
Da heul an daou vad-ze e koll ouspenn eur mad all :
ar vesventi a goll enor an den.
Pa zellas ouz ar bed : Vidit Deus quod esset bonum.
.NHO
VAR AR VESVENTI 183
.NTO
Pa zellas ouz an den, vidit Deus quod esset valde bonum.
Hag e guirionez, kaer eo an den, sounn he benn, savet
gant he skiant dreist an holl draou all, savet huellocíh
cíhoaz dre he garantez hag he galoun..... Mez ar mes-
vier : Comparatus est jumentis insipientibus et similis
factus est illis... Maro he zaoulagad, pleget he benn,
kroummet he gorf, bihaneat he skiant, mouget he gaó
rantez : Comparatus est jumentis insipientibus. Izellocíh
zoken e tisken eget an anevaled. Al loen mud na ev mui
pa vez torret he zecíhet... Anavoud a ra he hent... ar
mesvier, nann. Guelit anezhan o tont deuz an davarn ;
erellat a ra var he dreid, ken teo eo he deod ma na ell
mui trei en he cíhinou, glaourenna ' ra, ne anavez evit
mont díhe di nag hent na guenojen hag aliez e cíhen
em daol he fos an bent bras.
*
* *
Ar vesventi kleze ar gerent.
Tad ha mamm, eur cíhrouadur a zo roet deocíh gant
Doue. Her sevel, her guiska, her maga ' rit. Cíhoui
lavar : ę divezatocíh e roio díin bara díhe dro Ľ... Nann,
mar díeo mesvier.
Pried iaouank, eun devez gant ho tourn cíhoui ' roaz
ho kaloun, ho tanvez dího pried. Cíhoui lavare ę va
zouten a raio, en he ser me vo eŁrus Ľ... Nann, mar
díeo mesvier.
Komzit kentocíh e mí leacíh cíhoui hag a cíhoar guel-
locíh petra eo beva gant eur mesvier...
.NHO
184 VAR AR VESVENTI
.NTO
Bugaligou baour, eun tad ho cíheuz, eur vamm ive ;
karget int gant providans Doue da daol evez ha da geme-
ret sourci acíhanocíh... Mez níher graÔnt ket, mar díint
mezverien.
*
* *
Abalamour da ze, petra da ober ?
1į Placíhed iaouank, ne gemerit ket evit goazet potret
iaouank hag ho pezo guelet mezo, eur veach hebken ;
2į Tadou ha mammou, beilla mad var ho pugale evit
na guezint ket er pecíhet-se ;
3į Mesverien, en em gonvertisit. Azalec hirio beteg
fin ho puez, dalcíhit da jomm heb eva.
AMEN.
* * *
.NPO
VII
Ar Mab prodig
óóóóóó
Sant Lukas. p. 15. g. 11.
VA BREUDEUR,
Tristidigez ha laouenedigez a zo hirio em cíhaloun :
Tristidigez : histor ingrateri ar pecíher : Laouenedigez :
histor madelez Doue ha pardoun an den ingrat.
*
* *
11. ó Eun den hen devoa daou vab.
12. ó Hag ar iaouanka anezho a lavaraz díhe dad :
ę Va zad, roit díin ar pez a zanvez a goupet ouzin. Ľ Hag
e rannaz he zanvez en-tre-zo.
13. ó Hag eun nebeut deveziou goude, ar mab
iaouanka, dastumet ganthan he oll beadra, a bartiaz
evit eur vro bell. Eno e tispignaz he holl danvez en eur
veva en dizurz.
14. ó Ha goude míhen devoa peur-zispignet he holl
vadou, e tiguezaz eur gernez vras ebarz er vro-ze. He-
unan e koummansas da zantout dienez.
.NHO
186 AR MAB PRODIG
.NTO
15. ó Neuze, e zeaz kuit hag en em lakeaz da zervi-
cher e ti unan euz ar vro. Hen-ma, her cíhasas, var ar
meaz, da ziwall ar mocíh.
16. ó Hag e cíhoulenne karga he gof gant ar pez a
jomme dilerc'h ar moc'h. Mez den na roe dezhan.
17. ó Mez hen, deuet ennhan he-unan, a lavaras :
Nag a bet servicher e ti va zad ho deuz ar pez a garont
a vara ha me a varv ama gant an naon !
18. ó Me a zavo hag a iel da gaout va zad hag a
lavaro dezhan : ę Va zad ! pecíhet e meuz a eneb an
Env hag en ho cíheneb.
Ľ 19. ó Ne doun mui din da veza galvet ho mab. Va
digemerit evel unan euz ho servicherien. Ľ
20. ó Hag hen sevel ha dont da gaout he dad. Evel
ma zedo cíhoaz pell, he dad her guelaz hag a zantaz
outhan truez. Diredet a reaz díen em daol en dro díhe
cíhouzoug ha díher briata.
21. ó Hag he vab a lavaras díezhan : ę Va zad, pecíhet
e meuz eneb an Env hag en ho cíheneb. Ne díoun mui
din da veza galvet ho mab. Ľ
22. ó Hag an tad a lavaras díhe zervicherien : ę di-
gasit a fŰ, he zae genta ha guiskit hen ha lakit díezhan
eur walen var he viz hag eur boutou en he dreid.
Ľ 23. ó Digasit eul leue a bouez ha lazit hen evit ma
raÔmp fest ha levenez.
Ľ 24. ó Rag ar mab ma díin a oa maro ha setu hen
asvevet. Kollet e voa ha setu hen kavet. Ľ Hag e reziont
eul lein vras.
25. ó Hogen, ar mab hena a ioa er park, ha pa dos-
taaz deuz an ti e klevaz ar zonerien hag al levenez.
.NHO
AR MAB PRODIG 187
.NTO
26. ó Hag e cíhalvaz unan euz ar zervicherien hag e
cíhoulennaz diganthan petra ioa.
27. ó Hag hen-ma lavaret dezhan : ę Ho preur a zo
erruet, hag ho tad hen deuz lazet ar brasa leue, rag ma
zeo distroet iacíh díar gear. Ľ
28. ó Hag ar mab hena mont droug enhan. Ne felle
ket díezhan mont en ti. He dad a zeuaz er meaz evit her
pedi.
29. ó Hag e respountaz díhe dad : ę Pegeit e zo níe
maoun me ket ouz ho servicha heb dizenti morse ou-
zocíh ? Mad, gueach ebet, ního peuz roet díin zoken, eur
cíhaorig evit rei eur fest da mí mignoned.
Ľ 30. ó Mez pa zeo distroet ar mab-se deocíh, goude
beza uzet he zanvez gant ar placíhed fall, ho cíheuz
lazet evithan a leue al larta. Ľ
31. ó Hag an tad a respountas : ę Va mab, te a jomm
ato ganhen. Kement a meuz a zo d'id.
Ľ 32. ó Mez red mad e zoa díin ober fest ha levenez.
Rag ar breur-ma díid a ioa maro hag a zo deuet da veo.
Kollet oa hag eo kavet, en dro. Ľ
*
* *
Petra zo kaoz ma ze ar mab prodig eat kuit euz a di
he dad ? Adolescentior... Iaouank eo, skanv ' benn...
techou fall, gwal gompagnugnez, cíhoant guelet bro ha
beva digabestr... ober he benn... taol a gostez gourcíhe-
mennou he dad.
Petra cíhoarvezaz goude ? ó Buez direol : vivendo
luxuriose. Dispignou foll : dissipavit substantiam : ó
.NHO
188 AR MAB PRODIG
.NTO
Gened, iecíhet, nerz he gorv, pedennou, sounjezonou
mad he speret, karantez mad e galoun ; óó Koll var
goll. Lavaret a ra ę pell e maoun. Den na guezo
mann. Ľ
Petra ziguezaz pellocíh ? Pascere porcos. Naonegez,
paourentez, dizenor... Mui a vignoned : den níhen darem-
pred var ar meaz... He speret zo spountet pa zell var he
lercíh, spountet ive pa zell en he raog... He galoun zo
mantret pa zounj en amzer dremenet, mantret pa zounj
en amzer da zont... Remorziou, mez, kaloun dinerzet.
Hag ar zounj deuz he dad a zeu dezhan. Mez eun tad
mad ! hag hen zo eur mab digar, digaloun ! Neuz forz,
lavaret a ra : Surgam et ibo...
*
* *
Ar pecíher zo henvel ouz ar mab prodig.
1į Kuitaat a ra ti Doue : goulen a ra he lod. Speret,
kaloun, korf, vertuziou, santimanchou mad, teneredigez,
buez divlam, kentelliou eun tad, eur vamm, eur cíhonfeó
sour mad, kuzuliou, aliou... Holl ho cíhas ganthan, senti
' ra ouz he galoun touellet, selaou mignoned treitour,
eur bed trubard, an drouk speret, cíhoant beva en he
roll... Iaouankiz a zo en he benn... Monet a ra.
2į Ha da beleacíh ? In regionem longinquam... Pell,
pell var hent ar pecíhed. Var an hent-se e zer buhan.
Abred e cíhen em gaver pell, hag abred ive e ve dispi-
gnet holl, madou, feiz, gened, vertuziou... Holl e zeont e
teuz tamm ha tamm.
.NHO
AR MAB PRODIG 189
.NTO
3į Ha varlercíh ó pascere porcos !... Gueach all mab a
di, karet, enoret... Hirio e renk al loened ar re zivaloa !...
Na kar, na mignon... Ar re ' reas ganthan he bask kenta
a zo pell. E maint e ti ho zad, e ti Doue : Hen a zo
etouez loened ha ne cíheller ket da henvel etouez an dud
honest. Dizesper a deu en he galoun pa zell var he
lercíh : pinvidik oa; e ma deut da veza paour-glez. Brema
píe kollet he feiz, kollet he cíhloanded hen deuz heuz
outhan he-unan. Ruzia ra gant ar vez... Pa zell araozan
eo spountet : ar baradoz níeo mui evinthan : an ifern, setu
he lod: sounjal a ra e Doue... Din eo a cíhourdrouzou...
Níeuz forz... Surgam et ibo.
*
* *
Ar mab prodig, evel a lavaren bremaÔk, a zistro. Petra
zo kaos díezhan da zistrei ? ó Oh ! gras Doue, a dra
zur. Evelkent, penn-kaos ive : 1į He-unan e ma : mui a
drouz, mui a zizurz, kuezet eo izel hag abalamour da
ze dilezet... pell e ma brema diocíh an okasionou fall,
diocíh ar guall skouer ; 2į Kouezet eo er malheur...
Poan gorv, poan speret... Difaziet eo ; 3į Sounjal a ra e
ti he dad... En he iaouankiz, en he zizurziou hirio, en
amzer da zont... Poan hirio, poan er bed all... Ha neuze
e lavar : Surgam ; 4į Distro prim ; ibo, hag e za. Ne
jom ket da cíhourlercíhi, da lavaret kenavezo en dro
dezhan. Aoun hen deuz da veza liammet a nevez...
Konvertiset eo.
*
* *
Distro ar pecíher a zo henvel deus hini ar mab prodik.
.NHO
190 AR MAB PRODIG
.NTO
1į Setu hen aze, ar pecíher paour he-unan, pell diouz
an Iliz, diouz Doue, diouz ar gristenien vad... Ama, er
mission, kelennadurez vad, pedennou, komzou Doue.
Ama e tigor ho speret, bevet eo a nevez ar feiz en ho
kaloun... Spountet ocíh... Sounjal a rit en Env, en
ifern, en ho puez gueach all, en ho puez hirio.
Petra e teuot da veza ? Lavarit ive ! Surgam, mez a
galoun ha var eŁn en hent, prim, didortil. Dilezit ho
gwall gamaradiach, ar re ho deuz ho kollet ha touellet
ha faziet... En em gonvertisit.
*
* *
Konversion ar mab prodik zo eur gonversion guirion.
Mont a ra... Keuz hen deuz en he galoun : Níoun ket
mui din da veza galvet ho mab, a lavar... Satisfia a raa :
trecíhi í ra ar vez, ar goaperez... Chenchet eo.
Pecíher, grit eveldhan, e guirionez, gant keuz, heb aoun
rag teodajou an dud fall, rag goaperez ar bed. Chenchit
ha selaouit petra cíhoarvezo.
*
* *
Ar mab prodig oa digemeret gant he dad, deuz ar
guella. Unanet voa gant he dad, lakeat ouz an daol,
great evithan fest, roet dezhan eur gwalen a noblanz...
pardounet, servicherien dindanhan... He vadou roet
díezhan... Karet, istimet, enoret... ar peocíh lakeat
adarre en he galoun.
Pecíher, Doue az gortoz. Sellet a ra píheur e teui...
.NHO
AR MAB PRODIG 191
.NTO
Pa cíhoulenni pardoun, e lavaro ę Eur viskamant nevez,
guiskamant he vadiziant da hen-ma. Ľ Roi a rei díid he
vignouniach, da veritou a ziagent, ti da dad : ar bara-
doz ; he daol : ar gommunion ; he vadou : ar vertuziou ;
tud dindanout : an elez da kuzuilla, da tifenn...
*
* *
Oh ! ma zo ama eur pecíher benag, eur mab prodig,
fuillet he vertuziou, kollet mignouniach Doue, deuet
paour... Oh ! ra gemero fizianz. Ma hen deuz aoun,
mez, enkrez, spount, oh! ra zelaouo mouez Doue : Buhan
ha buan eur zae neve !... Osculatus est eum... Kiit da
gaout eur cíhonfesour... hen ive zo eun tad... pardouni
a gar... Dizamma a rei ho koustianz ha taol a gostez
ho peacíh pounner.
Peden : O va Doue ! cíhoui, skoÔt var galoun ar
pecíher, cíhoui pedit, cíhoui dizallit, cíhoui tennit da
' vidocíh au ene-ze hag a zo drastet a zindan ar beacíh...
Grit ma vo, iviziken, fidel deocíh beteg ar maro.
AMEN.
* * *
.NPO
VIII
Var drugarez an Aotrou Doue
óóóóóóóó
Miserator Dominus, patiens et multum
misericors.
Doue zo madelezus, habask ha truga-
rezus meurbed.
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZET KRISTEN,
Holl hon deuz desket hag holl e kredomp ne maomp
bet lakeat er bed-ma, nemet evit savetei hon ene, pe
mar kavit guell evit gounid ar baradoz ha pellaat diocíh
an ifern. Holl ive, nemet en em fazia ' rafen, e karfomp
gellout lavaret : ę Va zilvidigez níeo ket ganhen lezet
var var ! Ľ
Ia, dibaot int, mar deuz zoken unan benag, dibaot
int en hon touez ar re, pa zellont ouz an Env, hag a
lavarfe : ę Baradoz va Doue, traou kaer a lenner divar
da benn; dudiuz oud meurbed, ha bras an eŁrusded a
danver ennhoud, neuz forz : evidon-me heb melkoni, a
lavar díid kenavezo hag a lez a greiz kaloun, va lod
ennhoud, gant a neb a garo. Ľ
Dibaot int, mar deuz nikun, ar re en eur zounjal en
ifern hag a lavarfe : ę An ifern a zo, var a glevan, eul
.NHO
VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 193
.NTO
leacíh skrijus sounjal enhan ; skrijusocíh cíhoaz ran-
kout chomm ebars. Kalz ho deuz klasket nacíh e ve
unan, e ve ker waz tra ha ma leverer, ha nikun beteg-
hen níhen deuz gallet hen diskouez ; neuz forz, ne fell
díin ober ha ne rinn ket eur gammad, hebken, evit distrei
divar-n-han ! Ľ
Holl eta, e karfemp pellaad diocíh an eil ha gounit
hegile. Mez, va Breudeur ker, evit mont dían Env, e
ranker da genta kemeret hent an Env, ha mar deuz lod
hag a laka mad ho foan evit kerzet gant an hent-ze, e
zeuz kalz all hag a gemer, gant ho goueziegez vad, eun hent
dishenvel. Lavaret ho deuz díar pecíhet : ę Sadí aze
kurunen venn va badiziant, promesaou va cíhenta
pask, levenez santel eur galoun bur ; dreb anezho an
eil goudíheben. Mez en distro, ro din ar plijadureziou
touelluz a ginnigez da nep a gerz var da lercíh ! Ľ Ha
brema setu int-hi, paour dirag Doue. Faziet int divar
ar guir roudenn ha divisket euz a gement a zo buez an
ene : Et pauper et cúcus et nudus.
Daoust, evelkent, hag ar rumm dud-ma a cíhell
cíhoas esperout ? Daoust ha Doue a otreo ankou-
nacíhaad an amzer dremenet, taol a gostez kement a
zizurziou ha rei a nevez flamm he vignouniach díhe
vugale difidel ?
Grit eta, va Breudeur ker, eur zell pis var ho cíham-
zer dremenet : pouezit e balanz an Aviel, stad ho kous-
tianz ha mar kavit var ho kaloun baour, eur pecíhet
benag bras pe vihan, kalz pe nebeut, taolit evez mad
ouz va cíhomzou. Euz ar pecíher, e guirionez eo e teuan
13
.NHO
194 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE
.NTO
adarre da gozeal. Nann mui evit her spounta, dre
cíhourdrouzou an Aotrou Doue en he eneb, mez evit la-
varet dezhan : ę Va breur paour, va cíhoar ger, pecíhed
ho cíheuz ? Gwaz a ze, guir eo. Ho pezet fizianz kouls-
koude. Pardoun a zo cíhoaz evidocíh. Rak Doue a zo
madelezus, habask ha trugarezus meurbed : Patiens et
multum misericors. Ľ
Evit hen diskouez deocíh, ne meuz ken da ober,
nemet displega dirag ho taoulagad, ar pez a anavezit
ho cíhunan: ober deocíh guelet petra eo bet ha petra eo
cíhoaz e kever ar pecíher Doue an Tad, Doue ar Mab,
ha Doue ar Speret Gl‚n.
*
* *
Petra eo Doue an Tad e kever ar pecíher ?
Va Breudeur ker, her gouzout a rit, Doue eo hen deuz,
heb goulenn ouzomp, tennet acíhanomp a netra ha
galvet díar vuez. Dindan boan eta da veza eun Doue
fallagr, digar ha didruez, ne dle ket hor beza krouet evit
hor lakaat reuzeudik. Da betra teuler acíhanomp er bed,
ma na dlefomp gortoz evit hon lod, nemet tristidigez var
an douar ha kastiz en tu all díar bez.
Mez ive, va Breudeur ker, níeo ket evit hon drouk eo
e zomp bet lakeat er bed-ma. Doue a glaskaz er penn
kenta 'n amzer hag a glask cíhoaz hirio en deiz, ma
vemp holl eŁruz, eŁruz hed hor buez, eŁruz goude hor
maro. Ar pecíhed eo a zo deuet da freuza he labour,
da gontrolia he vennoz : Deus a primordio, tantum bonus.
Hano Doue, he hano mad eo : Karantez: Deus cha-
.NHO
VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 195
.NTO
ritas est. Ar pez a gavomp enhan da genta, eme Dertu-
lian, eo ar vadelez : Prior bonitas secundum naturam.
Hag evit beza mad níhen deuz ken da ober nemed senti
ouz pleg he galoun. Mar teu avechou da cíhourdrouz da
skei, ni ha ni hebken, eo a zo ar penn kaoz a gement-se
dre hor dizentidigez. Ni eo hen laka evel en despet
díezhan da ankounacíhaad he drugarez. Ne cíhourdrous,
ne sko nemet pa rank gourdrous ha skei : Severitas pos-
terior secundum causam. Dre natur, mad da vella ; Ocíh
red leal ha just : setu petra eo evidomp an Aotrou Doue :
De suo optimus, de nostro justus.
Eun dra a cíhoulen ouzomp : goulen a ra ma her
cíhemerimp evit hon tad : Pater noster. Hogen, va
Breudeur, goud a reomp petra eo eun tad.
Eun tad, eun tad e guirionez, din euz an hano a zoug,
a veler atao : da genta, pa sko o skei ar skanva taol
ma cíhell hag a laka remed e kichen ar gouli ; 2į a
cíhortoz abars skei : esperout a ra ha lavaret : marteze,
e tistroio ; 3į klask a ra abars skei, an tu da cíhelloud
pardouni. Ha pa gav an dro da bardouni, e ro atao par-
doun. Mar teuit da glask abeg er vadelez a ziskuez e
respounto : ę Petra fell deocíh cíhoui ? krenvocíh eo an
dra-ze evidon : he dad ounn hag ar goad níeo ket evit
mankout. Ľ
Mez, va Breudeur ker, daoust ha Doue hen deuz en
em ziskouezet en hor cíhever evel eun tad tener ha tru-
garezus ?
Evit kaout ar respount, digoromp al leoriou sakr, rag
ennho eo e kavomp merket oberou Doue e kever an
.NHO
196 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE
.NTO
den. Mad, kristenien, ennho, el leoriou-ze, pa ho digo-
ran, e velan Doue o kastiza, e velan Doue o pardouni
hag o tigas he vab he-unan evit hor prena.
*
* *
Doue o kastiza.
Va Breudeur ker, eun tad hag a gastiz he vugale a
cíhell beza trugarezuz e diou fesoun : 1į Pa lak an taol
a ro, da veza skanva ma cíhell ; 2į Pa cíhortoz ha pa
cíhourdrouz pell hag hir araog kastiza.
Hogen, Doue en hor cíhever a ra an eil hag egile. A
gement-ma an testeniou ne vankont ket.
Adam hag Eva a ioa ganthan lakeat da rÍn var an
holl draou krouet. Hag en distro euz he holl vadoberou
ne cíhoulenne nemet eun dra : ma hen anavezient atao
evit ho mestr. Var ho zro, pep tra a ioa evitho nemet
hebken, eur frouezen difennet. Skanv meurbed hag eaz
da viret oa eun hevelep difenn. Ha koulskoude, torret e
voue. Ha Doue a rank kastiza he grouadurien dizent.
Mez abarz skei, guelit gant pegement a druez e klask ho
lakaad da anzao ho fecíhed ha da cíhoulen pardoun evit
ma cíhello skanvaat an taol. ó ę Adam, e peleacíh e
maoud-te ? ó Kredet e meuz e ranken mond da guzat
a zirazocíh. Drebet e cíheuz eta ar frouezen difen-
net ? ó Ar cíhroeg ho cíheuz díin roet eo he deuz díin
kinniget hag e meuz kemeret. ó Perak, Eva, e cíheuz-
te great eun hevelep tra ? ó An aerouant eo hen deuz
va zouellet a respountaz Eva, díhe zro. Ľ
Eleacíh anzao ho faot, e leacíh kueza dían daoulin e
.NHO
VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 197
.NTO
klaskont en em zizamma. Adam a damall Eva. Eva a da-
mall an aerouant : Doue a rank eta kastiza. Rak ne cíhou-
lenner ket zoken, pardoun outhan. An taol a zo pounner,
rag Doue níhen deuz kavet netra da zinerza he vreacíh
na da ziarbenn he zourn ; koulskoude var ar gouli a ra,
evit hen distana muia ma cíhell, e laka eur bromesa
leun a esperanz : ę Acíhanocíh, emezhan da Adam ha
da Eva, e tle genel unan hag a flastro he benn dían
aerouant. Ľ
*
* *
Abars skei Doue a cíhortoz.
Pemzek kant vloaz a ioa tremenet abaoue krouidigez
ar bed, ha Doue o cíhober eur zell, var an douar, gue-
led an dizurz o vont atao var gresk. Hag hen kaout evel
keuz da veza great an den. Ober a ra peden var beden,
gourdrouz var cíhourdrouz. Epad kant vloaz e talcíh he
zourn savet abarz lezel an taol da gueza, henvel ouz
eun tad ha ne sko nemet a gueuz-kaloun. Keit ha ma
cíhellaz esperout, gueled an dud o cíhanavezout ho
dallentez, e cíhortozaz ha ne díeo nemet pa ho cíhavaz
kaledet en ho fallagriez, e tigasas an dour beuz da
weledi an douar.
*
* *
Abarz skei Doue a glask eun dra evit diarbenn an
taol a ro.
Eur gear fall, Sodom he hano, a skuize an Env dre
he dirollou mezus. Abraham an den mad, hen devoue
anaoudegez deuz ar pez a dlie cíhoarvezout. Hag hen
.NHO
198 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE
.NTO
lavaret da Zoue : ę Daoust ha koll a reot-hu an den
mad da heul an den fall ? Ha ne espernafacíh cíhoui ket
Sodom en abek da hanter-kant den mad, ma vent kavet
ebarz ? ó Evit-ho, a lavar an Aotrou Doue, me a es-
perno kear. ó Ha ma ne gavan nemet pemp ha daou-
ugent ? ó Me ' esperno kear abalamour díezho. ó Ha
ma ne gavan nemet tregont, ugent ? ó Evitho e par-
donin. ó Me ho ped, o va Doue, a lavaras cíhoas
Abraham, ne gemerit ket a gaz ouzin ma raan deocíh
eur goulen all : ma ne gavan nemet dek ? ó Ha Doue
' respount : abalamour da zeg me ne zistrujin ket kear
Sodom.
*
* *
Evit eta pardouni díar percíher, Doue na cíhoulen
nemet eun dister a dra. Ha kerkent ha ma vel e zeuz
tro da bardouni, pardoun a ro ker buan.
Selaouit kentocíh.
Cíhoarvezoud a reaz, ma komzaz Doue ouz Jonaz en
eur lavaret : ę Sao, ha kea da Niniv ha lavar dezhi euz
ma ferz : Da fallagriez a zo pignet beteg ennhon. Ha
Jonas mont ha sevel he vouez e kreiz kear ha lavaret :
ę Cíhoaz daou-ugent devez ha Niniv a vezo distrujet :
Adhuc quadraginta dies et Ninive subvertetur. Ľ
Ha ker buhan, an holl bihan ha bras a iunaz, a reaz
pinijen en eur lavaret : ę Piou cíhoar ha ne bardouno
ket díheomp an Holl-Cíhalloudek ? Marteze, e lezo he
zrouk da zistana ha ne vezimp ket kollet. Ľ Ha Doue, e
guirionez, pa ho guelaz distroet, a gemeraz outho truez
.NHO
VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 199
.NTO
ha ne reaz ket díezho ar pez a ioa bet en he zounj kenta.
Ha Jonas, da cíhortoz ar pez a dlie cíhoarvezoud gant
kear, en em dennaz var eur menez, ha sevel eno eun
disheolien evithan. Doue ' lakeaz eun iliaven da zevel
ha da bignad evit para an heol divar he benn. Jonaz pa
her guelaz hen doa outhi eur joa vras. Dían noz var-
lerc'h Doue ' zigasas eur prenv hag a lazaz anezhi. Jonas
en em glemmas ouz Doue. Ha Doue lavaret : ę Ha tro
he cíheuz-te díen em glemm evit eun iliaven ha níeo díid
koustet netra... ha me ne cíhellin ket distruja kear
Niniv e leacíh ma zeuz kement all a grouadurien ? Ľ
Mar fell deocíh, eun dra all sklerrocíh cíhoaz, evit
diskuez madelez Doue e kever ar pecíher, selaouit sant
Lakas.
Eun den, emezhan, hen devoa daou vab. Hag ar
iaouanka lavaret díhe dad : ę Va zad, roÔt din ar pez a
dle digwezoud ganhen evit va lod euz an danvez ho
cíheuz. Ľ Hag an tad rei. Hag ar mab, gant kement a
zigweze ganthan, mont da eur vro bell. Eno e neubeut
amzer e tispign he holl arcíhant. Neuze, a binvidik,
kuezet er brasa dienez, e klaske terri he naoun gant ar
boued a veze taolet díar mocíh ma zoa karget dího
zigwall. Distroet ennhan he-unan e lavar : ę Nag a bed
mevel e ti va zad, ho deuz pep tra ervez ho cíhoant, ha
me í rank ama, glaouri gant an naoun. Sevel a rin ha
mont beteg va zad, ha díezhan e lavarin : Va zad, pecíhed
e meuz a eneb Doue hag en hocíh eneb. Níoun mui din
da veza galvet ho mab. Va cíhemerit evel unan euz ho
servicherien. Ľ
.NHO
200 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE
.NTO
Pe seurt digemer a raio an tad díar cíhrouadur hen
deuz, en desped díhe zaelou, díhe bedennou, díhe vleo
guenn, dilezet anezhan ?
Ar mab a ioa cíhoaz pell, pa velaz he dad anezhan o
tont. Hag he galoun tenereat gant an truez, e red díhe
gavoud hag en em daol en dro díhe cíhouzoug evit her
briata.
Va Breudeur ker, poezomp mad ar cíhomzou-ze. Ar
mab prodig zo cíhoaz pell ; paour eo, guisket fall. Eun
all níhen divije ket hen anavezet. Lagad an tad a zo
lemmoc'h, kaloun an tad a zo buhanoc'h d'en em
domma. An tad a red ; mall hen deuz díher starda var
boull he galoun.
ę Va zad, eme ar mab ankeniet, pecíhet e meuz. Níoun
mui din da veza galvet ho mab. Ľ Hag an tad, heb her
zelaou, lavaret díhe zervicherien : ę buhan ha buhan,
digasit he zae genta ; lakit var he viz eur bizou hag eur
boutou en he dreid hag aozit eur fest bras, rag va mab
a ioa maro ha setu hen beo a nevez ; kollet oa ha setu
hen kavet : Perierat et inventus est.
Va Breudeur ker, setu aze dindan hano eun tad a
famill, poltred an Aotrou Doue. Holl e zomp he vugale.
Mez ni ive, goude beza bet karget ganthan a vadoberou
a zeu avechou díen em skuiza, díen em inoui en he di.
Goulenn a reomp ar pez a ziguez ganheomp evit hon
lod hag e troomp kein díhon tad karantezus. Mes abred
an dienez a dosta : sklabeza, guerza reomp sae venn
hor badiziant ; ha varlercíh an naoun a zeu abred.
Klask a reomp hor plijadur etouez ar pez a zo a heuzusa
.NHO
VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 201
.NTO
var an douar ha den na roio mui díheomp ar blijadur
dismegansus a cíhoulennomp.
Mez Doue hor ged : Ennhomp e sounj noz-deiz. Pi-
gnat a ra, evel pa lavarfen, var lein eur menez evit gue-
let a bell, ha pa zilocíhomp evit distrei outhan e tired
var an hent, evit hon starda etre he ziou vreacíh. A nevez
e ro díheomp hor meritou a ziagent gant ar memez renk
en he garantez.
*
* *
Douget e vemp da gredi, va Breudeur ker, ne cíhell
ket trugarez Doue mont pellocíh evit mad ar pecíher
paour. Ha koulskoude, lenn a raan e sant Paol, souezusa
komz e meuz kavet beteg henn : Sic Deus dilexit mun-
dum ut filium suum unigenitum daret : Doue hen deuz
karet kement ar bed míhen deuz roet evithan he vab
unik.
Pa zeu eun den da mí cíhaout, pa grog em dourn ha
pa lavar : kountit varnhon-me : goulennit hag po pezo,
e peb amzer, ar pez ho pezo cíhoant, ne gemeran ket
atao re vraz fisianz : great e vez kement a bromesaou
disleal, roet e vez ken aliez falz-merkou a vignouniach !
Mez pa velan eun den o rei díin hag he amzer hag he
boan, o ranna ganhen kement hen deuz he-unan, me a
lavar : ę Er galoun-ma níeuz mui a drubarderez ! Ľ
Dreist holl, ma níhen deuz an den-ze nemet eur mab ha
ma lavar evelkent : beteg henn, e cíheuz aliez mantret va
cíhaloun ; mez truezus eo da stad ; dre da nerz da-unan
ne cíhellez ket en em denna a boan ; va mab hebken, a
.NHO
202 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE
.NTO
zo galloudus awalcíh evit da zizamma ha rak ma fell
díin kousto pe gousto da velet eŁrus, va mab a roÔn evit
da brena.
Va Breudeur ker, goude eun hevelep komzou, níeuz
mui da respount nemet eun dra : kredi a raan e zeuz
ouzin eur guir druez ha fizianz e meuz.
Guelomp eta, ha mab Doue a zo deuet e guirionez var
an douar evit savetei ar pecíher.
*
* *
Eun devez, daou zen a iea var droad etrezek kearik
vihan Bethlehem. Rak ma zoant paour ne gafjont lojeis
e nep ti. Evit tremen an noz en em dennjont en eur
cíhraouik hanter zisto. Eno, var eur vriad plouz, e teuaz er
bed eur cíhrouadurik hanvet Jesus. Pevar mil bloaz a
ioa míher gortozet. Genel a ra, mez he genvroÔz níhen
anavezont, níhen digemeront ket. A ziocíh he gavel, avad,
Elez ar baradoz a ro da glevet ar gomz vad, ar cíhelou
eŁrus : Gloar da Zoue er penn huella deuz an Envou ha
var an douar peoc'h d'an dud a volontez vad : eur
Zalver a zo, hirio en deiz, deuet er bed...
Daoust ha Jesus-Krist hen deuz e guirionez digaset
da vir kelou eŁrus an Elez ? Daoust ha bet eo eur guir
Zalver evit ar pecíher paour dreist holl ?
Va Breudeur, anaout a raan daou alcíhouez hag a
cíhell digeri kaloun an den ha ro díin an dro díher
studia ervad : ar cíhomzou hag an oberou.
Setu cíhoui aze, dirazhon. Keit ha ma na livirit ger,
dreist holl keit ha ma na rit netra, ne cíhellan ket gou-.
.NHO
VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 203
.NTO
zout petra ocíh. An dianveaz acíhanocíh : ho liou, ho
ment, ho kobari a anavezan, guir eo. Ho kaloun, ho
santimant, ho sounj, ho mennoz a jomm kuzet ouzin.
Evidon ho tiabarz a zo evel eul leor sarret ha na cíheló
lan ket da lenn. Mez kerkent ha ma komzit, dreist holl
kerkent ha ma rit eun dra benag, ho komzou, ho cího-
berou a zo díin ; gantho e tigoran ho kaloun, dreizho e
cíhellan lenn en ho cíhene : ivizÓken e cíhellan ho studia,
ho cíhanaout.
Hogen, va Breudeur ker, Jesus-Krist hen deuz komzet,
oberou hen deuz great ouspenn. Diou cíhoulaouen a zo
en hon dourn evit her guelet e cíhiz ma e ma ha gouzout
mad petra eo.
*
* *
Ha da genta poezomp he gomzou.
ę Níeo ket, emezhan, eun den iacíh hen deuz izom a
vidisin, an den klanv an hini eo, rak-se, deuet oun da
c'hervel, nann an dud dibec'h mez ar bec'herien : Non
veni vocari justos sed peccatores. Ľ
Ha gant aon ma ve tamallet e lavar kement-ma :
ę Piou acíhanocíh, kant penn danvad díezhan, ma hen
deuz kollet unan anezho, ne guitaio ket an naontek ha
pevar ugent a jomm evit mont da glask an danvad
dianket. Ha pa hen devezo her cíhavet her lakaio gant
joa var he ziou skoas ; ha digwezet er gear e cíhalv he
vignouned hag e lavar: ę Kemerit perz em levenez. Rak
kavet e meuz va danvad dianket. Ľ
Mad, eme hor Zalver, me a lavar deocíh e vezo en Env
.NHO
204 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE
.NTO
brasocíh plijadur, o velet eur pecíher o tistrei, e cíhober
pinijen, eget o velet e kendercíhel mad, naontek ha pevar
ugent ha ního deuz izom hebed da ober pinijen.
ó ę Ha pet gueach, eme sant Per, dezhan eun droat,
peb gueach e rankin-me pardouni. Ha beza vezo hen
beteg seis gueach ? Ľ ó ę Ne meuz ket lavaret deocíh, eme
Jesus, betek seiz gueach, mez beteg seiz gueach ha tri-
ugent seiz gueach : Septuagies septies ; ken aliez a ma
cíhoulenno ar pecíher pardoun, rak, emezhan cíhoas,
eun devez all, níomp ket deuet evit koll, evit savetei,
an hini eo. Ľ
Mez, hen anzao a raan, komzou eun den níint avechou
nemet eun alcíhouez faoz, eur cíhoulaouen fazius. Ar
sklerra goulaouen eo an oberou.
*
* *
Poezomp eta, oberou Jesus-Krist.
Divar benn hor Zalver, pell araog he cíhinevelez e zo
bet lavaret ar gomz-ma : ę Ne beur-dorro ket ar gorzen
hanter-bleget ha ne vougo ket ar vouchaden gozik
maro. Ľ
Varlercíh he dremenvan eur gomz all a ra poltred he
vuez: Pertransiit benefaciendo : tremenet hen deuz en
eur ober vad. Ha setu e guirionez, petra eo bet Jesus-
Krist.
Ar Skribet hag ar Pharizianet, a zigasaz dirazhan, eun
devez, eur cíhroeg surprenet en avoultriach hag a lava-
raz ę Mestr, lezen Moizez a lavar e ranker he laza a daoó
liou mein. Ha cíhoui, petra lavarit ? Ľ Ha Jesus en em
.NHO
VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 205
.NTO
stoued da skriva gant penn he viz var an douar. Evel
ma kendalcíhent da cíhoulen, hor Zalver sevel he benn
ha lavaret : ę Taolet oudíhi ar mean kenta an hini
acíhanocíh a zo dibecíh. Ľ Hag en em stouaz adarre da
skriva evel diagent. Hag ar re-ma en em denna kuit, ar
re gosa da genta. Ha Jesus chomet he-unan, sevel he
zaoulagad ha lavaret : ę Petra eo deut da veza ar re '
cíhoulenne ho maro ; nikun níhen deuz ho kondaonet. Ľ
Hag hi respount : nikun, Aotrou. Ha Jesus lavaret :
ę Na me, kennebeut, ního kondaonin ket, kiit ha na
becíhit mui : Vade et jam amplius noli peccare. Ľ
Ha pa gav ar pecíher kaledet en he zizurz he galoun
a rann gant glacíhar.
Digwezout a reaz díezhan, díar mare-ze, tostaad ouz
Jerusalem. Ar guel euz a gear-benn pobl Israel a ziga-
saz dezhan da zounj euz a vadoberou an Aotrou Doue
en he cíhever hag euz he dianaoudegez e kever Doue.
Neuze e skuillaz varnhi daŽlou en eur lavaret : ę Jeru-
salem, Jerusalem, te hag a laz brofeted, na pet
gueach na meuzóme ket klasket dastum da vugale evel
ma tastum ar iar he laboused vihan dindan he eskel ha
níeo ket falvezet ganhez. Ha brema, rag ma zoud
dizounj ha dall e chommo da diez goullo : Ecce relinque-
tur vobis domus vestra deserta. Ľ
Eur merk all a drugarez a cíhelle Jesus-Krist da zis-
kuez evit ar pecíher. Hen diskuez a ra.
ę Va Zad, emezhan, ního cíheuz ket digemeret mad ar
sakrifisou great beteg-hen. Níoant ket a bouez diocíh ar
pecíhet. Mad, setu me ama : Ecce venio. Ľ
.NHO
206 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE
.NTO
Hag e guirionez goud a rit petra zo cíhoarvezet. Eun
devez Jesus-Krist a zo skourjezet, kurunet a spern,
tachet var eur groaz. Var nez mervel e sao he zaoula-
gad varzu an Env hag e lavar : ę Va Zad, ó Ű va Zalver,
Ľ ha mond a rit-tu da rei malloz díar pecíher, da cíhou-
Ľ lenn ma kuezo var he benn an oll boan hen deuz great
Ľ deoc'h ? ó Va Zad, pardounit-hi rag ne cíhouzont ket
Ľ petra ' reont : Pater ignosce illis... Va Zad ! ho mab,
Ľ ho mab var he dremenvan eo a bed ac'hanoc'h ; eur
Ľ c'hras a c'houlenn abars mervel : pardounit hi. Mer-
Ľ vel a raan dre ho daouarn, guir eo ; ingrat int, her
Ľ goud a raan. Neuz forz, pardounit-hi, nann evitho
Ľ mar kirit, mez evidon-me. Kemeret e meuz ho fecíhe-
Ľ jou e mí hano va-unan ; paet e meuz ho dle ; evitho
Ľ pardoun ! ne ouzont ket petra reont. Ľ
Va Breur paour, va Cíhoar ger, abarz doueti a dru-
garez Jesus evidomp, rostomp da genta kraou Beth-
lehem, taolomp en tan leor an aviel, diskaromp kroaz
ar Cíhalvar ! Neuze, mes neuze hebken, e cíhallimp
lavaret evel KaÔn : ę Re vraz eo va fecíhed evit gallout
cíhoaz beza pardounet ! Ľ
En em fazia í raan, va Breudeur ker. Rak goude keme-
ret evit netra, teuler a gostez kement ho deuz Doue an
Tad hag he Vab Jesus-Krist great evit ar pecíher e
chomm cíhoaz en he zav eur merk all a drugarez.
*
* *
Va Breudeur ker, Doue an Tad a roaz díeomp Jesus-
Krist evit savetei hon eneou. Ha Jesus-Krist peur-baet
.NHO
VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 207
.NTO
ganthan ar boan dleet díhor pecíhejou a lezaz er bed-
ma, var he lerc'h, he iliz santel karget ganthan da ober,
en he cíhoude, ar vad a reaz he-unan etouez an dud.
Oh ! her goud a raan, tamall a rear an iliz katolik.
Ober a rear díezhi brezell. Ha koulskoude, pa studian
anezhi mad, e velan níeo bet savet gant Doue ha níeo
ganthan dalcíhet en he zav, nemet dre druez ouzomp.
ę Mean eo da hano ha var ar mean-ze e tiazezin va iliz
Ľ hag holl cíhalloud an ifern na zeuio ket a benn díhe
Ľ zrecíhi Ľ, a lavaras Hor Zalver, eun devez,da zant Per.
Eun den eta, eun den choazet gant Hor Zalver he-
unan : Lavaromp he hano mad, eur beleg eo a zo lakeat
e penn an iliz. Hag en iliz-se, ar belek hen deuz tri blaz,
tri labour dishenvel.
Da genta, setu hen ouz an aoter. Eno dre nerz he
gomzou, Jesus-Krist a zeu bemdez da renevezi evit mad
an den, ar zakrifis a reaz evidomp euz he vuez var
groaz menez Kalvar. Bemdez divar an Aoter, ar beden
a bardoun, a bign varzu an Env.
Dían eil, setu hen er gador brezek. Meur a gador zo
var an douar. Kador-brezek an iliz he deuz eun hano ha
ne cíhell kador all hebed da cíhoulen : hanvet eo kador
ar virionez. Eno, er gador-ze, eo e tesker, kaer ' zo la-
varet, ar guir skiant dían den. Ennhi eo e teuer díhen
difazia pa vez bet dihenchet gant komzou faziuz ar bed.
3į Eur plas all a zo, ar gador gofez. Diouthi, her
goud a raan, eo deut ar cíhiz da bellaat. Ennhi, kouls-
koude, eo e teu Doue da ziskuez d'ar pec'her paour he
vrasa madelez. Eur beleg, petra eo ? Evit ar cíhenta
.NHO
208 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE
.NTO
guel, eun den evel ar re all. Mez, var bal he zourn, e
zeuz lakeat gant Doue eur galloud ha níhen deuz ket he
bar : ę Ar pez ho pezo pardounet, pardounet e vezo ; ar
pez na bardounot ket a jommo heb kaout pardoun :
Quodcumque ligaveris super terram erit ligatum et in cúlis ;
quodcumque solveris super terram erit solutum et in cúlis.
Ar beden, ar virionez, ar pardoun, setu eta ar pez a
ra kurunen ministred Jesus-Krist. Ha dího heul evit ho
ren hag ho harpa, e ma speret Doue he-unan, rak speret
Doue a sklerijen an iliz.
*
* *
Eur ger cíhoaz abarz achui.
Diez eo da eur cíhrouadur en em guzat ouz eur vamm
dener : diesocíh eo díar pecíher en em guzat ouz Doue.
Pecíhet ho peuz ? Ker buhan ar Speret-Santel a laka
eun drean en ho kaloun. Ho pikad a ra en deiz, dreist
holl, ho pikat a ra en noz. Atao e ma o vrouda, o toulla,
o lavaret : Inique egisti.
Pa velit, óó ha gueled a rear cíhoaz, tud all o kender-
cíhel mad, óó eur vouez e korn ar galoun a lavar : eun
amzer ' zo bet, e zoaz henvel outho. Perak, hirio, ne
cíhellez-te mui ar pez a cíhell hen-ma hag hounnont :
Cur non potuero quod isti, quod istú ?
Arvesti a rit eun den var he dremenvan ? Abarz
mervel e cíhastenn deocíh he zourn hag e lavar :
ę Kenavezo er baradoz ! Ľ Komz dudiuz evit eun den
mad, mez eun taol kleze evit ar pecíher paour. Doue a
nevez a ra eur stok var boull he galoun.
.NHO
VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 209
.NTO
E maocíh e tal eur bez digor ? Trouz an douar o
kueza var an arched a lavar : ę Varcíhoaz díid te ! Ľ
Varcíhoaz ar maro, varcíhoaz ar varn, varcíhoaz mar-
teze an ifern. Mouez ar Speret-Santel o skei adarre var
galoun ar pecíher.
Va Breudeur ker, níeuz forz eta, petra ve bet ho puez
araok hirio, hag e ve abaoue kalz bloaveziou louedet ho
koustians gant ar pecíhed, hag e ve niver ho tizurziou,
brasocíh evit niver bleo ho penn, lavarit gant fizianz
eur gomz, unan hebken : Surgam et ibo. Ia, savit gant
kouraj ha kÓt a greiz kaloun díen em strinka ecíhars
treid Doue an holl cíhrasou, evit ma kavot trugarez :
Ut misericordiam consequamur. Mari-Madalen a zo bet
pardounet, al laer deou a zo bet selaouet, deocíh cíhoui
ive, esperanz zo roet.
O va Doue, ma zo ama pecíherien hag ho defe disfi-
zianz euz ho madelez, sklerijennit ho speret, teneraÔt ho
cíhaloun, grit dezho anaout níeuz, pell diouzocíh, nemet
anken ; anaout e ma en ho kichen ar guir eurusded.
Grit ma lavarint : Peccavi : pecíhet hon deuz ! Ha me,
o va Doue, me en ho c'hano a lavaro da m' zro : par-
dounet ocíh. AMEN.
* * *
14
.NPO
IX
Prezegen var ar Maro
óóóóóóóó
Hśc dicit Dominus : Dispone domui tuś,
quia morieris tu et non vives. (IsaÔ. 18. I.)
An Aotrou Doue a lavar evel-henn : Lakit
urz en ho tiegez, rag mervel a reot ha na
vevot ket.
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZED KRISTEN,
Ar bed-ma na díeo evidomp nemet ar pez ma zeo evit
eur beachour, en eur vro estren, eul lochennik roet
díezhan evit tremen eun nosvez. Pa darz an deiz an
divroad a lavar : ę Sklear awalcíh eo da vale ! Ľ Hag
heb koll he amzer o sellet ouz ar cíhoudoren ma hen
deuz ennhi kemeret he gousk, e krog en he benn-baz
hag en em laka en hent evit tostaat ouz he vamm bro.
Eveldíhan, va Breudeur, ni a zo beachourien o vont a
dreuz eur vro estranjour, varzu hor guir vro. Kerzet a
reomp euz an amzer varzu an eternite, euz an douar
varzu ar bed all.
Mez aliez, re aliez siouas, e tiguez díheomp staga hor
cíhaloun ouz ar pez a gavomp var hon hent, chomm
gantho da goll hon amzer hag ankounacíhaat penn hor
.NHO
VAR AR MARO 211
.NTO
beach ; henvel e kement-se euz bugaligou dizounj a
veler bepred o cíhourlercíhi pe o kuitaad ar venojen
evit kutuil bleuniou didalvoud.
Setu perak, e teuan hirio, evit ho tistaga guella ma
cíhellin diocíh madou egoll ar vuez-ma hag ho lakaat
da zercíhel atao ho taoulagad troet varzu an Env, da
lavaret deocíh ar pez a lavaraz gueach all, ar profet
Isaias da Ezechiaz : ę Lakit urz en ho tiegez, rak mervel
a reot ha ne vevot ket : Dispone domui tuś quia moó
rieris tu et non vives. Ľ
E tri cíher : ó mad eo sounjal er maro ; ó mad eo
en em brepari díar maro ; ó mad eo gouzout petra eo
ar maro : Setu ar gelennadurez-ma.
*
* *
Mad eo sounjal er maro.
Va Breudeur ker, evit klevet eun den o kozeal ne
dleomp ket ober re a van. Aliez e cíhen em fazi he-unan,
pe ma níen em fazi ket e klask fazia ar re all.
Mez pa gaoze an Aotrou Doue, neuze ni a dle atao
selaou, stoui hor penn ha lavaret : Doue na cíhell nag
en em fazia he-unan na klask fazia den ebed : ar pez a
lavar a cíhoarvez atao.
Hogen, va Breudeur, Doue hen deuz komzet. Eur
gomz hen deuz lavaret eneb an den ; eur setans hen
deuz douget : ę poultren out hag e poultren e tistroÔ :
Pulvis es et in pulverem reverteris. Ľ
Pa grouaz acíhanomp evit guir, Doue níhor cíhrouaz
ket evit mervel. Goude beza tremenet er bed-ma eun
niver bloaveziou, hir pe verr, ni a dlie beza douget da
.NHO
212 VAR AR MARO
.NTO
eur vuez vellocíh heb rankout gouzaon ar maro. Mez ar
pecíhet a zo deuet da zizober, da freuza labour an Aotrou
Doue hag ar maro zo deuet varlercíh, da gastiza ar pecíhet-
se : Stipendium peccati, mors. Adam hag Eva a dorraz
difenn an Holl-Cíhalloudek, ha goude ho dizentidigez,
an Holl-Cíhalloudek a lavaras díezho ha dreizho dího
bugale : ę Poultren ocíh hag e poultren e rankocíh dis-
trei : Pulvis es et in pulverem reverteris. Ľ Ar zetans-se,
spourounus ma zo nikun, a vez skrifet gant dourn Doue
he-unan var dal kement hini a zeu er bed : mervel a
ranki !
Kaer hor bezo klask pellaat ar maro diouzomp, eun
devez a zeuio ma rankomp diguezout ganthan tal-ha-tal.
Mar tiskennomp betek kaloun an douar, hen a ziskenno
díhon heul ; mar tecíhomp betek kreiz ar mor doun,
eno ni her cíhavo ; mar deomp betek ar penn pella an
douar, dre eno ivez e tremen. Doue a roaz díezhan gal-
loud var an holl draou krouet hag a zo falvezet ganthan
e tiskarfe kement a zo, mesk ha mesk heb espern netra.
Na doujanz na respet evit teneridigez au cíhrouadur
bihan en he gavel, evit nerz ha gened an den iaouank e
kreiz he vrud, evit bleo guenn an den koz, evit paou-
rentez an izomek, evit danvez ar mondian, evit vertu-
ziou an den santel, evit deskadurez an den goeziek. Ar
gened, an nerz, ar galloud, ar madou, an deskadurez a
cíhell beza mad da galz a draou, mez nann da brena
buez. Neuz forz piou e cíhalfomp beza, pep kammed a
reomp, pep halanad a dennomp a dosta ouzomp ar maro
hag hon tosta outhan.
.NHO
VAR AR MARO 213
.NTO
Mar fell díheomp goud dreizomp hon-unan e pe cíhiz
e teu da vir zetans an Aotrou Doue, greomp eur zell var
ar bed ha ni her guelo.
Greomp da genta eur zell var hon lercíh.
Petra eo deuet, hirio, da veza kement all a dud hag ho
deuz, en ho amzer, great kalz trouz var an douar ! Des-
kadurez ha madou, gloar ha galloud a ioa etre ho daouarn ;
armeou braz a zeue, a iea var eur gomz hebken euz ho
ferz. Hirio, petra int-hi ? Marteze ho hano zo skrivet var
histor ho bro. A veacíh peadra a lavare an Napoleon
koz, gueach-all, a veacíh peadra da ober danvez eun
them da eur skolaŽr iaouank o koummanz deski al
latin : ha setu holl ! Ho cíhurunen, ho galloud, ho des-
kadurez, ho madou a zo etre daouarn re all deuet var
ho lercíh. Hag euz ho cíhorf paour koulz ha deuz korf
an disterra den, ne jomm nemet eun nebeut ludu a ve
gellet dalcíher var bal dourn eur cíhrouadur tri mis.
Greomp brema, eur zell en dro díheomp.
Piou a velan-me ama, en iliz-ma ? Eun nebeudik a dud
koz ; an darn-vuia tud e kreiz ho brud ; eul lodennik
a dud iaouank flamm.
Mad, lavarit díheomp, cíhoui hag a zo guennet ho
pleo gant ar bloaveziou, lavarit díheomp petra eo deuet
da veza ar re zo bet, er memez devez ganeocíh, douget
ho hano var gaierou ar vadiziant, ar re ganeocíh ho deuz
great ho cíhenta pask. Peleacíh e maÔnt-hi hirio ?
Lod, taolet er meaz euz ho bro gant eur blaneden di-
druez, a zo guennet ho eskern var an douar estren, pell
.NHO
214 VAR AR MARO
.NTO
diocíh ho zud ; lod all ' zo diskaret gant taol ar maro a
zirag ho taoulagad ha marvet etouez ho zud. Digemeret
ho cíheuz ho halanad diveza, ho arvested goude ho
maro, douget ho cíhorf var ar varv-skaon hag ho dis-
kennet en ho lojeiz diveza. Hirio, pa rit eur zell en dro
d'heoc'h e lavarit : ę An hen-ma-hen, a ioa eur bloaz
kosocíh evidon ; an hen-ma-hen, euz ar memez bloaz
ganhen ; ha setu hi maro ! Dizale me a vezo ar cíhosa
den euz ar barrez ! Ľ
Lavarit díheomp, cíhoui tud e kreiz ho prud ha
cíhoui tud iaouank, peleacíh e ma int-hi, hirio, ar re a
zo bet ganeocíh var skinvier ar skol gatekis, ar re ho
deuz en ho bugaleach, cíhoariet ganeocíh dindan ar me-
mez guezen ha var ar memez flourennou. Eveldocíh e
seblantent dleoud beva pell hag hirr. Mez ar maro zo
deut dího zurpren e kreiz ho iaouankiz, ha ni, ho pe-
leien, ni pa hon deuz, varnezho, taolet ar genta paladen
zouar, a zo deuet díheomp da zounj euz a gomzou al
levriou sakr : ę Ar vuez a zo evel eur skeud hag a dre-
men, evel eur bouil moged hag en em freuz en ear ;
evel eur goumoullen kaset gant an avel ; evel eur vag
var an dour ha ne lez merk ebed euz he guenojen ;
evel ar bleunv diwanet hag a veler ker buan flastret
dindan an treid : Quasi flos egreditur et conteritur.
Mez, va Breudeur ker, perak kozeal deocíh euz ar
maro ? Níeo ket cíhoui, ia cíhoui, eo a dlefe kozeal e mí
leacíh ? Cíhoui koulz ha me, a cíhoar ervad petra eo ar
maro ! Peleacíh e ma, hirio, an tad, hirio, ar vamm ho
.NHO
VAR AR MARO 215
.NTO
deuz ho maget, ho savet ? Tadou ha mammou, peleacíh
e ma ar mab, ar vercíh, ar cíhrouadur a garacíh
kement ? Evitho e labouracíh, e poaniacíh noz-deiz.
Lavaret a reacíh : ę divezatocíh, hi, dího zro, a roio
díheomp bara pa ne cíhellimp mui labourad ! Ľ Hag
hirio, hocíh-unan en ho ti, e welit gant an anken o
sounjal eo deuet ar maro da gercíhat en ho raog ar
vugale a esperacíh lezel gantho ho tanvez. Cíhoui
' lavare : ę Serri a raÔnt díheomp hon daoulagad, pedi
' raÔnt evidomp. Ha pa dalv, choui eo ho cíheuz
guelet ho archedi, c'houi eo a ia d'an daoulin, var ho
bez, evit pedi an Aotrou Doue da gemered truez ouz ho
eneou. Peleac'h ar breur, peleac'h ar c'hoar a zo bet
maget ouz ar memez taol, savet dindan ar memez toen ?
Kemeret ho deuz hent ar veret : gourvezet int en douar
benniget.
Ia, kristenien, sellit en tu ma karot, e pep leacíh,
cíhoui a velo, mar taolit evez, hano ha labour ar maro.
Sellit ouz ho touar : labouret int bet gant tud, hirio
maro ; ouz ho ti : ar rumm dud a ioa ennhan en ho
raog, eat eo da anaon ; ar guele ma kouskit ennhan, an
dillad a zougit : marteze guele, marteze dillad eun den
maro ; ar boued a astenn ho puez : roet eo deocíh gant
dourn ar maro ; an hent a gemerot evit mont euz an
ilis-ma dího ti : hent heuliet, gueach all, gant tud,
hirio, maro.
Sellit ouzocíh hocíh-unan. Nag a bed barrad klenvet,
a bed danjer, a bed stokad ho cíheuz cíhoui bet dija !
Ar maro a zo, beteg-hen, eat abiou deocíh, heb ho
.NHO
216 VAR AR MARO
.NTO
samma, guir eo. Doue hen deuz lavaret : ę lez, lez
cíhoaz. Ľ Mez ho cíheur a zeuio ha pep tra hen diskuez
koulz en amzer dremenet hag en amzer vrema.
Ha koulskoude, tra meurbet estlammus ! ne zonjomp
ket er maro. An holl a varv en dro díheomp hag en eur
vervel a lavar ę Hodie mihi, cras tibi : hirio va zro
me, da dro te, varcíhoaz ! Ľ Ha ni, er cíhountrol, a lavar :
ę Maro an hen-ma-hen ! Mad : doanius eo, rag he dud,
tad, mamm, bugaligou ho doa cíhoaz izomm anezhan !
Maro eo an hen-ma-hen ! Mad : glacíharus eo kement-se !
Mez pell zo, ma kemere eur stum fall. Níoa ket eun den
iecíheduz hag ouspenn ne daole tamm evez ebed ! Ľ
An hen-ma-hen, a zo bet lazet gant he gar. Ha ni
lavar : Mad, evelkent, trist eo eun hevelep maro. Mez
ive níoa ket ampart en he labour. Ľ E leacíh ma tlefemp
lavaret : ę Eveldíhan, me a meuz kar ha kezek hag
eveldíhan e cíhellan mervel ! Ľ
*
* *
Mad eo en em brepari díar maro.
Va Breudeur ker, ar maro eo porzier ar bed all. Hen
eo a zo karget da zigeri díheomp dor an eternite. Mez
en eternite, me a vel diou zeumeurans dizhenvel : ar
baradoz hag an ifern. Dor pehini a zigoro evidomp-ni ?
An nor hon devezo cíhoant : ar joaz í zo kinniget díheomp
gant Doue.
Eur maro mad a zigor dor an env : eur maro fall a
zigor dor an ifern. Hogen, va Breudeur, ar maro a
vez peur-vuia ha zoken, koulz lavaret atao, ar pez ma
.NHO
VAR AR MARO 217
.NTO
vez bet ar vuez : goude eur vuez vad ; maro mad ; goude
eur vuez fall : maro fall. Evit kaout eost mad en eur
park, e ranker he gentelia ervad, he drempa a zoare,
hada ennhan greun disklabez, he cíhoennat pa zeu ar
mare hag hen diwall a zroug. Er memez tra ive, evit
kaout eur maro mad, eo red poania epad ar vuez, eo red
en em brepari díar maro.
En em breparit eta, va Breudeur ker, hag : 1į En em
breparit a hirio. Na lavarit ket : ę Me a cíhedo diveza-
tocíh ; da benn bloaz, pa em bezo kaset da benn an
affer-ma, al labour-zont, me en em breparo. Ľ
Cíhoui a velo, eme cíhoui, cíhoui en em breparo ! ia
pe na velot, ia, pe na en em breparot ket. Hen ober a
reocíh ma ve lezet ganeocíh amzer. Ha piou a lavar ho
pezo an amzer-ze ? An amzer a zo etre daouarn an
Aotrou Doue. An devez hirio a zo deocíh ; an devez
varcíhoaz níhen deuz promettet da zen.
Ar cíhountrol eo a lavar. Gourdrouz a ra an neb a lez
he zilvidigez var var. Selaouit kentocíh he gomzou :
ę Dont a rin, eme hor Zalver, evel ma teu al laer : Sicut
fur. Ľ Al laer a zeu en noz ; klask a ra an denvalijen ;
tostaat a ra heb trouz, dre guz ; gedal a ra ma vezer
dizounj pe gousket, ha neuze, heb goud da zen, eo e ra
he laerounsi. Mar teuer díhen dizelei, al laer a vez dija
en ti, hag aliez krenvocíh evit ar percíhen. Evel-se ive,
eo e teuio ar maro, dre guz, heb rei kelou ebed ; ha
par her guelot e viot dija re zivezad : Sicut fur.
Dont a raio evel eul lucíheden : Sicut fulgur.
Setu aze, euz ar goalarn, eur goumoullen zu o pignat
.NHO
218 VAR AR MARO
.NTO
en Env. Petra zoug en he cíhreiz ar goumoullen-ze ?
Daoust hag avel, daoust ha kazarcíh, daoust ha glao ?
Evelkent e pign, e pign atao : dija eo ganthi, stignet
holl bolz an Envou ha mouget sklerijenn an deiz. Sou-
den, en eun taol kount, eul lucíheden cíhlaz ha da heul
eun tarz kurun ! Setu poltred ar maro.
Santout a rit marteze, da genta, evel eun diezamant
heb hano. Ho penn zo pounner : beacíh zo var ho tiou
skoaz : ar goumoullen o tont a vel. Taol ha taol an
drouk a gresk, ho penn a faout, poan ho cíheuz en hocíh
izili ; en em daol a rankit en ho kuele : ar goumoullen
o pignad. Souden, varlercíh, pa na zounje den, eul
lucíheden a bar, eun tarz kurun a groz : e ma o tre-.
men ! Maro eo ! Sicut fulgur.
Tizet e viot gant ar maro evel ma vez ar zilien tizet
gant higen ar pesketour : Sicut pisces capiuntur hamo.
Sellit ouz an den-ze a velit e ribl ar ster pe var bord
an aod. Staga ' ra eur beg houarn korgamm, ouz penn
eun neuden ha var ar beg houarn-ze e laka eur pren-
vik biban pe eur gellienen, ha goudeze, hen taol en dour.
Etre daou, ar zilien en eur zont hag en eur vont dre
greiz ar ster, a vel ar prenvik tentuz hag heb sounjal e
drouk a lavar : ę Mad da zribi. Ľ Mez en eur gredi kregi
er vuez e krog er maro ; da heul ar boued e lounk an
higen.
Evelse, ive, cíhui hocíh-unan a vezo marteze skoet. La-
varet a rit : ę plijadur hon devezo er foar-ma, en hebad-
zount. Ľ Hag ar maro hen deuz stignet he voued var an
hent ma tremenit dreizhan. Staga rit ho penn ouz eur
.NHO
VAR AR MARO 219
.NTO
picherad dour ien e kreiz ho cíhuezen : dour ien, eme
cíhoui, a dorro va secíhet : eva í rit díhe heul eur gaouat
fleureuji. E maocíh ouz taol gant eur mignon ; dribi a
rit eur barrad klenvet tomm, eva eun taol goad, pe
gemeret eur vesventi hag ho cíhastenno maro e korn
an hent : Sicut pisces capiuntur hamo.
Bezit, eta, var cíhed ha dalcíhit, atao, urz vad en ho
koustianz.
E cíhallit evit guir mervel dre eur cíhlenved hir, e tre
diou vreacíh ho tud, santout ar maro o tont kammed ha
kammed ; mez e cíhallit ive mervel dre veuz, dre laz, en
eun taol kount, heb den var ho tro, evit digas díeocíh
da zounj euz an Env.
2į En em breparit holl rak holl e varvot.
E pe cíhis ha pe da vare e rankimp-ni mervel : an
eil hag egile a zo kuzet e pleg dourn an Aotrou Doue.
Mez ar pez a cíhouzomp mad, ar pez hen deuz Doue he-
unan en em garget da zeski díheomp eo e varvimp holl :
Statutum est omnibus hominibus semel mori. Ar maro na
zouj, na respet nikun.
Planeden eun den a zo kuzet ouz an dud all ; níeuz
ken nemet eun dra hag a cíheller da cíhouzout ervad
divar he benn : mervel a raio. Pep tra er vuez a zo am-
jest ha diasur, eme sant Aogustin : eun dra hebken a zo
sur : ar maro : Omnia in futurum servantur incerta, sola
mors certa.
Setu aze, eme ar memez sant, eur cíhrouadur consevet
e kof he vamm. Ha dont a reio hen, ia pe nann, da velet
.NHO
220 VAR AR MARO
.NTO
sklerijenn an deiz ? Den níher goar : Forte nascetur,
forte abortivus erit. Mar teu díar vuez, ha beva a raÔo hen
pell pe neubeut amzer ? Den níher goar adarre : Forte
vivet, forte non vivet. Mar bev pell, ha beza vezo hen
paour pe binvidik ? Den na cíhell lavaret : Forte dives
erit, forte pauper. Pe seurt stad a vuez a gemero hen ?
Labourer, den a bluen, den a vor, den a vrezel ? Nikun
na cíhell her goud. Níeuz nemet eun dra hag a cíhel-
lomp da waranti : níeuz fors petra e vezo a hent all, mer-
vel a ranko pa skoio he heur : Sola mors certa.
Ma vije lavaret díheomp ; euz a ugent, unan a jommo ;
euz a gant unan a decího ; euz a drizek kant mil, unan
a vezo espernet ; me a lavarfe deocíh da mí zro : ho
cíhesperanz a zo bihan. Evelkent, esperout a cíhellit !
Mez pa zeo guir e rankomp holl kuitibunan distrei e
poultren, holl e tleomp en em brepari.
Setu eno perak, eun taolenner gueach all, resevet urz
ganthan, pedet da ober poltred ar maro, a reaz eun dra
meurbed estlammuz da velet.
E traon an daolen e lakeas poltred holl grouadurien
ar bed-ma : paour, pinvidik, koz, iaouank, pecíher ha
dibecíh ; holl ho dastumaz en eur bouchad. Azioud-ho
e reaz poltred an ankou. En he zourn eur cíhleze a dan
atao an eulf o strinka anezhan hag ar re, ma kueze var-
nho eun eulfen a varve raktal. Hen ober a reaz heb
daoulagad, evit diskouez ne anavez na kar na mignoun.
Hel lezel a eure heb diskouarn, evit rei da entent eo bouzar
ouz klemmou ha pedennou an dud, ha var he dal, e
skrifaz komz al leoriou sakr: ę merket eo e ranko peb
.NHO
VAR AR MARO 221
.NTO
den mervel eur veach : Statutum est omnibus hominibus
semel mori. Ľ
3į Mad eo en em brepari a zrevi, rag ne varver ne-
met eur veach.
Va Breudeur ker, eur prosez ho cíheuz ? Outhan,
mar karit, eo stag ho madou, ho prud vad, ho puez ?
Neuze petra ' rit ? Sounjal a rit er prosez-ma noz-deiz.
Ne espernit netra, nag poan, nag amzer, nag arcíhant
evit dont a benn díher gounit ? Goulen a rit kuzul ; dek,
tregont gueach e zit da di eun alvokad goeziek, ha
pell e maoun diocíh ho tamall. Mad a rit difenn ho
peadra, hocíh enor, ho puez. Koulskoude, mar kollit
dirag eur barner, cíhoui a cíhell dougen klemm dirag eur
barner all, ha mar kollit an eil gueach, mont cíhoaz
dirag eur barner huellocíh.
Mez setu ama evidocíh eur prosez all ; digoret eo etre
ar vue hag ar maro, etre an Env hag an ifern, eur pro-
sez hag a zo rak-se, stag ounthan ar pez ho cíheuz a huella
priz : eurusded pe valheur heb fin. Poanit eta díher gou-
nid. Sounjit ennhan noz-deiz. PellaÔt kement a cíhelfe
ober deocíh her cíholl : klaskit kement a cíhelfe ober
deocíh her gounit. Na espernit netra. Ha kentocíh evit
her cíholl, kollit tout.
Mar em bije daou ene da goll, a respountaz eur zant
da eun impalaŽr, em bije otreet marteze koll unan evi-
docíh. Mez pa na meuz nemet unan, ha pa na cíhellan
ouspenn he cíholl nemet eur veach, e rankan, koust pe
ne goust, he zavetei, hag he zavetei en taol kenta.
.NHO
222 VAR AR MARO
.NTO
Var an douar, e cíhaller euz ar stad a becíhed distrei
díar stad a cíhras, euz a gristenien vad dont da veza
kristenien fall. Goude taol ar maro, se na vezo mui e
galloud an den. Ar vezen a jommo, eme ar Speret-
Glan, e leacíh ma vez kouezet. Ne varver nemet eur
veach : Semel mori : ha goude ar maro ar zetans a vezo
douget a jommo da viken.
*
* *
Mad eo koumpren petra eo ar maro.
Va Breudeur, stad an dud var an douar a zo meurbed
dizhenvel. Lod evit lojeis ního deuz nemet eul lochennik
dirapar, evit guele eur vriad raden pe golo draillet ; goude
poania, en em viska paour, en em vaga dizispign, ne
gavont ket atao var gorn an daol, pa zeu an noz, an
tamm bara du a dle terri ho naoun antronoz-vintin.
Lod all, daoubleget dindan ho anken, ne gavont nemet
tristidigez var an douar.
En ho cíhichen an dud eurus ervez ar bed a vev e
kreiz ar blijadur. Arcíhant, enoriou, kargou huel, holl
e maÔnt etre ho daouarn. An ti kaer-ma, ho zi eo ; an
douarou-ze, díhezo int ; meuleudi, iecíhed, digoradur :
dezho netra ne vank.
Mez, va Breudeur, nag ar re zo er joa na dleont
kemeret fouge, nag ar re a zo er boan na dleont ket
mankont a gourach.
Var an hentchou bras, me a gav eur cíhantonier karget
dího c'houmpeza, da stanka 'n toullou, da ziskar an
torgennou.
.NHO
VAR AR MARO 223
.NTO
Var hent ar vuez, Doue hen deuz ive lakeat eur cíhan-
tonier, ar maro, da goumpeza pep tra etouez an dud.
Hag e guirionez, kristenien, petra eo ar maro, a zounj
deoc'h c'houi ? Mar her c'houmprenan mad, ar maro zo
var eun dro : ó Kenavezo díar bed ha da holl vadou ar
bed ; ó kenavezo díar gerent ha díar vignouned ; ó
kenavezo díar cíhorf he-unan.
Kenavezo díar bed ha da holl vadou ar bed.
Var ar iecíhed, ar bed, gant he blijadureziou, he eno-
riou, he vadou, a zeblant beza eun dra benag. Mez divar
guele ar maro, traou an douar a jench meurbed a liou.
Setu aze eun den o vont da vervel. Evithan níeuz mui
kelou nag a zanvez, nag a blijadur. Diouthan ar bed ha
traou ar bed a bella a heur da heur. Abarz nemeur he
di ne vezo mui he di, he arcíhant ne vezo mui he
arcíhant. Ar guele ma zeo gourvezet varnhan a vezo
da eun all. Euz ar roched a zoug eun all a lavaro
ę va roched ! Ľ A veacíh ma hen deuz tennet he
halanad diveza, an heritourien a zeu hag a lavar :
ę díin-me e vezo ar pez dillad-ma ha díid-te an tamm
douar-ze. Ľ Ranna í reont ken etrezo, madou an den
tremenet, nann, aliez, heb en em rebech divar ho
fenn. Pep hini a ra hag a gemer he lod.
Mez lod an hini maro, peleacíh e ma ? Lod an hini
maro ? Eur goz linser, aliez ar falla zo en ti, pemp pe
cíhuecíh planken, eur penn vele kolo draillet, dindan he
benn : setu he lod! He lod cíhoaz a zo eun toull en
douar an ankounacíh ; ha cíhoaz ne vezo ket atao, mar-
.NHO
224 VAR AR MARO
.NTO
teze, lezet ganthan al lojeis dister-ze. Abars eur cíhuecíh
pe seiz vloaz, eur cíhorf all a zeuio da cíhoulenn plas
hag, evinthan, relegou ar cíhenta maro, a vezo taolet da
ventad gant an avel pe da vresa dindan treid an dre-
menidi.
Ar maro eo kenavezo díar gerent ha díar vignouned.
Ama ne meuz netra da zeski díheocíh. Piou acíhanocíh
níeo ket bet var dremenvan unan benag euz he dud pe
euz he amezeien ? Ha neuze, dre ho taoulagad hocíh-
unan, ho cíheuz anavezet pe ger kris eo eun henveleb
disparti. Rankout kuitaad tad ha mamm, pried, bu-
gale, mignouned ! Ho lezel var he lercíh ha mont he-
unan dirak Doue ! Mad, kristenien, eun devez e teuio
ho tro, hag an disparti-ze a vezo ho tisparti. Heuliet e
viot beteg ar bez. Eur veach bep an amzer e teuor da
ober varnocíh eur beden benag ; kount a vezo epad eun
nebeut ouz hocíh hano etouez an dud. Mez, etre daou,
an amzer a iel abiou, an heol a raio he dro hag en eur
ober he dro e kaso, bemdez díhe heul, eun nebeudik euz
ar zounj a jomm acíhanocíh etouz an dud.
Devez goude devez, an aferiou, labouriou, plijadure-
ziou a gemero ho flas e kaloun ha spered ar re a jomm
var ho lercíh. Mar ního cíhankounacíhaont ket, hi a vezo
souden diskaret dího zro. Ha neuze, ne vezo acíhanocíh
kount ebed, mui eget pa na veacíh biskoaz bet var an
douar.
Ar maro eo kenavezo díar cíhorf he-unan.
Var an douar e tilezer aliez an ene evit ar cíhorf. Díar
.NHO
VAR AR MARO 225
.NTO
cíhorf e pep tra hag en despet da bep tra eo e klasker
ober díezhan plijadur. Ha koulskoude, eun deiz a dle
dont ma rankimp ennhan, kimiada diouz ar cíhorf-se ha
lavaret díezhan kenavezo. He cíhened, he nerz, he
iaouankis, holl e zint e teuz, e moged. Hen he-unan a
ranko distrei da boultren, mond da netra evel eun ti
dismantret ha kouezet en he boull.
Setu me ama, hirio, er gador-ma. Mad, eun deiz a
zeuio an daoulagad-ma hag a vel, na velint mui ; an
diouskouarn-ma hag a glev, na glevint mui ; an treid a
mí cíhas hag a mí digas, a vezo sounnet ; va cíhaloun
a jommo a zav ; va dourn, ma vez neuze, en dro díin,
nez pe vignon, en em astenno díezhan evit ar veach
diveza hag a gouezo goudeze, dinerz ha divuez var an
dillad vele.
Ha neuze, kenta í ranker da ober eo kuzat acíhanon
ouz ar re veo ha va lakaad en arched.
Hag eno, en arched-ze, petra e teuio ar cíhorf da
veza ?
Va Breudeur, gueach all, e bro ar Spagn, eur brinsez
a rea dre he gened dudi kement hini hen anaveze. Mez,
en despet díhe renk huel ha díhe braoentez, ar maro he
diskaraz.
Eun ofiser iaouank a oe karget díhe cíhas beteg ar
vered ma tlie beza sebeliet ennhi. Araog disken an ar-
ched en douar, hen digorjod evit guelet, hag a dra zur, e
voa ennhan korf ar brinsez. An ofiser, pa velaz eun
heveleb tra, pa velaz daoulagad, guechall, ken sklear
ha ker kaer, beuzet holl a vreinadurez ; pa velaz eun tal
15
.NHO
226 VAR AR MARO
.NTO
ken laouen peurz-duet ha dislivet ; diou vocíh ker ske-
duz, diskolpet gant ar cíhountronn, dija o rodella hag
o virvi en dro díhe fenn, a voe ker skoet, ker sabbatuet,
ma tilezaz ar bed.
Deuet eo da veza sant : sant Fransez Borgia.
Ha koulskoude, kristenien, ne voa test, nemet euz a
genta labour ar maro.
Kiit aze díar veret, savit eur mean bez ha guelit :
Veni et vide. A zianveaz, cíhoui a cíhell kaout cíhoaz
digoradur ha fouge. Mez, diskennit en diabarz : petra
gavot-hu ? Eskern ha ludu, netra ken. Hag an eskern-ze
ho-unan en em vruzuno dího zro. Ar cíhorf a zeuio da
veza, eme Vossuet, eur ne cíhouzoun mui petra, ha
níhen deuz hano ebed etouez an dud.
Lennit var dal eur penn-maro, mar gallit, pe hen a zo
bet var diouskoaz eur paour pe eur pinvidik, pe hen a
ioa koant pe zivalo, pe hen a ioa er boan pe er blijadur,
a cíhoad huel pe a renk izel. An holl fouge-ze a zo eat
e teuz ha varlercíh ar maro ne jomm nemet relegeier
dianav.
Ia, va Breudeur, mouez ebed ken elavar ha mouez
eur bez digor ; kentel ebed, ma ve studiet mad, ken
talvouduz evidhomp. Krial a ra ha krial krenv ouz
kement a gar selaou : ę dindan an heol, pep tra zo avel,
moget ha netra ken : Vanitas, vanitatum. Ľ Lavaret a
ra : ę an den pa zeuaz er bed ne zigasaz ganthan netra
ha pa guitaio ar bed, ne gaso netra díhe heul nemet he
oberou mad hag he wall oberou.
Sounjomp eta er maro. En em breparomp díar maro.
.NHO
VAR AR MARO 227
.NTO
Koumprenomp petra eo ar maro ha ni a vevo ervez
Doue.
Eur zant, gueach all, níhen devoa evit leor a beden
nemed eur groaz hag eur penn maro. Ar groaz, skeul
an Env, merk an esperanz ; ar penn-maro, mellezour ar
bed, kentel ha difazi an den.
Eveld'an, karomp studia an daou leor-ze. Ha neuze
ar groaz ma zoump bet prenet varnhi gant Jesus-Krist,
a ziwallo hon eskern en hor bez hag ho resusito var-
lercíh da vuez an Envou.
Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
X
Var ar varn ziveza
óóóóóóóóóó
Justum et impium judicabit Deus et
tempus omnis rei tunc erit. Ecc. III, 17.
Doue a varno an den mad hag an den
fall, hag e vezo neuze lakeat urz e pep tra.
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZET KRISTEN,
Tostaad a ra, a vloaz da vloaz, a heur da heur, an
devez bras leun a spouroun, leun a enkrez a dle beza
test da finvez ar bed. Pe da vare e cíherruo hen, an
devez-se ? Kristenien, níher gouzon ket ha den níher
goar ; mez ar pez a cíhouzomp, a dra zur, eo e cíhoar-
vezo neuze traou estlammuz meurbed.
An teir walen a gastiz : ar gernez, ar vosen hag ar
brezel a bourmeno dre douez an dud, ar cíhaon hag an
dristidigez. Al loened er cíhoajou a iudo gant an naoun ;
ar rouanteleziou en em zavo an eil a eneb heben hag an
dud a zizecího divar ho zreid gant ar spount hag an
dienez.
An Antekrist, en he zourn holl cíhalloud, holl finesa
an drouk-sperejou ifern, a reio var an douar ar bur-
zudou ar re vrasa evit distaga 'n dud diocíh lezen ar
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 229
.NTO
guir Doue. Goudeze, an heol a gollo he sklerijen, al
loar a zeuio e liou díar goad, ar mor dijadennet a
lammo dreist an torr-aochou ar re huella evit goueledi
an douar ; ar stered faziet, divar ho hent, a gouezo euz
an Env, ha da fin holl, ar bed, gant kement a zoug, a
vezo sebeliet en eur mor a dan.
Neuze e vezo klevet trompil an eal o tregerni varzu ar
pevar avel hag o lavaret: ę Savit, tud varo, ha deuit díar
varn : Surgite mortui. Ľ
Ker buhan, ar garnel a roio he relegou, ar bez a zisó
taolo he gorfou maro, ar mor a zislonko ar re veuzet.
Holl kement a zo bet, a zo hag a dle beza cíhoaz var an
douar, hol e savimp en hor zav a nevez flamm hag en
em gavimp var eun dro, ecíharz treid ar gador-varn.
Jesus-Krist var eur goabren skedus ; en dro díezhan
eun niver dreist-kount a Elez hag a Zent, en he zourn
leor an Aviel ha kroaz ar Cíhalvar, a ziskenno da varn
pep unan ha da renta dían holl ervez ho oberou :
Justum et impium judicabit.
Euz ar pez a dremeno neuze eo e meuz, hirio, da
gozeal deocíh.
Ar varn a velan ennhi tri dra : Eul leor, splamm ha
guirion, leor ar cíhoustiansou ; eur valanz diabeg ha
difazi, balanz an aviel ; eur zetanz, didruez ha diremed,
setanz Jesus-Krist.
Euz al leor, ar valanz, ar setanz-se e lavarin deocíh,
diocíh renk, eun nebeut komzou.
.NHO
230 VAR AR VARN ZIVEZA
.NTO
*
* *
Leor ar cíhoustiansou.
Ar bed-ma, kristenien, pa daolan varníhan eur zell
piz hag eveziek, a gavan meurbed din a druez. Petra, e
guirionez, a velan-me var an douar ? Guelet a raan eur
rumm dud hag a denn evel fouge deuz ho dizurziou ;
breset ho deuz ho cíhoustians dindan ho zreid, ha mou-
get en ho cíhaloun mouez feiz ho badiziant. Ha brema,
dishenor ho zud, rann-galoun greg ha bugale, skuer fall
ho farrez e kerzont digabestr var hent an drouk, e ver-
niont a zeiz da zeÔz pecíhet var becíhet evel pa ního
defe euz ho buez, kount ebed da renta.
Lod all, dindan diaveaz eur falz honestiz, a guz eur
galoun loudour ha prenvedet. Tremen a reont evit tud
vad, tud renket, tud a zoujanz Doue. Sellou laouen ' zo
en ho daoulagad, komzou flour var ho muzellou, mi-
gnouniach en ho mouscíhoarz epad ma zeo leun ho
spered a zonjou mezus, hag ho cíhaloun a warizi, fal-
lagriez, dislealdet, trubarderez, oberou fall. Mez aketuz
int da ober an drouk e kuz ; evit mankout díar pez a
dleont da Zoue, dían nesa, díezho ho-unan, e klaskont an
hent distro, an denvalijen ; ha neuze goude beza pecíhet
dre guz, duet brud-vad an nesa, great outhan gaou en
he vadou e lavaront : ę Piou biken a anavezo kement-
ma ? Ne meuz bet, euz va oberou, ken test nemet an
denvalijen ; va cíhoustians va unan, hebken, a cíhoar
petra ounn ha nikun na cíhello, morse, goud ar pez zo
tremenet ennhi. Ľ
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 231
.NTO
Ah ! va Breudeur ha va Cíhoarezet kristen, en em
fazia ' rit. Eul lagad a zo hag a vel pep tra, a lenn e ple-
gou kuzet kaloun peb den, a zizolo ar virionez e kreiz
an noz an tenvalla : lagad an Aotrou Doue, lagad atao
digor, noz-deiz, var an drouk, digor var ar mad. Eur
bluen a zo hag a skrif pep tra. Bloaz ha bloaz, deiz ha
deiz, heur hag heur, hocíh holl oberiou a zo kaieret. Ke-
ment hen deuz al lagad guelet, ar bluen hen deuz skrivet.
Adalek ho cíhalanad kenta betek ho cíhalanad di-
veza, ho puez hed-ha-hed, a vezo, neuze, displeget dira-
zhocíh ; pecíhejou ho pugaleach, pecíhejou ho iaouankiz,
deiz ar pardoun-ma, ar foar-zount, en nosveziou, en
ebatou, en dansou, ken etrezocíh ho cíhunan, ken etre
ar iaouankiz all ; ar pecíhejou great var an diskar oad,
great en ho kosni mar hen deuz Doue ho lezet da goza :
kement ho pezo kuzet guella ma ellot ouz lagad eun tad,
ouz skouarn eur vamm, ouz kaloun eur mignoun. Ar
mad zokenocíh ho pezo great, mez great dre fouge evit
tenna varnocíh meuleudiou an dud ha marteze, evit
lakaad unan benag da gueza er pecíhet, eno e vezint di-
zoloet holl : Quidquid latet apparebit ; ha dizoloet dirak
ar bed holl a bez.
Ia, neuze, ann holl a velo ho puez, ho puez displeget,
ledet dirazho evel lizerennou eul leor digor. An holl a
cíhello he foueza, he cíhoumpren.
Ha cíhoui, cíhoui ne cíhellot nacíh an disterra tra.
An testou en hocíh eneb ne vankint ket. An Env an
douar, an heol, ar stered, an noz, an deiz, holl e
kavint eur vouez evit ho tamall ha lavaret : ę guir
.NHO
232 VAR AR VARN ZIVEZA
.NTO
eo, test oump a gement-se. Ľ Hocíh eal mad koulz hag
ho troug-eal a lavaro : ę ia, guir eo : test omp a ze ; Ľ
ho touarou, ho ti, ho kuele a lavaro : ę ia, guir eo :
Lapides clamabunt, lignum quod inter juncturas est śdi-
ficiorum, respondebit. Ľ (Heb. II, 11).
Hag ar pecíher paour, petra e teuio hen da veza,
neuze, gant ar vez ha gant an disesper ?
Va Breudeur, ma rofe díin an Aotrou Doue, ar
galloud da lenn ama en ho kalonou ha da zigeri dirag
an holl, leor ho koustians, piou ac'hanoc'h c'houi a
lavar-fe : ę Mad, ia, ne ran ket a forz, aotreal a ran
kement-se ? Ľ Piou, er cíhontrol, na cíhoulen-fe ket koll
kentocíh peb vad, eget guelet he vuez displeget penn-
da-benn ? Ha koulskoude, piou a velan-me en iliz-ma ?
Ho kerent, ho mignouned, ho cíhamezeien, ho ken-
barrisioniz : tud ho deffe truez ouzocíh, tud hag a
cíhoulen-fe ho tizamma.
Evit peur-greski, peur-gernia mez ar pecíher, tal-ha-
tal gant he vuez, Doue a lakaio, buez an den just.
Var an douar, nag a gristenien vad, a vev dianavezet
gant ar re all ! Kemeret a reont kement a boan da
guzat ho vertuziou hag ho zantelez ha ma kemer an
den fall da guzad an drouk a ra. Ober a reont ar mad,
nann evit plijout dían dud, mez evit plijout da Zoue ; en
em zantifia ' reont aliez heb goud da nikun euz a
gement ho guel. Ho buez a dremenont er guel a Zoue,
hebken. Pedi a reont en eur ober ho labourou pem-
deziek, meuli Doue e korn kuz ar goustians ha dougen
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 233
.NTO
ho cíhroaziou heb en em glemm. Ho bugaleach a voue
pur, ho iaouankiz dibecíh, ho cíhosni direbech :
krouadur sentuz, pried mad, tad karantezuz, leal er
marcíhajou, koustiansuz en ho cíhomzou, santel e pep
fesoun pe atao prest da ober pinijen euz an disterra
mank, ho deuz tremenet ho amzer e doujans Doue heb
na klask na goulen meuleudiou an dud.
Mez Doue hen devezo dalcíhet kount a bep tra.
El leor ar cíhoustiansou, koulz ha buez ar cíhristen
fall, eo merked buez ar cíhristen mad ; hag ar pecíher
pa he guelo a zanto cíhoaz evel kresket hag he vez hag
he zismeganz.
Eur veach, pep tra e se dizoloŽt Doue zigaso he
valans, eur valans diabeg ha difazi : balans an aviel.
*
* *
Goude ma vezo eta, bet displeget dirak an holl buez
pep unan acíhanomp, e leor splamm ha guirion hor
cíhoustiansou, eur valans a vezo digaset hag ennhi, er
valans-se, e vezo gant ar strisa lealded, pouezet hon holl
oberou.
Va Breudreur, an dud ho deuz ive ho balans evit
barn ha poueza ho hentez. Mez ho balans a zo eur
valans fazius, disleal, eaz da lakaat da gostezia en tu ar
gaou ; ar poueziou a lakeont ebarz a zo poeziou aliez
faoz, rentet bep eil tro, skanv pe bounner gant an
interest, ar vignouniach, an dallentez hag ar gasouni.
Kemeret a rit ho palans hag ennhi en em varnit, en em
.NHO
234 VAR AR VARN ZIVEZA
.NTO
bouezit ! Mez eur pouez faoz a lakit ebarz : pouez ar
garantez re vraz evidocíh ho cíhunan.
Oh! va Breur ker, ního tamallan ket, rag ma c'hen en
em garit. Piou hor cíharo ni, ma ne en em garomp ket
hon unan. Hon tud koz a lavare : ę evit karet gant urz
vad, karit da genta mab ho tad. Ľ Mez mar díeo gwir
ho lavar, eul lavar all a zo ker guir hag hen : ę karet
dreist voder mab he dad, zo en em garet heb urz vad. Ľ
Ha douget oump holl, siouas ! díen em garet dreist
voder. Hor barnedigez a zo abalamour da ze, aliez, eur
varnedigez a dreuz.
Kemeret a rit ho palans hag ennhi e pouezit sonje-
zonou, komzou, oberou ho nesa. Mez, rak ne anavezit
ked mad ar virionez penn-da-benn, rag ma ne lennit
ket pis nag e speret nag e kaloun an dud a varnit, rak
ma talcíhit kount ouz ar guall-deodadou, an drouk-
prezegerez, ar falz prezegerez a glevit, e varnit gant
dallentez heb guir goueziegez : ho parnedigez a zo eur
varnedigez a dreuz.
Barn a rit, poueza ' rit eun den en ho palans ; mez en
eur hen ober e talcíhit kount euz he vadou, euz he
cíhalloud, euz ar garg hen deuz. Lavaret a rit : ę noazout
a cíhell ; ober vad a c'hell ive ervez ma vezo evidon pe
eneb din. Ľ Da lakaat er valans e kemerit ho cíhinte-
rest : pouez faos, barnedigez a dreuz.
Barn a rit, poueza í rit eun den en ho palans. Mez en eur
hen ober e lavarit ; va mignoun eo ; unan euz va ame-
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 235
.NTO
zeien, euz va cíherent, hag en despet díhe holl vankou,
hen dizammit. A du ganthan, e lakit ho mignouniach
er valans : pouez faoz, barnedigez a dreuz.
Barn a rit, poueza ' rit eun den en ho palans, mez
en eur hen ober e lavarit pe e sounjit ne garan ket
an den-ze, displijet hen deuz díin ; ha neuze, kaer hen
devezo beza mad, fur, direbech, e vezo kavet abeg
ennhan. Da boueza en he eneb e lakit ho kasouni er
valans : adarre pouez faoz, adarre barnedigez a dreuz.
Ia, va Breudeur, balans ar bed a zo bet a holl viskoaz
hag a zo, hirio, en deiz, eur valans faoz ha faziuz. Re
aliez e ro he ziskarg díar pecíhet, hag e klask samma ar
vertuz.
Selaouit kentocíh ha guelit.
Eun den ' zo bet var an douar hag a lavaraz, eun
devez, da dud ar bed : ę piou acíhanocíh a cíhello kaout
abeg en hon me : Qui ex vobis, arguet me de peccato ? Ľ
Ha koulskoude, penaoz benag míhen doa tremenet he
amzer ocíh ober vad dían holl, he genvroÔz a lavaraz,
eun devez ę Tolle crucifige : stagit hen var ar groaz,
eun den difeiz eo, eun den a zizurz, liva ' ra geier
dían dud. Ľ
Ar zent, guir zervicherien Jesus-Krist, a zo eveldíhan
ha koulz lavaret, atao, ankounacíheat, goapeat, disprijet
var an douar hag avechou, lakeat díar maro dre ar
grisa merzerenti.
Hirio cíhoaz, ha marteze muiocíh eget e peb amzer
.NHO
236 VAR AR VARN ZIVEZA
.NTO
all, piou a velomp da veuli ha piou da dammal ar
muia ? Beza zo eur rumm dud hag ho deuz evel great
eur marcíhad, roet ho ger an eil díegile evit ober brezel
díar vertuz. Skignet int, ama hag ahont dre bevar cíhorn
ar bed ha pa glevont ar gomz : ę Var zao ! Ľ ho gueler
holl var eun dro, e sevel eur skabel huel dindan treid
ar falla tud, e cíhober anezo eur meuleudi dispar, e
lakaat evel eur gurunen var ho fenn. Er cíhountrol,
kement hini a zo mad, a zo leal, a gerz gant an hent
eŁn, a glask an urz vad, a heuil lezen Doue, ar re-ze
a vezo goapeat, disprijet ; a vozadou e vezo taolet pri e
kreiz ho daoulagad, dre cíhevier ha falz-prezegerez e
vezo klasket ho zremen evit an dud falla zo er bed.
Piou a zeuio eta da goumpeza labour an dud ; piou
a lakaio da ren, e leacíh ar faozoniacíh hag an trubar-
derez, ar virionez hag al lealded ?
Eneou kristen ouz va zelaou, poanius e kavit, marteze,
hent an Envou, diez e kavit beza tamallet heb na guir na
rezon, diez, goude ober vad, beza persekutet gant ar re
all. Evel ar bleun er parkeier a bleg dían douar pa
vank ar gliz da rei dezho freskadurez, e plegit ho penn
hag e lavarit : ę Beteg pegeit, o va Doue, cíhoui hag a
zo santel ha leal, e chomot-hu heb tenna venjans evi-
domp euz ar re ' zo var an douar : Usquequo, domine,
sanctus et verus, non judicas et non vindicas sanguinem
nostrum de his qui habitant in terra ! Ľ Rího pezet fizianz.
Doue ' varno d'he dro.
Pecíhenien, pecíherezed, eurus ocíh e kreiz ho tizur-
chou, goap a rit a Zoue, goap euz he zervicherien : la-
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 237
.NTO
varet a rit : ę Ne meuz na feiz na religion ha pe seurt
drouk a zo koulskoude cíhoarvezet ganhen-me ? Ľ Doue
hen devezo he dro ; evel ma tle barn an dud just, e
varno ive an dud digoustians : Justum et impium judi-
cabit. Ha neuze, da zeiz ar varn-ze e vezo kompezet mad
pep tra : Et tempus omnis rei tunc erit.
Varlercíh balans faoz ar bed, e velan en he zourn eur
valans all : balans diabeg ha difazi : balans an Aviel.
Ennhi e pouezo pep tra, ervez ar strisa lealdet : Justus
es domine et rectum judicium tuum.
Ar barner-ma, na zalcího kount nag euz ar madou,
an enoriou, ar cíhargou a vezo bet var an douar ; ar
paour dirazhan zo ken huel hag ar pinvidik. Na zalcího
kount nag euz ar gened, nag euz an deskadurez, nag euz
ar cíhalloud ; dirak he zaoulagad ar vertuz hebken he
devezo talvoudegez.
Buez an ene mad a zo poezet da genta : he holl be-
dennou, he holl daelou, he holl gommunionou, aluzen-
nou roet díar paour, tentasionou trecíhet gant kourach,
kroaziou douget heb en em glemm, santimanchou a feis,
a esperanz, a garantez, a anaoudegez vad, he holl oberou
mad en eur ger. He Eal mad ho laka holl e skudel ar
valans evit kreski he rekoumpanz ha kaeraat he gu-
runen.
Buez ar pecíher a zo poezet ive. Mez ama daouarn an
Eal mad a zo koulz lavaret goullo. Ar pedennou, an alu-
zennou, an oberou mad hen deuz dastumet a zo henvel
ouz ar frouezen a gaver er Palestin var bord ar Mor
.NHO
238 VAR AR VARN ZIVEZA
.NTO
Maro. Ar frouezen-ze a zo, evit eur guel, kaer awalcíh
hag a zeblant beza saouruz. Mez pa deu ar beachour
díhe boulcíha gant he zent, ne gav ennhi nemet eun
doare ludu iskis ha cíhouero. Evel-se ive, ar pecíhet
hen deuz kaset da goll, zoken, ar pez hen deuz ar
pecíher great a vella en he vuez.
An drouk-eal, er cíhountrol, a zo leun bar he zaouarn :
ourgouil, avarisded, luxur, avi, gourmandis, buhanegez,
diegi, pedennou dizounj, gwarizi, ioulou, oberou, kom-
zou mezus, kement droug en eur ger, hen deuz great ar
pecíher azalek he gavel beteg he vez, holl ho digas, holl
ho bern e pladen ar valans. Ne lez, ne ankounacíha
netra evit ma rento pounnerrocíh a ze kastiz an ene fall.
Ha pe seurt digarez a glasko ar pecíher paour evit
dizamma he goustianz ?
Ha lavared a raio hen : ę Aotrou, va zempladurez a
ioa re vraz ! Ľ ó Mez, setu aze tud eveldocíh, ker sempl,
ken dinerz ha cíhoui hag a zo deuet da veza sent. Perak
ního cíheuz-tu ket great ar pez ho deuz great ho-unan :
Cur non potuero quod isti.
ę Dallet oan gant ar bed ! Ľ ó Roet em boa deocíh
beleien evit ho kelen hag e tisprijacíh ho cíhomzou ;
leor an Aviel evit ho cíhentja ha ho cíheuz hen taolet
a gostez.
ę Trecíhet oan gant va zechou fall. Ľ ó Pa zao louzeier
fall en eur park, al labourer a gemer he grog-cíhoennad
evit ho zenna er meaz. Da ziscíhrizienna ho techou fall,
ar zakramanchou a ioa dindan ho tourn. Ma vije bet
great evit Tir ha Sidon, kement hag a zo bet great evi-
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 239
.NTO
docíh, hi ho divije guellocíh great pinijen gant ludu
var ho fenn ha gouriz reun var ho c'hros-leac'h.
Ar pecíher evit en em zizamma ne gavo eta digarez
ebed hag he-unan e ranko anzao ha lavaret : Justus es
Domine et rectum judicium tuum.
*
* *
Ar setanz diveza : setanz didruez ha diremed. Buez
peb den, eur vech dizoloet ha pouezet an diveza setanz a
vezo douget : setanz a vuez evit an den just, setanz a
varo evit ar pecíher.
Tri dra a lako pounner braz ha cíhouero meurbed
setanz an den daoned. Beza ' vezo eur zetanz, ó didruez,
ó a zisparti, ó diremed.
Eur zetanz didruez.
Ar pez a zo guella dían den, eo eun nebeudik laoue-
nedigez en he boaniou, eo klevet a berz eun den all eur
gomz karantezuz, reseo eur merk a druez. Mez ive, ar
pez a deu da beurgreski hor rann-galoun, eo beza dilezet
en hon anken ha kavout, er pez hon deuz muia karet,
ar cíhenta penn-kaoz euz hor glacíhar.
Hogen, va Breudeur, deiz ar varn, ar pecíher ne
gavo skoazel e nep tu ; hed he vuez e sounje díezhan
galloud tremen heb Doue. Touellet gant traou ar bed, ne
zante nep izom díen em daol etre diouvreacíh he Grouer.
Mez hirio, ar bed a zo tremened. Ne jom gant an ene
nemet Doue euz eun tu hag an oberou fall euz eun tu all.
Hogen, ar guel hebken euz an dizurziou-ze a zo eur
.NHO
240 VAR AR VARN ZIVEZA
.NTO
beacíh mantruz evit ar pecíher paour. Koumpren a ra
brema, pegen heuzuz tra eo ar pecíhet, peger braz dis-
kiantiz a berz an den, peger braz dianaoudegez e kever
Doue.
E kreiz he zizesper, ne gavo sikour e nep tu.
Hirio Jesus-Krist a zo evidomp leun a vadelez. Evi-
domp eo diskennet euz an Env, evidomp hen deuz
bevet paour, prezeget he aviel, skuillet he cíhoad
var menez Kalvar. Evidomp, noz-deiz, e chomm
var an aoter da zelaou hor pedennou, da rei díheomp
grasou, da veza magadurez hon ene. Deiz ar varn, amzer
an drugarez a vezo tremenet ha deuet amzer ar justis.
Ar Verc'hez a zo hirio madelezus. Ne c'houlenn
nemet astenn he dourn díar pecíher evit parea he cíhou-
liou. Da zeiz ar varn, goude beza bet disprijet, e tisprijo.
Ne fello mui dezhi beza na mamm, nag alvokadez da
vourreo he mab Jesus.
Hirio, ar Zent a zo he vreudeur ; ne cíhoulennont,
ne glaskont nemet distrei divarnhan gualinier an
Aotrou Doue ; mez beteg ar fin hen devezo kemeret eun
hent dizhenvel diocíh ho hini ; hen dianzao a reont
dího zro : níher cíhemeront mui evit ho breur.
Hirio, hon eal mad a zo evidomp leun a deneredigez ;
zoken e kreiz hon dizurziou, níhon dilez morse. Kerzed
a ra var hor lercíh en eur wela evel eur mignoun a veler
o vont beteg ar bez da heul korf maro he vignoun. Deiz
ar varn, goude beza bet dilezet e tilez, goude beza bet
disprijet e tisprijo.
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 241
.NTO
Setanz a zisparti.
Neuze a berz Doue, elez ar baradoz a ziskenno da zis-
partia ar re vad a douez ar re fall, evel ma veler da vare
an eost, al labourer gant he ridell o tenna greun a douez
ar skaodu.
An eneou dibecíh a vezo lakeat en tu deou díar Gador-
varn hag en tu kleiz ar becíherien.
Ar vamm a vezo kemeret hag ar vercíh lezet a gostez :
ar mab kavet mad hag an tad kavet re skanv ; a zaou
vreur, a zaou bried, a zaou vignoun, unan a zo kemeret,
egile lezet a gostez.
Va Breudeur, ne esperan ket, gelloud rei deocíh
da goumprenn, pegenn kriz eo eun henvelep dis-
parti.
Test oun bet eun devez a eun anken ar vrasa. Eur
cíhorf maro, korf eur cíhrouadurik iaouank a ziskennet
en douar. E tal toull ar bez, kroaziet he daouarn ar
vamm baour a ioa var he daoulin. Heb ober an disterra
klemmaden, e pede hag e skuille daelou. Mez pa glevaz
trouz ar genta paladen zouar o kueza var an arched e
lavaraz en eur grial forz : ę Va cíhrouadur paour, ha
guir eo e ranki-te chomm aze ha me mont kuit ? Ha
guir eo níaz kuelo mui va daoulagad, níaz klevin mui o
kozeal ouzin ? Ha guir eo goude beza da zouget ha da
vaget, ne allin mui da starda var boull va cíhaloun ?
Ha guir eo e ranko ar vamm lavaret díhe mab kenavezo
da viken ? Ľ
He fried a deuaz da gregi en he dourn hag a respountaz :
ę Guir eo e rankomp lavaret kenavezo díhor cíhrouadur,
16
.NHO
242 VAR AR VARN ZIVEZA
.NTO
nann koulskoude, kenavezo da viken, mez kenavezo er
bed all. Ľ Eun esperanz a jomme ganthi.
Mez deiz ar Varn, an disparti zo da viken ! Biken
mui níen em veler, biken mui níen em gaver, biken
mui níen em gozeer, biken ! biken ! Eur speuren ha ne
ello netra tremen dreist-hi, a vo savet etre an eneou
kollet hag an eneou eŁrus.
Neuze, mez re zivezad, ar pecíher a anavezo peger
cíhoero eo he blaneden hag a lavaro gant dizesper :
ę Setu ar re ma reamp, gueach all, goap anezho. Tud
Ľ dall ma zoamp, ni a gemere ho buez evit eur vuez dis-
Ľ kiant hag ho flaneden evit eur blaneden heb enor. Hag
Ľ hirio, setu ho renk etouez bugale Doue hag ho lod e
Ľ mesk ar zent. En em faziet omp eta : Ergo erravimus,
Ľ en em faziet omp eta divar hent ar virionez ; skleri-
Ľ jen ar justis níhe deuz ket hor sklerijennet nag heol
Ľ ar skiant vad paret varnomp. En em skuizet hon
Ľ deuz var hent an dizurz hag ar gollidigez, kerzet dre
Ľ venojennou rust ha dianavezet rouden Doue. Da
Ľ betra eo bet mad díheomp an ourgouil, bet mad fou-
Ľ gerez ar pinvidigeziou. An holl draou-ze a zo tremenet
Ľ evel eur skeud, evel eur cíhannad o vont abiou, evel
Ľ eur vag var an dour, evel eul labouz en ear ha ne
Ľ lez var he lercíh na merk na rouden. Ľ
Komzou meurbed cíhouero, va Breudeur, cíhouero
dreist holl, pího lavarer re zivezad !
Goap a reant, goapeat int. Disprij a reant, disprijet
int. Klask a reant madou ar bed, ha madou ar bed a
zo deut da veza ar pez ma zint, eat da netra.
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 243
.NTO
En em faziet int eta, hag ar pez a beurachuo ho dizes-
per eo diveza komz ar barner just o tougen en ho eneb :
Eur zetans diremet.
Eur vech dispartiet an diou gevren, Jesus-Krist en
em dro var zu ar re a zo en tu deou díhe gador : ę Deuit,
Ľ emezhan, deuit, nann mui díar brezell. Echu eo peb
Ľ stourmad, gounezet ar victor. Noaz oun bet hag ho
Ľ cíheuz va guisket ; naoun a meuz bet, va maget ho
Ľ cíheuz. Deuit eta, tud benniget. Pignit, pignit. Mall,
Ľ mall bras e meuz. Rouantelez an Env a zo digor.
Ľ Guelit he joausded, he levenez, evidocíh int. Paour
Ľ ocíh bet, gwall gaset aliez : evit ho tigoll, setu eur
Ľ rouantelez a bez, eur rouantelez great evidocíh, eur
Ľ rouantelez eternel : Possidete regnum. Ľ
O setanz plijadurus ? O kelou dudiuz meurbed ! Mont
gant Doue ! Gant Doue díhe varadoz, beza kurunet a
cíhloar, beza da viken en eur mor a joaiou ! Pignit
eta, eneou eurus ! Kiit gant Doue ! Ho Kervel a ra !
He vugale ocíh! Deocíh e ro he vennoz, deocíh en em
ro he-unan : Possidete regnun.
Mez, o va Doue, euz ar re a zo en tu kleiz, ho kroua-
durien ive, euz outho petra reot-hu ?
ę Kiit, eme Jesus, kiit... Ľ Mez, o va Doue, da beleacíh
e zaÔnt-hi pell diouzocíh ? C'houi a bign dían Env. Ha
ne gavint-hi ket ive, eur cíhornik benag en ho
rouantelez ? ó ę Kiit, kiit pell diouzin : Discedite. Ho
Ľ kalvet e meuz, ho kortozet pell hag hir ; redet e meuz
Ľ var ho lercíh evel ar pastor mad varlercíh an danvad
.NHO
244 VAR AR VARN ZIVEZA
.NTO
Ľ dianket, ha cíhoui a reaz ar skouarn-vouzar, a droaz
Ľ kein ! Kiit, eta, ive brema ; heuillit ho cíhent atao...
Ľ Mez pell diouzocíh ha pa na jomm mui nemedocíh
Ľ gant an den, penaoz beza eurus ? Ľ ó ę Níeo ket ho
Ľ guelet eurus a fell díin mui. Va malloz a zo var ho
Ľ penn. Kiit, tud milliget, kiit da di an hini ho cíheuz
Ľ kemeret evit ho Toue epad ho puez. Kiit dían tan
Ľ eternel gant an drouk-speret. Ľ
Kristenien, krisa setanz ! doaniusa planeden ! Ran-
kout dre hor faot hon unan, gueled ar baradoz kollet,
lavaret kenavezo da Zoue, díar Zent, díhe Vreudeur,
dían eurusded, ha kenavezo da viken ! Rankout dre
hor faot hon unan kueza en ifern ha chomm ennhan da
virviken, da leski e kreiz an tan ! Rankout dre hor
faot hon-unan ha var eun dro, koll ar brasa mad, ar mad
heb mui ken ha koueza ouspenn, heb esperanz hebet, e
kreiz ar brasa malheur.
*
* *
Kristenien, va Breudeur, echu ar varn ; merket eo he
lojeiz, roet he loden da bep unan. E pe du, e pe loden
en em gavimp-ni dían deiz braz-se ?
Ma tiskenfe, ama hirio e mí plas, evel ma tiskenno da
fin ar bed, Hor Zalver benniget Jesus-Christ evit ho
parn petra ' ve ho planeden ? Aze ho tourn var ho kous-
tians, petra ' lavarit acíhanocíh hocíh unan ? Taolomp
eta evez ha greomp mad hor zounj.
O va Zalver, e leacíh guelet en ho tourn balans ar
justis, e velan ho tiou vreacíh digor var ar groaz evit
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 245
pardouni. Pardoun eta evidomp holl ! Pardounet ho
cíheus da Vari-Vadalen, pardounet díal laer deou ; espe-
ranz a zo eta evidomp ni ive : Mihi quoque spem dedisti.
Grit, o va Zalver, ma klevimp holl ar gomz eŁrus :
ę Deuit, tud benniget gant va Zad, da gemeret perz er
rouantelez a cíhed acíhanocíh abaoue krouidigez ar
bed. Ľ
EVEL-SE BEZET GREAT.
* * *
.NPO
XI
Prezegen var an ifern
óóóóóó
Discedite a me maledicti in ignem śternum.
It pell diouzin dían tan eternel. (S. Vaze, 25-41).
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZET KRISTEN,
Ar bed-ma holl a zo meurbed din a druez, rag ne
gaver ennhan, koulz lavaret, den ebed, hag a sounjfe a
vir galoun pe evit tra eo bet krouet gant Doue. Touellet
gant afferiou, madou, plijadurezou an douar, trecíhet
gant techou fall hor cíhalonou, dallet gant troumple-
reziou ar bed ha finesaou an drouc-spered, e vevomp
evel tud ha ního deffe kount ebed da renta euz ho
buez, evel tud ha ního deffe goude ar maro, netra da
zouja, netra da esperout.
Ha koulskoude, tud dizounj ma zomp, eun heur a
zeuio, heur a spount hag a enkrez, ma rankimp, dre
daol ar maro, kimiada diocíh holl draou an douar. Eun
heur a zeuio, heur a drubuil cíhoaz brasocíh, ma
cíhoulenno ouzomp ar barner just eur gount piz ha
didruez euz hor buez, penn-da-benn ; eun heur a zeuio,
heur a rann-galoun heb he far, ma velo an den, maro
.NHO
VAR AN IFERN 247
.NTO
er stad a becíhed, an ifern gant he boaniou digor frank
evit he lounka da viken.
Euz an ifern-ze, kristenien, eo e teuan hirio da gozeal
deocíh.
Klevet a rear, lod tud o lavaret : ę Marteze níeuz
ifern ebed ! Ľ Diskuez a rin deocíh e zeuz, e tle beza eun
ifern. Kleved a rear tud hag a lavar: ę Marteze níeo ket
guir kement, a glevomp divar benn an ifern ! Ľ E zan
da lavaret deocíh petra eo.
Eun ifern a zo ; petra eo an ifern-ze ? Setu eta
he daou cíher ar gelennadurez-ma.
Perak, a lavarot marteze díin, perak kozeal díheomp
euz an ifern ? Perak ? va Breudeur ker, perak a lavarin-
me da mí zro, perak pa vez taget mab an ti gant eur
cíhi klanv, e lavarer dían dud : ę taolit evez, eur cíhi
klanv zo var dro ! Ľ Kalz a zo bet ar pez ma zocíh, ho
deuz bevet evel mího peuz hag a zo, hirio, en ifern.
Setu perak, taolit pled mad ouz va chomzou, rak ar
virionez a zisklerian, hirio, a zo euz an huella priz evit
an holl. Mar docíh kristenien vad, selaouit gant evez
evit heulia cíhoaz, gant mui a gourach, lezen ho Toue.
Mar bevit er stad a becíhet, selaouit cíhoaz guellocíh ha
marteze ar zounj, ar guel euz an ifern ho lakaio da
zilezel ho kwall vuez !
*
* *
Beza í zeuz, e rank beza eun ifern.
Marteze, ne deuz ifern ebed a lavar, eta, an den difeiz
evit lakaat ar re all da veva evel ma vev he-unan.
.NHO
248 VAR AN IFERN
.NTO
Marteze, ne deuz ifern ebed a lavaro díhe dro, ar pecíher,
evit mouga rebechou he goustians ha kousket dizoursi var
penn-vele ar pecíhet.
Marteze níeuz ifern ebed. Marteze ! Her goulen, hen
esperout a rit. E karfacíh gelloud her cíhredi. Mez ho
koulen níeo ket mad, ho cíhesperanz níeo ket guellocíh,
hag ho kreden, mar kredit, a zo fallocíh cíhoaz.
Kounta a rear deuz eur vezen ha pa zear en dizheol
dindan-hi, a zigas eur cíhousk pounner dían den ha,
tostik varlercíh, ar maro. Emaocíh en eun dizheol
trubard, pecíher ha pecíherez paour ; ar greden ma
kouskit dindan-hi a denno varnocíh malheur, rak kaer
hor bezo, pe ni her cíhavo mad pe fall, eun ifern a zo,
e rank beza eun ifern.
Eun ifern a zo.
Evit hen diskuez deocíh, ó cíhoui hag a gred da gom-
zou an Aviel, cíhoui hag ho cíheuz feiz e kredennou an
Iliz, ó ne rankin ket kemeret nemeur a boan. En hon
religion, guirionez ebet, merket sklerrocíh evit houma.
Selaouit kentocíh hor Zalver he-unan o komz díeomp
en Aviel. (Luc, xvi ó ß. 20).
Beza zoa, emezhan, eun den pinvidik bras, guisket
kaer ha maget a bep vella. Beza e zoa ive, e toull he
zor, eun den paour, Lazar he hano, goloet holl a cíhou-
liou. Hag ar paour a cíhoulenne terri he naoun gant ar
bruzunachou a gueze divar taol ar pinvidik. Mez den na
roe dezhan draillen. Hebken, ar chas a deue ha gant ho
zeod a zecíhe gouliou he gorf.
.NHO
VAR AN IFERN 249
.NTO
Hogen, digwezout a reaz díar paour mervel. Hag an
elez disken evit hen dougen dían Env. Hag ar pinvidik
mervel ive, hag hen ó Kristenien, taolit evez mad euz
ar gomz-ma ; beza eo unan a gomzou Jesus-Krist ha
merket eo ennhi, var eun dro, planeden ar falz-pinvidik
hag hini an holl becíherien, ó hag hen kueza e kreiz
an ifern : Et sepultus est in inferno.
Hag en eur zevel he zaoulagad, a greiz he dourman-
chou, e velaz Abraham a ziabell ha Lazar en he gichen.
Hag e lavaraz en eur grial : Abraham, hon tad, ho pezet
ouzin truez ha digasit Lazar evit ma cíhlebio penn he
viz en dour, ha ma tistano va zeod, rag ne cíhellan ket
kerzet, poan a meuz ama e kreiz an t‚n : Crucior in h‚c
flammŗ. Hag Abraham respount : ę Eur speuren a zo
etre cíhoui ha ni, en heveleb doare na cíhell den pignat
euz a cíhalese beteg ama, nag euz acíhalenn disken
beteg aze. Va mab, ho pezet sounj e zocíh, hed ho puez,
bet er blijadur, ha Lazar er boan ; brema, díhe dro,
e ma er joa ha cíhoui en dristigez. Ľ
Guelet a reomp aze, tri dra merket sklear. Da genta
eul leacíh a levenez evit an den just, dían eil eul leacíh
a boan evit ar pecíher, hag etrezho ho daou eur speuren
ha ne cíhell den tremen dreist-hi.
Ma na vije ket bet ar cíhomzou-ze ker sklear ha ma
zint, ma na vije ket bet anat dreizho e zeuz eun ifern
evit ar pecíher, em bije gallet, ouspenn, diskouez deocíh
hor Zalver o cíhen em hevelebi ouz eul labourer hag a
zeu da fin an eost da zispartia 'r plouz a douez ar
greun evit ho zaol ebarz en t‚n : Ad comburendum. Hen
.NHO
250 VAR AN IFERN
diskuezet em bije hen deocíh, ho cíhen em hevelebi ouz
eun tad a famill hag ha cíhoulen digant he zervicherien
eur gount piz ha leal, ha goudeze, a daol er meaz e
kreiz an denvalijen he zervicher dieguz : Inutilem servum
ejicite in tenebras exteriores.
Mez perak, va Breudeur ker, kozeal deocíh kement
a gomzou Jesus-Krist ? He vuez, muiocíh cíhoaz eget he
gomzou, a rent testeni e zeuz eun ifern.
Hor Zalver a zo diskennet var an douar euz an Env,
ha perak ? Bevet hen deuz paour : ha perak ? Great hen
deuz sakramanchou : ha perak ? Maro eo, maro e kreiz
an dismegans, maro e kreiz poaniou estlammuz, maro
var groaz an dorfetourien ha perak ? Va Breudeur,
respountet ho cíheuz : Jesus-Krist a zo ganet, hen deuz
bevet paour, a zo maro var menez Kalvar evit terri hor
jadennou, evit distruja rodou an iaoul en hor cíhaloun,
evit deski díeomp hent ar baradoz, pe mar kavit guell :
evit sarri dindan hon treid dor an ifern. Etre an ifern
ha ni hen deuz savet he groaz, he groaz ruz-glaou gant
he cíhoad sakr. Eur penn euz ar groaz-se a stouf gi-
nou an ifern, ar penn all a zigor ar baradoz : setu ar
penn kaoz a varo Jesus-Krist.
Nacíh an ifern a zo, eta, nacíh an Aviel, nacíh kroaz
hor Zalver.
Hag en em estoni a dleomp-ni, goude kement-se,
mar klevomp an Iliz, an Iliz sklerijennet gant Doue ha
karget ganthan da gendercíhel ar virionez etouez an dud,
o rei malloz da nep piou benag a gredfe lavaret ne zeuz
.NHO
VAR AN IFERN 251
.NTO
ifern ebed ; o rei nerz díhe beleien da grial ouz ar pe-
cíher evit he zihuna : ę Eun ifern a zo, nann evit an
holl, mez evit kement hini a varv er stad a becíhet mar-
vel. Ľ
Evit eur cíhristen katolik, guirionez eta ebed hag a
ve sklearocíh eget houma.
Ha ma na fell ket deocíh beza kristen katolik, mar
fell deocíh disken, ó rag kuitaad ar feiz eo disken : ni
zo er pen huella, ó petra e viot cíhoui ?
Protestant marteze ? Va Breudeur ker, ne anavezan
ket protestantet an amzer vrema. Ne anavezan ket, a dra
zur, petra gredont ha petra na gredont ket ; rak eur
veach faziet divar hent ar virionez e cíhaller chench
guenoden, da bep mare. Ar gaou kenta a zo deuet a cíhi-
nou an aerouant hag a cíhoudevez, hen deuz dalcíhet
ar memez bale gant he dad. Ne cíhell ober hent, mont
araog, nemet en eur en em gorvigellat, en eur en em
gorgamma, lod anezhan atao a dreuz evel an aer pa ra
hent. Mez ma ne anavezan ket ar brotestantet, me ' ana-
vez ó hel lavaret a raan heb kaout ar zounj da offansi
den, ó me anavez ho zad, eur cíhoz manacíh kuiteat
ganthan he leandi evit distrei er bed. Anaout a raan he
vuez. Eun dervez, o pourmen gant he cíhreg, eul leanez
paour faziet ganthan, e selle ouz an Env. Hag he cíhreg
a lavare : ę Sell, Martin, peger kaer eo. Ľ Hag hen a blege
he benn. ę Sell-ta, emezhi, pegen kaer eo ! Ľ Hag hen
respount : ę Ia, kaer eo, mes níeo ket evidomp-ni ! Ľ ó
ę Red eo eta distrei neuze ! Ľ ó ę Ruillet ar voul, re
zivezad eo ! Ľ
.NHO
252 VAR AN IFERN
.NTO
Ia, ruillet ar voul ha distruj a ra. En eur ruill e torr
he gouzoug díar virionez.
Pa velaz Luther ar gador govez ha merket varnhi :
Ama e ranker dizelei gouliou ar goustianz, e kavaz an
dra-ze re boanius evit he galoun hudur ha gant eun
taol kil-dourn e taolaz dían traon ar gador govez hag
ar gofesion díhe heul. En em gavout a ra dirak ar
purgator. Seblantout a ra klevet he dud eat da anaon, o
cíhoulenn diganthan pedennou. Oh ! gueach all, e
cíhouie a greiz he galoun ober evitho ar pedennou-ze.
Mez hirio, e rank anzao ha lavaret : ę Da betra pedi ?
Ne meuz mui ar memez relijion gant va zud koz. Petra
a dalvo va fedennou-me ? Nacíhomp kentocíh e ve pur-.
kator. Ľ Hag e lavaras : ę Níeuz purkator ebed. Ľ En
em gavout a ra tal-ha-tal gant ar zent. Ar guel euz ho
foltred, en eur zigas dezhan da zounj euz ho buez santel
hag euz he wall vuez he-unan a zo evithan eun test he-
gazus. Pa vel dreist holl poltred ar grouadurez pur
dreist an holl, alvokadez ar Gristenien, mamm hor Zal-
ver benniget hen deuz lakeat he religion e dourn an
den, evel eur vaz evit he cíharpa var hent ar vuez, e
rank anzao : me a glask freuza, dispenn labour Jesus-
Krist. Hag e lavar : ę Diskaromp ar zent : dirazho ne
díaÔmp mui dían daoulin ; en hon templou ne vezo mui
guelet ho foltred. Ľ
Setu hen dirag an ifern. ó ę Acíhanta, Luther, te hag
a cíheuz dija great eun hanter-tro e kement all a virione-
ziou, petra a ri te, euz an ifern ? Kaer az pezo, keit ha
ma chommo ar spountailóze en he zav, ne gouski ket
.NHO
VAR AN IFERN 253
.NTO
eŁrus. Diskar ive an ifern ! Ľ Mez nann. Mallos Doue
e vel ouz hen difenn. Varnhan e vel merket e lizerennou
sklear : ę Ama ar prenv ne varvo ket, an tan níen em
vougo biken ! Ľ Luther ne gredaz ket nacíh an ifern.
Diskennomp, mar karit, eur bazen izellocíh, disken-
nomp beteg ar baianed, hag a ioa deuet nebeut ha ne-
beut a benn da ober ho Doue deuz pep tra nemet deuz ar
guir Doue, koulz lavaret, da gredi guir pep tra nemet
ar virionez. Mad, pa zigoran al leoriou koz, pa lennan
skridou an amzer gueach all, etouez kement a cíhevier
me a vel eur virionez chommet en he zav, var an douar :
e pep amzer, e peb bro holl boblou ar bed ho deuz kre-
det e zoa eun ifern.
Petra lavarin-me deocíh kÍn ? va Breudeur ker. Tud
desket, sperejou bras, mez dallet gant an ourgouil, ho
deuz klasket orjellad ha diskar guirioneziou an Aviel.
An ifern dreist holl, ho spounte hag en he eneb ho
deuz muia en em zijadennet. En hor bro e zeuz bet kavet
unan euz an dudóze, anavezet dreist ar re all, evit he
gounnar a eneb relijion Jesus-Krist.
Mad, eun devez e teuaz da gaout Voltaire eur mignoun
difeiz eveldíhan. ó ę Voltaire, emezhan, deut ounn a
benn da zestum testeniou awalcíh : níeuz ifern ebed ! Ľ
ó Na te a zo eurus, a respountaz Voltaire. Evidon-me ó
hag hen doa klasket awalcíh koulskoude, ó evidon-me
zo cíhoas pell diocíh eno.
Hag e guirionez, nann ebken e zeuz eun ifern : mez e
.NHO
254 VAR AN IFERN
.NTO
tle beza hag e rank beza eun ifern. Ha setu ama perak.
Eun Doue a zo. He hano ' zo skrivet var bep tra. An
Doue-ze, krouer ar bed, hen deuz great pep tra, dreist
holl an den, evithan heóunan : Omnia propter semetip-
sum operatus est Dominus. Kaer hor bezo, da Zoue e
rankimp beza : da Zoue evidomp pe da Zoue en hon
eneb. Hag an Doue-ze, rak ma zeo pur ha santel, ne
cíhell ket karet an dizurz ; ha rak ma zeo leal ha just e
rank rei da bep-unan ervez he oberou.
Hogen koulskoude, petra cíhoarvez var an douar ?
Hocíh-unan hen lavarit bemdez : an drouk a vez great
hag ar mad dilezet. Ouspenn zo : aliez ar falla tud a
zeblant kaout ar muia chans !
Daoust ha Doue a cíhell kaout mad eun henveleb
dizurz ? Nann, kristenien. Gortoz eo a ra. Amzer hen
deuz. Habaskder a cíhell da gaout. An eternite zo var
bal he zourn : Patiens quia śternus. Mez kaout a raio
he dro pa zeuio ar maro díhor gervel.
Ha perak e fell deocíh cíhoui, ne ve ifern ebed ? Pe-
naos heb eun ifern e cíhallo Doue lakaat an dud da zenti
outhan ? Eun tad en he di, hen deuz daou dra da lakaat
he vugale da juji : eur pok hag eur vaz : eur pok var
dal ar cíhrouadur mad, eur vaz var gorf ar vugel dijuj.
Doue a zo ganthan ive ar baradoz en eun dourn, an
ifern en eun dourn all. Pa zisprijer he garantez e teu ar
cíhastiz.
A hent all, ha deread e kavfacíh-cíhoui, gueled eun
deiz, tal-ha-tal, er memez baradoz, an den a feiz hag
an den difeiz, an den santel ha karantezus hag an den
.NHO
VAR AN IFERN 255
.NTO
fallagr ha direol, ar cíhrouadur a ra var an douar joaus-
ted he dud, hag an hini dre he wal vuez, a ro dezho
taol ar maro.
Setu ama eur grouadurez ker flamm he cíhaloun ha
sklerijen an deiz. Eun devez heb sounjal e drouk, e za
gant he hent pa en em gav gant-hi eun den brein tuf
he galoun. Hen-ma, an den fall, a laka he zourn louz
var galoun bur ar plac'hik paour. Tenna ra digant-hi
he cíhurunen a vercíhez. Hag en aoun da veza tamallet,
varlercíh, e ro díezhi goudeze taol ar maro. Deuz he
zaou becíhet níhen deuz na keuz na remors ha mervel a
ra díhe dro, heb beza goulennet pardoun ouz Doue. Mad
e kavfacíh-cíhoui ma ho guelfacíh, goudeze, digemeret
kerkoulz ha kerkoulz gant ar barner just.
Sellit kentocíh petra í rit hocíh-unan : Ar merdead pa
vank a respet díhe gabiten a vez chadennet e deon al
lestr pe varnet díar maro ; ar zoudard a vez fuzuillet pe
da vihana taolet er prizoun ; al laer kaset díar galeou,
ar muntrer díar cíhillotin. Ha Doue, a zounj deocíh-
cíhoui, a lezo heb ho cíhastiza ar re a dorr he cíhour-
cíhemennou ? Nann, kristenien. Doue hen deuz ive
he fuzuil, he cíhillotin, he cíhaleou. Hag arabat la-
varet, evit diveza digarez, eo Doue re vadelezus. Ma-
delez Doue níhe deuz netra da velet ama. Ar pecíher
eo a ra he-unan he ifern dre he becíhed. Nann, kriste-
nien, eun ifern ' zo hag eun ifern a rank beza.
Mez petra eo an ifern ?
*
* *
An ifern, va Breudeur ha va Cíhoarezet kristen, eo al
.NHO
256 VAR AN IFERN
.NTO
leacíh a gastiz ma rank ennhan an den, maro e stad a
becíhed marvel, paea da Zoue ar boan dleet díhe zizur-
ziou tremenet.
En eur brezeg deocíh euz ar poaniou a ranker ennhan
da cíhouzanv, ne glaskin ket, evit ho spounta, kreski ar
grisder anezho. Mez, kennebeut, evit plijout deocíh, ne
glaskin ket ho bihannat. Lavaret a rin deocíh ar virionez
evel ma e ma, evel ma he cíhredan, evel ma rank beza
kredet gant peb kristen, evel ma zeo merket en Aviel
hag e lezen an Iliz.
Hogen, ervez ar greden gatholik : 1į) En ifern e maor
heb ar guel a Zoue, dindan malloz Doue : Discedite a
me maledicti ;
2į En ifern e maor en tan : In ignem ;
3į En ifern e maor da viken : ∆ternum ; ennhan mui
a esperanz : In ignem śternum.
Da genta koll ar guel a Zoue, ó beza milliget gant
Doue.
Var an douar, anken ebed hag a ve var-ín-hed tost,
ker mantruz hag hi. Ha koulskoude nag a dristidige-
siou garo na velomp-ni ket en hon touez ?
Setu ama eur zoudard iaouank. Níeuz ket cíhoaz nemeur
a amzer, an nerz hag al laouenedigez a bare var he dal.
Seblantout a rea beza galvet da eur vuez hir hag eŁrus.
Ha koulskoude, hirio an deiz, guelit he benn pleget, he
javedou toullet ; ankounacíhaad a ra an dibri, an eva,
ar cíhousked. He vrasa plijadur eo en em denna a gostez
da skuilla daelou e kuz. Petra zo eta cíhoarvezet gant-
han ? Daoust hag aoun hen defe rag eun taol sabren,
.NHO
VAR AN IFERN 257
.NTO
eun tenn fuzuil pe eur voulet kanol ? Nann, va Breudeur
ker, níhen deuz ken drouk, ken poan nemet ar pez a
cíhanver klenved ar vamm-bro, klenved ar gear.
Henvel eo :
Ouz ar plant kizidik, da jomm a blas krouet
A zeu da zizecíha pa vezont divroet.
Noz-deiz aoled he di, iliz he barrez, ear he vro, mouez
he dad, mouez he vamm a zo dirag he zaoulagad. Noz-
deiz he zounj a zo ennho, noz-deiz he cíhuanad var ho
lercíh. Ha rak ma vankont díezhan, díezhan e vank pep
tra. Dizecíhi ra gant an necíh, mervel gant ar velkoni.
Koulskoude, dindan toen he di, hen divije, marteze,
kavet meur a dristidigez, meur ha meur a groaz da
zougen. Rak, peleacíh e ma 'n ti ha níeo ket anavezet
gant poaniou ar vuez, an hent a gas beteg ennhan ?
Koulskoude cíhoaz, abarz kuitaad he vro, eo bet
ambrouget, benniget gant kerent ha mignounet. Lavaret
a cíhell e vez etouez he dud kount anezhan bemnoz,
hag e vez glebiet a zaelou he skabellik chommet goullo
e korn an aoled.
Koulskoude, erfin, níeo ket dre he faot eo bet difram-
met a dre divreacíh kement a gare. Hag en despet da
ze rannet, mantret he galoun, e varv gant ar glacíhar.
Petra vezo hen eta, o va Doue, petra vezo hen evit an
den, beza kollet he paradoz, beza kollet ar guel acíha-
nocíh, kollet ho mignouniach, ho karantez, ha kollet
dre ar faot an unan, cíhoui hag a cíhell ar guel acíha-
nocíh lakaat an ene eurus, kountanti ar spered, karga
ar galoun ?
17
.NHO
258 VAR AN IFERN
.NTO
ę Lavarit, eme zantez Thereza, lavarit dían drouk-
speret e vezo savet eur vern, hir awalcíh evit tizout
adalek an ifern beteg an Env ; e vezo lakeat ennhi evit
ober eur skeul, lanvennou dir ker lemm hag aotennou.
Ha neuze, en eur gemered ar cíhorf ar muia kizidik a
cíhelfet da gaout, e vezo, mar kar, lezet da bignat be-
teg ar beg hag e velo Doue epad eun nebeudik amzer.
Mad, eme ar memez santez, me ' gred an drouk-spered
a bign-fe raktal. Ľ
Mez ive, va Breudeur ker, santez Thereza a cíhouie
mad petra eo Doue. Ha ni, siouas ! hor spered tenval-
leat gant ar pecíhet, hor cíhaloun touellet gant traou ar
bed, ne goumprenomp ket mad, petra eo koll ar guel a
Zoue, petra eo koll baradoz Doue, petra eo rankout
dougen, malloz an Aotrou Doue.
Mez ni díhon tro, goude ar maro, a velo ar virionez
evel ma e ma. Ar bed, he voget, he fouge a vezo treme-
net. Ne gavimp mui dirazhomp nemet Doue goestl da
gonforti hon ene. Mez an Doue-ze, neuze, goude beza
bet dilezet, hon dilezo, goapeat, hor goapaeo. Díhon holl
bedennou ne raio nemet eur respount : Discedite a me
maledicti : pellaÔt diouzin, tud milliget !
Neuze an ene daonet a gompreno pegen reuzeudik
eo he stad. Tri dra dreist holl, a ranno he cíhaloun. Da
genta, ar zounj euz an Env, atao en he speret. Kaer hen
dezo kas kuit ar zounj-ze, atao e chommo. Dían eil,
ar zounj deuz he becíhejou, atao ive dalcíhet gant
Doue dirag he zaoulagad. Guelet a raio anezho evel en
eur mellezour, guelet a raio pegen heuzuz, pegen lous,
pegen spountus int.
.NHO
VAR AN IFERN 259
.NTO
Mez ar pez marteze, a vo ar muia garo evithan, a vo
ma ranko lavaret : ę Dre va faot eo, ma zoun daonet.
Pegen eaz níoa ket díin-me mont d'ar baradoz ! Nag a
re all euz ar memez stad ganhen hag a zo er baradoz ? Ľ
Eil boan an ifern : poan an t‚n. Ouspenn ar boan da
veza kollet Doue, eur boan all ' zo en ifern : ar boan da
leski ebars en t‚n.
Koulz ha me, cíhoui a cíhoar peger bras poan eo ran-
kout beva e kreiz an tan. Var an douar, poan ebed hag
elfe beza ker kalet hag hi. Guelet ho cíheuz, marteze,
eun den skourjezet gant eur barrad klenved ha krog-ha-
krog gant ar maro. Eur fŰ bero zo en he vizach, eur
cíhoezen venn var he izili. Trei ha distrei a ra var he
vele, klemm, hirvoudi ha krial. Truezuz eo her gueled,
truezuz her cíhleved. Ha koulskoude, níe ma ket aze an
ifern.
Bet oun, eun devez, e porz Brest, o sellet euz an
deuzerez. Guelet e meuz eno, dir, houarn, koeor teuzet
ha tano evel an dour-red. Ha pa veze lezet da gueza
euz ar forniez evel eur ster a dan bervet, e velet an
eulf o nijal, e santet ar fŰ o sevel, e velet kement a veze
stoket outhan, pullucíhet ker buhan. Ha koulskoude,
ne ma ket aze an ifern.
Petra eo eta an ifern ?
Kristenien, an ifern zo eur prizoun ; atao leun a den-
valijen, eur puns, eul lenn leun a dan-soufr. Hag eno,
en tan-ze, atao, e ruil hag e tiruil an droukósperejou
hag ar becíherien.
.NHO
260 VAR AN IFERN
.NTO
An tan a zo ho magadurez, hag hi a zo magadurez an
t‚n ; en t‚n e maÔnt hag an t‚n a zo ennho. An t‚n, mez
eun t‚n a behini t‚n ar bed-ma níeo nemet eur skeud,
an t‚n heb ho lakaat da vont e ludu, a ia beteg mel ho
eskern. An t‚n a verv en ho daoulagad, an t‚n a verv
en ho goad, an t‚n a verv en ho izili, an t‚n a zo din-
danho, an t‚n a zioud-ho, an t‚n en dro díezho, an t‚n
a ra ho guiskamant. Kaout a ra díin ho guelet evel
houarn ruz er cíhofel, rus-glaou t‚n ha t‚n ho-unan.
Va Breudeur, setu aze an ifern gant he dourmanchou,
hag an tourmanchou-ze a bado hed an holl eternite : In
ignem śternum.
Trede poan ar re gollet : en ifern e maor da viken
heb esperanz ebed.
Er bed-ma, e kreiz hor poaniou brasa, an esperanz a
zouten, a harp an den. Ar prizounier, pell diocíh he vro,
a lavar : eun deiz, marteze, dor va frizoun a vezo digoret
hag e cíhallin, a nevez, guelet mignouned ha kerent.
An den klanv var he vele a esper hag a lavar : ar iecíhed
a zistroio gant an amzer. Ar galoun vantred a esper
hag a lavar : Varlercíh ar goanv, e teu an nevez amzer :
goude tristidigez, levenez a cíhell dont ive. Hag an eil
koulz hag egile, en em zouten dre an esperanz. Mez ive,
pa vank an esperanz, ar gourach a vank díhe heul. Ha
kenta komz a lavarer neuze eo houma : koulz tra eo
díin mervel.
Hogen, kristenien, en ifern ne cíhaller ket mervel hag
en ifern koulskoude, níeuz esperanz ebed da velet ar
.NHO
VAR AN IFERN 261
.NTO
boan e vihanaad, esperanz ebed díhe gueled ocíh
achui. Eur veach ennhan, e maor ennhan evit an eter-
nite. Doue he-unan hen deuz torret an alcíhouez, siellet
an or ha skrivet varnhi ar cíhomzou-ma : Vermis eorum
non moritur et ignis non extinguetur : ar prenv ho dreb
ne varv ket, an tan ho rost níen em vougo biken.
Lavarit da eun den daonet : Pa ho pezo tremenet en
ifern ken aliez a gant vloaz evel a zellien a ziwan er guez,
a ieoten a zav er prajou, a cíhreunen dreaz a zo var an
aod, e cíhelfot mont kuit. Hag ar cíhelou-ze, holl griz,
holl skrijus ma zeo, a garg-fe anezhan a joa. Mez nann.
Ar bloaveziou, ar cíhantvejou, ar milvezou a dremeno hag
an eternite ne vezo nemet ar pez ma zeo brema : atao
eternite.
Horolach an ifern a iel en dro, hag an nadoziou a
verko atao ar memez tra : In śternum : heb fin. Ar
momenter a labouro hag en eur vont a lavaro daou
cíher ę atao, biken ! biken, atao ! Ľ Atao pell diocíh
Doue, biken esperanz ; biken repozvan, atao t‚n ; atao
malloz Doue, biken laouenedigez ! Atao en t‚n, en t‚n
atao garo, atao griziaz ; biken, birviken eun eulfen a
blijadur ! Ľ
O eternite, eternite en ifern, na te a zo skrijus sonjal
enhoud !
Ha neuze, pa bigno, pa ziskenno, pa dreuzo ar mor-ze
a d‚n ha pa velo skrifet e pep tu : malloz, dizesper,
welvan ! e roio malloz díar re ho devezo her cíhollet ha
malloz díezhan he-unan.
.NHO
262 VAR AN IFERN
.NTO
Va Breudeur, eun devez, eun den, spourounet holl o
sounjal en ifern, a glaskaz anavoud hag hen a ioa guir
kement a lavarer divar he benn. Aliez, evit goulen
sklerijen, en em strinkas dían daoulin dirak he groaz ;
lenn a reaz al levriou sakr, studia skridou ar zent ha re
an doktored. Ha da fin he labour, goude beza pouezet
pep tra, dalcíhet kount a justis Doue, a cíhrevusded
ar pecíhet, ne gavaz da lavaret nemet ar gomz-ma euz
ar Skritur Sakr : Horrendum est incidere in manu Dei
viventis : Eun dra skrijus eo kueza, etre daouarn an
Doue beo !
Ha ni, va Breudeur, eveldíhan, en eur zounjal en
ifern, kredomp, krenomp, goulennomp pardoun. Hirio
cíhoaz, Doue a ginnig díheomp he varadoz mar her
gounezomp. Mez ive, ma níher gounezomp ket, e lavar
e zaffomp dían ifern. A zaou, unan a ranko beza hon
demeuranz evit an eternite. Guelit eta ha choazit
brema : aze an ifern ; ama ar baradoz.
O va Doue, grit ma na guezo nikun acíhanomp en
ifern. Grit ma zaÔmp holl dího meuli dían Envou.
Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
XII
Var ar Baradoz
óóóóóóó
Non oculus vidit, nec auris audivit,
nec in cor hominis ascendit, quś pre-
paravit Deus his qui diligunt illum.
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZET KRISTEN,
Kozeal e meuz great deocíh deuz ar maro : eaz eo hen
ober : ar maro zo e peb leacíh.
Kozeet e meuz divar benn ar pecíhet : eaz hen ober
ive ; piou ne becíh ket ?
Lavaret e meuz deocíh divar benn ar varn : eaz
cíhoaz ; Doue a zo just.
Prezeg em beuz great var an ifern. Guirionez spoun-
tus ! Koulskoude, evel an alcíhouez a ra, tost da vad,
anavoud ar potail, ar pecíhet, alcíhouez an ifern, a ra
anaout an ifern.
Hirio, em beuz da gozeal euz eur virionez dudiuz :
ar baradoz. Ha koulskoude, melkoniet ounn ! Penaoz
anavoud madelez Doue poulzet keit ha ma cíhell mont ?
Lavaromp evelkent, tri cíher : 1į Holl joaiou an douar,
níint nemet skeud eurusded ar baradoz ; 2į Er baradoz
netra mui da zezirout ; 3į Er baradoz netra da zouja.
.NHO
264 VAR AR BARADOZ
.NTO
*
* *
Holl joaiou an douar níint nemet eur skeud euz ar
baradoz.
Evit anaout ar baradoz eo red beza sant : sant a nep
a zelaou ha sant a nep a brezeg... Ha cíhoaz ?... Eur
zant douget dían Env, ne lavaraz nemet teir gomz :
Nec oculus vidit, nec auris audivit nec in cor hominis
ascendit, quś preparavit Deus his qui diligunt illum :
Lagad an den níhen deuz ket guelet, he skouarn kle-
vet, he galoun tanveat, ar pez hen deuz Doue pourjaset
da nep her cíhar.
Koulskoude, petra níhen deuz ket guelet lagad an
den ? 1į Ar mor braz, ar cíhoajou doun, ar bleuniou,
an heol, an noz steredennet... ; 2į Eur roue var he
drŰn, eur general victorius e penn he arme... ; 3į Eur
chrouadur bihan en he gavel, eur zant o pedi dirag eun
aoter... Ha koulskoude : Nec oculus vidit... klevit ive
sant Ian : Vidi civitatem sanctam, Jerusalem novam...
(ap. chabist XXI. ß .2 beteg 17.)
Petra níhen deuz ket klevet skouarn an den ! Eunigou
an Env o kana, ó hiboud an dour, ó muzik kaer,
mouez eur vamm, eur mignoun, bennoz ar paour.
Evelato : Nec auris audivit... klevit sant Ian : (apó
chabist VII. 12 beteg 17.)
Kaloun an den ive, petra níhen deuz ket hi tanveat !
Eur beachour faziet, a gav he hent, ó an den o vont
da veuzi, tennet er vag, ó eur vamm o vont díar veret
.NHO
VAR AR BARADOZ 265
.NTO
varlercíh he mab, hen guel distroet da veo, ó meuleu-
diou an dud roet en eur vouez da vadoberour ar vro, ó
testeni eur goustianz vad. Evelato : Nec in cor hominis
ascendit.
Hag e guirionez, ervez an Aviel : Non esuriunt, neque
sitiunt..... Histor an hermit, a dremen kant vloaz, en
eur cíhoat, varleríh kanaouen labousik ar baradoz.....
Holl joaiou ar vuez, ato mesket a dristidigez, necíh,
inou, melkoni ; ouspen, atao berr en tu pe du.
*
* *
Petra eo eta ar baradoz ?
Er baradoz netra mui da zezirout. Ennhan, an den
hen deuz kement a cíhoanta, hag euz an traou-ze leiz he
walcíh bep taol : Ar joa ' zo dreist vuzul, heb poan
ebed. An izella euz ar re zalvet a zo eŁrus euz he
eŁrusded he-unan heb jalousi ouz eŁrusded ar re ' zo
huellocíh. E tri cíher, er baradoz : ó repozvan a spered,
ó repozvan a galoun, ó repozvan a gorf.
1į Repozvan a spered.
An den a glask atao, anaout muiocíh mui. An deska-
durez eo bara ar spered. Mez nag a boan o teski ! Ha
goude poania, peger berr e chomm skiant an den !
Henvel oump euz eun den amcíhoulou, harpet var he
vaz, renet gant eur cíhrouadurik. Atao an den-ma, a
zelaou ó a jomm a zav, dían disterra trouz, ó aoun a
zroug, aoun a fazi. En Env, ni a velo Doue, Facie ad
faciem. Ni ' anavezo ar virionez, ar zantelez, ar penn
abek a bep tra.
.NHO
266 VAR AR BARADOZ
.NTO
Gueach all, eun den, goude beza klasket pell eur
virionez, a zeuaz a benn díhe cíhaout ha dre he levenez
e krie : Eureka, eureka : kavet a meuz, kavet a meuz !
Er baradoz an holl a anavezo pep tra.
2į Repozvan a galon.
Ar spered a cíhoulen anaout, ar galoun a cíhoulen
karet : karet ha beza karet, setu bara ar galoun. Mez var
an douar, petra da garet ? Aour ? Enor ? Traou bresk
hag aliez didalvoud. ó Mignouned ? bugale ? aliez
dianaoudek ha digar.
Er baradoz, karet eun Doue holl garantezus hag holl
garantez. Joa ar galoun a vezo dreist hini eur vamm a
stard var boull he cíhaloun ar cíhenta krouadur a laka
er bed.
3į Repozvan a gorf.
Var an douar, pa vez dizoursi ar spered, eŁrus ar
galoun, aliez ar cíhorf a glemm. Ne fell ket díin hen
disprijout. Labour Doue eo. Evelato : 1į En em stleja,
' ra gant poan. Er baradoz e vezo ker skanv hag ar
spered : en eun taol e cíhen em zougo e leacíh ma karo.
2į Iskis eo aliez, divalo, macíhagnet : Er baradoz
skedus evel an heol : Guelit an derchenen, (1) ne da
ket buhan, níeo ket brao. En em drei a ra en eur
balafen hag a zo kaerocíh guisket eget eur rouanez.
Eur skeud dister deuz ar pez a cíhoarvezo gant hor
cíhorf er baradoz. 3į Ar cíhorf ' zo dicíhalloud. Arzet e
.NFO
(1) Chenille, e gallek.
.NHO
VAR AR BARADOZ 267
.NTO
vez gant eur mean, gant eur spernen... En Env e treuzo
pep tra koulz hag hor spered, evel ma treuz ar skle-
rijenn eur veren gristal. 4į Er bed-ma ar cíhorf a zo
kiriek dían droug, anvoed, groez, kozni, klenved :
Repletur multis miseriis. Er baradoz, Neque sitiunt, neque
esuriunt, neque lugent : poan ebed ken, e nep giz.
Er baradoz netra da zouja.
Var an douar, ar joa, ouspenn ma zeo dibarfet, he
deuz diouaskel lijer. Keit, zoken, ha ma pad, e vez
aoun díhe cíholl. Hag aliez e teuer ganthi díen em skuiza.
Var a gounter, eur roue en em gave re eŁrus, gueach
all, hag a daolaz he vizou er mor. (1)
En Env eurusded heb fin.
Ne cíheller na koll Doue na pecíhi ; siellet er, er stad
a cíhras, hag an ene eŁrus a cíhoar kement-se. A hent
all an eŁrusded a zo bepred koz ha bepred nevez :
Semper pleni, semper avidi, eme sant Aogustin. Níen
em inouer gueach ebet.
*
* *
Eun devez, eur cíhabiten, o vont díar brezell, a ran-
naz he holl zanvez etre ar zoudardet. Unan a cíhou-
lennas : ó Prins, hag evidocíh, petra ' zalcíhit ? ó An
Esperanz, a respountaz Alegsandre.
He esperanz a zeuaz da vir. Gounit a reaz rouantele-
ziou eur maread... Ha goude, da fin he vuez, e choummaz
ganthan, er bed-ma, eur bez ha netra ken, hag er bed all...
piou oar e peleacíh e ma ?
.NFO
(1) Pisistrate.
.NHO
268 VAR AR BARADOZ
.NTO
Eveld'han, dalc'homp evidomp an Esperanz, mez an
Esperanz da vont díar baradoz. Ha labouromp evit
gounit meritou hag hon dougo beteg eno.
Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
XIII
Sermoun ar Vered
óóóóó
Solum mihi superest sepulchrum.
Evit holl vad, ne jomm ganhen nemet ar
bez.
VA BREUDEUR KER,
Stad an dud var an douar a zo meurbed dizhenvel.
Lod pinvidik, lod paour ; lod euruz, lod gwaleuruz ; lod
karet, meulet, lod disprijet.
Díar re genta e lavaran : ę Ne gemerit ket a fouge... Ľ
Díar re all ę Ne gollit ket a gourach. Ľ
Eur cíhantonnier a gompez an hent braz : ar maro a
gompez an dud : Solum mihi superest sepulchrum : evit
holl vad ne jomm ganhen nemet ar bez.
*
* *
Petra eo ar bez ?
Ar bez a zo da genta, kenavezo ! da vadou ar bed.
Paour ha pinvidik, desket ha dizesk, meulet ha dispri-
jet, holl e cíhellomp lavaret gant guirionez : Solum mihi
superest sepulchrum, deuz ar pez a meuz, ne jommo
ganhen nemet eur bez.
.NHO
270 SERMOUN AR VERED
.NTO
Dían eil, ar bez a zo kenavezo ! díar gerent...
Va Breudeur, guelit an eskernóma. Bet int tud eveló
docíh. Hirio e maint pell ' zo ankounacíheat...
Dían trede, ar bez a zo kenavezo ! díar cíhorf he-
unan. Gened, nerz, iecíhet, plijadur, anezho petra '
jomm ? Eun tamm askourn dizolo hag a cíhell beza
douget e dourn eur cíhrouadur daou vloaz...
Ha koulskoude setu hon ti, hor guir di.
ó Peleacíh e zit-hu ? a lavariz eun deiz da eur cíhroua-
durik bihan, a gerze gant an hent trist ha pleget he
benn.
ó Da zouheti eur bloavez mad da mí mamm.
ó E zocíh trist evel-se, o vont da di ho mamm ?
ó Oh ! ia, va mamm ' zo maro !
Kristenien, guelit aze. Ho mamm, ho tad, daoust ha
níe maÔnt ket er bez aze ? Daoust ha níe ket aze eo e
rankit dont, iviziken, da zouheti dezho eur bloavez mad,
Ha deuz ar bez, ma selaouit anezho, e lavaront deocíh :
ę Hodie mihi, cras tibi : Hirio e ma va zro, varcíhoaz e
vo ocíh hini. Ľ
*
* *
Ha koulsgoude, ha gueled a rez-te, mab an den, ar
bern eskern-ze ? ó Ia, Aotrou. ó Putas-ne ossa ista
reviviscent. Kredi a rez-te, e teuio buez ennho cíhoaz ? Ľ
(Ezechiel).
Va Breudeur, Jesus-Krist a lavaraz eun devez : ę Non
.NHO
SERMOUN AR VERED 271
.NTO
est mortuus, sed dormit : kousket eo, mez níeo ket maro. Ľ
Hag e lakeaz Lazar da zont euz ar bez leun a vuez.
Ar cíhorfou maroóma, a zihuno ive. Lod a iel dían
Env, an dra-ze zo sur, mez lod ive a iel, marteze, en eur
zevel acíhalese, var eŁn dían ifern.
Ho oberou mad hag ho oberou fall a zo diskennet er
bez dího heul. Hag eun devez, e vo guelet o tont deuz ar
bez, aze, korfou kaer, skeduz, diboan hag o vont dían
eurusded a bado da viken. Mez, heb mar ebet, e vo
guelet ive unanou benag, o sevel gant eur cíhorf louz,
hudur, pounner, goloet a becíhet hag o vont dían ifern...
Cíhoui, relegou parrez an Trehoux komzit e mí plas.
Lavarit dího pugale zo ama, great ho mission dija
gantho, ó lavarit dího pugale eo red dercíhel da veza
tud vad.
*
* *
Kroaz venniget, cíhoui hag a zo savet, evit diwall ar
relegou-ma, dirazocíh ni a bromet dercíhel atao mad,
ni heu tou var relegou hon tud koz.
Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
XIV
Var ar Gontrision
óóóóóóóó
Miserere mei Deus secundum magnam
misericordiam tuam.
O prezet ouzin truez, o va Doue, erve
ho madelez vras !
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZET KRISTEN,
Gueach all, eur cíhrouadur iaouank a ziwalle, e kreiz
ar meziou, loened he dad, pa zeuaz, a berz Doue, ar
prophet Samuel díhen tenna euz ar renk izel ma veve
ennhi, evit hen lakaat da rÍn var bobl Israel. Da heul
ar gurunen a roue, Doue a roaz díezhan, ouspenn, kalz
a vadoberou all : gloar, enor, madou ; pep tra holl a
lakeaz etre he zaouarn. Distrei a reaz divar-ín-han taol
ar maro, rei a reaz díezhan ar gounid var enebourien he
rouantelez, lakaad a reaz he sujidi díher cíharoud. En
eur ger, ar roue David hen devoa leacíh da drugare-
kaat an Aotrou Doue, e pep giz, ha da zercíhel mad
díhe lezenn.
Eun devez, koulskoude, e reas, var eun dro, daou
becíhed bras ; eul laz hag eun avoultriez. Neuze Doue
a zigaz ar prophet Nathan da rebech díezhan beza
.NHO
VAR AR GONTRISION 273
.NTO
dianaoudek. Ha David ker buhan a anzav he faot hag
a lavar : ę Peccavi Domino : pecíhet e meuz a eneb an
Aotrou Doue ! Peccavi Domino ! Ľ Hag ar prophet, test
euz he cíhlacíhar, a respount neuze : Doue hen deuz
pardounet ho pecíhet : na varvot ket : ę Transtulit
quoque Dominus peccatum tuum, non morieris. Ľ
Va Breudeur, evel ar prophet Nathan, setu me, o
toned hirio, a berz Doue, da lavaret da bep hini acíha-
nocíh : Pecíhejou a zo bet great var an douar : grit eur
zell var ho koustianz, poezit ha poezit mad ho puez.
Guelit ha cíhoui ive, koulz ha David, ního cíheuz ket a
leacíh da respount: ę Peccavi Domino : pecíhet hon deuz
a eneb an Aotrou Doue. Ľ
Mez, kristenien, daoust ha me, koulz ha Nathan, a
cíhell esperout e 'm bezo an heur vad da respount da
mí zro : Doue hen deuz pardounet ho pecíhed : na
varvot ket : ę Transtulit quoque Dominus peccatum tuum,
non morieris. Ľ Ia, kristenien, an heur vad-se, a mí bezo,
mar kirit. Pignat a raan er gador-ma, evit kinnig
deocíh ar pardoun, mar karit en em lakaat din anezhan.
Evit gounit ho pardoun eun dra, unan hebken, a zo
red. Red eo kaout eur guir gontrision hag e teuan evit
klask rei deocíh da entent mad : 1į petra eo ar gontri-
sion, ha da 2į, petra da ober evit he cíhavoud.
*
* *
Petra eo ar gontrision ?
Va Breudeur ker, kaout kontrision evel a cíhouzocíh
18
.NHO
274 VAR AR GONTRISION
.NTO
ne díeo ken tra nemet beza glacíharet da veza, beteg-hen,
kuezet er pecíhet, santoud evithan kasouni, ha kaout
guir volontez díen em ziwal oudóhan iviziken. Keuz evit
an amzer dremenet, kasouni ouz ar pecíhed, evit an
amzer hirio ; mennoz stard evit an amzer da zont : setu
petra eo ar gontrision.
Ar gontrision-ma, kristenien, eo ar pez a zo muia red
díar pecíher. Heb kovesion, heb satisfagsion, ar sakra-
manchou all a cíhell, avechou, hon lakaat da chounit an
Env. Mez goude beza pecíhet, biken pardounet na vezer
nemet kontrision hon deffe. ę Dre ho kaleder, eme
sant Paol, ha dre ho kaloun dianken, e tastummit evi-
docíh eun tenzor a zroug : Secundum duritiam tuam et
impenitens cor, thezaurizas tibi iram. (R. 12. ß. 5). Ľ Díar
gontrision, er cíhountrol, ar pardoun a zo promettet :
ę ne zisprijot ket, o va Doue, eur galoun bruzunet gant
ar cíhlacíhar : Cor contritum Deus non despicies. Ľ
Evelkent, peb kontrision ne gav ket a drugarez a berz
Doue. SaŁl, koulz ha David, a lavaras : pecíhed e
meuz : Peccavi. Hag he becíhet a jomaz dibardoun. An-
tiochus, skoet gant dourn Doue, a cíhoulenne truez ; ha
truez ebed na dlie da gaout. Eur guir gueuz, hebken, a
cíhell dizamma koustians ar pecíher.
*
* *
An dud a cíhell beza gounezet dre eun dianveaz an-
keniet. Ho lagad na vel ket ar pez a dremen e pleg an
ene. Mez lagad an Aotrou Doue a lenn e korniou
.NHO
VAR AR GONTRISION 275
.NTO
muia kuzet ar galoun : Scrutans corda et renes Deus.
Ne ra ket pikol v‚n evit komzou flour, na promesaou
kaer. An dud-se, emezhan, a ro enor din divar ho mu-
zellou, mez ho cíhaloun a zo pell diouzin : Labiis me
honorant, cor autem eorum longe est a me. Hor cíhaloun
eo he deuz pecíhet, hi eo a dle beza chenchet, distroet,
keuziet, mantret gant ar glacíhar : Cor contritum et
humiliatum Deus non despiciet.
Mez red eo kaout eur cíheuz hed-a-hed. Keit ha ma
chommo en ho kaloun, eur pecíhet marvel, unan heb-
ken, an drouk-spered a jommo ennhi díhe heul, rag dre
ar pecíhet eo e rÍn var an eneou. Ha hent all, keit ha
ma chommo an drouk-spered en eur galoun, Jesus-
Krist a jommo er meaz anezhi. Ne cíhellont, e nep
leacíh, nag en em glevet nag en em ober : Qua autem
conventio Christi ad Belial ? Ken ma vez (1), eta, eur galoun
distag, distag mad deuz pep pecíhet grevus da vihana,
ar galoun-ze níeo ket da Zoue, a zo enep Doue : Qui non
est mecum contra me est. Ha rak-se níeuz evithi pardoun
ebed da cíhortoz.
Red eo ive ma ve ho keuz eur cíheuz dreist natur.
Níint ket dibaot an dud a wel dího fecíhejou. Mez dibaot
int ar re a wel díezho netra nemet er guel a Zoue.
Setu ama eun den hag a wel da eul laerounsi. Mez,
perak ? Abalamour ma zeuz pecíhet o laerez ? Nann. Mez
abalamour he laerounsi dizoloet a gas anezhan díar
prizoun.
Setu eur mesvier hag a wel díhe vesventi. Mez pe-
===============================
(1) Ken ne vez ket, eta, ... ??
Keit ne vez ket... ??
.NHO
276 VAR AR GONTRISION
.NTO
rak ? Abalamour ober he Zone deuz he gov a zo koll
mignouniach an Aotrou Doue ? Nann. Mez rak ma zeo
bet, evithan, pennókaoz a eur wal affer.
Setu eur placíh hag a wel noz-deiz. Perak ? Abalamour
e zeuz eur pecíhet hag a lak ar galoun henvel deuz eur
fleuren wenved ? Nann. Mez abalamour ma rank stoued
he z‚l etouez ar re all ha ruzia gant ar vez.
Va Breudeur, na lavaran ket e ve eun hevelep glacíhar
eun dra fall dirak Doue, pell diocíh eno. Mez ar pez a
lavaran, ar pez a rankan da lavaret eo, ne gavan ket
ennhi peadra awalcíh da lakaad Doue díhor pardouni.
Níeo ket evit Doue ho cíheuz glacíhar : evit ar bed,
evidocíh ocíhóunan an hini eo. Ha Doue, níhen deuz
promettet pardouni, nemet díar re ho devezo keuz da
veza hen offanset.
Evit eta, beza pardounet, e tleit kaout keuz dího pe-
cíhet, rak ma ho cíheuz, dre ar pecíhet-ze, toullet kaloun
ho Toue, lazet hocíh ene, kollet ho lod er baradoz. Ho
keuz, ho klacíhar a dle disken euz an Env, doníd a
zourn ar Spered-Santel, a dle beza dreist natur, tennet a
draou huelloc'h eget traou an douar ha fountet var ar
feiz.
Erfin, red eo kaout eur cíheuz dreist pep tra.
Evel ma hel lavaren deocíh, bremaik souden, koll
Doue hag he varadoz eo koll ar brasa mad. Meritout
an ifern eo meritout ar wasa malheur. Ar pecíhet,
koulskoude, a ra díheomp koll ar cíhenta, a ra díheomp
meritout an eil. Euz ar pecíhet, rak-se, eo e tleomp
.NHO
VAR AR GONTRISION 277
.NTO
kaout ar brasa glacíhar ha red eo beza rezolvet da
cíhouzanv pep tra, da goll kement zo, kentocíh eget mui
kueza ennhan.
*
* *
Petra da ober evit kaout eur guir gontrision ?
Va Breudeur, hen anzao a rankan ouzocíh, ama e
cíhen em gavan meurbed droug-kountant acíhanon va
unan. Piou ha petra ounn-me evit deski deocíh ervad
penaoz ha pe evit petra gwela dího pecíhejou ?
Ah ! perak ne anavezan-me ket mad petra eo Doue
e kenver an den ha petra eo an den e kenver Doue ?
Ah ! perak ne anavezan-me ket mad petra eo Jesus-
Krist evidomp ha petra omp-ni, pa becíhomp, evit
Jesus-Krist ?
Ah ! perak ne anavezan-me ket mad petra eo an den
dilezet gant Doue en he becíhet hag a zispill a ziocíh an
ifern ?
Eve1kent, va Breudeur, selaouit ha sounjit :
1į Petra eo Doue ?
Pa glaskan anavoud petra eo Doue, me a zeblant
guelet dirazhon eur spered parfet, heb muzur, krouer
ha mestr e pep giz da gement a zo. Gant eur gomz
hebken, hen deuz tennet euz a netra kement a velomp
ha kement ne velomp ket. Taolet hen deuz an heol e
bolz an Env, evel eur cíhoulaouen atao beo, da skleri-
jenna ar bed epad an deiz ; izellocíh hen deuz taolet al
loar evit sklerijenna 'n noz ; hadet hen deuz e bolz an
Envou, stered kaer ha lugernuz, evel perlez var mantel
.NHO
278 VAR AR GONTRISION
.NTO
cíhlaz eur rouanez ; diazezet hen deuz an douar e kreiz
an ear hag he dercíhel a ra en he floumm, var dri
biz euz he zourn deou. Ha goude beza evel-se krouet
pep tra, e ro urziou da gement hen deuz krouet.
Lavaret a ra dían heol pignat ha diskenn. Hag an
heol a bign hag a zisken evit merka deiziou ar bloaz.
Kas ha digas a ra ar cíhoumoul, gueach evit
freskaad an douar, gueach all evit he dizheolia,
gueach evit pourmen kurunou an Env. Hag an heol a
bign hag a zisken, hag ar cíhoumoul a deu hag a ia,
ervez urz an Aotrou Doue. Lavaret a ra dían avel cíhueza
pe devel : hag an avel a cíhuez pe a dav. Lavaret a ra
díar mor sevel ha disken ; hag ar mor a ziskenn hag a
zav, mez heb morse lammat dreist ar cíhreunen dreaz
lakeat evit hen diarben. Pep tra, en eur ger, a zent ouz
an Aotrou Doue, pep tra holl nemet unan : nemet an
den pa becíh.
Hag an den, koulskoude, a zo bet lakeat ganthan da
roue var an holl grouidigez. An heol, evithan eo great ;
an douar, evithan ; ar mor evithan ; ar pesked, al loe-
net, ar cíhoat, ar frouez, evithan, ive ; an Env evit he
zigemered eun deiz : pep tra holl ' zo evit an den. Hag
an den a vez koulskoude, avechou, digar ha dizent. Eur
speret hen deuz evit studia ar bed hag anavoud Doue
koulz hag he vadoberou ; eur galoun hen deuz evit he
garet ; eur cíhorf hen deuz evit he zervicha. Mad ! An
dra í lavar da Zoue goude kement-se holl, eo : ę Non ser-
viam : ního servichin ket. Ľ
Ha petra omp-ni, eta, acíhanomp hon-unan, evit der-
.NHO
WAR AR GONTRISION 279
.NTO
cíhel, evelse, penn da Zoue ? Eur prenvik douar, hirio
beo, ha varcíhoas maro ; maro zoken var an heur ma
kar Doue tenna he zourn a zindanhomp. Ha koulz-
koude, da Zoue ni a lavar : ę Non serviam ! Ľ Pebeuz
dallentez !
Ha gant petra en em zavomp-ni, evel-se, enep Doue ?
En em zevel a reomp, nann gant ar pez hon deuz acíha-
nomp hon-unan, ó acíhanomp hon-unan níhon deuz,
ne domp netra, ó mez gant ar pez hen deuz Doue roet
díheomp ; trei a reomp he vadoberou en he enep. Pebeuz
dianaoudegez !
2į Petra eo Jesus-Krist evidomp ha petra omp, pa
becíhomp, evit Jesus-Krist.
Seulvui ma klaskan studia buez va Zalver, seulvuiocíh
a ze, me a vel ennhan eur vadelez dreist vuzur evit an
holl, zoken evit ar becíherien. Evidomp eo diskennet
euz an Env var an douar ; evidomp hen deuz en em
cíhreat paour ; evidomp hen deuz prezeget he Aviel.
Evidomp, evit hor prena, evit digeri an Env, serri an
ifern, hen deuz gouzanvet ar maro ha skuillet he cíhoad.
Hag en distro, a eur garantez ker bras, petra ' cíhou-
lenn euz hor perz ? Eun dra, eun dra zister awalcíh,
eaz da rei : goulen a ra ma her cíharimp ma roÔmp
díhezan hor cíhaloun : Prúbe, fili, cor tuum mihi.
Ha ni, petra reomp-ni, pa becíhomp ? Selaouit ama
sant Paol. Paneved-han, ne 'm bije ket kredet lavaret
deocíh eun henvelep koumz : ę Rursum crucifigentes sibi
metipsis filium Dei et ostentui habentes : sevel a reont a
.NHO
280 VAR AR GONTRISION
.NTO
nevez ouz ar groaz mab Doue en ho cíhaloun ho-unan,
hag hen disprijout a reont. Ľ Va Breudeur, koumpre-
net, ententet mad ho cíheuz koumz an abostol ? Sounj
ho c'heuz deuz ar pez a reaz ar Jusevien d'hor Zalver
Jesus-Krist ?
Hor Zalver a zo o pedi, o pedi evit mad an holl. Ha
díar mare-ze, zoken, eun den, eun abostol, unan a dud
Jesus-Krist a deu : her saludi a ra : Ave rabbi. ó Ju-
das ! Judas ! pegen treitour, pegen iud oud-te ! ó Ha
koulskoude, ni a zo ive a vignouned Jesus-Krist, hag
aliez dre eur pok treitour, ni a zeu díhen guerza : Rur-
sum crucifigentes.
Herodez a daol var he chouk eur zae venn evel eur
merk a ziskiantiz, Herodez, an den fall ha lik. ó Kriste-
nien, evit senti ouz techou fall hor cíhaloun, daoust ha
na cíhoapaomp-ni ket hon Doue ?
Pilat, an den digourach, a anavez eo Jesus-Krist dire-
bech, hag evelkent e laka he skourjeza. ó Pecíher
paour ! nag a bet a veach, te a cíhoar ar brava, e rez
fall o pecíhi, hag evelkent, rag ma zoud digourach, te
' becíh : Rursum crucifigentes.
Ar bobl a lavare : ę Non hunc, sed Barrabam. Hen
ma ? Tolle ! tolle ! crucifige : taolit hen a gostez ouz ar
groaz ! Ľ ó Ha ni, ni a lavar, kentocíh eget Jesus-Krist,
eur cíhovad guin, eur blijadur vezus, eul laeronsi, eur
venjans : Non hunc, sed Barrabam... rursum crucifigen-
tes.
Ar soudardet a gurunaz Jesus-Krist a spern ; ar
bobl a lakeaz var he chouk eur groaz pounner. ó Ha ni,
.NHO
VAR AR GONTRISION 281
.NTO
peger garo ne rentomp-ni ket hor cíhoustianz, pegen
pounner hor buez evit Jezus !
Ar Juzevien hen stagaz ouz ar groaz ! ó Ha ni ?...
Longin a doullaz díezhan he galoun ! ó Ha ni ?
Var he groaz, araog mervel, Jesus-Krist a lavare :
ę Sitio : secíhet a meuz. Ľ Hag an dud fallakr oa eno, a roaz
dezhan guin-egr gant eun tam spouenv. ó Ha ni ?... Dont
a ra díhor guervel. Secíhet hen deuz, deuz hon eneou,
ha ni lavar dezhan : nann ; divezatocíh. Ar vestl hag ar
guin-egr setu lod Jesus-Krist : Rursum crucifigentes.
Jesus-Krist a zo maro var he groaz.
Gueach all e zoad kustum, pa vije kavet eur cíhorf
maro, da glask eun den ha níen dije great pecíhet ebet,
eun den mignoun da Zoue, evit sevel dezhan he zourn,
araog ma vije kaset kuit... Piou a zavo he zourn díhor
Zalver Jesus ? Bugaligou vihan, nevez badezet, cíhui a
cíhelfe, marteze... Mez chommet ocíh er gear. Ama, e
ma ho tad, ho mamm, ho preur, ho cíhoar. Ho lezet ho
deuz evit dond ama. Va Breudeur, piou í zavo he zourn
d'hor Zalver Jesus ? Piou ac'hanoc'h a zo koumpez he
goustianz, piou níhen deuz ket bet sklabezet sae he va-
diziant ?... etc.
O va Zalver ha va Doue, me í lavaro eta, deocíh e m'
hano hag en hano ar re a mí zelaou, ar pez a lavaraz deocíh
sant Per gueach all : ę Exi a me, quia homo peccator sum
Domine : pellaÔt diouzin, rak ma zoun eur pecíher, o va
Doue. PellaÔt ! Pe velan ar pez ma zocíh ha pa velan ar
pez ma zoun, e meuz mez o cíhen em veled en ho kever.
Va Doue, níoun ket din, pellaÔt : Exi a me. Ľ
.NHO
282 VAR AR GONTRISION
.NTO
Mez petra lavaran-me, o va Jesus ! Mar pellaÔt diouzin,
petra e teuin-me da veza ? Neuze, kenavezo díar vertuz.
Biken, nann biken ne cíhellin mui kaout eur goustianz
pur, eur galoun disklabez ; ne cíhellin mui santout an
dousder, ar joaŁzdet a danvaŽr pa vez dizklabez an ene.
Neuze, kenavezo dían Env. An Env gant he blijadur,
gant Doue, gant he lez, gant ar Vercíhez, gant ar Zent,
gant ar re euz va zud, ó tad ha mamm, marteze, ó ho
devezo karet Doue, a zo marvet en he garantez...
Mar pellaÔt diouzin e chommo ganhen va fecíhet, va
fecíhet evit va zamma, va spounta, evit krignat va
cíhoustianz noz-deiz, ar pecíhed gant an drouk-spered
hag a deuio bemdez muiocíh-mui da startaat he jaden-
nou en dro d'in hag a m' lakaio muioc'h reuzeudik ! Mar
pellaÔt diouzin, neuze netra da cíhortoz mui nemed an
ifern, an ifern gant he valloz, gant he brenv, atao beo,
gant he d‚n, atao var allum ; an ifern gant he eternite !
Mez nann, o va Jezuz ! Na bellaÔt ket diouzin ! Deuit
er cíhountrol, deuit evit va farea, evit va dizamma, evit
va zenna davidocíh ! Ar gontrision a zo en ho tourn. Di-
gorit ho tourn, eta, o va Doue, grit ma cíhen em zistagimp
diocíh an drouk ha ma troomp varzu ennhocíh gant eur
galoun mantret a cíhlacíhar.
Her goud a reomp, truezuz ocíh evit ar paour. Ho-
gen, setu ni rentet paour gant ar pecíhet. E maomp a
zirazocíh evel eur paour e kichen dor ar pinvidik :
skourn a ra, hag eo noaz; an noz a zeu ha níhen deuz
ket a di ; naoun hen deuz, hag eo echu he vara : goulen
a ra lojeÔz, boued, dillad... Ni eveldhan : lojit acíha-
.NHO
VAR AR GONTRISION 283
.NTO
nomp en ho kaloun !... Eun tamm bara da derri hon
naoun ; eun tamm dillad da cíholoi hon izili ! Miserere
mei Deus, secundum magnam misericordiam tuam !
Setu ni, evel eun torfetour dirak he varner. Pedi í ra,
aspedi, mont dían daoulin goulen a ra gras, truez,
pardoun. En eun tu, setu aze he di, he gerent, he vignou-
ned ; pardoun evit ma chommo gantho. En eun tu all,
setu ar prizoun gant he neacíh hag he inou, marteze,
gant he groug hag ar cíhillotin. Truez !
Ha ni ? Kablus omp !.. Truez ! Kerent, mignouned,
bugale, setu hi ama. Hon lezit a en tu gantho !.. Aze
drouk spered hag ifern... Truez, o va Doue !
Lavaret ho cíheuz : Ignosce illis, nesciunt quid faciunt.
Ha ni ? ni ne cíhouiemp ket muiocíh, ne anavezemp ket
mad petra eo ar pecíhet. Pardoun, hag iviziken, ne
becíhimp mui ! Ni ho meulo, ni ho karo, ni a roio
deocíh gloar !
O va Doue, her goulen a raan, griit, griit ma na
jommo en iliz-ma, kaloun ebet stag ouz ar pecíhed.
Tennit holl da 'vidocíh ha dalcíhit-hi bepred er stad a
cíhras evit, goude beza ho meulet var an douar, ma
zaint holl dího meuli dían Env.
Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
XV
Prezegen var renk huel ar guir Gristen
óóóóóóóóó
Filii Dei estis per fidem quś est in
Christo Jesu (Gal. III, 28).
Dre ho feiz, e Jesus-Krist, e zocíh
bugale da Zoue.
VA BREUDEUR KER,
Trivacíh kant vloaz ' zo, eun den a lavare : ę taolit
evez evit ma kerzot dizanjer, rak amjest eo an amzer
ma vevomp ennhi. Ľ Evel sant Paol ni díhon tro a cíhell
lavaret : taolomp evez, rak amjest meurbed eo an
amzer hirio.
Hano Doue ? nebeut eo anavezet. Aviel Jesus-Krist ?
nebeut a feiz a lakear en-han. An iliz, he guirioneziou,
he gourcíhemennou ? Níeuz mui evit-ho kalz a zoujanz.
An den ken nerzuz, ker santel koulskoude, a zo
karget gant Doue da cíhouarn, da ren an eneou katho-
lik, níeo ket bras ar respet a zouger díhezan.
Pa zellan piz ouz ar pez a dremen, pa zelaouan mad
ar pez a lavarer, e rankan anzao eun dra : kalz tud a zo
evel ho micher ober brezel da Zoue ha goap deuz ar re a
zalcíh dího religion. Kalz all ho deuz evel mez o tougen
.NHO
VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 285
.NTO
an hano a gristen hag o tiskuez, a vel kaer, int servi-
cherien da Jesus-Krist.
Eul loden hebken, eŁrus da dremen dirag an dud evit
ar pez ma klaskont beza dirag Doue, a zougen huel feiz
ho badiziant hag a heuil heb aon ebed, al lezen gatholik.
Klaskomp eta, eur vech evit mad, guelet e pe du e
ma 'r virionez, guelet piou a dle sevel an huella he
benn : pe an hini a daol peb religion dreist he skoaz
evel ma taolomp e korn an hent eur votez torret ; pe an
hini, gueach en aoun rag teod an dud, gueach evit
plega da eun tech malheŁrus, a zilez ar mad evit ober
an drouk ; pe an hini, heb taol an disterra evez ouz
glabouserez au dud direol, a zelaou, e pep tra, heb aoun
ha gant joa, mouez he goustianz ?
Evit galloud, var gement-ma, rei díheocíh eur respount
guirion, e ranker ober, bep eil tro, tri zell dishenvel :
1į Sada ni ama, va Breudeur ker, ennhomp hon
unan : petra omp ha petra ' dalvomp-ni ? 2į Sada en
dro díheomp tud all evel díomp. Evit-ho petra omp ha
petra ' dalvomp ni adarre ? 3į Huel, dreist-homp, setu
Doue. E balanz an Doue-ze, petra, evit an drede gueach,
a bouez hon dalvoudegez ?
Dían tri goulen a meuz great, an tri respount ma '
roan :
1į Poezet ennhan he-unan, ar guir gristen a gerz er
penn araog ; ó 2į Pouezet er guel euz he nesa, ar guir
gristen a zalcíh ar cíhenta renk ; ó 3į Pouezet e balanz
an Aotrou Doue, ar guir gristen a zo, a galz, dreist an
holl grouadurien all.
.NHO
286 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN
.NTO
*
* *
Ar guir gristen poezet enhan heóunan.
Va Breudeur ker, tri dra, dreist an holl draou all a ra
an den ar pez ma zeo : eur spered hen deuz evit ana-
voud ar virionez, eur galoun evit karet ar mad, eur
cíhorf ouspenn hag a zo,e dourn ar spered hag e dourn
ar galoun evel eur benveg, galvet da ziskouez, a vel
kaer dían oll, e pe du, e pe gostez, a du ar virionez hag
ar mad, pe en ho eneb, e teuomp díen em daol.
Evit eta, anaout mad petra dalv an den, e rankomp
da genta anavoud mad an teir loden a zo ennhan hag
anavoud ouspenn, an implij mad pe fall, a ra euz anezho
ho zeir.
Hogen, evidon-me, pa studian, pa bouezan an den gant
lealdet, en em gav, avechou, eŁrus, aliesocíh gla-
c'haret ; eŁrus pa gavan an den dalcíhet ganthan he renk
huel, glacíharet pa her guelan kollet ganthan he cíhened.
Selaouit kentocíh ha guelit ho cíhunan.
Spered an den.
Kenta a mí sko pa zellan ouz an heol eo he gurunen
lugernuz : ouz ar bleunv, eo ho liou marellet ; ouz al
leon, eo he izihi nerzuz hag ouz an den eo ar spered a
sklerijen he d‚l.
Spered an den, va Breudeur ker, oh ! eun donezoun
gaer a dra zur ; hen eo a zav acíhanomp dreist kement
zo var hon tro ; beza eo evel eun eulfen sklerijennuz
lezet da gueza varnomp gant an Doue a falvezaz gan-
.NHO
VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 287
.NTO
than en eur hor cíhroui, kemeret skuer divarnhan he-
unan.
Lod a damall acíhanomp da veza enebourien dían
deskadurez. Var gaou he lakeont ho abek.
Evidon-me a vel, gant plijadur, an den o vuzula bolz
an Envou, o treuzi au mor doun, en despet dían avelou
dijaden, var al listri a zavit e porz ar gear-ma ; (1) plija-
dur eo ganhen he velet o treuzi an dir, o turniad ar
cíhoat, o plega an houarn evel ma pleger eur vreunen
blouz. Ne cíhellan ket, heb kaout fouge, sounjal omp
deuet a benn da gerzet, ker buhan ha ken distrounz var
diou varren houarn dre nerz ezen an dour-bero ; soun-
jal e kaser dre eun neudennik orjal ha ker prim hag eur
volot kanol, euz hor cíhelou beteg ar penn pella 'r bed.
Ia, an deskadurez a zo eun dra gaer pa rear anezhan
implij mad. Mez aliez, re aliez, siouas ! an deskadurez a
ra hent treuz : ar pez a lavarer, hirio, a zislavarer var-
cíhoaz.
Aliez, re aliez, da heul an deskadurez e teu an our-
gouil ; Scientia inflat.
Aliez, re aliez, an deskadurez a lez goullo kaloun an
den. Seulvui e tesker, seulvuiocíh a gaver da zeski. An
desketa den eo a lavar da genta : ar pez a cíhouzoun níeo
netra.
Aliez, re aliez, an deskadurez, rak ma en em dro varzu
an drouk, eo a ra ar brasa gouli dían ene paour. Soun-
jal a reomp da zeski hebken ar pez a cíhell hon lakaat
.NFO
(1) Ar brezegen-ma voa great e Rekouvrans-Brest.
.NHO
288 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN
.NTO
da ober, ervez hor cíhoant, hon treuz er bed-ma, heb
sounjal deski ar pez a cíhell hon lakaat da ober, evel ma
zeo dleet, hon treuz en eternite. Ar guir skiant, ar skiant
dreist an holl skiantchou, eo skiant ar zent.
Da eun den euz an amzer gueachall, e voa lavaret
eun devez : ę A beleacíh, a be wenn oud-te ? Piou oud ?
Pe varzu e zez ? : Ex quo populo es tu ? Quú est terra
tua ? Quo vadis ? Ľ
Dían tri goulen-ze, ar brasa sperejou, en amzer dre-
menet, ního deuz kavet respount diabek ebet da ober.
Hag hirio en deiz, dindan dourn ar cíhenta deuet, e zeuz
eul leor, ó ne meuz nag aoun na mez o lavaret he
hano, ó leor ar cíhatekiz, hag a respount : Great omp
gant Doue, servicherien omp da Zoue, mond a reomp
varzu Doue, da renta díezhan kount euz hor buez.
A nep a cíhoar kement-se, ha pa ne cíhoufe netra
ken, a cíhoar ar pez a zo a huella priz. Goud a ra ar
pez a laka skanv poaniou ar vuez, ar pez a laka santel
he labour pemdeziek, ar pez a ro nerz e kreiz an danjer,
ar pez a ro, en heur ar maro, diouaskel dían ene evit
nijal dían Env.
Kaloun an den.
Goude ar spered e kavomp eur galoun. Eun dra gaer
eo ive, ken kaer pe gaerocíh evit ar spered. Hi, ar ga-
loun, eo a ra ar vamm dener, ar mignoun mad, ar
zoudard dispount. Meuli a cíhellomp an den a spered.
Evit an den a galoun vad, e reomp eur gammad en tu
all : ni her cíharo.
.NHO
VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 289
.NTO
Studiomp eta kaloun an den. Kemeromp hi gant
evez. Eaz eo da cíhlacíhari, da ranna : evit-se awalcíh
eo euz a eur gomz. Eaz eo ive, da laouennaad. Eur zell,
eur muscíhoarz a lakí anezhi eŁruz, epad eun devez.
Eaz eo ive da zistresa. Hag aliez siwaz ! níeo ket ouz ar
mad eo en em dro.
Koulskoude, en tu ma tro, e laka an den a bez da gos-
tezia díhe heul. Spered ha korf, holl e sentont diouthi,
ha gant prez : Ubi amatur, non laboratur, vel si labora-
tur, labor amatur.
An den eta, pa dalv eun dra benag, a dalv ar pez ma
talv he galoun. Hag ar galoun, díhe zro, a dalv ar pez ma
en em stag outhan.
Karit ar mad, ar vertuz, al lealded, savit ho kaloun
dreist ar plijadureziou mezuz, dreist ar madou bresk a
gaver er vuez-ma, ha setu cíhoui pignet huel. En dro
díheomp netra ken dudiuz da velet hag eur galoun bur,
mad, disklabez ha leal.
Karit an droug, an dizurz, kement na greder da gared
nemet e kuz, pegen izel e rankomp stouet evit ho kue-
let, ha pa ho kuelomp e pe renk ho kavomp ? E renk an
dud dizakr, pe e renk an dud lik.
Hogen, dre he nerz he-unan hebken, petra ' cíhell
kaloun an den da ober ?
Lakiit ho tourn var ho koustianz, hag e klevot ar
respount. Pet gueach, siwaz, eur zell, eur gomz, eur
zounj ního deuz hi ket diskaret a blad ? Gant skoazel
Doue hebken, e cíhellomp lavaret : Omnia possum in eo
qui me confortat : gant Doue o kennerzi acíhanon, ne
gavan netra dreist va galloud. 19
.NHO
290 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN
.NTO
Korf an den.
Ar spered zo eun dra gaer ; eun dra gaer eo ar galoun.
An ti ma reont ennhan ho demeuranz a zo eun dra hag
a c'houlen, d'he dro, eur gomz deuz hor perz.
En dro díheomp, kement hen deuz buez, a stou he
benn varzu an douar. Er cíhontrol, korf an den,
ploumm evel eun tour, a zav he benn varzu an Env. An
douar evithan níeo nemet eur skabel lakeat dindan he
dreid.
Guelit ha sellit oud-han. Pa zeu ar blijadur da skle-
rijenna he dal, da leda 'r muzcíhoarz var he vuzellou,
da lakaad eur gomz a garantez var he deod, e rankot
anzao : ia, e guirionez, an den eo roue ar bed-ma.
Guelit hen, dreist holl, pa vez Roue en he di, mestr
díhezan he-unan : pa zoug, heb en em glemm, pouez al
labour ha pouez ar boan, pa gerz atao gant an hent
mad, ha pa vir na zeuffe eun tech mezuz benag díhen
stleja, evel ma kar, en tu mar plij ganthan her poulza.
Koulskoude, da daol evez e zeuz. Ar pecíhet a zo
tremenet dreizhan, hag en eur dremen hen deuz lezet
ennhan eur cíhrizien fall.
Lavaret a reomp : an hen-ma-hen, eo va brasa ene-
bour. Níeo ket guir, va Breudeur ker. Hor brasa enebour
eo hor cíhorf paour. Henvel eo ouz eur forn cíhoret, atao
prest, ma na zigwallomp, da rosta, da bullucíh pep tra.
Piou, eme sant Paol, piou a mí zizammo-me euz ar
cíhorf a glask atao va laza : Quis me liberabit de corpore
mortis hujus ?
.NHO
VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 291
.NTO
Va Breudeur ker, ha kavoud a reomp-ni eun den hag
a zalcího he spered difazi, he galoun pur, he gorf
bepred ploumm en he zav ?
Ia, kavet e vezo, kavet eo : he hano ' zo : Ar guir
gristen : Ar guir gristen a cíhell koulz hag eun all,
studia 'n holl skianchou. Mez goulaouen ar feiz a ren
anezhan bepred. Pa vank sklerijenn ar speret, hi a
astenn he dourn hag hen laka da dremen.
Ar guir gristen zo mestr díhe galoun. He harpa ' ra
ouz kroaz Jesus-Krist, he zouba ' ra e gouli kaloun hor
Zalver.
Ar guir gristen a ra díhe gorf plega díar feiz. Hag ar
cíhorf en eur zenti, a zalcíh he gaera kurunen.
Her goud a raan : koueza a cíhell, avechou. Neuze, kiit
díhe gavoud, hag evel sant Remi da Glovis, lavarit díhe-
zan : ę Stou da benn, pleg da zaoulin : ador ar pez
ha cíheuz rostet ; rost ar pez ha cíheuz adoret ! Ľ Res-
pount a ra ę Evel-se bezet great. Ľ Kerzet a ra a nevez
gant nerz-kaloun. Ha setu perak me ' lavar : ar guir
gristen a zalcíh ar renk huella, a gerz er penn araog.
*
* *
Ar guir gristen pouezet er guel deuz he nesa.
Va Breudeur ker, goude beza great eur zell varnomp
hon-unan ha klasket anavoud piou acíhanomp a zalcíh
ar cíhenta renk, greomp eur zell en dro díheomp.
Ne maomp ket hon-unan var an douar. A gleiz, a
zeou, a bep tu, e kavomp tud all great eveldíomp. En
.NHO
292 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN
.NTO
ho zouez e rankomp beva. Hag evit kaout eur beva mad,
gantho e rankomp en em glevet. Beva er brezel a zo eur
beva fall. An en-em-gleo, ar garantez, eo a ra ar
guir eŁrusded. Hogen, va Breudeur ker, petra hon laka
da garet ar re all ?
Hor spered ? Ar cíhountrol eo a cíhoarvez. Seul-vui
ma studiomp buez an dud, ma ho anavezomp mad,
seul-vellocíh e velomp int neubeut din da veza karet.
Hor cíhaloun, marteze ? Ar virionez eo, ma cíhen em
garomp hon-unan. Mez ne garomp ket ar re all. ę Holl
díin ! Netra da zen ! Ľ Setu komz ar galoun. Karet
awalcíh a raÔmp ar re a blijo díheomp, ar re a raio
díheomp plijadur ho gueled : da lavaret eo, en eur ho
cíharet e cíhen em garomp hon-unan, e klaskomp hor
mad hon-unan. Setu perak karantez ar bed a zo ken
tro-distro : pa nij kuit an eŁrusted, peurliesa e nij díhe
heul : Tempora, si fuerint nubila, solus eris. Ha mar ka-
romp ar re hor cíhar hag a ra díheomp plijadur ho cíha-
ret, piou ha petra hon lakaio da garet ar re níhor cíharint
ket, da garet ar re a zisplij díheomp.
Guelit en amzer dremenet. An hanteróvrasa euz an
dud a oa sklavourien dindan an hanteren all. Hag ar
sklavour, pa blije gant he vestr, a veze bazatead beteg
ar goad, guerzet evel ma verzomp eul loan mud, pe
daolet e beo da vaga 'r pesket e stank an dour.
Ken etrezo, ar vistri, a gemere evit ho reolen, ar gomz
a lennomp en Aviel : dant evit dant, lagad evit lagad.
Mar a mí cíharit, me ho karo ; mar noazit díin, pa ga-
vinn an tu, míhen talvezo deocíh.
.NHO
VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 293
.NTO
En hon touez e velomp lod hag a gemer eun hano
kaer. En em cíhelver a reont philantrop : mignoun an
dud. E guirionez rei a reont kuzuliou kaer ; rei lod euz
ho danvez evit sikour an izomek. Mez na roont ket ho
cíhaloun da heul : ního deuz ket a guir garantez.
He c'havoud a c'hellomp koulskoude, var an douar,
ar guir garantez-se ha níeo ket diez braz evidon lavaret
díheocíh piou hen deuz hen digaset en hon touez.
Trivacíh kant vloaz ' zo tremenet, eun den a lavaraz :
ę Me ro díheocíh eur gourcíhemen nevez : Mandatum
Ľ novum do vobis ; en em garit an eil egile evel ma e
Ľ meuz ho karet da genta, grit d'ar re all ar pez a gar-
Ľ facíh a ve great díheocíh ; roit bennoz díar re a ro
Ľ d'heocíh malloz ; grit vad díar re a ra díheocíh drouk. Ľ
Hag evit lakat ar skuer vad e kichen ar gourcíhemen, e
reaz var he varo eun diveza peden : ę Va zad, pardou-
nitóhi, rak ne cíhouzont ket petra ' reont. Ľ
Souden, varlercíh, e cíhalled guelet lod tud ha ního
devoa nemet eur galoun hag eur spered : Cor unum.
Anhezo pa dremenent, ne gavet da lavaret nemet eur
gomz : ę Guelit pegement e cíhen em garont. Ľ
Pellocíh e zeant. Taolet en prizouniou evel tud a zi-
zurz, dispennet gant kribinou houarn, bruzunet dindan
dent al loaned gouez, e pedent en eur vervel, evit ho
bourrevien griz hag e lavarent evel ho mestr: ę Va Doue
pardounit-hi. Ľ
Hag ar wenn dud-ma níeo ket maro ; e ma int en hon
touez, ha beo buezek ; ho cíhaout a reomp e pevar
.NHO
294 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN
.NTO
cíhorn ar bed ; er broiou pell o prezek dían dud gouez ;
en hospitaliou, o louzaoui gouliou an dud klanv ; e
lochen ar paour, evit lakaat ho dourn en he zourn hag
ho aluzen var gorn he daol ; var dachen ar brezell evit
dizougen an dud macíhagnet.
Ia, beo int, ha beva raÔnt keit ha ma pado ar bed. An
had anhezo zo bet dispartiet gant dourn Doue ha taolet
ganthan en douar mad, en douar glebiet gant ar goad a
ziveraz divar groaz menez Kalvar. Mar goulennit piou
int, ho hano ' zo eaz da gaont, galvet int : Ar guir gristen.
Mar goulennit ouspenn, a beleacíh e teui dían den eun
nerz ken burzuduz, ar respount a zo ken eaz all da rei.
ę Ar pez, a lavare, eun devez Jesus-Krist, ar pez o
pezo great dían disterra euz an dud, míher cíhemero
evel pa ve great díin va-unan. Ľ
Her cíhlevet, hen ententet ho cíheuz cíhoui ? Ar vad
a reomp, ni kristenien, da eun den all, ni her gra da
Jesus-Krist. Ha Jesus-Krist eo hon Doue, hor skouer,
hor mestr, a vezo hor barner. Mad eo da baea he zle
ha pinvidik awalcíh evit her paea dreist vuzur. Selaouit
kentocíh :
ę Deuit, tud benniget gant va zad : naoun a meuz bet
ha va naoun ho cíheuz torret ; bet ounn noaz ha va
guisket ho cíheuz ; deuit, eta, da gemeret perz euz ar
rouantelez a zo great evidocíh, abaoue krouidigez ar
bed. Ľ
Ar bedóma í dremen : an eternite a jomm. Ober vad
eo lakaat var interest e dourn an Aotrou Doue. Setu
.NHO
VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 295
.NTO
kreden ar guir gristen ha setu ive perak, dindan boan
da goll he hano, ar guir gristen, pouezet er guel euz he
nesa, a rank dercíhel ar cíhenta renk.
*
* *
Ar guir gristen, poezet e balanz an Aotrou Doue.
Va Breudeur ker, lod tud a denn fouge euz ho
wenn, euz ho lignez huel. Her cíhoumpren a raan, rak
kaer hor bezo beza bet evit heritaj, eun hano meulet
gant guirionez, a dalv ouspenn aour hag arcíhant. Lod
all a denn fouge euz ar vignouniach ho deuz gant tud
savet er cíhargou huel. Ne meuz ket dího zammal : eur
mignoun mad ha goestl díhon harpa a zo eur guir
denzor.
Lod all cíhoaz a denn fouge euz ar pez a vad a gavout
ennho ho-unan. Ma níher greont nemet en eur druga-
rekaat Doue ne meuz nemet dího meuli, rak beza mad
eo beza eŁruz.
Lod all, erfin, a denn fouge euz an Esperanz ho deuz
da bignat huellocíh cíhoaz. Ma ne cíhoulennont, ma ne
glaskont pignad nemet gant ar zounj da veza guellocíh,
ne lavarin nemet mad.
Hogen, ma ne cíhallomp ket var bouez kement-ma,
tammal re, tud ar bed, heb aoun da veza tamallet, e
lavarin ive da mí zro : ę Eneou kristen, tennomp fouge
euz hor lignez, rak diskenn a reomp a wenn huel. Eun
hano hon deuz, eun hano dreist pep hano all, eun hano
roet díheomp gant Doue he-unan: Ut filii Dei nomine-
.NHO
296 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN
.NTO
mur et sumus : guir vugale omp da Zoue. ó Mignou-
niach huel hon deuz : ę Ního kalvin mui va jervicherien,
eme JesusóKrist, me ho kalvo va mignouned. Ľ
Dre Jesus-Krist omp deut da veza heritourien an
Aotrou Doue, evel keit ha keit gant hor Zalver, da
neubenta gant eun hevelep guir, e zomp galvet da
gemeret hon lod er baradoz : Cohśredes autem Chriti.
Deut omp, dre hor badiziant, da veza evel unan deuz
he izili : Membra de membro, evel ma teu ar cíhrefen
hag an troad ma zeo grefet varníhan, da ober ho daou
ar memez guezen.
Braz omp dreizomp hon unan, pa evit lavaret guell,
dre cíhras Doue.
Ha cíhoant ho cíheuz e lavarfen díheocíh petra í gavan
a gaera var an douar ? Kaer e kavan an noz steredennet,
ar mor glaz ha ledan, ar guel a zo divar eur menez
huel. Mez kaeroc'h aleiz, e kavan eur c'hrouadurik
bihan. Tostaomp sioul ouz he gavel. Setu hen aze. Sellit
oud-han gant he lagad glaz ker sklear ha dour en eur
veren, gant he vleo du, rodellet en dro díhe dal guenn,
gant he ziou vocíh ruz ha round evel diou gerezen. Eun
dournik díhezan zo a zispil var gant he gavel, he zourn
all pleget var boull he galoun hag he vuzellou hanter-
zigor a zeblant mouscíhoarzin ouz Elez baradoz Doue.
Aze, e ma cíhoaz disklabez kurunen ar vadiziant, aze
ma c'hoaz ar galoun bur. An teod-ze c'hoaz n'hen deuz
lavaret an disterra komz hag he defe poaniet kaloun.
Ia, krouadurik bihan, te a zo kaer, rak te zo templ beo
ar Spered-Glan. Evel eur skeud a Zoue a velan var da d‚l.
.NHO
VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN 297
.NTO
Eur varren houarn en tan a zeu, var eun dro, da veza
tan hag houarn : evel-díhi te zo, var eun dro, evel den
ha Doue : Divinś consortes naturś.
Mad, va Breudeur ker, ar pez ma zeo ar cíhrouadur
en he gavel, e zeo ive ar guir gristen chommet direbech.
Muiocíh eo cíhoaz, rag var gurunen he vadiziant e
velan eur gurunen all, kurunen ar viktor.
Erfin, rekoumpanz vad, madou a briz a cíhortozomp.
Er bed-ma, netra ne bad. Lod en eur guitaad ar vuez
a goll kement a ra ho flijadur : traou ar bed. En eter-
nite, ního deuz netra da cíhortoz. Evit holl esperanz e
cíhesperont e kouezint holl e kaloun ar bez, evel ma
kouez holl al loan divadez er bern teil ma vez taolet
ebarz. Netra da zouja, netra da esperout : setu ho men-
noz, mennoz dister ha planeden digonfort.
Lezomp hi ha deomp da gaout ar guir gristen o vervel.
Heb anken e kimiad dioc'h ar bed. N'her c'hare ket :
Ar bed níoa ket he vamm-bro.
Heb anken e kimiad diocíh kerent, mignouned. En
eur astenn díhezo he zourn evit an diveza gueach e lavar :
ę Kenavezo er baradoz, el leacíh na zeuz mui a zisparti. Ľ
Heb anken e kimiad diocíh he gorf he-unan : Her
lezel a ra, evit eur pennad amzer, da zisken en douar
zantel, mez her goud a ra, eun deiz da zont, ar cíhorf
a lez ama var he lercíh, a zavo euz ar bez leun a vuez,
kurunet a zantelez evit kemered he lod en eŁrusded ar
baradoz.
Setu perak, e lavaren en eur goumanz : Pouezet e
.NHO
298 VAR RENK HUEL AR GUIR GRISTEN
.NTO
balanz an Aotrou Doue ar guir gristen a zo, a galz, dreist
an holl grouadurien all.
Setu ive perak, e lavarin en eur achui : Kristenien,
va Breudeur, kemeromp kourach, kerzomp kalounek
ha laouen gant hon hent : choazet hon deuz ar guella
loden. Beva e guir gristen a zo mad e pep giz ; evithan
eo promesaou ar vuez-ma, evithan promesaou ar vuez
da zont.
Evel-se beza great.
* * *
.NPO
XV
Var ar Berseveranz
óóóóóó
Depositum custodi. (I. Tim. VI. ß. 2O).
Dalcíhit mad díar pez zo fiet ennocíh.
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZED KRISTEN,
Echu ar mission evidocíh cíhoui.
Prezeget e meuz beteg henn euz a... etc... Hirio araog
ho kuitaat netra mui nemet eur ger, komz sant Paol
da Dimothee : Depositum custodi... Evel sant Paol a
garie Timothee, me ive o kar. Plijadur e meuz bet o pre-
zek díheocíh epad an eiz devez-ma. Ního kuelin mui,
koulz lavared sur, var an douar. Mez er bed-ma pep tra
a dremen buhan. Me gar-fe cíhoaz ho kuelet holl er
baradoz. Hag abalamour da ze, evel sant Paol me la-
var : dalcíhit mad díar pez zo lakeat etre ho taouarn :
Depositum custodi.
Red eo perseveri ! ó Ouz petra en em ziwall evit hen
ober ? ó Petra da lakaat en implij evit dercíhel mad ?
setu e tri cíher ar gelennadurez-ma.
*
* *
Red eo perseveri.
Mankout da berseveri, a ve mankout díhe cíher, ger
roet da eur mignoun, da eur mestr.
.NHO
300 VAR AR BERSEVERANZ
.NTO
Eun devez, bihanik, bihanik oacíh cíhoaz, ho mae-
ronez hen doa, var he diouvreacíh, ho touget dían iliz. Ar
belek a skuillaz var ho penn dour ar vadiziant. Hag
epad ma kanet an Te Deum, aze er cíhúur, epad ma
vralle laouen kleier ar barrez, evit kemen oa eur cíhris-
ten muiocíh var an douar, eun eal a bigne díar baradoz
evit lavaret da Zoue an hano oa roet deocíh etouez an
dud. Hag hocíh hano oa neuze, skrivet var gaierou ar
baradoz. Hag er baradoz ive, an Elez a gane laouen en
enor dího breur bihan digaset var an douar. Eur gador
oa raktal kempennet gantho, a benn ma zistrofecíh díar
baradoz.
Mez, da benn dek, ugent, tregont vloaz an Elez ne
ganont mui evidocíh : deut int da veza mud evit ar pez
a zell ouzocíh ! Hocíh hano ' zo effaset var gaierou an
Aotrou Doue, eur gador e kanv... Doue troet he garan-
tez...
Ene piou an ene 'zo digurunet ?
Penaoz an aour melen da bloum a zo distroet ? An ene
paour-ze, deocíh cíhui eo, va breur ! Penaoz e kollaz he
gened ? Ar foar, ar pardoun, an danz-ma ; ar mignoun,
al leor, an ti-zont a respount.
Mez setu a nevez kleier o soun : ar mission a zo. Eun
den a zeu en iliz ó he galoun pounner, ó he benn
pleget.. Seblantout a raan klevet trouz chadennou eun
torfetour : chadennou ar pecíhet...
Klask a ra eun eil badiziant : hini ar binijen. Kofeseat
ho peuz holl ha mad, epad ar mission-ma. Diganeocíh
.NHO
VAR AR BERSEVERANZ 301
.NTO
goudeze, ho tad kofesour hen deuz goulennet evel ma
oa bet goulennet en ho padeziant kenta : ha renonz a rit-
hu dían dra-ma, dían dra-zont. Hag holl, ar glacíhar en
ho kalonou, ho peuz lavaret : ę Ia sur, renonz a raan :
Abrenuntio. Ľ Ha var hocíh eneou ar pardoun zo dis-
kennet neuze : Ego te absolvo... Hocíh ene zo deut da
veza ker guenn ha biskoaz : Afferte stolam primam...
annulum... Hocíh hano ' zo a nevez skrivet el leor a
vuez. Ama, en iliz-ma, e zocíh eŁruz, brema. Santout a
rit ho kaloun o kana en ho kreiz. Hag en Env í zo le-
venez vras ive : Joa vrasocíh eget evit perseveranz naon-
tek ha pevar-ugent den just. Hag aont-hu, a nevez, an
holl Elez a gan an Te Deum.
Mez : Depositum custodi.
Eun den honest níhen deuz nemet he cíher. An hini
a zalcíh mad díhe cíher en despet da bep tra a vez is-
timet. Mankout díhe cíher í zo en em zizenori. Hag ar
vez a vez seul vrasocíh ma vez ive brasocíh an drubar-
derez.
Hogen setu diou bazen, an diou izella a cíhell an dru-
barderez diskenn beteg ennho.
Eun den ' oa pinvidik. En em gaout a ra gant eun
den paour... Truez hen deuz oud-han, ranna ' ra gan-
than he zanvez... Mez e nebeut amzer, ar voul a dro.
An den pinvidik da genta, ' guez paour hag ar paour
bet sikouret ganthan a dro kein díezhan. Petra lavarit
deuz an den-ze ?... Me lavar eo eun treitour, eun tru-
bard euz ar re vila.
.NHO
302 VAR AR BERSEVERANZ
.NTO
Setu aze, eun all, eur zoudard. Brezel í zo. Ha he
jeneral hen deuz roet díezhan drapo he vro da zougen en
emgann. Mez setu eun den estren o tont. Kinnig a ra
díezhan arcíhant. Hag ar zoudard a verz he zrapo hag he
vro. ó Deuz hennez petra zounjit ive ? Evidon-me eo
dizenoret da viken.
Mad, kristenien, Jesus-Krist ' zo hor mignoun, hor ma-
doberour. Guelit ar groaz ; perak e ma eno ?... Guelit
ar gador govez ; evit piou eo great ? Hag an Tabernakl,
e peleacíh e ma ti Jesus en hon touez ! Hag an Env ?...
Hen eo ive hor jeneral. He hano a zougomp, he zou-
dardet oump. Mankout dezhan a zo ive eta, trahisa
mignoun ha drapo.
Ouspenn ' zo. Mankout da berseveri í zo en em dra-
hisa hon-unan. Rak koll a rear en eur gueza a nevez er
pecíhet, ar meritou deuz kement tra vad hon deuz great.
Ha neuze cíhoaz, Doue a denn diganheomp, a nebeut da
nebeut, he holl grasou : Et fiunt novissima hominis istius
pejora prioribus. Evit klenvejou an ene eo evel klenvejou
ar cíhorf. Unan pare deuz an derzien, mad ma chomm
pare. Mez ma teu da gueza en dro, e ma kollet. An den
ne deu da zercíhel díhe cíher goude he vission a laka
var var he zilvidigez. Perseveri, er cíhontrol, eo errezi
an Env: Qui autem perseveraverit usque in finem, salvus
erit.
*
* *
Ouz petra diwal evit perseveri ?
Sant Paol a lavare : Periculis ex gentibus, ó periculis
.NHO
VAR AR BERSEVERANZ 3O3
.NTO
ex falsis fratribus, ó periculis in solitudine... Evidomp-
ni ar memez tra zo guir.
Da genta, danjerou a berz ar bed.
ó ę Mont a rit da eur vro, eme ar prophet hag e velot
ennhi, lod o tougen doueou aour, mein, koat, pri ; ha
tud var ho daoulin ouz ho adori. Ľ Cíhoui ive, brema
goude ho mission, a zistro da greiz ar bed. Ar bed ne
jench ket. Doue ne bedaz ket evit ar bed. Abalamour da
ze, ' vo guir atao lavaret : Vú mundo a scandalis. Ha
neuze : Corrumpi et corrumpere sśculum vocatur. Ennhan
an drouk-spered, a vel pe a guz, a glask atao 'n dro da
goll an eneou. Pellait eta deuz ar bed.
D'an eil, danjerou a berz ar falz vignouned.
ó Lavarit din, eme ar re goz, piou a heuillit, ha me
' lavaro deocíh piou ocíh. Guelit sant Per. Var digarez
mont da heul Jesus, e za díen em lakaat etouez enebou-
rien he vestr. Ne zale ket da nacíh anezhan. PellaÔt ive
deuz an dud difeiz.
PellaÔt cíhoaz deuz an takadou danjeruz. David, eur
roue santel, oa eat, eun devez, da eul leacíh hag a velaz,
anezhan, eur vaouez o cíhen em cíhoalcíhi. Diaoul al
luxur a ieaz en he galoun : Kueza ' reas er pecíhet.
Diwallit !
Diwallit erfin deuz al leoriou, ar cíhazetennou fall.
Beza int kontam ar galoun, noz ar spered...
Dían trede, ar galoun he-unan.
Ne cíheller ket, siouaz ! en em zispartia diouthi ! Ha
koulskoude henvel eo euz eur menez t‚n : Pa zounjer ne-
.NHO
304 VAR AR BERSEVERANZ
.NTO
beuta, hon laka holl da grena. Lakaat eta dezhi eur vistign
hag eur speuren var he zro.
*
* *
Petra da ober evit dercíhel mad ?
Eun den klanv, pa goummanz dont da vad, 1a) a daol
evez ; 2l) a cíhoulen, aliez, ali ar medisin ; 3de) a gemer
boued iacíh hag aliez. Greomp ar memes tra.
1a) Vigilate : Taolomp evez... Sounjomp en hon amzer
dremenet, er pez ' zo bet kiriek díhor mankou... Níen
em fiziont mui ;
2l) Orate : Petra eo nerz an den ? Goulennomp ali,
sÓkour ar medisin... pedomp ;
3de) Tostaomp aliez ouz ar zakramanchou. Hi eo nerz
konfort, sklerijen, magadurez hon ene, keit a vezomp
ocíh ober hon treuz er bed-ma.
*
* *
Ha brema, va Breudeur ha va Cíhoarezet kristen,
echu mad ar mission. Araog mont kuit, e lavaran deoc'h
kenavo ! Houma eo bet ar veach kenta díheomp díen em
velet. Brema gozik sur níen em velimp mui var an douar-
ma. Mez buez an den níeo nemet eun tremen, eur cíha-
loupaden varzu ar bed all. Eno, esper a meuz, e cíhen
em velimp adarre. Hag abalamour da ze kenavo er bed
all, kenavo e baradoz Doue !
Evelse beza great.
.NPO
(305)
PEDERVET LODEN
SARMOUNIOU
EVIT EUN ADORATION
(*)
20
.NPO
(306)
Ne 'z eus netra war ar bajenn-maŮ.
.NPO
(307)
I
PREZEGEN
Var ar Beden
óóóóóóó
Petite et accipietis.
Goulennit hag ho pezo.
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZED KRISTEN,
Kement hen deuz buez a ro, en he iez hag ervez he
stad, merkou euz ar blijadur hag euz an displijadur a
gav er bed-ma.
Pa bad re bell ar zecíhor, ar bleunv a veler o plega
var zu an douar ho fenn anter-wenvet ; mez da heul ar
glao pe ar gliz e teu díhezo a nevez-flamm ho freskadu-
rez, ho liou kaer hag ho cíhoez mad. Dirak an danjer,
an aoun pe ar cíhlenved, al loen divadez hen deuz he
strafuil, he dal ankenniet, he glemmou truezuz. Evel
evit merka he levenez e tiskouez he lagad lemm, he
droad skanv hag he vouez lirzin.
An den savet huellocíh e skeul ar vuez gant dourn
madelezuz he Grouer, a gaver ennhan, splammocíh
cíhoaz, ar memez pleg.
.NHO
308 VAR AR BEDEN
.NTO
Pa zeu al laouenidigez da skeÔ var dor he galoun, ar
galoun-ze en em zigor raktal, ha ker buhan eur gomz a
vennoz a bign varzu an Env. Pa zeu, er cíhountrol, ó
hag e teu aliez, ó an displijadur da cíhoulen digor, an or
a rank en em zigeri adarre (rak ar prenn a zo bet torret
gant ar pecíhed !) Ha kerkent eur gomz all a zao : n'eo
mui eur gomz a joauzded mez eur gomz hag a lavar :
ę Skoazel díin hag ouzin truez ! Ľ
Great omp eta evit pedi, rak pedi, nemed en em fazia
rafen, a zo, netra ken, sevel he ene varzu an Env evid
meuli Doue ha goulen out-han ar madou a vank
díheomp.
Koulzgoude, va Breudeur kristen, eun dra zoaniuz
meurbed a rankan da anzao ouzocíh.
Lod acíhanomp a zell ouz bolz an Envou heb reÔ meu-
leudi dían dourn hen deuz he steuet ; lod acíhanomp a
vel, hag ennho ho-unan ha var ho zro, donezounou a
bep giz, ha ne lavaront ket bennoz dího madoberour.
Lod acíhanomnp, faziet divar an hent mad pe zaoubleget
dindan ar boan, ne zavont nag ho lagad nag ho mouez
varzu Doue da cíhoulen pardoun, da cíhoulenn sikour :
pe mar pedont ne bedont ket evel ma tleer pedi.
Setu perak e teuan hirio da gozeal díheocíh euz ar
beden.
1į Pegen red eo pedi ;
2į Pegen nerzuz eo ar beden ;
3į Perak hor pedennou a jomm ken aliez a veach heb
beza selaouet gant Doue.
Setu, e tri cíher, va cíhelennadurez.
.NHO
VAR AR BEDEN 309
.NTO
VA BREUDEUR KER,
Pa zellan ouz traou an iliz-ma e velan en-hi eun
ograou savet var he bilierou mein. Setu hen aze gant he
gorzennou koat pe bloumm ; lod anhezo striz ha berr ;
lod all hir ha ledan : pep tamm hen deuz he blas hag
e vent, pep tamm he vouez skiltr pe bounner ; ar
micherour en eur hen ober, hen deuz muchet pep tra,
great pep tra gant urz, ha goude beza roet an diveza
taol kizel pe daol morzol, en em dennaz a gostez hag a
lavaraz : peurcíhreat eo va labour ; ne vank mui nemed
eun ograouer. An ograou, e guirionez, dreizhan he-
unan a zo evel pa lavarfen mud ha diskiant : he vouez
a zo kousket en he gorzennou ; pa zihun, nemed renet
mad e ve, he vouez a zo dizoare ha direol, he skiant
hag he vouez a zo, euz eun tu, penn ar micherour hen
deuz her great, euz eun tu all e dourn an ograouer a
labour ganthan, hen-ma, an ograouer-ma eo a dle ervez
he cíhoant ha bep eil tro, tenna anhezan klemmou
truezuz an dristidigez, toniou drant ar blijadur pe
huanadou an esperanz. Dindan he vizied, taolet ama
hag haount var an ibiliou olifant, an ograou a zeblant,
bep eil tro, pedi ha trugarekaad, hirvondi gant ar boan
pe dridal gant an euruzded.
Brema, va Breudeur, kasomp hon daoulagad hag hor
spered dreist an iliz-ma ha greomp eur zell var ar bed.
Hen ive, ar bed-ma, ' zo evel eun ograou braz, savet en
he bloumm dindan toen cíhlaz ar firmamant, hag
.NHO
310 VAR AR BEDEN
.NTO
ennhan pep tra zo ive great gant urz, gant pouez, gant
muzur ; pep tra hen deuz he vent, he cíhobari, he
renk, he vouez ; savet eo bet gant eur mestr micherour,
hag ar micherour peur-cíhreat ganthan he labour, en
em dennaz a gostez evid reÔ he blas dían ograouer.
Va Breudeup ha va Cíhoarezed kristen, níen em
faziomp ket ; pe ni a gavo mad pe ni a gavo drouk, e
maomp, pep unan acíhanomp, dirag ograou an Aotrou
Doue ; ha Doue a cíhortoz, a vel petra raÔmp euz he
ograou. Evit-han, evit her meuli eo great, ha ni a zo gal-
vet da rei mouez ha skiant dían ograou-ze. E tleomp, evel
pa lavarfen, dastum dindan hon dourn, sklerijen an
heol, sked ar stered, hiboud an dour, trouz an avel,
krosmol ar gurun, liou kaer ar bleunviou, kanaouen
al laboused ; e tleomp ouzpenn ha dreist-holl ó rak
en ograou ar bed ni a zo ar gaera korzen ! ó lakaad hor
mouez da heul hon dourn, evit reÔ skiant hag urz vad
dían holl gorzennou dishenvel, ha dougen betek an holl
cíhalloudek meuleudiou an holl draou krouet.
An nep eta ne bed ket, a vank da reÔ díhe vadobe-
rour ha díhe vestr ar veuleudi a dle da reÔ díhezan ;
mired a ra ouzpenn na bignfe betek ennhan meuleudiou
an holl draou krouet ; dre he faot an holl grouidigez a
zo, en despet díhezan, dalcíhet er prizoun : Vanitati
enim creatura subjecta est non volens. (Rom. 8-20). An
den a zilez ar beden, níeo mui din euz ar renk huel a
zalcíh er bed.
Truez a meuz ouz he ingratiri, truez a meuz ive ouz
he zallentez.
.NHO
VAR AR BEDEN 311
.NTO
Petra omp-ni, va Breudeur ker, ken paour, ken pin-
vidik ? Eur meudadik douar digaset ennhan buez gant
an Aotrou Doue, mez barnet da zistrei e douar díar pred
merket gant ar brovidanz. Ha keit ha ma vezimp o treuzi
ar pennad hent a zisparti hor cíhavel diocíh hor bez,
níeuz ket bet lavaret díheomp : ę Gra euz da dammik
buez an implij az pezo cíhoant ! Ľ Keit ha ma vevomp
lagad Doue a zo, noz-deiz, o para varnomp, ha da heur
hor maro e kavimp an Doue-ze ouz hor gortoz var
dreuziou an eternite, ar valanz en he zourn evid poueza
hor buez hed-da-hed. Níeo ket awalcíh eta, klask ober
mad hon treuz er bed-ma ; evit treuzi ar bed-ma ne
vezomp ket pell ; red eo dreist holl, poania da oher mad
hon treuz er bed-all. An amzer a dremen ; an eternite a
joum, hag en eternite-ze, ni a zastumo ar pez hon devezo
hadet epad ar vuez-ma. Sounjomp pe na zounjomp ket,
evit an eternite, eun eternite eŁruz pe valeŁruz, eo e
labouromp var an douar.
Hogen, va Breudeur ker, pe seurt labour, dreizomp
hon-unan, a cíhellomp-ni da ober :
1į Hor spered a zo ken eaz da douella, ar pecíhed a
cíhoar en em zicíhiza gant kement a izign, ma taolomp
had, aliez heb goud díheomp, e liorz an ifern e leacíh
taol e liorz ar baradoz.
2į Hor cíhaloun baour a zo ken dinerz, ken douget
dían drouk, ma lezomp a gostez ar mad a garfemp da
ober evit ober an drouk a garfemp da lezel a gostez :
Video meliora, proboque, deteriora sequor.
.NHO
312 VAR AR BEDEN
.NTO
3į Hent ar vuez a zo ken digoumpez, ar bed kel leun
a skouer fall, an drouk-spered ker karget a fallagriez,
guenojen ar vertuz ker striz, ma zeo diez braz, zoken
evid ar re ho deuz muia c'hoant da zerc'hel mad, na
zeufe ket eun tamm poultren, eur strinkad fank benak
da sklabeza hon ene paour !
4į Hag eur veach hon ene blounset, gouliet, astennet
var an hent, marteze lazet gant ar pecíhet, penaoz la-
kaad ar iecíhed, ar vuez da zistrei ? ha kavet e vezo-hen
eur vaz da harpa ar beachour skuiz ha dinerz ?
Eur c'houlaouen, da sklerijenna 'n den amc'houlou ?
Er zaviou tenn, er pignou rust, ha dond a raio eur
Simon Sirene da zizamma an tremeniad ?
Ha mar digouez da nerz an derzien beza treacíh da
nerz ar vuez, d'an dentasion rei lamm d'an ene, pa vezo
Lazar sebeliet e bez ar pecíhed, ha kleved e vezo eur
vouez o lavared : Lazar, sav ac'h-al-lec'h-se: Veni foras !
Respount a raan : ia, ho cíhavoud a cíhellomp, mez
ního cíhlaskomp ket en dro díheomp. En dro díheomp
petra ' velomp-ni ? tud eveldíomp, ken dizounj, ken
dicíhalloud ha ni ? Aliez e leacíh beza evid hon dourn
eur vaz mad díhon harpa, e vezond dindan hon troad
eur mean-ruill mad díhon diskar.
Mez ar pez ne ma ket e galloud an den a zo e galloud
Doue, heb gras Doue, ne cíhellan ober an disterra tra
evit gounid ar baradoz ; ne cíhellan ket sokenocíh ka-
voud ar cíhoant, ar zounj da cíhounid ar baradoz-se :
gant gras Doue er cíhountrol níeuz netra hag a ve
dreist va nerz : Omnia possum.
.NHO
VAR AR BEDEN 313
.NTO
Mez, ó ha setu ouz petra e rankomp taol evez mad,
ó Doue dre justiz ne vank netra dían den. Mar hon deuz
kollet hor cíhurunen : kurunen hor zantelez, kurunen
hor galloud, kurunen hon euruzded, piou da damal,
nemed-omp. Dre vadelez eta, netra ken, eo e ro Doue
díheomp kement a ro.
Hogen, va Breudeur, an nep níeo dleour a netra, a
cíhell abarz astenn he zourn, merka pe geit ; penaoz
ha da biou ecíh astenno an dourn-ze, ha Doue, var
bouez kement-ma, hen deuz diskleriet he volontez.
Euz he holl cíhrasou níeuz nemed unan, unan hebken,
ar cíhras da bedi, hag a ve roet heb he goulen ; he holl
cíhrasou all ne vezont roet nemed díar beden ; evid ho
cíhavoud, eo red ho goulen.
Mez ive ar beden, eur beden great mad, na cíhell ket
mankoud da veza selaouet gant Doue.
*
* *
ß 1er. Ar beden a dle beza nerzuz.
Setu e toull ho tor, ar vamm guisket paour, stenet he
zal gant an dienez. Var he breacíh e toug eur cíhrouadu-
rik bihan ; eun all a zalcíh krog gant he zournik, e korn
he zavancher. En eur labourad evit tud pinvidik an
douar, an tad a gollaz he vuez, hag he cíhreg, gant he
bugaligou hag he faourentez, a rank, evid terri he naoun,
beva divar an aluzen.
Eur veach bep en amzer, unan euz ar vugale a lavar :
ę Va mamm, naoun a meuz ! Ľ Hag ar vamm da ginnig
díhezan ne gav nemed he daŽlou. Pa he cíhlevit o lava-
.NHO
314 VAR AR BEDEN
.NTO
red : ę En hanv Doue, truez, cíhui hag ho cíheuz da
ziwered ; truez ouz ar vamm, truez ouz ar vugaligou
divisk ha divara ! Ľ ha ne zantitóhu ket ho kaloun ocíh
en em domma hag eur vouez o lavared : ę Kemer truez,
ha ro aluzen. Ľ
Mad, va Breudeur ker, ma vez hor cíhaloun-ni tene-
reat pa glevomp peden eur paour estren, penaoz kaloun
ker karantezuz hon Doue a cíhelfe chomm ien ha di-
druez dirak peden he grouadur ?
Nann, nann, va Breudeur ker ! ar beden a dle beza
nerzuz. (ß eil).
Pellocíh e zaan : ar beden a rank beza nerzuz.
An dud aliez a vank dího ger. Mad da lavared : eur
bromesa ne goust ket ; fall da zevenoud, da zigas ho ger da
vir : evid en em zislavared e klaskont, e kavont kant var
gant digarez. Aliez all pa brometont, e prometont ar pez
a zo dreist ho galloud, hag en desped dího bolontez vad
e rankont mankoud dího ger.
Doue er cíhountrol, a zalcíh atao mad da gement a
lavar ; atao he cíhalloud a dizo keit hag he bromesa, ha
dindan boan da vankoud díhezan he-unan, ne cíhell
mankoud da zigas he bromesa da vir.
Hogen lavaret hen deuz : ę Goulennit ha ho pezo,
klaskit hag e kavot, skoit var an or, hag an or en em
zigoro. Ľ Dalcíhet eo eta divar bouez he bromesa, ha pa
cíhoulennomp e rank reÔ.
Setu perak evidon-me níoun ket souezet pa velan Eli
o tigas, bep eil tro ervez he cíhoant, ar glao pe ar zecíhor
.NHO
VAR AR BEDEN 315
.NTO
var an douar ; níoun ket souezet pa velan Moizez, dre
nerz he beden, o rei, epad ar stourmad, ar gounid da
bobl Israel. Dre ar beden eme, zant Bernard, e trecíhomp
an holl cíhalloudek : Oratio vincit invincibilem : dreizhi e
lakeomp eur vreacíh da Zoue, ar vreacíh a bardoun, da
ziarbenn ar vreacíh all, ar vreacíh a sko : lakaad a
reomp an Aotrou Doue da stourm oud-han he-unan :
hen dercíhel a reomp e ger : Petitis et fiet vobis.
Eaz eo goude holl anavoud a beleacíh e teu nerz ar
beden.
Ha cíhoant ho cíheuz-cíhoui da veza selaouet gant eun
tad ? kiit da gavoud mab an tad-se, mar krog ar mab
en ho tourn, mac'h en em daol evel d'oc'h ha d'hoc'h
heul d'an daoulin dirak he dad, mar laka he beden var
ho peden, lavarit heb aoun : ę Selaouet ounn ! Ľ
Mad, va Breudeur, ni a gav mab an ti díhor cíhas
betek Doue. En em ginnig a ra díheomp he-unan ; evel
en em glemm a ra zoken rak ma ne deomp ket atao díhe
heul : ę Usquequo non petistis quidquam ! pedit hag ho
pezo ; e leacíh ma viot o pedi, me a vezo ganheocíh en
ho touez. Pedit eta, pedit atao, red mad eo pedi heb en
em skuiza morse. Ľ
Hag evid lakaad ar skouer vad e kichen ar gourcíhe-
men, e tremen he-unan an noz o pedi : Erat pernoctans in
oratione Dei.
Setu perak ar zent holl ho deuz en em roet díar
beden ; cíhoant am befe da lavared eo ar beden he deuz
ho great ar pez ma zint.
.NHO
316 VAR AR BEDEN
.NTO
Rak-se, va Breudeur ker, dilezel ar beden a zo eur
malheur braz evid eun ene ; rak-se cíhoaz, disprijoud
ar beden eo ar brasa euz an holl valeuriou. Eun den
klanv a cíhell esperoud ar iecíhed, keit ha ma kendalcíh
da gemered ar remejou mad a eneb he derzien ; pa
lavaro ę En holl remejou ne meuz fizianz hebed ha
ne gemerin nikun anezho, Ľ eur burzud eo mar teu ar
cíhlanvour da vad.
Lod, er goud a raan, a respounto marteze : Me a bed,
ha koulzgoude !
Cíhui a bed, ha koulzgoude ! Koulzgoude petra, va
breur paour, va cíhoar ger ?
Selaouit, ha cíhui her guelo.
*
* *
Perak hor pedennou ne vezont ket atao selaouet.
Goulen a rit, ha beteg-henn, ho koulen níeo ket bet
selaouet gant Doue, a lavarit !
Ama sant Ogustin a cíhoulen ouzocíh díhe dro :
1į Piou ' ocíh-cíhoui ?
2į Petra ' cíhoulennit-hu ?
3į Penaoz e rit-hu ho koulen ?
Ha kerkent ar memez sant a respount evidomp :
1į Kalz tud a bed, ha ne ma int ket, ne cíhoulennont
ket beza mignouned dían Aotrou Doue : Mali petitis ;
2į Kalz a bed, hag a cíhoulen traou noazuz dího ene :
Mala petitis ;
3į Kalz a bed, mez ho feden níeo ket great en doare
ma fell da Zoue : Male petitis.
.NHO
VAR AR BEDEN 317
.NTO
Setu aze an tri mank braz hag a zeu, an eil pe hegile,
avechou zoken ho zri var eun dro, da renta didalvoud
hor peden.
Ha da genta, lod a bed, heb beza, nag heb klask en
em lakaad en eur stad vad dirak Doue : Mali petitis.
Eur galoun disklabez a becíhed, ervez S. Jakob a
Nizib, a zo aleiz guellocíh peden eged an holl gomzou
a cíhell hor muzellou da lavared. Eun ene mad ha ne
ra nemed en em zercíhel gant karantez dirag Doue, a
denno varnhan grasou an Env kalz kentocíh eged na
raio holl goulennou eur galoun stag ouz ar pecíhed.
Beza er stad a cíhras pe gaoud eur guir cíhoant da
zilezel an dizurz, setu eta, araog pep tra all, ar pez a
cíhell lakaad an Aotrou Doue da gleved hor peden. Euz
a gement-se, me ho kemer hocíh unan da destou..
Kavoud a rit e toull ho tor eur paour hag a vag ou-
zocíh en he galoun eur gasouni direzoun. Ken aliez
gueach ha ma kav an dro, ne vank morse dího tispri-
joud, dího tismeganzi. Eur veach, diou ha teir, lakeomp
tregont gueach mar kirit, ecíh ankounacíhait he ingra-
tiri hag an implij fall a ra euz ho madoberou ; mez
dond a raio eun devez ma lavarod : ę Evid an anaoudegez
vad a ziskouez, e talv nebeud díin ober díhezan ar vad
a raan ! Hag hen dilezot.
E leacíh ar paour dirak ar pinvidik, kemeromp ar
pecíher dirak Doue.
Ar pecíhet a zo enebour an holl cíhalloudek : Euz a
holl vadoberou he Grouer ne ra ken implij nemed evit
.NHO
318 VAR AR BEDEN
.NTO
melkonia he vadoberour : Dizenori a ra he hano ; her
goud a ra ha koulzgoude falloud a ra díhezan kender-
cíhel da veva en dizurz.
Hag e sounj díheocíh e cíhalfe Doue selaou eun
hevelep peden ?
Ne dle ket hen ober, ha níher gra ket.
Setu hen o vond, var he gar a vrezel, da beur-zistruja
pobl IsraŽl. En eun taol kount, dourn an Aotrou
Doue en em astenn a dreuz an hent evid hen diar-
benn. Diskaret var an douar, hag o velet ar cíhoun-
troun o virvi dija en dro díhe izili evel en eur cíhorf
anter-varo, Antiochus, ar roue difeiz, a ra he beden da
Zoue. Goulen a ra trugarez ha pardoun, ha Doue
díhezan na pardoun na trugarez ne ro : pecíher eo, ha
guir cíhoant da zistrei níhen deuz ket : mervel a ra heb
ma ve bet selaouet he beden.
Va Breudeur ker, hag anavoud a reomp-ni brema
perak kement a bedennou a jomm dinerz ha dicíhal-
loud. Piou ac'hanomp a c'hell e guirionez lavared : ne
meuz, me, pecíhed hebed var va cíhoustianz, pe mar
deuz unan benak ne meuz ken aket nemed da ober
anhezan pinijen.
Pa sko ar boan, an dristidigez, ar cíhlenved var dor hon
ti, neuze guir eo,e teu da zounj díheomp a Zoue ; keme-
red a reomp, goude beza hen dilezet re bell, hent an iliz.
Pedi a reomp, rak ma rankomp anzao níeuz nemed
Doue hag a c'helfe, e guirionez, ober d'heomp ar vad a
cíhoulennomp.
.NHO
VAR AR BEDEN 319
.NTO
Mez Doue, euz he gostez, ha ne cíhelfe ket respount
d'heomp : ę Piou oc'h-c'houi, a be bann, a be gevren ?
Níocíh ket euz va jervicherien ; níhocíh anavezan ket. Ľ
ó ę Eo, hocíh anavoud a raan. Keit ha ma kavit euruz-
ded en ho tizurz, ne brizit ket dond da mí cíhaoud ;
dourn ar malheur eo ho tigas ; mez ho pecíhed a zigasit
d'hocíh heul ; diout-han ne fell ket díheocíh distaga ho
kaloun, ho pedi a raan da zistrei, ne zistroit ket ; cíhoui
a mí fed da gemered ouzocíh truez : truez hebed na ge-
merin.
Distroit ouzin, ha me zistroio ouzocíh ; va zelaouit
ha me ho selaouo. Ľ
Ouzpenn ma pedomp aliez gant eur galoun stag ouz
ar pecíhed, e pedomp aliesocíh marteze evit goulenn
traou noazuz díhon ene paour : Mala petitis.
Va Breudeur ker, pa reomp var-n-omp hon unan eur
zell piz ha leal, e rankomp anzao e zeuz en hor spered
kalz a denvalijen hag en hor cíhaloun kalz a zempladurez.
Acíhano kement a bedennou great da Zoue evit
goulenn, aliez heb he zounjal, traou noazuz díhor zilvi-
digez. Pouezomp mad, hor pedennou ha guelomp.
Goulenn a reomp, mar kirit, iec'hed ar c'horf. En-
han he-unan ar goulen a zo mad, rak e touez holl
vadou ar bed-ma, ar iecíhed a zalcíh ar renk kenta : heb
iecíhed na danvez, nag enor ne zigasont eur guir blija-
dur. Mez marteze ar iecíhed a cíhoulennit a dle kas da
fall eur iecíhed all a huellocíh priz : iecíhed an ene ! Nag
a bet a zo bet digaset varzu Doue gant ar cíhlenved, ha
.NHO
320 VAR AR BEDEN
.NTO
gant ar iecíhed pelleat diout-han. Eur prosez ho cíheuz ;
goulenn a rit digant Doue ar cíhras díher gounid ; ha
marteze, mar her gounezit, rak ma rit eur prosez disleal,
cíhoui a raio gaou ouz ho nesa, ha var eun dro, gaou
ouzocíh hocíhóunan.
Goulenn a reomp enoriou, danvez, galloud ! ha beza
vez-hen atao evit galloud guellocíh servicha Doue, evit
ober brasocíh aluzennou, evit reÔ talvoudusocíh skouer
vad ? her cíhredi, her zounjal a reomp marteze ; mez
marteze ive an Aotrou Doue hag a lenn e plegou muia
kuzet kaloun an den, a vel ne reomp díhezan hor peden
nemed er guel a falz plijadureziou ar bed-ma : ar berra
hent evid hor cíholl, evel ar pounnera taol a cíhelfe da
skei varn-omp, e ve selaou hor peden, ha rei díheomp
ar pez a cíhoulennomp, ha neuze, tad mad ha gouezieg,
e nacíh ouzomp evid hor mad, ar pez a fell díheomp da
gavoud. En em glemm a reomp aliez, her goud a raan ;
mez, eun deiz da zond, pa anavezimp mad hor guir
interest, e lavarimp gant sant Ogustin : Bennoz díheocíh,
o va Doue, rak ma selaouit acíhanon ervez izomou va
zilvidigez ha nann ervez ioulou faziuz va cíhaloun.
Euz ar seurt pedennou-ze, ker stank koulzgoude en
hon touez, e teu Doue díen em glemm el leoriou sakr ;
ę Servire me fecisti peccatis tuis, et laborem mihi prúbuisti
iniquitatibus tuis : Cíhoant ho cíheuz e kemerfen perz en
ho pecíhejou, hag ho tizurziou a mí laka necíhet. Dre
bleg va cíhaloun, hon douget dího zelaou ; ha koulzgoude,
mar selaouan, e lakaan e dourn va cíhrouadur ar goun-
tel-ehun a dle laza he ene : Perak na heulit-hu ket ar
.NHO
VAR AR BEDEN 321
.NTO
venojen merket ganhen : Quúrite primum regnum Dei
et hśc omnia adjicientur vobis. Gloar Doue, baradoz
Doue, silvidigez an ene, er penn kenta ; an traou all,
en eil renk, ha cíhoaz ne dleit ho goulen nemed e ke-
ment ha ma cíhallont hocíh harpa var hent an Envou.
Respount a reot marteze díin : ę evidon-me, ar pez a
cíhoulennan dreist pep tra, eo ma reno karantez Doue
e mí cíhaloun, ha ma vezin atao treacíh da mí holl
dechou fall, ha koulzgoude, en desped da mí fedennou,
pet gueach na vez ket va zempladurez treacíh da mí bo-
lontez vad. Ľ
Va Breudeur ha va Cíhoarezet kristen, ho komz a
cíhell beza guir ; kared a rit Doue ; ne cíhoulennit digant-
han nemed ar cíhras díher cíhared muiocíh hag evelkent
e rankit aliez lavared : ho pet ouzin truez, o va Doue,
pecíher paour ma zoun. Mez piou da damal : Doue, ar
beden, pe cíhui ? Va Breudeur ker, ne damallomp na
Doue nag ar beden ; en em damallomp hon unan, rak
aliez ne bedomp ket en doare ma zeo dleet.
Kement hini a lavaro : ę Aotrou, aotrou ! Ľ ne gavo
ket a zigemer e rouantelez an Env. Red eo, pedi gant
eur guir cíhoant da jervicha Doue ; red eo pa beder,
goulenn ar pez ' zo mad ; mez red eo ivez her goulenn
ervad, evel ma fell da Zoue.
1į Red eo pedi gant humilite ha gant resped. Doue
zalcíh penn díar re ourgouilluz hag a ro he cíhras díar
re humpl. Guelit ar farizian hag ar publikan. Ar cíhenta
a ia er penn, huella euz an templ ; ne briz na plega he
21
.NHO
322 VAR AR BEDEN
.NTO
dal na plega he cíhlin ; e leacíh displega he izomou e
tispleg ar mad a gav ganthan a ra. Egile, daoulinet,
pleget he benn, a sko var boull he galoun : anzao a ra
pegen doaniuz eo he stad ; pardounet eo.
Va Breudeur, penaoz e pedomp-ni ; pe seurt resped
e zigasomp-ni díhon heul en ilizou Jesus-Krist ? pa gao-
zeomp ouz Doue, ha diskouez a reomp-ni ker braz resped
a ziskouezomp dirak eun den hag a zo er cíhargou huel ?
2į Red eo pedi gant evez. Eur gomz, skrifet el leoriou
sakr, a gouez var benn kalz acíhanomp : Populus hic
labiis me honorat, cor autem ejus longe est a me. Ped
gueach ne bedomp-ni ket a cíhinou hebken ? Hor penn
' zo dizolo, hon daoulin pleget, hor muzellou a finv :
Labiis me honorat. ó Mez hor spered, mez hor cíhaloun,
peleacíh e maint ? Doue koulzgoude a zell ouz ar galoun
da genta ha dreist pep tra : Deus autem intuitur cor.
Penaoz esperoud hor zelaouo ma níen em zelaouomp
ket hon unan. Pa vank, dre hor faot hon unan, hor
spered hag hor cíhaloun da bedi da heul hor cíhorf, ar
beden a goll he hano : níeo mui nemed trouz muzellou.
3į Erfin, va Breudeur ker, peleacíh e ma ar re a bed
gant eur guir feiz ; ar re a lavar : Si vis, potes me mun-
dare ; peleacíh ar re a gendalcíh da bedi, heb en em
skuiza ; a cíhortoz, a laka gortoz var gortoz (Expecta,
reexpecta) ken na blijo gant Doue ho zelaou ?
Ha cíhoant ho cíheuz-cíhoui da veled eur beden great
evel ma zeo dleet ?ó ę Ha setu, eme an Aviel, eur vaouez
a Ganan o tond da gavoud Jezuz, en eur grial : Aotrou,
.NHO
VAR AR BEDEN 323
.NTO
ho pet truez ouzin, rak va mercíh a zo gwall gaset gant
an droug-spered. ó Ha Jezuz ne respountaz ger, hag he
ziskibien tostaad out-han ha lavared : kasit-hi diou-
zocíh, rak krial a ra var hor lercíh. ó Ha Jezuz lavared
díhezi : níounn digaset nemed evit ar re euz pobl Israel
ho deuz izom a zikour. Hag hi dond, hag en em strinka
díhe dreid en eur lavared : Aotrou, va jikourit. ó Hag
hen respount : Níeo ket mad kemered bara ar vugale
evid hen taol díar jas. ó Hag hi lavared : guir eo,
Aotrou ; koulzgoude ar jas a zebr ar bruzunachou bara
a gouez e starn an daol, euz a dorz ho mestr. Ha Jezuz
lavared díhezi : Braz eo ho fizianz ; ra vezo great evidocíh
ervez ho cíhoant : Fiat tibi sicut vis. Ľ Hag he mercíh,
díar pred-se krak, en em gavaz pare.
Va Breudeur ker, e peden ar Gananeen, guelit pebez
fizianz, guelit pebez perseveranz ! mez ivez guelit pebez
burzud a ra evit-hi mab Doue. Lavared hen deuz : ę E
guirionez, e guirionez, mar ho pe feiz, eur feiz, eur
fizianz ha ne ve ket brasocíh evid eur cíhreunen seneve,
e tiblasfacíh menezion. Ľ Ia, eur beden great mad a zo
treacíh da Zoue he-unan.
Setu perak, va Breudeur, pedomp, pedomp a greiz
kaloun, pedomp heb en em skuiza morse, pedomp evel
ma fell da Zoue, ha mar hon deuz aoun na ve ket great
mad hor pedennou, da vihana lavaromp aliez :
Va Doue, deskit díheomp pedi : Domine, doce nos
orare.
AMEN.
.NPO
(324)
II
Jesus doktor an dud
óóóóóóóó
Magister vester unus est.
Magister vester Christus.
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZET KRISTEN,
An dud níen em glevont ket evit rei dían nesa ar pez
a zo d'an nesa : níen em glevont ket muiocíh evit rei da
Zoue ar pez zo da Zoue. Ouz piou senti ?
Ar bed-ma, zo evel eun horolach. En horolach, pep
tra hen deuz he renk, he labour.
Hogen, me vel er bed, he renk, he labour merket
dían Env, díal loan mud, dían heol, díar vreunen blouz...
Daoust hag an den a ve lezet gant Doue da veza fall pe
vad ervez he volontez, da vont a gleiz, a zeou, ervez ma
sonj ?.. An dra-ze ne cíhell ket beza. Hen eo roue an
douar hag a dle kaout ive, ó muiocíh, ó a rank kaout
ive he renk, he labour, he benn beach.
Ha krouet e ve hen evit traou ar bed-ma hebken ?
Nann. An dra-ze ne cíhell ket beza.
Er bed, petra zo ? Enoriou, madou, plijaduriou. Mez
tremen a reont. Keit ha ma padont e lezont cíhoaz ar
galoun goullo : Affer, affer... Aliez dího heul e teu neacíh
.NHO
JESUS DOKTOR AN DUD 325
.NTO
ha poan... Ne zavont ket an den dreist a loened mud....
Ha goude beza tanveat anezho e ranker lavaret : Vani-
tas, vanitatum et omnia vanitas. Ia, koumoul, traou
netra, holl draou ar bed-ma, prśter amare Deum et illi
soli servire.
Setu aze evit petra eo bet krouet an den : evit ana-
voud Doue, he garet, he zervicha.
Mez piou a zesko díheomp anaout Doue ? Piou he
garet, he zervicha evel ma zeo red ? ó Magister vester,
unus est, christus.
*
* *
Pa deu eun den da glask hon trei a du ganthan, tri
cíhoulen da ober :
1į Piou ocíhócíhoui hag a berz piou e teuit ?
2į Pe seurt mennoz ho tigas ?
3į Ha gouzout a ritócíhoui mad, ar pez a glaskit deski
d'heomp.
Jesus-Krist a zo deuet hag a respount : Piou ocíh-
cíhoui ? ó Mab Doue ha Doue va-unan. Euz he berz e
teuan. Mab Doue... etc... Testeni au brophetet ; ó tes-
teni an Tad hag ar Speret Santel : Hic est filius meus
dilectus in quo mihi bene complacui ; ó testeni ginevelez,
buez, maro, burzudou hor Zalver ; testeni he Ebestel...
Testeni ar sperejou brasa... Mar deo maro Sokrat,
maro eun den fur, a lavare unan, maro Jesus ' zo maro
eun Doue.
Dirak Napoleon, eun devez, eur general a lavare traou
divar benn ar relijion. ę ó Keuz a meuz, a lavaraz
.NHO
326 JESUS DOKTOR AN DUD
.NTO
díezhan an Impalaer, da veza ho kreat general. Me
anavez pell ' zo petra eo eun den ha Jesus-Krist a zo
ouspenn eun den, kredit acíhanon. Ľ
Doue eo, eta, ha guir hen deuz da zont da gelenn ha
da veza selaouet.
Pe seurt mennoz hen digas ? ó Pe seurt mennoz ?
Guelit petra ' reas : Transiit benefaciendo et sanando
omnes ; petra lavaras : Beati qui persecutionem... beati
qui... ; petra hen deuz savet etouez an dud : Jam non
dicam vos servos, sed amicos... Netra ken kaer eget he
vuez penn-da-benn, netra ker kaer, ive, ha ken gla-
cíharus eget he varo... Daou zevez araog ma varvas,
etc... Ma hen deuz prezeget níeo ket bet, sur, evithan
he-unan. Rak níhen deuz kavet, etouez an dud, anaou-
degez vad hebed.
Ha gouzout a rea hen mad ar pez a glaske deski
díheomp ? ó Ia, rag Doue eo. Doue a vel pep tra, ' ana-
vez pep tra. ó Ar religion hen deuz skignet a zo al
liamm a stag an den deuz an Aotrou Doue ha deuz ar
baradoz. Jesus-Krist ' anavez mad petra eo Doue, petra
cíhoulen, pehini eo an hent da vont dían Env.
Anavoud a ra ive petra eo an den, rak den eo he-
unan : Tentatum per omnia pro similitudine absque
peccato.
Ne cíhell ket eta hon troumpla. Ha rak-se eo hon
doktor, hor guir mestr-skol... Red eo eta he zelaou,
senti outhan. Muiocíh zo :
.NHO
JESUS DOKTOR AN DUD 327
.NTO
*
* *
Magister vester unus est Christus : n'euz doktor all
hebed nemet-han.
Hag e teufe eun eal da brezeg díheocíh eun Aviel
dizhenvel, níher cíhredit ket, eme sant Paol. Ha koulz-
koude, prezeg a rear eneb Aviel Jesus-Krist.
Ama, adarre, tri goulen da ober. 1į Piou ocíh-cíhoui ;
2į a berz piou e teuit ; 3į ha goud mad a rit ar pez a
lavarit ?
Piou ocíh-cíhoui ? Selaouit sant Paol (II. Tim. 3. 1.) :
Erunt homines, seipsos amantes, cupidi, elati, superbi,
blasphemi, parentibus non obedientes ingratis, scelesti, sine
affectione, sine pace, criminatores incontinentes, sine
benignitate, proditores, protervi, timidi et voluptatum
amatores magis quam Dei, habentes speciem quidem
pietatis, virtutem autem ejus abnegantes, et hos devita
semper discentes et nunquam ad scientiam veritatis,
pervenientes, resistunt veritati, homines corrupti mente ;
reprobi circa fidem...
A berz piou e teuont... Setu Voltaire, Rousseau, Lu-
ther, setu ar falz-doktoret deuz hon amzer : a berz
piou e teufont nemet a berz an hini a lakeaz da genta 'n
den da fazia pa lavaraz díezhan : Nequaquam moriemini,
sed eritis sicut dii scientes bonum et malum. ó A berz
hennez, ive, e teu ar re ' ra hirio brezel da religion dre
al leoriou fall, dre ar cíhazetennou milliget, dre an dud
fall hag a zo paet evit distaga an den deuz Doue. Sellit,
.NHO
328 JESUS DOKTOR AN DUD
.NTO
guelit, selaouit. Petra ra dían den-ze ar pab... an iliz...
ar relijion ? Drouk ebet. Ha koulzkoude, mantruz eo
klevet ar pez a lavar en ho enep. Tud milliget ! ho la-
bour a voue bet lavaret gant Jesus diwall out-han : Si
me persecuti sunt, et vos persequuntur.
Pe seurt mennoz ho deuz ? A fructibus eorum cognos-
cetis eos.
Petra ' lavar Jesus-Krist, an Iliz, he ministred ? Karet
Doue, en em garet hon-unan ervez Doue, karet an nesa.
Hag hi petra ' lavaront ? Ar religion ! mad da netra.
Petra lakeont en he leacíh ? ó Doue an aour, doue an
enor, doue ar blijadur... Tud digar ! O lavaret dían dud
níeuz Doue na baradoz hebet, ne lezont gant ar paour, ó
gant an daou farz deuz tud ar bed-ma, ó netra dího
frealzi en ho foaniou.
Ar religion ebken a skor al labourer, a ro frealzidi-
gez d'an den klanv, a zoupla anken an den glac'haret,
a ro esperanz pa goller an dud, a ro nerz da zougen ar
cíhroaziou... Tud paour a vo ar muia atao. Daelou vo
bepred. Ha neuze, abred pe zivezad, e vo ar vered ;
ennhi, holl draou an douar a iel e teuz.
Hag anavoud a reont ar pez ma kozeont divar he
benn ? ó Nann.
ó Me zo ' vont da galvez : ó iit díar skol gant eur cíhal-
vez ; me zo ' vont da vortolod : ó iit díar skol gant eun
den a vor. Mad, abarz komz a religion eo red he studia ;
ó gouzout mad petra eo Doue ; ó kaout skiant ar
zent.
.NHO
JESUS DOKTOR AN DUD 329
.NTO
Hag ar fals doktoret ? Gant piou int bet er skol ? Gant
tud fall ha na ouzont netra.
Morse eta ne veritont beza selaouet.
Evelse bezet great.
* * *
.NPO
III
Prezegen var Zakramant an Aoter
óóóóóóóóóóó
Ego sum panis vitś
Me ' zo ar bara a vuez.
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZET KRISTEN,
Adorasion ' zo en ho parrez. Holl e teufot díober an
adorasion. Holl e rafot eur gofesion vad hag eur gom-
munion evel ma zeo dleet.
Mez ar gommunion, kristenien, níeo ket da gemeret
hebken, bep tro ma ve adorasion pe mission en eur
barrez, níeo ket da gemeret hebken, eur veach ar bloaz
da bask, mez da gemer aliez, cíhoant a mí beffe da
lavaret da gemeret bemdez. Ego sum panis vitś : me zo
'r bara ' laka da veva, eme Jesus-Krist. Rak-se, an hini
hen deuz cíhoant da veva ervez Jesus-Krist a dle kemeret
aliez euz ar bara-ze. Hag e karfen lavaret deocíh, hirio,
e berr gomzou, an dalvoudegez a cíhelfot da denna deuz
ar gommunion.
Sant Thomas, o kozeal divar benn Sakramant an
Aoter a lavare : Beza 'z eo eur bara, eun tammik henvel
deuz an hini ' ve kavet var an daol e pep ti. Doue, evit
chomm ganheomp, hen deuz kemeret liou ha blaz ar
.NHO
VAR ZAKRAMANT AN AOTER 331
.NTO
bara, rak ma ra Sakramant an Aoter evit hon ene ar
pez a ra 'r bara evit ar c'horf.
Hogen, evit ar cíhorf, ar bara ' deu : 1a) da rei díheomp
a nevez an nerz a gollomp dre hon labour ; 2l) ar bara
hon laka da greski ; 3de) ar bara hon laka da veza
laouen.
Evit hon ene, Sakramant an Aoter a ra ar memez
tra.
*
* *
Ar gommunion a deu da renevezi hon nerz.
Va Breudeur ha va Cíhoarezed kristen, nerz a gol-
lomp, bemdez. Evit hor cíhorf netra surrocíh. E berr am-
zer e zafe da netra ma na vemp, atao, var ervez. Eur zacíh
goullo ne jom ket pell en he zav, a lavare hon Tadou koz.
Dribi ' ranker. Níeuz par díar bara evit dercíbel an den
en he bloum. Doue, evel dre virakl, a laka 'r bara-ze
díober heol en hon izili ha goad en hor goazied.
Mad, kristenien, ar pez a ziguez evit ar cíhorf a
ziguez, ive, evit hon ene. ę Er bed-ma, ' lavare sant
Ogustin, e roomp taoliou, avechou. Mez skoet e ve var-
níhomp ive taoliou. Hag aliez an taoliou-ze ' ve ken
pounner, ma na zantomp mui tammik nerz ebet en hon
ene. Ľ
Piou en ho touez, va Breudeur ker, zoken an hini zo
'r guella gant Doue, níhen deuz ket, avechou, santet he
dammik kaloun o vankout díezhan ? Piou, díeur mare
pe da vare deuz he vuez, níhen deuz ket bet difizianz
deuz an dud, diskredet var an Aotrou Doue ha bet ten-
.NHO
332 VAR ZAKRAMANT AN AOTER
.NTO
tet da glask he blijadur er bed, var digarez ma zeo diez
kerzet var hent ar baradoz ? Oh ' díar mareou-ze, dreist
holl, pa vez ar galoun kaset da netra, pa vez an ene
kemeret, gounezet gant an drouk-spered, díar mareou-ze
eo mad mont da gommunia. Gellout a reomp, sur eo,
kaout nerz da stourm en eur ober actou a feiz, a esperanz,
a garantez. Chacha cíhellomp, dre ar beden, gras Doue
varnhomp. Mez netra ne roio dían ene kement a nerz
eget ar gommunion. ó ę An hini ' zreb va cíhorf hag
a ev va goad er gommunion, eme Jesus, a vezo ennhon-
me ha me vezo ennhan : Qui manducat meam carnem et
bibit meum sanguinem in me manet et ego in eo. Ľ Daoust,
Breudeur ha Cíhoarezet kristen, ha bresk e cíhelfemp
beza, ha dinerz a cíhelfemp en em zantout cíhoaz, pa
vezomp harpet var hor Zalver Jesus-Krist.
Histor : Sonis e Patay. O vont díar stourmat, eur mi-
gnon a cíhoulenne diganthan ha níhen doa ket aon.
Sonis hen doa kommuniet deuz ar mintin, en devez-se.
Hag en eur lakaat he zourn var he beultrin, e lavaras :
ę Doue ' zo aze : rak petra 'm beffe aon ? Ľ
*
* *
Ar gommunion a ro nerz díhon ene ; a ro dezhi an
nerz a goll bemdez, dre an tentasionou, evel ma ro 'r
bara nerz díar cíhorf goude ma ve bet dinerzet gant
tomder an heol pe skorn ar goan.
Mez níeo ket avoallacíh kaout nerz en hon ene. Red
eo he lakaat da zigeri, da greski. Níeuz forz pegen krenv
.NHO
VAR ZAKRAMANT AN AOTER 333
.NTO
e vo eun den, ma chomm, atao, bihan e vo eun dra
fall awalc'h...
Eun devez, sant Ogustin ' oa, gant glacíhar ha mel-
koni, o sonjal en he vuez tremenet. Ha leacíh hen doa
'r paour-keaz den, da lakaat he speret diez. Er penn
kenta deuz he vuez oa bet gwall droet gant ar bed. Dile-
zet hen doa he vuez fall : deut oa varzu Doue. Hag e
sounje penaoz en em gemer ar guella evit dont da veza,
nann eur zant, mez eun den mad.
Hag e klevaz eur vouez o lavaret díezhan : ę Ogustin,
Ľ kea da gommunia. Ma zez da gommunia, níeo ket
Ľ Doue ' vezo chenchet ennhoud, mez te vezo chenchet
Ľ e Doue. Ľ
Da lavaret eo, va Breudeur ker, ma zez da gom-
munia níeo ket Jesus a gemero plegou fall Ogustin,
mez Ogustin a gemero karantez Doue , madelez
Doue, justis Doue. Deuz a zen dont da veza henvel ouz
Doue ! Setu aze hag a zo brasaat, kreski.
Hag e guirionez, va Breudeur ker, ar re ' ia da gom-
munia aliez, ó nann holl evelkent, rak lod ne gom-
muniont ket evel ma zeo dleet, lod ne deuont dían daol
zantel nemet dre voazamant hag ennho ar gommunion
a ra, evel eul louzou kemeret araog he vare, var eun
den klanv, óó mez ar re ' ra kommunionou mad a zo, en
ho buez, eun dra benag euz a Zoue. Ho drem a zoug
varzu ennho ; ho cíhomz leun a zousder a ra plijadur ;
en ho speret e zo eun dra benag hag a entent guellocíh
an traou, en ho bolontez eun nerz hag ho foulz, atao,
díober mad..., etc. Histor sant Hyacinthe...
.NHO
334 VAR ZAKRAMANT AN AOTER
.NTO
*
* *
Ar gommunion a deu da rei levenez.
Digarez a ve kavet da jomm heb kommunia. Ma ve
red dalcíher ar galoun atao e stad da vont da gommunia,
neuze na ve plijadur ebet ken... neuze, na dans, na par-
doun, na foar.
Hennez eo, lavar an dud. Selaouit brema lavar Jesus.
Eur veach, Jesus a rea eun diskuiza, e kichen eur puns,
pa deuaz eur placíh iaouank da gercíhat dour. Ar plac'h
iaouank-ze he doa klasket, 'n dra cíhelle, he flijadur
ebarz er bed. Er plijadureziou-ze he devoa lezet zoken,
tammou deuz he enor. Ha Jesus a lavaraz díezhi : ę Oh !
ma guesfet pegement e zo muiocíh a blijadur o c'heul
an Aotro Doue : Si scires donum Dei ! Ľ
Hag e guirionez, va Breudeur ker, daoust hag ar plija-
duriou a ro ar bed a cíhell beza lakeat e kemm gant
ar plijaduriou a ro an Aotrou Doue. Holl ho peuz bet
kemeret kalz pe nebeut deuz plijaduriou ar bed. Ous-
penn-ze, beza ' zo en ho zouez ha níint ket difennet...
Mad, pet gueach eo bet karget ho kaloun gant ar pli-
jaduriou-ze ? Daoust hag aliez ního deuz ket lezet var ho
lerc'h tritidigez ha morc'hed ? Ar guir, blijadur, an
hini ' laka 'n den eŁrus, eo an hini c'heller kemeret heb
aon na mez. Plijaduriou ar bed ' zo prenved enho...
Mez ar plijaduriou a gaver gant an Aotrou Doue a zo
iac'h ha sansun bepred. Ar c'hristen a zigemer, aliez,
hag e giz ma zeo dleet, Jesus en he galon dre ar gom-
munion, a vo laouen he lagad atao, eŁn he zell, eaz he
.NHO
VAR ZAKRAMANT AN AOTER 335
.NTO
goustianz, etc... Menecíh, súurzet, tud devot, ral e ve
du ho zal...
*
* *
Kemerit, eta, hirio, ar mennoz santel da gommunia
alies ha da gommunia mad. Var an douar e vezocíh euru-
soc'h... Er baradoz e vezocíh sent divezatocíh.
Evel-se beza great.
* * *
.NPO
IV
An Heur Zantel
óóóóóóóóóóó
Meur a heur, tremenet en hor buez.
Evit piou ? En eur ober petra ? Pegement a dalvont,
dreist holl, dirag Doue ?
Hag holl int-hi bet heuriou santel ?
Setu eun heur all, an Heur Zantel he hano !
Penaoz hag e peleacíh he zremen guellocíh eget ama.
Eun devez tremenet e cíharz aoteriou Jesus a dalv dek
kant tremenet er bed : Quia melior est dies una in atriis
tuis super millia. Ps. LXXXIII.
*
* *
E petra sounjal epad an heur-ma ?
Gueach all sant Paol a lavare : Christus heri, hodie et
in sścula : Jesus-Krist a voa deacíh, a zo hirio, hag a
vezo da viken.
Jesus-Krist a ioa deacíh :
Evit hon prena : ó E Bethlehem, ó E Nazaret, ó
Var ar groaz, ó o klask an danvad dianket.
Ha ni, deacíh ive marteze, ne zounjemp ket ennhan,
níher zelaouemp ket, a decíhe pell.
.NHO
AN HEUR ZANTEL 337
.NTO
Jesus-Krist a zo hirio.
Evit hor mad, hor zelaou : ó Var an Aoter : Cum
dilexisset suos, in finem dilexit eos.
Ni ive hirio, ó tost díezhan, ó a unan ganthan...
Oh ! nag hir eo an noz ! Veni, noli tardare... Omnia sunt
parata.
Jesus-Krist varcíhoas kenta :
Er gommunion hag o lavaret díheomp : Ego ero mer-
ces tua magna nimis.
Ha ni: Vivo ego, jam non ego, vivit vero in me Christus.
Jesus-Krist, varcíhoas goude : Hor cíhurunen en Env.
Ha ni neuze, eurus ganthan da viken.
Sounjomp mad en teir guirionez-se.
*
* *
Va Breudeur ker, er bed-ma pep tra ' dremen. Treme-
net eo ive an heur-ma.
Komzet hon deuz kaloun ha kaloun gant Jesus-Krist.
ó Hen trugarekeat, ó her meulet, ó hon deuz ; ó
goulennet he cíhrasou, ó goulennet dreist-holl ma vo
iviziken, peb heur henvel deuz houn-ma,tremenet dirak
Doue, er guel a Zoue, o veuli Doue, evit ma teuio var-
lercíh, eun heur eurusocíh... eun heur heb fin, heb
kemeskaillou a boan, a dristidigez... heur ar baradoz.
*
* *
- Ha brema, lavaromp : Kenavo, o va Jesus! Pe vel-
22
.NHO
338 AN HEUR ZANTEL
.NTO
locíh cíhoaz : Jesus deuet da mí heul dre ho karantez : In
pace, in idipsum dormiam et requiescam.
Evel eur cíhrouadur var galoun he vamm, ra gouskin
en eur zonjal ennocíh, en ho madelez, en ho karantez,
en ho peocíh, en eur lavaret : Meulet ra viot, hirio,
varcíhoas, da viken. AMEN.
* * *
.NPO
V
Aliou eur pastor díhe barrisionis goude eur mission
pe adorasion
óóóóóóóóóóóó
Regnum Dei intra vos est.
Cíhoui zo brema, e rouantelez Doue.
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZET KRISTEN,
Eun dra gaer eo guelet, epad eiz devez, eun iliz leun a
dud diredet ennhi evit pedi Doue, evit selaou komzou
Doue, evit deski lezen Doue, evit meuli Doue, goulen
pardoun ouz Doue.
Ha koulskoude setu ar pez hon deuz guelet er zizun
dremenet. Deut ocíh holl, pedet ho cíheuz, keuz ho
peuz bet dího pecíhejou... Transtulit quoque Dominus
peccatum tuum, non morieris. Ar peocíh a zo great etre
Doue ha cíhui : holl ocíh brema bugale da Zoue. Doue
' zo eat ganeocíh euz an iliz-ma dího ti : Depositum
custodi. Grit ma níhen devezo ket a geuz : taolit evez
d'he goll, díher guerza : grit ma cíhen em blijo ganeocíh.
Mez evit-se grit evel eun iliz deuz ho ti :
1a) Eun ti a beden, a veuleudi da Zone ;
2l) Eun ti a respet, a zoujans Doue ;
3de) Eun ti a urz vad, a berz an holl ;
4re) Eun ti a garantez, etre peb den.
.NHO
340 ALIOU EUR PASTOR GOUDE EUR MISSION
.NTO
*
* *
1.óó Eun ti a beden. óó Non in solo pane vivit homo, sed
in omni verbo quod procedit de ore Dei. Ar beden eo bara,
magadurez an ene.
Pedi mintin ha noz, pedi holl, koz ha iaouank, mestr
ha mevel, deski díar vugale pedi, dercíhel mad ma pe-
dint. Tad ha mamm ha na zeskont ket dího bugale
pedi, tad ha mamm evit hanter hebken.
2. óó Eun ti a respet óó Ger ebet morse enep ar reli-
jion. Respet ive da hano Doue : morse, na sakreou na
nondeou. ó Respet cíhoaz dían den he-unan : Komz vil,
komz lous hebet morse. Beilla dreist holl, e kever an
dra-ze, e kever ar vugale iaouank hag e kever ar miti-
zien. Rak, siwas ! aliez placíh ha mevel a goll bugel.
3. óó Eun ti a labour ervez Doue, a labour kinniget
da Zoue.
Peb den a rank labourat ervez he stad : Lod gant ho
fluen, lod gant ar cíhi-koun, lod gant ar bal, an alar...
Al labour n'eo ket eun dizenor. An didalvez a zalc'h
dindan an heol eur plas didalvoud. Mez en eur labourat
evit ar cíhorf, labouromp ive evit hon ene... Lod a la-
bour enep Doue, lod heb kaout sounj a Zoue. Labou-
romp da heul an Aotrou Doue... Labouromp atao a
du gant Doue.
4. óó Ti a urz vad. Peocíh ha karantez etre an daou
bried : Anez e veffent evel daou cíhaleouner, chaden-
net an eil ouz egile.
.NHO
ALIOU EUR PASTOR GOUDE EUR MISSION 341
.NTO
Skuer vad a berz ar pennou tiegez. ó Mar lavarit dího
mevellien : kit da labourat heb mont asames gantho, e
reint, sur, labour fall. Mez mar lavarit díezho : Deomp
díar park, ha ma labourit gantho kewred, e raint la-
bour vad. Evelse ive, ma lavarit dího pugale, dího me-
vellien : iit dían ofern, iit a govez, lavarit ho peden-
nou heb ober hocíh-unan ar pez a lavarit díezho, ne rint
ket kalz a van. Mez, ma lavarit díezho ober eun dra
benag hag a rit hocíh-unan, e rint atao anezhan a volon-
tez vad.
Dorn karantezuz, mez ive nerzus, evit renka pep tra
ha pep den : Firmiter et suaviter. Lakaat eun hual dían
troad re skanv, eur vistign díar penn re avelek, eur
vorail en nor, dían trezenner. Arabat lakaat ar vaz en
t‚n, mez he espern, ha ma vez red, labourad ganthi.
Goude an dra-ze holl, ma na cíheller dont da renka
mad an tiegez, ne eller ober tra all nemet vouela ha
pedi... Histor santez Monica ha sant Augustin. Monica í
cíhounezaz dre he daelou, he fedennou, he mab da Zoue.
Griit eveldíhi. Nerzuz eo bepred ar beden var kaloun
Doue.
AMEN.
* * *
.NPO
(342)
Ne 'z eus netra war ar bajenn-maŮ.
.NPO
(343)
PEMPED LODEN
*
.NPO
(344)
Ne 'z eus netra war ar bajenn-maŮ.
.NPO
I
Ar sarmoun var ar pecíhet, kempennet ha renket
evit beza great en eur pardon
óóóóóóóóóóóóó
Peccavi, et quid mihi accidit triste ?
Pecíhet e meuz, ha pe seurt droug a zo
c'hoarvezet ganhen-me ?
VA BREUDEUR KER,
An Aotrou Doue a lavar dían dud : ę Bezit santel
abalamour ma zoun santel va-unan. Ľ Beva heb san-
telez a zo mond a eneb bolontez an Aotrou Doue. Rak
níhen deuz hor cíhrouet nemet evit ma vezimp, goude
eur vuez digaillar var an douar, sent ha sentezet en he
varadoz.
An iliz, díhe zro, a zeu epad ar bloaz, da selebri gouel
ar re, euz he bugale varo, a cíhell guella, dre ho buez
direbech beza skuer vad he bugale veo, hag a lavar
d'heomp holl : ę Bet int ar pez ma zocíh, ha cíhoui,
dího tro a zo galvet da veza ar pez ma zint, gant ma
kerzfot dre ar memez arouden gantho. Ľ
Oh ! her gouzout a raan, lod a zo hag a respount :
ę Ia, va Doue ! cíhoant hon deuz da veza sent : poania
' raimp evit her beza : mez galloud an den a zo bihan ;
.NHO
346 VAR AR PECíHET MARVEL
.NTO
cíhoui, o va Doue, a zo braz hocíh hini, ha cíhoui eneou
dija eŁrus a zo nerzus ho peden : astennit ho tourn
díhon rÍn, díhon harpa ! Ľ Hag evel-se, gant poania
mad ha gant skoazel an Env da heul, e talcíhont dis-
klabez ho ene.
Mez lod all, ó ha stankaad a ra bemdez an niver
anezho, ó lod all a lavar : ę Bezet sant an nep a garo ;
evidon-me, na sant ne dounn, na sant na vezin ! Ha da
betra mad ?
Ľ Pecíhet e meuz pecíhi a rin cíhoaz. Ha perak nann ?
Goude pecíhi pe seurt droug a zo eta, cíhoarvezet ga-
nhen-me ? Peccavi et quid mihi accidit triste ? Ľ
Rak ma tleomp evel Jesus-Krist klask distrei ar re
a fazi ha miret ouz ar re vad da fallgalouni e teuan,
hirio, da ziskuez deocíh hen deuz ar pecíhet, a holl
viskoaz, koulz hag hirio en deiz, tennet gwaleur var
benn an den.
*
* *
Va Breudeur kristen, eun impalaer en he rouantelez,
eur jeneral e penn he arme, eur cíhabiten var he lestr a
dle, araog pep tra, merka he renk hag he zever da bep
hini. Goude ma ho devez diskouezet ho rouden d'an holl
e tleont gouarn, gant karantez evit guir, mez ive gant
fermder, ha pa zeu eur re benag, dre ho faot ha gant goe-
ziegez, da derri ho urzou, an impalaer, ar jeneral, ar
cíhabiten a dle kastiza kement hini a vank d'he zever.
Eun dourn evit rekoumpansi, eun dourn all evit punisa,
setu hebken e pe cíhiz e cíhallont dercíhel an urz vad.
.NHO
VAR A PECíHET MARVEL 347
.NTO
Hogen, va Breudeur ker, dreist holl bennou braz ar
bed-ma e zeuz eur Roue ; eur Roue brasocíh, galloudu-
socíh eget ar re all ; eur Roue hag hen deuz da cíhouarn,
nann eur rouantelez hebken, mez an Env, an douar ha
kement a zo etre an douar hag an Env.
Hag ar Roue-ze, rag ma ra pep tra gant pouez ha
diocíh vuzur, a verk da bep unan acíhanomp dre be
rouden kerzet : petra da ober, diocíh petra en em viret ;
ha rak ma zeo santel, e fell díezhan, dreist pep tra, e ren-
fe an urz-vad etouez he zujidi. Setu perak euz he berz,
ar cíhaera promesaou great dían nep a ra mad ho dever,
mez ive, ar pounnera gourdrouzou douget a enep ar re a
vank díhen ober. Hag ar gourdrouzou-ze níint ket, deuz
he berz, spountaillou bugale na krosmol avel.
Ho digas a ra da vir ervez he cíhoant dían heur mar
plij ganthan hag en despet da bep tra.
Selaouit kentocíh ha guelit. An testeniou ne vankont
ket.
*
* *
Ne vankont ket en amzer a zo dija eat abiou.
1į Evit kastiza 'r pecíhet, Doue ne espernaz ket an
daou zen kenta, he grouadurien muia karet.
Adam hag Eva í zo ganthan lakeat da ren var holl
draou an douar. Lojet er baradoz terrestr, e tremenont
ho amzer en eur blijadur heb he far ; ního deuz na diouer,
na dienez a netra ; nag enkrez, na poan a voulcíh ho
eurusded. Mez en eun taol kount, me ho guel barnet da
.NHO
348 VAR AR PECíHET MARVEL
.NTO
cíhounid ho bara divar bouez ho diouvreacíh, barnet
ouspenn díar poaniou, díar cíhlenvejou ha zoken d'ar
maro.
Ha perak eur blaneden ken dishenvel diocíh ar bla-
neden genta ? Eun dra í zo bet penn-kaoz ha níeuz ne-
met unan : ar pecíhet.
2į Doue na zellaz ket peger braz oa niver an dud ma
tlie skei varnho.
Var dro cíhuezek kant vloaz goude krouidigez ar
bed... etc. Danevel an dour-beuz.
3į Doue na espernaz ket ar pennou kurunet.
Ni, avechou, dirag ar pennou braz a rank stoui hon
tal ha choum da zounjal. Doue var an huella pennou a
ziskarg aliez ar pounnerra taol... Danevel ar pez a
cíhoarvezaz gant Balthazar : mane, thecel, phares... etc.
4į Doue na espernaz ket he bobl muia karet.
E korn an hent, eun den beuzet en he zaelou... etc.
Petra oa kear Jerusalem... Hirio enterret holl... etc.
Vú nobis quia peccavimus.
5į Doue ne espernaz ket he vab he-unan... etc.
Mez, a lavarot marteze díin, Jesus-Krist hen deuz la-
varet : ę Quis ex vobis, arguet me de peccato ! Ľ Guir eo,
va Breudeur ker. Mez kred eo evit ar pecíher. Dle ar
pecíher a rank, eta da baea. Ha penaoz benag ma zoa
he-unan teir gueach pur, teir gueach santel, setu hen
.NHO
VAR AR PECíHET MARVEL 349
.NTO
aze ; guelit e pe stuz : kurunen spern, tachou... etc...
Labour ar pecíhet.
Setu kentel an amzer dremenet.
*
* *
Mar greomp eur zell en dro díheomp, ni a gavo eur
gentel all.
Mervel a velomp, trouz ha lazerez a zao, goad a red ;
reuz, naonegez, goalinier a bep giz en em astenn var an
dud ha perak ?
Pep hini a lako, er pez a garo, ar penn-kaoz a gement-
se holl, mez evidon-me, pa ho guelan, a zeu da zounj
d'in euz a gomz al leoriou sakr : Rumphúa, fames et
flagella, super iniquos creata sunt.
Eur roue... etc. : lezit da dremen justis ar Roue ! Ha
me, pa zellan ouz trubuillou ha gualeuriou ar bed-ma, a
zeblant díin guelet ive, varnho skrivet : ę Lezit da dre-
men justis Doue ! Ľ
Mez, a lavarot marteze díin ę Me, a meuz pecíhet me,
ha ne zeuz ganhen diguezet droug ebet : Peccavi et quid
mihi accidit triste ? Ľ
Va Breudeur ker, mar díeo guir kement-se, krenit
muiocíh a ze. Seul huellocíh e vez savet ar morzol, seul
bounerrocíh e vez an taol a gouez var an anne. Doue a
cíhed ; gedal a cíhell, amzer hen deuz ; mez e ma savet
he vreacíh ; abred pe zivezad he zourn a ziskenno. Kre-
nit, rag da grena ho cíheuz leacíh. Beteg-henn, cíhoui '
.NHO
350 VAR AR PECíHET MARVEL
.NTO
zo bet espernet ! Mes en dro deocíh nag a bet hini a zo
bet skoet !
Perak an den iaouank-se, maro e kreiz he vrud ? Pet
gueach ne lavaraz hen ket : Peccavi et quid accidit mihi
triste ? Hirio, kouezet ar morzol var an anne. ó Perak
ar placíh-ze a rank plega he fenn dirag an dud all : en
he cíhaloun e respounte : pecíhi a raan mez e kuz ; bi-
ken den na vouezo netra : Hirio, kouezet ar morzol var
an anne. ó Perak an tad, ar vamm-ze o skuilla daelou,
e korn ar park ? Aliez a vech oant bet aliet da ziorren
mad ho bugale. Ober a reant skouarn vouzar ; hag hirio,
pa ho deuz a veacíh eun tamm bara direbech en ho zi
ho-unan, ha marteze pa rankont mont díhe glask a zor
da zor, e lavaront hi ive : kouezet ar morzol var an anne.
Pecíhet e meuz : Peccavi et quid mihi accidit triste ?
Evit guir, madou ho cíheuz, marteze. Marteze, ous-
penn e zocíh doujet, enoret, istimet zoken. Evit komz
evel ma komzit : ar voul a zo ganeocíh hag e ruil
a rit en tu ma karit. Ha neuze, sounn ho penn, en des-
pet da rebechou ho koustians, cíhoui ' lavar : Peccavi et
quid mihi accidit triste ? Hag ar re vad en eur ho kue-
led a lavar, marteze, díhocíh heul : da betra beza ver-
tuzuz ? Ar re fall ho deuz ar muia chanz.
Gaou ha fazi, va Breudeur ker. Pecíher, pecíherez
ocíh, hag espernet, evelkent. Mez abalamour da biou ha
da betra ? Marteze, en ho ti, eur vamm, eur pried, eur
bugel bihan, savet ho daou zourn varzu an Env a lavar :
ę Va cíhrouadur eo, va fried eo, va zad, va mamm eo ;
.NHO
VAR AR PECíHET MARVEL 351
.NTO
ho cíhared a dlean, ho cíhared a raan : Parce Domine :
truez, trugarez, pardoun ! Ľ Hag ho dourn astennet
aziocíh ho penn a ziarbenn dourn an Aotrou Doue.
Marteze, cíhoaz, etouez ho techou fall, hocíh oberou
digoustianz e zeuz eur pleg mad benag hag eun neubeut
oberou kristen. Ha sounj ho cíheuz cíhoui euz ar paour
keaz, bet díezhan an aluzen e toull ho tor, hag a la-
vare en eur vont kuit : ę Va Doue, me zo paour, ne
cíhellan rei nemet va feden ; cíhoui a zo pinvidik ha
trugarezuz, paeit eta, cíhoui, va dle ; roit dían den hen
deuz kemeret ouzin truez, priz an tamm bara hen deuz
lakeat e mí dourn, talvoudegez ar pez dillad hen deuz
taolet var va diouskoaz noaz. Ľ Ha Doue, digor he
skouarn da beden ar paour mad a lavaraz díhe dro :
ę Ia, red eo díin rekoumpansi ar pez hen deuz great an
den-ze ha rak ne cíhellin ket e rekoumpansi er bed all,
rekoumpansomp anezhan er bed-ma ; roomp díezhan
ar pez a glask : danvez, iecíhet, plijadur. Ľ Pae didal-
voud, roet da dud ken didalvoud hag hen, a lavar sant
Ogustin : Receperunt mercedem suam, vani vanam.
Doue a bae dle ar paour. Mez díhe dro e cíhoulenno
beza paet, varlercíh ; hag an nep na bae ket var an
douar, a ranko paea en eternite.
Er bed-ma, zoken, ma ve roet díin da lenn en ho ka-
loun, dindan skeud eun eurusded faziuz, petra a gafen-
me ? Fode parietem.
Setu eun aval ouz ar brank. Seblantout a ra beza
iacíh mad. Digorit hen. Eur prenv kuzet en he greiz a
.NHO
352 VAR AR PECíHET MARVEL
.NTO
zo e tribi he galoun. Eur frouezen eo ha níen em virje
ket ; kollet eo ive, ganthi, he blaz vad. ó Evelse, ar
pecíhet a zo evel eur prenv e kaloun an den. Toulla,
pikad, dribi ' ra. Hag ar pecíher pa en em bouez, pa ín
em zelaou mad a rank anzav ha lavaret he-unan : ę Oh !
na pegement muiocíh oa skanv va cíhaloun, laouen va
spered, díar mare míoa disklabez va ene !
*
* *
Ha brema, eur gomz cíhoaz hag e meuz achu.
Gueach all e teuaz tud da gavout sant Iann-Vadezour
hag e cíhoulen-jont outhan : ę Tu qui es ? Piou ocíh-tu ?
Petra ' lavarit acíhanocíh hocíh-unan ? Quid dicis de
teipso. Ľ
Me ive, a berz Doue, a cíhoulen ouzocíh hirio :
ę Piou ocíh ? Petra ' lavarit acíhanocíh hocíh-unan ? Ľ
Ne cíhoulennan ket e pe di e maocíh o chomm, pe hano
ocíh, pe cíhoui ' zo paour, pinvidik, desket, dizesk, koz
pe iaouank. Goulen a raan : ę Piou ocíh dirag Doue, e
pe stad e ma hocíh ene, petra dalv evit an eternite. Ľ
Her goud a raan, her goud a rit ive, eur mission, ma
permet Doue, a vezo er bloavez a zeu roet en ho parrez. (1)
Her gortoz a rit gant plijadur. Mez, va Breudeur ker, evit
ma tougo frouez mad ha puill, ho cíheuz a vrema eul
labour da ober.
Eun tiek mad, araog mare an hada, a velan o kloza
he bark, o stanka var he dro, o ticíhroza, o tistanka, o
.NFO
(1) Ar zarmoun oa great evit pardoun Plodiern.
.NHO
VAR AR PECíHET MARVEL 353
.NTO
tilouzaoui an douar, o kas ebarz an teil, an treaz, ar
bizin a cíhell ober muia vad. Neuze, mez neuze ebken,
e taol he cíhreun var an irvi.
Cíhoui ive, va Breudeur ker, ho cíheuz ho tachen da
labourat. Ha klozet mad eo var he zro, ha difrosted
mad an douar, ha níeo hen ket sklabezet gant al lou-
zeier fall ? Dever pep unan eo hen anavoud, hag a vre-
ma lakaat he boan evit ma kouezo, dían heur merket,
greun Doue var an dachen labouret mad.
*
* *
Sant Macíhouarn benniget, mar díeo cíhoui, ó hag
evidon-me hen cíhred stard, ó ar zant a enoromp e
meur a barrez all, dindan hano sant Houarne pe sant
Herve, ecíh anavezan ho puez. Dond a rejot var an
douar gant daoulagad klozet ouz sklerijen an deiz. Mez,
ar pez ' zo guell, daoulagad ho speret a ioa digor frank
da sklerijen ar feiz. Diouskouarn ho kaloun, níoant
ket bouzar ouz komzou Doue. Deuet ocíh da veza eur
zant braz. Grit, pa zeo cíhoui patron ar beg douar-ma,
grit ma vezo ar re ho deuz savet an iliz-ma en hocíh enor
hag ho kemeret evit ho alvokad dirag Doue, grit ma
vezint holl kuitibunan, din acíhanocíh ha din euz ar
baradoz.
Evel-se bezet great.
* * *
23
.NPO
II
Sarmoun ar Folgoat, kempennet ha renket evit
pardoun bras Itroun Varia 'r Porzou
óóóóóóóóó
Janua cúli, ora pro nobis.
Porz an Envou, pedit evidomp.
VA BREUDEUR KER,
Setu hen eta, digouezet an deiz euruz ma reomp
ennhan, pardoun Itroun Varia 'r Porzou.
Her goud a rit, brud ar japel-ma a zo skignet e pep
korn Breiz-Izel, abaoue ma zeo bet savet.
En hor raog, a holl viskoaz, a dost, a bell, a bep tu
tro var dro, hon tud koz a zirede ama gant prez, gant
mall ha gant dudi. Diez e kavjent ma ne vije ket deuet,
bep bloaz, eul loden euz pep parrez, unan benag euz
pep ti, da ginnig díar Vercíhez sakr anaoudegez vad ha
pedennou ar re all gant ho fedennou ho-unan. Hag eu-
rus en em gavent pa zistroent var ho cíhiz, goude beza
pedet mamm Doue da zercíhel evitho digor, dor, porz
ar baradoz.
Eveldího, setu cíhoui dího tro, diredet stank ha stank,
gant ar memez feiz, ar memez fizianz, ar memez ka-
rantez.
.NHO
AR VERCíHEZ PORZ AN ENVOU 355
.NTO
Guercíhez sakr, pa ze guir eo evidocíh e teuan koulz
hag hi, roit díin ar cíhraz da ziskouez penaoz e tigasit da
vir an hano a zougit ama, hano Itroun Varia 'r Porzou.
Digoret ho cíheuz evidomp dor, porz an Envou, klo-
zet porz, dor an ifern : ó En eur rei díheomp, en ho
mab ker, eur Zalver karantezus ; ó en eur ziskouez
díheomp, dre skouer ho puez, hent santel ar baradoz ;
ó en eur viret, dre ho skoazel gallouduz, ne fallgaloun-
femp ket hed hor beach.
*
* *
Ar Vercíhez, en he mab, he deuz roet díheomp eur
Zalver.
Va Breudeur ker, er bed-ma, netra ne bad ; en dro
díheomp hag ennhomp hon-unan, pep tra í dremen evel
an dour-red. Tamm ha tamm, deiz goude deiz, hor buez
en em denn kuit, da cíhortoz an heur, merket gant
Doue, hag a dle hon diskar er bez.
Mez, pa hon devezo tennet hon halanad diveza, ne
vezo ket peur-achu hor planeden. Varlercíh buez verr
ar bed-ma, e tigor buez hir an eternite. Hag en eternite,
me vel diou zor dishenvel. Var unan eur skrivanier bras
hen deuz merket: ę Me zo great gant justis Doue. Drei-
zon-me, e zear da di an daelou heb ean, da lojeiz an
ankeniou garo. Ha kement hini a ia dreist va zreujou a
rank lezel an esperans a drenv. Ľ ó Houma, va Breudeur
ker, eo dor spountuz an ifern.
Eunn or all a zo ha varnhi me a zeblant guelet skrivet :
ę Lagad hebet na velaz, na skouarn na glevaz, na kaloun
.NHO
356 AR VERCíHEZ PORZ AN ENVOU
.NTO
den na cíhellaz koumpren, ar pez hen deuz an Aotrou
Doue lakeat a gostez evit ar re her cíhar. Ľ Houma, an
nor eurus, an nor zantel, eo dor ar baradoz.
Hag unan anezho ho diou a zigoro eun deiz evidomp.
Her goud a rit, er penn kenta, an ifern níoa ket great
evit an den. Goude eur vuez eurus var an douar-ma e
zoamp galvet, heb rankout mervel da bignat varzu palez
aour an Dreindet sakr ha da danva eno da viken, eul
levenez cíhoaz brasocíh e kreiz eur cíhloar heb he far.
Mez goud a rit ive, ar pez a cíhoarvezaz gant hor
lignez paour. Hor mamm, var ali trubard an drouk-
speret ha gounezet gant liou touellus ar frouezen difen-
net, a zizentaz ouz Doue. Ha kerkent e serraz outhi hag
ouzomp porz an Envou hag e tigoraz porz an ifern,
klozet ouzomp beteg an deiz-se. Piou, a nevez, va
Breudeur ker, a zigoro an nor zarret hag a zerro an
nor zigor ?
Brema trivacíh kant eiz vloaz ha pevar ugent, e bro
sao-heol, e veve eur placíh iaouank. Ha sada, a berz
Doue, eun eal o tisken varzu ennhi hag o lavaret : ę Me ho
salud leun a cíhras, an Aotrou Doue ' zo ganeocíh. Ľ
Hag ar vercíh respount da gannad Doue : ę Ecce ancilla
Domini : servicherez oun da Zoue. Ra vezo great e m'
cíhever, ervez a lavarit. Ľ
Itroun Varia 'r Porzou, ia, cíhoui ' zo hanvet mad ; ia,
cíhoui ' ro díheomp hor Zalver. Eur vaouez a gollaz
achanomp, eur vaouez a ro díheomp ar vuez.
.NHO
AR VERCíHEZ PORZ AN ENVOU 357
.NTO
Bet omp holl var hon daoulin dirag ho poltred : en ho
tourn deou, klozet etre ho pizied evit he difenn ouzomp
e talcíhit ar frouezen fall a brennaz dor an Env, a
zigoraz dor an ifern. Mez, var bleg ho preacíh kleiz,
evel evit hen diskouez, her cíhinnig díheomp, e tougit
ar frouezen a vuez, ar mab benniget ho cíheuz roet dían
dud evit ho frena ; divar ho parlen eo pignet da zigeri
dor an Env, da gloza dor an ifern.
Itroun Varia ar Porzou, ra viot benniget dreist an
holl gragez ha benniget ar frouez ho cíheuz douget. Ho
mab eo hor cíhenta Salver, hag ervez eun eskob braz,
cíhoui a zo deuet da veza evel eun eil Jesus-Krist, evel
eun eil Salver ar bed.
*
* *
Mez, va Breudeur ker, evit mont tre, níeo ket awalcíh
e ve digor dor an ti, red eo cíhoaz e kemerfet an hent a
gas varzu an nor-ze.
Hogen, siouaz ! evit kalz a dud, mar díoa er baradoz
terrestr, diou vezen dishenvel : guezen ar vuez ha
guezen ar maro, an diou vezen-ze a zo cíhoaz en ho zav
a bep tu díheomp ha daou hent dishenvel a gas varzu
ennho. Stank int ar re a gemer skouer divar hon tad
hag hor mamm genta. Ni, va Breudeur ker, kemeromp
skouer divar ar Vercíhez Sakr.
Anaout a rit he buez. Araok he ginivelez, ar profet
digoret dirazhan, gant Doue, leor an amzer da zont, a
lavare divar he fenn : ę Piou eo an hini a bign euz a
.NHO
358 AR VERCíHEZ PORZ AN ENVOU
.NTO
greiz an douar frost, dudiuz evel ar goulou-deiz, kaer
evel al loar, sklerijennus evel an heol ha nerzus evel
eun arme linennet evit ar stourmad. Ľ
Ha kaerocíh, sklerijennusocíh cíhoaz en em ziskuezaz
goude he donedigez etouez an dud.
Konseved eo bet dinam a bep souilladurez ha bevet
he deuz dibecíh hed he amzer. Abred, var barlen eur
vamm fur, santez Anna, e teskas anavoud ha karet
Doue. Dían oad a dri bloaz en em dennaz en templ, pell
diouz an trous, pell diouz danjerou ar bed, evit en em
rei holl da Zoue. An Hini í gav abeg beteg e kurunen
an heol, e buez ar vercíh iaouank ne gave mank ebed :
Macula non est in te. Hag e lavaraz : ę Hi a vezo mamm
va mab muia karet. Ľ
Anaout a rit he cíharantez evit he mab.
Pa glaskas Herodes, lakaat Jesus díar maro, evit sa-
vetei he vuez, Mari a guita pep tra : bro, kerent, mignou-
ned hag en em guz en eur vro estren. ó Pa zeo eun
droad, dianket Jesus-Krist e kear Jerusalem, epad tri
devez e ra goulen anezhan a bep tu. Ne baouez ken na
díeo ganthi kavet. Ha pa her guel, ne cíhell ket
miret da ziskuez he cíharantez: ę Va mab paour ! tri
devez ma kuillan daelou en eur da glask : Ecce jam
triduo, pater tuus et ego, dolentes querebamus te.
Da heur he varo, epad ma teue an holl díhen dispri-
jout, ar vamm baour, pell da gemeret mez pe aon, a zo
en he zav, e troad ar groaz, deuet e kreiz ar vourrevien
da rei díezhan an diveza merk a garantez.
.NHO
AR VERCíHEZ PORZ AN ENVOU 359
.NTO
Ha Jesus-Krist, eur veach pignet en Env, Mari he
vamm na cíhoulen mui nemet nijal varzu ennhan.
Mervel a ra díhe zro, nann dre glenved na dre gosni,
mez dre nerz he cíharantez evit Jesus-Krist.
Kristenien, va Breudeur, goulen a rit pehini eo hent
ar vuez, hent an Env. Setu hen aze, kerzit dreizhan ;
varnhan e kavot roudou Jesus-Krist, roudou ar Vercíhez,
roudou ar zent, ar zentezet maro en hor raok. Hennez
eo an hent mad ha níeuz hent mad nemethan.
*
* *
Mez, a respountot marteze díin : ę Níeo ket bolontez a
vank, mez hon nerz a zo ker bihan hag an danjerou ' zo
ker stank. Ľ
Ia, va Breudeur ker, ar bed a zo fall, an danjerou í
zo stank, hon nerz a zo bihan. Her goud a raan
koulz ha cíhoui, rag holl omp euz ar memez lignez, euz
ar memez wenn, holl e vevomp e kreiz ar memez dan-
jerou.
Mez selaouit eun dra.
Setu en ho ti, eur cíhrouadurik bihan. Gostl da
gozeal níeo ket : goestl da vale ken nebeut... etc... Ar
rest evel ó Sarmoun ar Folgoat, pajen 4.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
*
* *
Ha brema, Guercíhez, grit ma ne deuio nikun acíha-
nomp, dre hon dallentez hon-unan, da brenna dor ar
.NHO
360 AR VERCíHEZ PORZ AN ENVOU
baradoz ganeocíh digoret díheomp ; grit ma ne zigorimp
ket dor an ifern ho cíheuz klozet ; hon harpit hed hor
beach, krogit en hon dourn da ren acíhanomp ! Ha pa
zaimp dirag ho mab a dle hor barn, bezit hon alvoka-
dez ; lavarit : ę Va mab, ro díezho digemer. Hi eo ar
Ľ vugale all az poa díin roet var menez Kalvar. Digor
Ľ frank evitho dor ar baradoz ! Ľ
Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
III
Digor evit ober sarmoun ar Folgoat, níeuz forz e
pe seurt pardoun, en enor da vamm Doue
óóóóóóóóó
Ecce filius tuus, ecce mater tua.
Setu aze ho mab, setu aze ho mamm.
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZET KRISTEN,
Karet, meuli, pedi a reomp ar zent deiz ho fardoun,
deiz ho gouel a vez, evidomp-ni ive, eun deiz a cíhouel,
eun deiz a bardoun.
Mad a reomp, va Breudeur ker. Evel díomp int euz a
lignez Adam hag Eva ; hor Breudeur int dirag Doue.
Rak-se, dre bleg ho wenn hag ho cíhaloun int douget
evit hor mad hag e klaskont hon eurusded.
A hent all, hi en hor raog, ho deuz treuzet ar bed-ma,
anavezet he boaniou, ranket stourm ouz he zanjerou ;
gouzout a reont pegement e koust beza mad ; e tleont,
rak-se, kaout ouzomp truez.
Goud a reont, ouspenn, ho deuz var an douar, karet
Doue a greis ho cíhaloun, int bet, dího zro, karet
ganthan. Hag ar pez a ra hirio, en Envou, al loden
vrasa euz ho eurusded, eo rak ma cíhouzont ne cíhell
.NHO
362 DIGOR ALL EVIT SARMOUN AR FOLGOAT
.NTO
mui netra ober díhezo koll ar garantez-se. Piou goudeze
a cíhelfe nacíh eo braz ho galloud dirak Doue ?
Koulsgoude, etouez holl zent, holl zentezed ar baradoz,
e zeuz unan muiocíh anavezet, muiocíh karet, muioc'h
pedet eget ar re all.
Dibaot ar barrez ha na ve ket ennhi eur japel benag
savet en he enor, dibaot an iliz ha na ve ket ennhi guelet
he skeuden hag he aoter.
Evel ar pareziou all, muiocíh zoken, eget kalz all,
cíhoui he anavez, he meul, he cíhar, he fed.
Ho tud koz goude beza savet an iliz-ma a roaz díezhi
an Itroun Varia evit patrounez. Ama en em blijent o
taoulina dirazhi ; cíhoui, eveldího, stard en ho feiz, a
ra, dího tro, evel ma reant.
Hirio deiz he fardoun e cíhortozit holl, ma komzfen
deocíh divar he fenn, ha divar he fenn eo e teuan ive
da lavaret daou cíher :
Guercíhez sakr, setu ama ho pugale : Ecce filius tuus
Parrisioniz, setu ahont ho mamm : Ecce mater tua.
Itroun Varia, va mamm evel ho hini, díheocíh e tlean
kozeal euz ho pugale ; dího pugale e tlean komz acíha-
nocíh. Grit ma tiskuezin díezho mad, da genta, peger
koulz ho cíharit, ó dían eil, e pe cíhiz ha pegement e
tleont poania da veza evidocíh bugale direbech.
* * *
.NPO
IV
Perak poaniou er bed
óóóóóóóóóó
Virtus in infirmitate perficitur.
VA BREUDEUR KER,
Doue a zo eun tad hag eun tad mad. Perak eta, kement
all a boan, a dristidigez, etouez an dud ? Setu aze eur gou-
len hag a zo aliez a vech en em lakeat dirag va spered.
Perak ? Selaouit kentocíh.
*
* *
Ar boan a ren var an douar, 1į evit kastiza ar pecíhed.
Adam hag Eva, kenta krouadurien an Aotrou Doue,
a voa eurus er baradoz terrestr : na poan, na naon, na
klenved, na dienez euz netra. ó En eun taol kount
setu hi malheurus ! Perak ? Pecíhet ho devoa.
Lusifer ha kals eled all a voa eurus er baradoz... En
eun taol kount setu hi en ifern ! Perak ? Pecíhet ho
devoa.
Poan, tristidigez, melkoni ' zo var an douar. Perak ?
Eur zell var hor cíhoustians.
.NHO
364 RED EO KARET JESUSóKRIST
.NTO
*
* *
Doue an Tad a zo eun tad mad. Perak ' ta poan, tris-
tidigez, var an douar ? Selaouit ha komprenit. Poan a
zo var an douar evit sounti, aprouvi ar vertuz.
ó ę Ha guelet e cíheuz-te va zervicher Job, a lavaraz
eun devez, an Aotrou Doue, dían drouk-speret. Setu
aze unan ha níeuz ket he bar evit va cíharout.
ó Ľ Ia, mez eurus eo : níeo ket diez díezhan ho
meuli. Peb tra ' deu da vad evithan.
ó Ľ Mad, sko anezhan en he vadou... etc...
ó Ľ Sko anhezan, en he gorf, mez arabat e laza, etc. Ľ
Ha Job, var he vern teil, goapeat zoken gant he dud,
a veule cíhoaz an Aotrou Doue.
Poan a zo, tristidigez er bed-ma, evit ma vo meulet
an Aotrou Doue dre resinasion he vugale vad. ó Eur
zoudard ha n'eo ket bet e tan ar brezel, da c'houzout eo
pa zeo eun den a galoun pe enn den spountik. ó Eur
cíhristen ha níeo ket bet krog ha krog gant an dristi-
digez, da cíhouzout eo pe hen a zo stard pe laosk en
he lezen.
*
* *
Doue a zo hon tad hag eun tad mad, perak eta tristi-
digez ha poan er bed-ma ? Sellit ha guelit:
Setu aze eur groaz ha varnhi ar guella, ar cíharan-
tezusa den a zo bet var an douar. ó Guelit he benn, he
dreid, he gostez : Oportet christum pati et ita intrare in
regnum Dei.
.NHO
RED EO KARET JESUS-KRIST 365
.NTO
Mad, setu aze hor skouer. Hi, ar groaz eo sin ar
c'hristen. An aour, e kreiz an t‚n, a zeu flammocíh, an
ene kristen e kreiz ar boan, a zeu purocíh. Ar boan a
zo digaset gant Doue evit distaga 'r galoun dioc'h traou
an douar ha miret na ankounacíhafemp an Env.
*
* *
Doue ' zo hon tad hag eun tad mad ; perak eta poan
ha tristidigez er bed-ma ?
Eur zell en dro deocíh : nag a bet e kreiz ar iecíhed,
ar blijadur, an danvez... a vev pell diouz Doue, heb
sounjal e Doue. Doue a sko, ha kerkent e velont pegen
dister eo traou ar bed-ma, ar vuez, ar iecíhed, an dan-
vez. Distaga ' reont ho cíhaloun diouz ar bed evit he
roi da Zoue. Ha vertuziou an den e poan a ve purocíh.
Ar baradoz eta, aliez, a zo da heul poaniou.
*
* *
Rak-se e kreiz hor poaniou, roomp meuleudi da Zoue,
dougomp anezho holl, gant pasiantet, hag er baradoz,
divezatocíh, e vezint roz en hor cíhurunen.
Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
V
Deveriou ar Cíhristen
óóóóóóóóóóó
Custodite, sollicite, animas vestras.
Bezit aketus da ziwall hocíh ene.
Dent. iv, 15.
VA BREUDEUR HA VA CíHOAREZET KRISTEN,
Kenta ' ra eun tiek mad, pa vez karget euz eur gou-
manant, eo taol eur zell piz var he holl zouarou ha guelet
penaoz renta, an talvoudusa ma cíhell, kement korn-
douar a zo stag ouz he di. Lavaret a ra, goudeze : ę Ama,
peurach ; ama, koat ha lann-bil ; ama : foenneier ha
prajou ; ahount : douar labour, douar guiniz, segal pe
ed-du, eiz pe lugumach.
ó Setu, e pe cíhiz, e cíhell kaout eost mad e pep
takad hag en em binvidikaat gant he labour.
*
* *
Mad va Breudeur ker, ni ' zo ive 'vel labourerien,
fermourien, tieien an Aotrou Doue. Eur verouri hen
deuz lakeat díheomp etre hon daouarn : hon ene.
Díheomp-ni, da lakaat ennhan, pep tra da zont : taol
.NHO
DEVERIOU AR CíHRISTEN 367
.NTO
ennhan had mad, greun mad ; ober peb labour díar
mare, díar cíhoulz zo dleet, tenna deuz pep korniel ar
pez a cíhell da rei. Arabat e chom-fe korn frost hebed.
*
* *
Eur merour mad, ouspenn ma ra labour a zoare, a
daol evez ouz he labour great. Eur vech an amzer e ra
eur zell var he zrevad hag e lavar : ę ama, e sav louzeier
fall, pred eo cíhouennad ; Ama, eo distank, greomp eur
gloued nevez, lakeomp spern var gorn ar cíhleuz, stan-
komp an ode-ma, ar riboul-zont ; va cíhoad a ia gant
al laer, evesaomp ouz he roudou, a beleacíh e teu, varzu
peleacíh e za, pe vent hen deuz he votez... gour-
drouzomp.
Cíhoui ive, taolit evez. Guelit petra ' zeu mad, taolit
evez ouz al louzou fall, lakit tremp : pedit mad ; evesaÔt
ouz al laer, pa vez dicíhlaniet an dour roÔt dizal ma
tizouro.
*
* *
Penaoz en em gemeret, petra da ober ?
Eur vech an amzer, ober eur zell piz var ho kous-
tians, evesaat petra vir na docíh guir gristen, ha neuze,
mont díal leacíh ma kaver ennhan ar iecíhed.
An den klanv a ia da gavoud he vidisin pe he
apothiker
Ni, kristenien, a zo evidomp savet gant Jesus-Krist
eun ti a vedisinerez : ar gador-govez.
Lod a gofez bep sizun : mad evit eun darn.
.NHO
368 DEVERIOU AR CíHRISTEN
.NTO
Lod bep pemzek devez : mad ive ; lod bep miz : mad
cíhoaz.
E parreziou ' zo, eo kemeret ar pleg da zont holl, bep
tri miz. Guella kustum a cíhelfed da gaoud eo ar
cíhustum-ze.
Níeo ket evidomp e komzan, evidocíh eo. Seul vui e
chommer van-ha-van, da c'hourlerc'hi, seul brasoc'h
diegi a vez.
Perak lod na deuont mui. Ha sounjal a rit cíhoui e
kavont e ma 'r vironez a du gantho ? ó Nann. Chom-
met int pevar, cíhuecíh mis, bloaz, daou marteze.
Neuze, da heul meur a zigarez all, eo e teu ar pec'hed
a ziegi dího diarbenn.
*
* *
Konfesait, eta, mad hag aliez.
Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
VI
Red eo karet Jesus-Krist
óóóóóóóóóó
Si quis non amat Dominum nostrum
Jesum Christum, anathema sit.
Milliget ra vezo an hini ne gar ket an
Aotrou Jesus-Krist.
DIGOR
Non veni pacem mittere sed gladium. ó En eun dorn
morzol ar mansouner, en egile kleze ar brezellour...
Red eo poania ha labourat.
Hogen, lod ' zo tud laosk, difidel, trubard. Setu pe-
rak, Si quis non amat Dominum nostrum Jesum Chris-
tum anathema sit. Chomm heb karet Jesus-Krist a zo : ó
1į Eun treitouriach, ingrat ha digaloun ; 2į Eun dallen-
tez diskiant ha diremed.
*
* *
KENTA LODEN
Eun den honest, níhen deuz nemet he cíher. An den
leal, stard en he zever en despet da hep tra a vez, atao,
estimet. Er cíhountrol, eun den faoz a vez disprijet. Hag
24
.NHO
370 RED EO KARET JESUS-KRIST
.NTO
er faosoniach-ze, ' zo diou bazen izellocíh evit ar re all.
Daou exempl evit rei guellocíh da goumpren.
Eun den paour a gav eun den pinvidik. Hag ar pin-
vidik, asten he zourn díar paour, her cíhemer evit he
vreur.
Mez pep tra ' zo diasur, er bed-ma.
Ar pinvidik a zeu da veza reuzeudik, hag ar paour
rentet ganthan eŁrus, trei kein díhe vadoberour. Ingrat
eo, trubard díhe vignoun ; ó disprijet e tle beza.
Exempl all. ó Setu diou arme : ó ar cíhanoliou
morgousket var ho cíhillourou dir ; pep tra sioul evel
pa ve an ankou o para da cíhortoz falcíhad ar zou-
dardet.
Epad ar stourmad, an drapo a ia araog, a zeu a drenv ;
ó var he zro, soudardet kalounek. Ebken unan a
jomm a gostez ; trubard eo díhe vro ; disenori a ra he
boletennou hag he zabren.
Hogen, e peleacíh kaout ar mignoun ingrat, ar zoudard
trubard ?
Pa zeuomp er bed, stag ouz eun neuden etre ar bara-
doz sarret hag an ifern digor, piou a zigoro unan, a
zarro egile ? Ni ? ó Nann. Rak beza hon deuz tri cíhouli
braz : eur speret tenval, eur volontez dinerz, eur cíhorf
kiriek dían holl boaniou. Jesus-Krist a zeu, a zigor an
Env, a zarr an ifern, a sklerijen hor speret, e gennerz
hor bolontez, a ra díheomp lavaret : Superabundo gau-
dio, in omnibus tribulationibus meis.
.NHO
RED EO KARET JESUS-KRIST 371
.NTO
Meur a vignoun a gavomp : mignoun hon taol, hon
arcíhant, hon renk. Mez, tempora si fuerint nubila,
solus eris.
Karantez Jesus-Krist a zo brasocíh. Savet eo var bevar
bost ; ó Bethlehem : euz ar Baradoz en eur cíhraou ; ó
Nazareth : mab Doue pleget var eun eskemen ; ó Kal-
var : an den just etre daou laer, toullet he galoun ; ó
An Tabernakl : Salver ar bed, magadurez an den : Venite
ad me omnes qui laboratis et onerati estis... ; non dicam
vos servos sed amicos.
En dizro, petra cíhoulen ?
Goulen ma kredimp díhe Aviel, ma vezo hor feiz
krenvocíh eget finesaou an drouk-speret ha gevier ar bed.
ó Deiz hor badiziant, dezhan ni ' lavaraz : ę Credo. Ľ
Pellocíh e za. Dek, kant ger a cíhellit lavaret, krenó
vocíh an eil eget egile. Mez eur ger a zo hag a lavar pep
tra : me ho kar. Ha Jesus-Krist a cíhoulen hor cíharan-
tez evit he garantez, eur garantez guirion, he grizien en
hor cíhaloun. óó Deiz hor badiziant cíhoaz, deiz hor
pask kenta, ni ' lavaraz : ę Ni ho karo, nann a cíhinou,
mez a galoun : ni ho karo a vel kaer dían holl, ni ho
karo dizamant ; ho kroaz a vezo va drapo, me ho sou-
dard. Ľ
Setu aze ar marcíhad, etre ar paour hag ar pinvidik,
etre ar zoudard hag he gabiten.
Petra ziwez ?
Selaouit eun dra cíhoarvezet. En nosvez-se, e varned
Jesus-Krist. Per hen doa lavaret: ę Etiamsi oportet me
.NHO
372 RED EO KARET JESUS-KRIST
.NTO
mori tecum non te negabo. Ľ Ha koulskoude, nacíh a ra
he vestr, teir gueach.
Va Breudeur, ne zastumomp ket ar mean a zo var
hon hent evit hen taol ouz sant Per. Dalchomp hen
da skei var boull hor cíhaloun. Evel Per omp bet dispar-
tiet, evel Per, pa becíhomp, e nacíhomp hon Doue :
ę Non hunc, sed Barrabam. Barrabas zo mad evidomp.
Laer ha muntrer eo, evel ouzomp Jesus-Krist re vad
evidomp : Crucifige. Ľ Doue hor badiziant, madobe-
rour, medisin, drapo, holl dilezet gant eur mignoun in-
grat, eur zoudard trubard.
Tud ar bed hon dizammo : Me ' rank tamall ha lava-
ret : ę Mignoun ankounacíhaus, paour dianaoudek, sou-
dard treitour. Ľ
Ouspen, truez am meuz. Rak :
*
* *
EIL LODEN
Braz, diremet eo ho tallentez.
Va Breudeur ker, Doue eo ar mestr, mestr an holl, a
entent chomm mestr, mestr da skei pe da rekompansi.
A hent all, lagad an den na cíhell para, nemet var
daou zu, daou gostez : dían neacíh pe dían traon. Mar
par dían neacíh e ma en he venojen. Rak hor penn a zo
krouet sounn. Mar sell dían neacíh e vo joa en hor cíha-
loun, esperans en hor spered, bennoz Doue díhon heul
da cíhortoz an Envou.
Mar plegomp hor penn, petra gavomp ? Ar bed hag
.NHO
RED EO KARET JESUS-KRIST 373
er bed, netra hag a cíhell leunia, karga hon ene. Se-
laouit :
Salomon var he dron olifant... Tenna í ra euz an holl
draou krouet, ar pez a cíhell. Díezhan ne vank nag aour,
nag enor, na plijadur ha koulskoude, var fin he vuez, e
lavare : ę Et vidi in omnibus vanitatem et afflictionem
animi. Ľ
Perak ! ó Rak :
1į E kever Doue ' zo eun eal, eal an teir walen. En
he zourn e ma kalur venjansou an Env. Pa gostez he
galur an diveradou a zisliv, a rent cíhouero, a ra pren-
vedi holl draou an douar.
2į Kaloun an den a zo evel eur varriken didal. Taolit
ebarz, e chomm atao goullo : didal eo. An tal, tal ar
galoun, eo Doue. Beteg ma ve Doue ebars, e cíhoulen
atao : Affer, affer : inquietum est cor nostrum donec re-
quiescat in spe. ó Mez gant Doue da dal e ma leun,
diocíh-tu. Ne ell kaout eurusded hebet e traou ar bed-
ma.
Eun den lakeat da Roue a ioa eurus, ken a velaz eur
c'hleze stag gant eun neuden aziocíh he benn... Aziocíh
hor penn ive, e ma kleze Damokles : falcíh an ankou.
An den dall a ia gant ar venojen ; pa zounj nebeuta e
stok he droad, e kuez en eun toull, eo diskaret : ne vel
na mean na toull. Pecíher paour ! e maoud o vont :
gortoz, eur mean a zo var da hent : mean ar cíhlenved ;
eun toull : ar bez. Ního guelez ket, ne zonjes ket ennho,
siouas !
.NHO
374 RED EO KARET JESUS-KRIST
.NTO
Ha pa ziguezi gant Doue e vo goullo da zaouarn
pe gentocíh da zaouarn a vo leun a zizurziou.
*
* *
Greomp guellocíh. Dalcíhomp mad mar domp mad.
Mar domp fall, distroomp.
Ra deuio Jesus-Krist dího kennerzi. Lavaromp
díezhan : Ni gredo dího lezen atao, ni ho karo atao,
ha goude hor maro, neuze, Hen a vezo hon rekom-
pans : Ego ero, merces tua magna nimis.
AMEN.
************
* FINVEZ *
************
.NPO
TAOLEN
Evit kaout, e berr, ar sarmoniou renket
el levr-ma
óóóóóó
A
Aliou eur persoun díhe barrisionis goude eur
mission pe eur Jubile . . . . . . . . 339
Anna. ó Prezegen evit pardoun Santez Anna 'r Palud :
ó Santez Anna 'zo bet jervicherez fidel da Zoue, ó
eur pried karantezuz, ó eur vamm vad. . . . . 33
B
Baradoz. ó Holl joaiou an douar níint nemet eur
skeud deuz ar Baradoz ; ó er Baradoz, repozvan a
spered, repozvan a galoun, repozvan a gorf. . . 263
Evit bennigen ar cíhleier. ó Ar cíhlocíh a zigas da
zounj díheomp deuz ar pez a zo a vrasa en hor buez,
epad ma reomp hon treuz er bed-ma ; ó ar cíhlocíh
a zigas da zounj díheomp deuz ar pez a ell hor
bleina varzu an eternite. . . . . . . . . 98
Evit bennigen ar mor. ó Ar mor a zo eur park-
labour. Mez danjer a zo varnhan ; red mad eo kaout
bag var eor ha stur, ha bennoz Doue ouspenn ; ó mez
evit kaout bennoz Doue eo red poania díher meri-
tout. . . . . . . . . . . . . . . . 84
Evit bennigen eur groas nevez, e fin eur mission :
Christus heri, hodie et int súcula. . . . . . 102
.NHO
376 TAOLEN
.NTO
Evit bennigen hent ar groaz.ó Meur a hini ho deuz
lakeat ho dourn díober an hent-se : Judas, Pilat,
KaÔph, Herodez. ó Ho wenn díar re-ze, ' zo beo
atao. Díezho daou cíher : treitour int e kever Doue,
diskiant en ho cíhever ho-unan . . . . . . . . 92
Evit bennigen maean kenta iliz Karaes. ó
Presta da Zoue, a zo prena leve. . . . . . . . 74
D
Deveriou eur cíhristen. ó Buez eur cíhristen hen-
velebet ouz buez eun tiek mad. . . . . . . . 366
G
Guercíhes. ó Sarmoun ar Folgoat : ar Vercíhez a zo
hor mamm, ó mes he galloud a zo brassocíh eget
galloud holl mammou ar bed-ma. . . . . . . . . 3
Guercíhes. ó Sarmoun Itron-Varia 'r Porzou : Ar
Vercíhez he deus digoret evidomp porz an Envou ha
klozet dor an ifern, en eur rei díheomp en he mab
ker eur Zalver karantezus, ó en eur ziskuez
díheomp, dre skuer he buez, hent santel ar baradoz,
ó en eur viret dre he skoazel gallouduz ne fallga-
lounfemp ket, hed hor beach. . . . . . . . . 354
Guercíhes. ó Digor evit ober sarmoun ar Folgat e níeuz
forz pe seurt pardoun, en enor da vamm Doue. . . 361
H
Heur Zantel. ó E petra sounjal epad an heur zantel ? E
komz Sant Paol : Jesus a voa deacíh, Jesus a zo hirio,
Jesus a vezo varcíhoaz. . . . . . . . . . 336
.NHO
TAOLEN 377
.NTO
I
Ifern. ó Eun ifern a zo, eun ifern a rank beza ; pe seurt
poaniou a cíhouzanver, en ifern. . . . . . . 246
J
Jesus, doktor an dud. ó Pa deu eun den da glask hon
trei a du ganthan, tri cíhoulen da ober : piou ocíh
hag a berz piou e teuit, ó pe seurt mennoz ho tigas,
ó ha gouzout a rit-cíhoui mad, ar pez a glaskit
deski díheomp. . . . . . . . . . . . . 324
K
Karantez evit Jesus-Christ. ó Chomm heb karet
Jesus-Krist a zo eun dreitouriach ingrat ha diga-
loun ; ó eun dallentez diskiant ha diremed. . . . 369
Kaloun-Sakr. ó Kaloun Jesus, alcíhouez ar baradoz ;
ó kaloun, Jesus kelennadurez an den ; ó kaloun,
Jesus konsolation ar vuez. . . . . . . . . . 15
Konsekrasion iliz Hanvec. ó Er bed-ma, netra na
garg hon ene ; buez an douar a dremen buhan. Aba-
lamour da-ze, e rankomp klask buez an Eternite.
An iliz eo ar skeul da dizout beteg ar vuez-se . . 77
Kontrision. ó Petra eo ar Gontrition, petra da ober
evit he cíhaout ? . . . . . . . . . . . 272
L
Leziregez e servich Doue. ó Petra eo beza lezireg
e servich Doue ; ó pegen bras gwaleur eo. . . . 174
.NHO
378 TAOLEN
.NTO
M
Mab prodig. ó Ar pecíher henvelebet ouz mab prodig
aviel Sant Lucas. . . . . . . . . . . . 185
Maro. ó Mad eo sounjal er maro ; ó mad eo en em
brepari díar maro ; ó mad eo gouzout petra eo ar
maro. . . . . . . . . . . . . . . . 210
Mesventi. ó Ar vesventi a laz ar cíhorf, a laz an enor,
a laz an ene hag a zo peun-kaoz euz gwaleur, er
bed-ma hag er bed all. . . . . . . . . . . 180
Mission. ó Sarmoun evit digeri eur mission. ó Er bed-
ma e maomp evit servicha Doue, ó hag evit hen
ober ervad, ar berra, ar surra hent eo ober he vis-
sion evit ar guella. . . . . . . . . . . 111
Morgousk e stad a becíhet. ó Skeul an ifern : ó
Ar re ' zo var ar skeul-ze, ' zo pred díezho dihuna ; ó
Arabat dale, rak peb dale a ve, var eun dro, beza
dianaoudek, kaout disprijans, beza kemeret gant
an dallentez. . . . . . . . . . . . . . 138
P
Pap. ó Ar pap eo pastor an eneou ha porzier an Envou ;
ó brezel a rear díhezan hag abalamour da-ze, e
tleomp muiocíh he garet. . . . . . . . . . 105
Pecíhet marvel. ó Ar memez sarmoun gant an hini
all, renket ha kempennet evit eur pardoun. . . . 345
Peden. ó Pegen red eo pedi ; ó pegen nerzus eo ar be-
den ; ó perak hor pedennou a jom, ken aliez a
veach, heb beza selaouet. . . . . . . . . . 307
.NHO
TAOLEN 379
.NTO
Perseverans. ó Red eo perseveri ; ó ouz petra en em
ziwall evit hen ober ; ó petra da lakaat en implij
evit dercíhel mad. . . . . . . . . . . . 299
Persoun. ó Evit troni eur persoun en he barrez nevez :
ó petra e tle beza eur persoun evit he barrisionis :
ó petra ' tle beza 'r barrisionis evit eur persoun. 63
Persoun. ó Sarmoun eur persoun en devez ma ze tro-
net, díhe barrisionis nevez. . . . . . . . . 71
Poan. ó Sarmoun evit gouel Sant Per en ereou : Buez
ar cíhristen a zo eur vuez a boan, abalamour ar boan
eo ar mean diazez euz eur vuez santel, ar boan a la-
ka disparti etre ar re zo da Zoue hag ar re ' zo dían
drouk-spered, ó ar boan a laka purrocíh ar vertuz. . 55
Poan. ó Ar boan a zo digaset gant Doue var an douar
evit kastiza 'r pecíhet, sounti 'r vertus, distaga 'r
galoun deuz traou ar bed ha miret da ankounacíhaat
an Env. . . . . . . . . . . . . . . . 363
R
Relijion. ó Sarmon evit gouel sant Mark, mez a ell
beza roet e peb leacíh hag evit pep sant : ó ar reli-
jion a zo eun dra red ; ó digareziou ar re ' fell
díezho beva heb relijion. . . . . . . . . . 23
Renk huel ar guir gristen. ó Eur zell var an den
poezet ennhan he-unan ; ó eur zell var an den
poezet er guel he nesa ; ó eur zell var an den poezet
er guel a Zoue. . . . . . . . . . . . . 284
Sakramant an Aoter. ó A deu da renevezi hon nerz,
ó hen laka da greski, ó hon laka da veza laouen. . 331
.NHO
380 TAOLEN
.NTO
Santelez. ó E rankomp beza sent. ó Digareziou ar
bed : re boanius eo beva santelamant, ó Doue ' ro
díin re nebeut a cíhrasou, ó re a zanjerou a gavan
var hent ar vuez. . . . . . . . . . . . . 46
Silvidigez. ó Ar zilvidigez a zo eun dra red ; ó evit
he ober e ranker poania ; piou evithi a gemer eur
guir boan. . . . . . . . . . . . . . . 127
Silvidigez. ó Steuen evit sarmoun eur pardoun. ó E
ranker beza sant ; ó penaoz anaout ha ni ' zo var
an hent mad. . . . . . . . . . . . . . 42
T
Trugarez an Aotrou Doue. ó Petra eo bet ha petra
eo cíhoaz e kever ar pecíher Doue an tad, Doue ar
mab ha Doue ar Spered-Glan. . . . . . . . . 192
V
Varn. ó Sarmoun var ar varn general. Ar varn-ze ' vo
enhi tri dra : eul leor splamm ha guirion, leor ar
cíhoustiansou ; ó eur valanz heb abeg, balanz an
Aviel ; ó eur zetans didruez, diremed, setans Jesus-
Krist. . . . . . . . . . . . . . . . 228
* *
* * *
.NFO
Brest, Moullerez ru ar Cíhastell, 4
End of the Project Gutenberg EBook of Sarmoniou an Aotrou Quere, by Jean Quťrť
*** END OF THIS PROJECT GUTENBERG EBOOK SARMONIOU AN AOTROU QUERE ***
***** This file should be named 23685-8.txt or 23685-8.zip *****
This and all associated files of various formats will be found in:
http://www.gutenberg.org/2/3/6/8/23685/
Produced by Alphonse Nandert and the FURCH project
Updated editions will replace the previous one--the old editions
will be renamed.
Creating the works from public domain print editions means that no
one owns a United States copyright in these works, so the Foundation
(and you!) can copy and distribute it in the United States without
permission and without paying copyright royalties. Special rules,
set forth in the General Terms of Use part of this license, apply to
copying and distributing Project Gutenberg-tm electronic works to
protect the PROJECT GUTENBERG-tm concept and trademark. Project
Gutenberg is a registered trademark, and may not be used if you
charge for the eBooks, unless you receive specific permission. If you
do not charge anything for copies of this eBook, complying with the
rules is very easy. You may use this eBook for nearly any purpose
such as creation of derivative works, reports, performances and
research. They may be modified and printed and given away--you may do
practically ANYTHING with public domain eBooks. Redistribution is
subject to the trademark license, especially commercial
redistribution.
*** START: FULL LICENSE ***
THE FULL PROJECT GUTENBERG LICENSE
PLEASE READ THIS BEFORE YOU DISTRIBUTE OR USE THIS WORK
To protect the Project Gutenberg-tm mission of promoting the free
distribution of electronic works, by using or distributing this work
(or any other work associated in any way with the phrase "Project
Gutenberg"), you agree to comply with all the terms of the Full Project
Gutenberg-tm License (available with this file or online at
http://gutenberg.org/license).
Section 1. General Terms of Use and Redistributing Project Gutenberg-tm
electronic works
1.A. By reading or using any part of this Project Gutenberg-tm
electronic work, you indicate that you have read, understand, agree to
and accept all the terms of this license and intellectual property
(trademark/copyright) agreement. If you do not agree to abide by all
the terms of this agreement, you must cease using and return or destroy
all copies of Project Gutenberg-tm electronic works in your possession.
If you paid a fee for obtaining a copy of or access to a Project
Gutenberg-tm electronic work and you do not agree to be bound by the
terms of this agreement, you may obtain a refund from the person or
entity to whom you paid the fee as set forth in paragraph 1.E.8.
1.B. "Project Gutenberg" is a registered trademark. It may only be
used on or associated in any way with an electronic work by people who
agree to be bound by the terms of this agreement. There are a few
things that you can do with most Project Gutenberg-tm electronic works
even without complying with the full terms of this agreement. See
paragraph 1.C below. There are a lot of things you can do with Project
Gutenberg-tm electronic works if you follow the terms of this agreement
and help preserve free future access to Project Gutenberg-tm electronic
works. See paragraph 1.E below.
1.C. The Project Gutenberg Literary Archive Foundation ("the Foundation"
or PGLAF), owns a compilation copyright in the collection of Project
Gutenberg-tm electronic works. Nearly all the individual works in the
collection are in the public domain in the United States. If an
individual work is in the public domain in the United States and you are
located in the United States, we do not claim a right to prevent you from
copying, distributing, performing, displaying or creating derivative
works based on the work as long as all references to Project Gutenberg
are removed. Of course, we hope that you will support the Project
Gutenberg-tm mission of promoting free access to electronic works by
freely sharing Project Gutenberg-tm works in compliance with the terms of
this agreement for keeping the Project Gutenberg-tm name associated with
the work. You can easily comply with the terms of this agreement by
keeping this work in the same format with its attached full Project
Gutenberg-tm License when you share it without charge with others.
1.D. The copyright laws of the place where you are located also govern
what you can do with this work. Copyright laws in most countries are in
a constant state of change. If you are outside the United States, check
the laws of your country in addition to the terms of this agreement
before downloading, copying, displaying, performing, distributing or
creating derivative works based on this work or any other Project
Gutenberg-tm work. The Foundation makes no representations concerning
the copyright status of any work in any country outside the United
States.
1.E. Unless you have removed all references to Project Gutenberg:
1.E.1. The following sentence, with active links to, or other immediate
access to, the full Project Gutenberg-tm License must appear prominently
whenever any copy of a Project Gutenberg-tm work (any work on which the
phrase "Project Gutenberg" appears, or with which the phrase "Project
Gutenberg" is associated) is accessed, displayed, performed, viewed,
copied or distributed:
This eBook is for the use of anyone anywhere at no cost and with
almost no restrictions whatsoever. You may copy it, give it away or
re-use it under the terms of the Project Gutenberg License included
with this eBook or online at www.gutenberg.org
1.E.2. If an individual Project Gutenberg-tm electronic work is derived
from the public domain (does not contain a notice indicating that it is
posted with permission of the copyright holder), the work can be copied
and distributed to anyone in the United States without paying any fees
or charges. If you are redistributing or providing access to a work
with the phrase "Project Gutenberg" associated with or appearing on the
work, you must comply either with the requirements of paragraphs 1.E.1
through 1.E.7 or obtain permission for the use of the work and the
Project Gutenberg-tm trademark as set forth in paragraphs 1.E.8 or
1.E.9.
1.E.3. If an individual Project Gutenberg-tm electronic work is posted
with the permission of the copyright holder, your use and distribution
must comply with both paragraphs 1.E.1 through 1.E.7 and any additional
terms imposed by the copyright holder. Additional terms will be linked
to the Project Gutenberg-tm License for all works posted with the
permission of the copyright holder found at the beginning of this work.
1.E.4. Do not unlink or detach or remove the full Project Gutenberg-tm
License terms from this work, or any files containing a part of this
work or any other work associated with Project Gutenberg-tm.
1.E.5. Do not copy, display, perform, distribute or redistribute this
electronic work, or any part of this electronic work, without
prominently displaying the sentence set forth in paragraph 1.E.1 with
active links or immediate access to the full terms of the Project
Gutenberg-tm License.
1.E.6. You may convert to and distribute this work in any binary,
compressed, marked up, nonproprietary or proprietary form, including any
word processing or hypertext form. However, if you provide access to or
distribute copies of a Project Gutenberg-tm work in a format other than
"Plain Vanilla ASCII" or other format used in the official version
posted on the official Project Gutenberg-tm web site (www.gutenberg.org),
you must, at no additional cost, fee or expense to the user, provide a
copy, a means of exporting a copy, or a means of obtaining a copy upon
request, of the work in its original "Plain Vanilla ASCII" or other
form. Any alternate format must include the full Project Gutenberg-tm
License as specified in paragraph 1.E.1.
1.E.7. Do not charge a fee for access to, viewing, displaying,
performing, copying or distributing any Project Gutenberg-tm works
unless you comply with paragraph 1.E.8 or 1.E.9.
1.E.8. You may charge a reasonable fee for copies of or providing
access to or distributing Project Gutenberg-tm electronic works provided
that
- You pay a royalty fee of 20% of the gross profits you derive from
the use of Project Gutenberg-tm works calculated using the method
you already use to calculate your applicable taxes. The fee is
owed to the owner of the Project Gutenberg-tm trademark, but he
has agreed to donate royalties under this paragraph to the
Project Gutenberg Literary Archive Foundation. Royalty payments
must be paid within 60 days following each date on which you
prepare (or are legally required to prepare) your periodic tax
returns. Royalty payments should be clearly marked as such and
sent to the Project Gutenberg Literary Archive Foundation at the
address specified in Section 4, "Information about donations to
the Project Gutenberg Literary Archive Foundation."
- You provide a full refund of any money paid by a user who notifies
you in writing (or by e-mail) within 30 days of receipt that s/he
does not agree to the terms of the full Project Gutenberg-tm
License. You must require such a user to return or
destroy all copies of the works possessed in a physical medium
and discontinue all use of and all access to other copies of
Project Gutenberg-tm works.
- You provide, in accordance with paragraph 1.F.3, a full refund of any
money paid for a work or a replacement copy, if a defect in the
electronic work is discovered and reported to you within 90 days
of receipt of the work.
- You comply with all other terms of this agreement for free
distribution of Project Gutenberg-tm works.
1.E.9. If you wish to charge a fee or distribute a Project Gutenberg-tm
electronic work or group of works on different terms than are set
forth in this agreement, you must obtain permission in writing from
both the Project Gutenberg Literary Archive Foundation and Michael
Hart, the owner of the Project Gutenberg-tm trademark. Contact the
Foundation as set forth in Section 3 below.
1.F.
1.F.1. Project Gutenberg volunteers and employees expend considerable
effort to identify, do copyright research on, transcribe and proofread
public domain works in creating the Project Gutenberg-tm
collection. Despite these efforts, Project Gutenberg-tm electronic
works, and the medium on which they may be stored, may contain
"Defects," such as, but not limited to, incomplete, inaccurate or
corrupt data, transcription errors, a copyright or other intellectual
property infringement, a defective or damaged disk or other medium, a
computer virus, or computer codes that damage or cannot be read by
your equipment.
1.F.2. LIMITED WARRANTY, DISCLAIMER OF DAMAGES - Except for the "Right
of Replacement or Refund" described in paragraph 1.F.3, the Project
Gutenberg Literary Archive Foundation, the owner of the Project
Gutenberg-tm trademark, and any other party distributing a Project
Gutenberg-tm electronic work under this agreement, disclaim all
liability to you for damages, costs and expenses, including legal
fees. YOU AGREE THAT YOU HAVE NO REMEDIES FOR NEGLIGENCE, STRICT
LIABILITY, BREACH OF WARRANTY OR BREACH OF CONTRACT EXCEPT THOSE
PROVIDED IN PARAGRAPH F3. YOU AGREE THAT THE FOUNDATION, THE
TRADEMARK OWNER, AND ANY DISTRIBUTOR UNDER THIS AGREEMENT WILL NOT BE
LIABLE TO YOU FOR ACTUAL, DIRECT, INDIRECT, CONSEQUENTIAL, PUNITIVE OR
INCIDENTAL DAMAGES EVEN IF YOU GIVE NOTICE OF THE POSSIBILITY OF SUCH
DAMAGE.
1.F.3. LIMITED RIGHT OF REPLACEMENT OR REFUND - If you discover a
defect in this electronic work within 90 days of receiving it, you can
receive a refund of the money (if any) you paid for it by sending a
written explanation to the person you received the work from. If you
received the work on a physical medium, you must return the medium with
your written explanation. The person or entity that provided you with
the defective work may elect to provide a replacement copy in lieu of a
refund. If you received the work electronically, the person or entity
providing it to you may choose to give you a second opportunity to
receive the work electronically in lieu of a refund. If the second copy
is also defective, you may demand a refund in writing without further
opportunities to fix the problem.
1.F.4. Except for the limited right of replacement or refund set forth
in paragraph 1.F.3, this work is provided to you 'AS-IS' WITH NO OTHER
WARRANTIES OF ANY KIND, EXPRESS OR IMPLIED, INCLUDING BUT NOT LIMITED TO
WARRANTIES OF MERCHANTIBILITY OR FITNESS FOR ANY PURPOSE.
1.F.5. Some states do not allow disclaimers of certain implied
warranties or the exclusion or limitation of certain types of damages.
If any disclaimer or limitation set forth in this agreement violates the
law of the state applicable to this agreement, the agreement shall be
interpreted to make the maximum disclaimer or limitation permitted by
the applicable state law. The invalidity or unenforceability of any
provision of this agreement shall not void the remaining provisions.
1.F.6. INDEMNITY - You agree to indemnify and hold the Foundation, the
trademark owner, any agent or employee of the Foundation, anyone
providing copies of Project Gutenberg-tm electronic works in accordance
with this agreement, and any volunteers associated with the production,
promotion and distribution of Project Gutenberg-tm electronic works,
harmless from all liability, costs and expenses, including legal fees,
that arise directly or indirectly from any of the following which you do
or cause to occur: (a) distribution of this or any Project Gutenberg-tm
work, (b) alteration, modification, or additions or deletions to any
Project Gutenberg-tm work, and (c) any Defect you cause.
Section 2. Information about the Mission of Project Gutenberg-tm
Project Gutenberg-tm is synonymous with the free distribution of
electronic works in formats readable by the widest variety of computers
including obsolete, old, middle-aged and new computers. It exists
because of the efforts of hundreds of volunteers and donations from
people in all walks of life.
Volunteers and financial support to provide volunteers with the
assistance they need, is critical to reaching Project Gutenberg-tm's
goals and ensuring that the Project Gutenberg-tm collection will
remain freely available for generations to come. In 2001, the Project
Gutenberg Literary Archive Foundation was created to provide a secure
and permanent future for Project Gutenberg-tm and future generations.
To learn more about the Project Gutenberg Literary Archive Foundation
and how your efforts and donations can help, see Sections 3 and 4
and the Foundation web page at http://www.pglaf.org.
Section 3. Information about the Project Gutenberg Literary Archive
Foundation
The Project Gutenberg Literary Archive Foundation is a non profit
501(c)(3) educational corporation organized under the laws of the
state of Mississippi and granted tax exempt status by the Internal
Revenue Service. The Foundation's EIN or federal tax identification
number is 64-6221541. Its 501(c)(3) letter is posted at
http://pglaf.org/fundraising. Contributions to the Project Gutenberg
Literary Archive Foundation are tax deductible to the full extent
permitted by U.S. federal laws and your state's laws.
The Foundation's principal office is located at 4557 Melan Dr. S.
Fairbanks, AK, 99712., but its volunteers and employees are scattered
throughout numerous locations. Its business office is located at
809 North 1500 West, Salt Lake City, UT 84116, (801) 596-1887, email
[email protected]. Email contact links and up to date contact
information can be found at the Foundation's web site and official
page at http://pglaf.org
For additional contact information:
Dr. Gregory B. Newby
Chief Executive and Director
[email protected]
Section 4. Information about Donations to the Project Gutenberg
Literary Archive Foundation
Project Gutenberg-tm depends upon and cannot survive without wide
spread public support and donations to carry out its mission of
increasing the number of public domain and licensed works that can be
freely distributed in machine readable form accessible by the widest
array of equipment including outdated equipment. Many small donations
($1 to $5,000) are particularly important to maintaining tax exempt
status with the IRS.
The Foundation is committed to complying with the laws regulating
charities and charitable donations in all 50 states of the United
States. Compliance requirements are not uniform and it takes a
considerable effort, much paperwork and many fees to meet and keep up
with these requirements. We do not solicit donations in locations
where we have not received written confirmation of compliance. To
SEND DONATIONS or determine the status of compliance for any
particular state visit http://pglaf.org
While we cannot and do not solicit contributions from states where we
have not met the solicitation requirements, we know of no prohibition
against accepting unsolicited donations from donors in such states who
approach us with offers to donate.
International donations are gratefully accepted, but we cannot make
any statements concerning tax treatment of donations received from
outside the United States. U.S. laws alone swamp our small staff.
Please check the Project Gutenberg Web pages for current donation
methods and addresses. Donations are accepted in a number of other
ways including checks, online payments and credit card donations.
To donate, please visit: http://pglaf.org/donate
Section 5. General Information About Project Gutenberg-tm electronic
works.
Professor Michael S. Hart is the originator of the Project Gutenberg-tm
concept of a library of electronic works that could be freely shared
with anyone. For thirty years, he produced and distributed Project
Gutenberg-tm eBooks with only a loose network of volunteer support.
Project Gutenberg-tm eBooks are often created from several printed
editions, all of which are confirmed as Public Domain in the U.S.
unless a copyright notice is included. Thus, we do not necessarily
keep eBooks in compliance with any particular paper edition.
Most people start at our Web site which has the main PG search facility:
http://www.gutenberg.org
This Web site includes information about Project Gutenberg-tm,
including how to make donations to the Project Gutenberg Literary
Archive Foundation, how to help produce our new eBooks, and how to
subscribe to our email newsletter to hear about new eBooks.
Excerpt
The Project Gutenberg EBook of Sarmoniou an Aotrou Quere, by Jean Quťrť
This eBook is for the use of anyone anywhere at no cost and with
almost no restrictions whatsoever. You may copy it, give it away or
re-use it under the terms of the Project Gutenberg License included
with this eBook or online at www.gutenberg.org
Read the Full Text
— End of Sarmoniou an Aotrou Quere —
Book Information
- Title
- Sarmoniou an Aotrou Quere
- Author(s)
- Quéré, Jean
- Language
- Breton
- Type
- Text
- Release Date
- December 3, 2007
- Word Count
- 97,571 words
- Bookshelves
- Browsing: Other
- Rights
- Public domain in the USA.